Meurzh 24 a viz Ebrel, niv.97
Sizhun 17 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Pobl Nepal a-enep ar roue

 

 

Disadorn ha disul o deus kendalc'het ar manifestadegoù e Katmandoù, kêr-benn Nepal, zo etre India ha Sina. Skarzhet en deus ar roue Gyanendra e c’houarnamant e penn-kentañ miz C'hwevrer ha divizet kemer an holl c’halloudoù, disklêriañ ar "stad a reuziad" ha lamet ar gwirioù diazez. Aet eo ar bobl e fulor ha manifestiñ a ra evit ma yafe kuit ar roue hag evit ma vefe staliet an demokratelezh en-dro.

Urzh en deus roet Gyanendra da zifenn Palez ar roue e Katmandou, ha diriaou en deus aotreet an arme hag ar polis da dennañ war ar vanifesterien. Un ugent den bennak zo bet lazhet ha meur a gant den gloazet zo. Miliadoù a dud a oa dec'h c'hoazh e straedoù Katmandou diwar galv ar seizh strollad politikel savet holl a-enep ar roue. 100 000 e oant disadorn er gêr-benn. Straedoù zo zo bet stouvet gant pneuioù ha koad plantet tan enno gan ar vanifesterien evit mirout ouzh gwarded armet ar roue da vont e pep lec'h. Kinniget en deus ar roue Gyanendra e vefe anvet ur c'hentañ Ministr gant seizh strollad politikel ar vro, met fellout a ra d'ar vanifesterien e vefe dilennet ur Vodadenn evit sevel ur Vonreizh nevez.

 

 

 

 

 

 

 

 

War roudoù arzhed Slovenia

 

 

Servijoù Ministrerezh Endro Slovenia o deus kroget da glask war-lerc'h pemp arzh rous. Un emglev a oa bet etre Slovenia ha Frañs e miz Gwengolo evit kas pemp loen d’ar Pireneoù. Kalz a goadeier zo e Slovenia hag ouzhpenn 500 arzh e vefe o vevañ enno. Loened gouez a vo kaset betek ar Pireneoù. Peder farez hag ur par, n’int bet gwech ebet e darempred gant an dud, a vo klasket tapout.

Laket e vint da gousket ha merket gant tud arbennik Ministrerezh an Endro (ouzhpenn 70 arzh zo bet kousket ganto hep na vefe kudennoù yec'hed evit al loen goude-se). Un dro-c'houzoug ispisial a vo lakaet war an arzhed. E-pad tri bloaz e vo tu da adkavout al loen dre loarell gant ar radio zo er c'holier. Kaset e vint dre garr-samm betek ar Pireneoù. Kirri-samm a-ratozh int, gant kaouedoù kranek : ne vo ket tu d'al loened bezañ gloazet. Kuzh e chomo hent ar c'hirri-samm ha deiziad donedigezh an arzhed sloven. Kalz a dud er Pireneoù zo a-enep raktres ar gouarnamant da zegas arzhed d’ar vro, rak un dañjer e c'hellfe bezañ an arzhed evit an deñved a vez savet ganto. Tri arzh eus Slovenia a oa bet degaset d’ar Pireneoù c'hoazh, etre 1996 ha 1998.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar bravañ lizher karantez

 

 

Eil Gouel al Lenn hag al Lavar, "Poésies des bouts du monde", a vo aozet e Kleder d'an 13 ha 14 a viz Mae. Gant an aozerien eo bet dibabet er bloaz-mañ kinnig ur genstrivadeg evit dilenn ar bravañ lizher karantez e brezhoneg ! Ur juri ennañ Naig Rozmor, Jean-Marie Balanant, Kristian Gallic, Riwal Kermarrec ha Goulwena an Henaff a roio ar priz. Un droidigezh c'hallek a vo dav kas gant al lizher. An destenn a rank bezañ etre 10 ha 30 linenn. Arabat ober dave d'un destenn bet embannet c'hoazh ha savet gant unana bennak all. A-benn ar 1añ a viz Mae e ranker kas an testennoù, met marteze e vo asantet ar c'haredigoù dale gant o fluenn...

 

La plus belle lettre d'amour, Festival Poésie des bouts du monde, Maison des associations, 29233 Kleder.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tennis : Rafael Nadal trec'h e Monte-Carlo

 

 

Ar Spagnol 19 vloaz Rafael Nadal zo deuet da vezañ brudet evit e varregezh war an tachennoù tennis douar. Trec'het en deus evit an trede gwech ar Suis Roger Federer (24 bloaz), kentañ c'hoarier tennis ar renkad bedel, 6-2, 6-7 (2/7), 6-3, 7-6 (7/5). Peder eurvezh eo padet krogad diwezhañ kamponiad Monte-Carlo, dindan an heol pounner. Nerzh Nadal zo bet gant e daolioù eeun, hag e zoare da lakaat e enebour da faziañ (78 fazi eeun graet gant Federer en holl). En eil set e oa deuet a-benn ar Suis da adtapout e dale un tamm, gant tagadennoù dizehan. Met kreñvoc'h en deus diskouezet Rafael Nadal bezañ en taol-mañ adarre.

