2 a viz Mae 2005, niv. 54

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

"B comme Reizh" : become reizh, e Breizh

 

 

E Roazhon, Baod ha Tregon e vo lidet "pemzektez ar c'henwerzh reizh" (pe kengret) en deizioù da zont. E Roazhon e vo an degouezh brasañ, e-pad tri devezh : d'ar 5, 6 ha 7 a viz Mae. Aozet eo "B comme Reizh" gant ar c'hevredigezhioù Ingalañ, On Equit' hag Esperanza.

D'ar Yaou e vo kinniget ur marc'had "kengret" gant boued, evajoù, bravigoù, c'hoarielloù, produet, enporzhiet ha gwerzhet hervez reolennoù ar c'henwerzh reizh. Diskouezadegoù, standoù, abadennoù c'hoariva ha bannadennoù filmoù a vo ivez. Ur c'hollok a vo aozet d'ar Gwener ha d'ar Sadorn beure, gant divizoù, prezegennoù ha stalioù-labour. Ur sonadeg a glozo an tri devezh, e Sal ar Cité, gant Mr Roux, les Vieilles Pies, Nicolas Jules ha Boule et Caillou.

Gant ar gevredigezh Men Sao e vo kinniget ur sonadeg e Tregon d'ar Sadorn 7 a viz Mae, da 8 eur e Sal ar Sterenn (gant Ballast, Moho, Craft, The Wanted ha K-mikaze). Standoù a vo ha displeget e vo penaos ez a ar c'henwerzh reizh en-dro.

Gant Ingalañ e vo aozet an eil lodenn eus "B comme Reizh" e Baod, d'ar Sadorn 14 ha Sul 15 a viz Mae. Ur sonadeg a vo d'ar Sadorn da noz gant Promising Crew hag Almighty Sound. D'ar Sul e vo ur marc'had kengret war Tachenn ar Foar. Bannet e vo ur film ivez hag aozet e vo ur pred kengret da c'houde.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://www.ingalan.org

http://www.region-bretagne.fr/CRB

http://www.commercequitable.org/fra/quinzaine.php

 

 

 

 

 

 

 

 

Burzhud ar Buzhug

 

 

Ma vefe muzuliet pouez al loened a vev war ur gorread a zaou zevezh-arat e vefe kavet 1,1 tonennad a vuzhug pa ne vez nemet 55 kg a dud ha 2 pe 3 kg a laboused. Da lâret eo e talvez ar buzhug etre 60% ha 80% eus pouez al loened en hon ekosistemoù hag ez int diazez a bep seurt chadennoù ar magañ a vevomp-ni diwarno.

Ar buzhug a guzum an danvez organek hag o garidennoù a lak an douar da vezañ mesket mat. Siwazh e vez start ar jeu gant ar buzhug pa vez lakaet produioù kimiek war an trevadoù. Ma vez luduet re an douaroù e vez lazhet ar buzhug.

Ouzhpenn-se eo gwarezet an douaroù diouzh an dic’hlannoù gant ar buzhug. Ouzhpenn aveliñ an douar a ra o garidennoù (betek 5 000 km war daou zevezh-arat) : lakaat a reont an dour da vont e-barzh ar c’hondon. E-barzh douaroù leun a vuzhug e c’hell 160 mm a zour deveriñ enno e-korf un eur. Padal, ma ne vez ket eus ar buzhug ken, e ruilh an dour ha na vez ket stanket gant ar girzhier zo bet diskaret, betek erruout buan en traoñiennoù ma vez beuzet ar c’hêrioù.

 

Chadenn ar magañ : chaîne alimentaire

Kuzumiñ danvez organek : décomposer de la matière organique

 

 

 

 

 

 

 

 

 

"Breizh : douar al livourien" e Sina

 

 

Un dastumad skeudennoù graet gant Bretoned, "Breizh : douar al livourien", zo bet kaset da Sina, evit bezañ diskouezet e kêrioù Jinan ha Rizhao. E Proviñs Shandong emañ an div gêr-se, hag abaoe 20 vloaz ez eus eus un emglev etre Breizh ha Shandong evit eskemm ha kenlabourat.

Aozet eo bet an diskouezadeg-se gant Ajañs Sevenadurel Breizh gant Skoazell Kuzul-rannvro Breizh. E touez ar 21 skeudenner dibabet, pevar zo ezel eus "Poellgor an Tarv", poellgor divyezhek an arzoù.

Ur c'hatalog eus ar 54 skeudenn zo bet embannet gant an aozerien, hag evit ar wezh kentañ e vo ur c'hatalog e teir yezh : galleg, sinaeg ha brezhoneg.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib ar C’hevre mell-droad

 

 

Er bloaz-mañ e oa, e gourfenn Kib ar C’hevre, skipailh Caen a-enep hini Strasbourg. Ur gourfenn un tamm souezhus neuze dre ma n’eo ket an daou skipailh-se skipailhoù eus ar re wellañ er c’hampionad (Caen zo 19vet er rummad 1 ha Strasbourg 14vet). Met, evel ma plij d’an amatourien mell-droad lavaret, en ur gib, pep tra zo posupl, hag alies an trec’h a ya gant an hini tagnousañ. Ha pep hini en doa kalz a c’hoant gounit disadorn paseet, sur a-walc’h, kement ha disoñjal ar bloavezh un tamm ha tapout an tiked evit Kib Europa UEFA. Goude ur c’hrogad plijus da welet e Stad Frañs, gant daou skipailh penn-da-benn en emgann, Strasbourg zo bet trec’h war Caen daou bal da unan. Setu penaos, war-lerc’h eizh vloaz, ez eo aet adarre Kib ar C’hevre gant Strasbourg.