Trec'het e oa bet c'hoazh Federer gant Nadal e gourfenn tournamant Dubai. Ar pevarzekvet titl dastumet gant ar Spagnol eo hini Monte-Carlo 2006.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ice Age 2 : The Meltdown
(L’âge de glace 2)

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Seveniñ : Carlos Saldanha

 

Sioulik eo buhez Manny ar mammout, Sid al lezireg ha Diego an tigr dent sabrenn abaoe m’eo tommoc’h an temz-amzer. Siwazh e krog ar wrez da bignat betek re hag emañ ar skornegi o teuziñ hag o c’holoiñ ar blaenenn veur el lec’h m’emaint o chom. Ret eo dezho tec’hout. Met kavout a reont Elli war ho hent, ur barez mammout, a gred dezhi bezañ un oposom, pa soñje d’an holl e oa Manny an hini diwezhañ eus e ouenn.

Berzh bras en doa graet Ice Age ha dreist-holl pa oa deuet er-maez war DVD. Anat e oa e vefe un heuliad dezhañ neuze. Perzhioù mat an eil film a gaver e emdroadur an tudennoù (Sid a zo c’hoazh displijus met fentus bremañ!) ha kaerder ar skeudennoù bevaat (an dour pe ar blev a zo gwirion-tre.) Ur film plijus ha fentusoc’h eget an hini kentañ eo Ice Age 2 neuze, gant tammoù souezhus (ur strollad guped o kanañ kanaouenn vrudet ur c’hoarigan amerikan) ha gant istorioù Scrat ar gwiñver, pennkaoz c’hoazh d’an darvoudoù droch.

G.L.

Evit gouzout muioc’h : http://www.iceagemovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

The Knife – Silent Shout

 

 

Embannet gant Rabid/V2

 

Dizoloet hon eus The Knife e 2004 gant Deep Cuts. Ur bladenn kentoc’h mat, gant ur son elektroklash. Ha setu ar gudenn : d’ar mare-se hor boa bet tro da glevout war-dro 12,697 pladenn elektroklash, da lavaret eo e oa dale da vat gant The Knife, un daouad (paotr-plac’h) eus Sveden.

Gant Silent Shout eo un afer all. Ar sonioù a lak bepred da soñjal er bloavezhioù 1980, met an ton a zo disheñvel avat, n’emaomp ket amañ evit c’hoazhin : evel Depeche Mode dindan Lexomil, Kraftwerk e-barzh lestr-spluj ar c’habiten Nemo, gant mouezh ar ganerez o lakaat da soñjal e strolladoù evel Cocteau Twins. Ar sonerezh a zo yen, yen-tre zoken, met kas a ra ar selaouer betek broioù nann anavezet, ha dav eo anzav e splujer gant kalz plijadur e-barzh bed The Knife.

R.M.

Evit gouzout muioc’h : http://www.theknife.net/

 

 

 

 

 

 

 

 

Kig-yar Challans gant favenn-vor

 

 

Evit 6 den : 1 yar Challans (2 gilo), 2 benn-kignen, 2 zornad favenn-vor fresk,

20 cl bouilhoñs kig-yer, holen mor, pebr, 15 cl eoul olivez

 

Raktommit ar forn da 180°C (tommder 6). Troñsit ar c'hig-yar ha laoskit anezhañ

er-maez ur pennadig a-raok keginañ. Troc'hit ar pennoù-kignen e daou. Digorit

divorzhed ar yar, ha skarzhit an druzoni a chom en he c'hof. Leunit an toull gant

un dornad favenn-vor hag ur penn-kignen. Pebrit hag holenit.

Grait troc’hadennoù bihan er c’hroc’hen a zo etre an divorzhed hag ar gwennoù evit ma vefe poazhet an traoù er memes mod e pep lec’h. Lakait ar c’hig-yar en ur plad. Ouzhpennit ar favenn-vor hag an holen a chom. Bannit an eoul olivez hag ar blouilhoñs kig-yer. Lakait da rostañ er forn e-pad 2 eur, dourit bep 20 mn. Tennit anezhañ diouzh ar forn, ha laoskit e-pad 10 mn. Cheñchit plad, ha lakait ar chug poazhañ en ur volenn a vo miret tomm.
Troc'hit  ar c'hig-yar. Servijit gan tar soubilh, ur gokelennad avaloù-douar nevez ha legumaj an nevez-amzer.

Katell Leon