 

 

 

 

 

 

 

 

Garden State

 

 

Stadoù-Unanet - 2004

Senario ha seveniñ : Zach Braff

 

Komedian evit ar skinwel eo Andrew Largeman (Zach Braff). Gant marv e vamm eo rediet da zistreiñ d’e vro c’henidik. Setu eñ pell eus e louzoù ouzh an diwaskadenn, ha tost eus e dad, kevrinoù e vugaleaj, ha tonkadoù e vignoned. Kejañ ouzh Sam (Natalie Portman) a echuo da gendrec’hiñ "Large" eo tremen poent lakaat urzh en e vuhez ha kregiñ da vevañ e gwirionez.

Plijus-kenañ eo gwelet un oberour filmoù o c’henel. Dres an dra-mañ a c’hoarvez gant "Garden State". Yaouank-flamm eo Zach Braff met sellet en deus a-dost ouzh doareoù ober ar sevenerien en deus labouret ganto. Ha deuet eo a-benn da grouiñ un doare dezhañ e-unan koulskoude daoust ma vez keñveriet gant Woody Allen alies. N’eo ket toull penn-da-benn ar geñveriadenn-se, met mont a ra "Garden State" kalz pelloc’h eget an dra-se. Ur plas divent a vez roet gantañ da santimantoù mab-den, ar pezh n’eus ket kement-se gant Woody Allen. Maget eo from ar film gant c’hoari dispar Natalie Portman.

 

Kement ha gouzout muioc'h war ar film :

http://www2.foxsearchlight.com/gardenstate/

Ha setu blog Zach Braff :

http://gardenstate.typepad.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Rock’n’ Solex

 

 

Rock’n’Solex eo ar festival koshañ e Breizh : aozet e vez bep bloaz abaoe 38 vloaz e Roazhon. Ar bloaz-mañ e vo etre ar 4 hag an 8 a viz Mae. Ouzhpenn ar redadegoù solex e vo tu deoc’h selaou David Pasquet Group, Hamon-Martin Quartet, Karma ha Sabatoo evit al lodenn fest-noz. Evit pezh a sell ouzh an abadenn rock e vo : Olli and the Bollywood Orchestra, Hollywood Porn Stars, Syd Matters, Girls in Hawaii, Mass Hysteria, High Tone ha Skatalites e-touez ur bern strolladoù all.

 

An Erer Kozh

Deuet eo er-maez programm an Erer Kozh. Aozet e vo ar gouel-se etre an 22 hag ar 24 a viz Gouere e Karaez. Ur bern arzourien a zo pedet e-pad an tri devezh-se, setu un nebeud anvioù e-touez ar re zedennusañ : New Order, Franz Ferdinand, LCD Soundsystem, The Dandy Warhols, Iggy and the Stooges, Mickey 3D ha Devendra Banhart.

 

Muioc’h a ditouroù a c’haller kavout war al lec’hiennoù da heul :

www.rocknsolex.fr/

http://www.vieillescharrues.asso.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Steredouriezh
An Tarv (
21 a viz Ebrel – 20 a viz Mae)

 

 

C’hwi a zo bet ganet da vare an Tarv, eil sin an arouezkelc’h, a zo sioul, leun a basianted, beg lipous : tañva a rit plijadurioù ar vuhez ! Skeudenniñ a rit talvoudegezhioù an Douar liammet gant an hengoun hag ar frouezhusted. Ijinañ a-walc’h a reer ac’hanoc’h en ho ti, o keginañ evit ho mignoned pe o kanañ…Aes e vezit fromet. Feal oc’h, gouest d’ober kalz traoù ha da gontañ er bed. Sederaat a c’hellit an dud en-dro deoc’h ha merañ mat ho tarempredoù dre vras.

E 2005 eo ho tiegezh a vo da vat en e wellañ. Ma vevit gant unan, e troio mat ho puhez pemdeziek. Ma vevit hoc’h-unan e vo ur blijadur evidoc’h ober war-dro ho ti. Sadorn ho sikouro da sklaeraat ho tarempredoù ha da ziazezañ anezho war dalvoudegezhioù gwirion. E-keñver labour e vo goulennet ganeoc’h krouiñ muioc’h-mui. Gallout a reoc’h lakaat ho skiant-prenet da dalvezout, kement hag ho faltazi. Raktresoù nevez a vo spisaet e miz Mae ha kadarnaet en tri miz a heulio. Renet e vo ho ploavezh gant planedennoù gorrek : Yaou, Sadorn hag Ouran. An holl draoù a c’hoarvezo goustad neuze, amzer dezho da zareviñ. Bezit ken pasiant ha ma vezit da gustum !