|
|
|
|
|
|
|
Meurzh 14 a viz Ebrel, niv.234 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sioulaet an traoù e Thailand |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sevel energiezh diwar an hidrogen ? |
|
|
Ur gudenn a zo c'hoazh da reizhañ koulskoude: dre
ma n'eus ket eus an atom hidrogen e-unan en natur eo dav dispartiañ hennezh
diouzh ar re all en dour. Gant un elektroliz e vez graet kement-se
peurliesañ, met n'eo ket gwall efedus an afer, ha beveziñ a ra kalz energiezh
(o tont diouzh gaz, peurliesañ...). Met mont a ra an enklaskoù war-raok. Da skouer,
kavet ez eus bet gant skipailhoù eus ar CNRS doareoù da dommañ 200°C
nebeutoc'h an dour, oc'h implijout ionoù H+ kentoc'h eget reoù 02-. Gant an
hentenn-se e c'heller implijout danvezioù solutoc'h ivez. Hag o lakaat ar
gwask etre 50 ha 100 bar eo efedusoc'h an elektroliz. Araokadennoù a zo, met
n'eo ket evit kement-mañ e vo kirri-tan o vont war-raok gant hidrogen a-benn
warc'hoazh. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Prezegenn diwar-benn Anatole ar Braz |
|
|
Posupl eo lakaat e anv evit prenañ levr Georges ar
Moel, Anatole Le Braz et l’Amérique, er Greizenn. D’ar Gwener 17 a viz Ebrel e Kreizenn
Sevenadurel Vrezhon Gwengamp, 3€. Titouroù: 02.96.44.27.88. Postel: kreizenn.gwengamp@free.fr Lec’hienn: www.ksgwengamp.ovh.org Festival 2009 An
Netraigoù / Des Petits Riens En Aodoù-an-Arvor
E-pad miz Ebrel e troio festival liesseurt
(c'hoariva, kontadennoù, margodennoù, klouned, sonerezh, dañs,
luc'hskeudennerezh...). an Netraigoù war hentoù Aodoù-an-Arvor evit an 9vet
gwech. Aozet gant Ofis-departamant diorren ar sevenadur (ODDC), asambles gant
ur rummad kenaozerien (kevredigezhioù, kumunioù, kumuniezhioù-kumunioù...),
abadennoù e 54 c’humun eus an departamant, etre ar 1añ hag an 30 a viz
Ebrel. Ar pal a zo reiñ tro d'an arzourien da gejañ gant ar muiañ ar gwellañ
a dud, e-maez al lec'hioù ma kinnigont o labour peurvuiañ. Krouiñ ur prantrad
a frankiz hag a eskemm etre an arvesterien hag an arzourien. Marc'hadmat e
klask chom ar prizioù neuze, evit broudañ an holl da zont, etre 2€ ha
6€ dre vras. Degouezhioù ispisial a vo e-kerzh mizvezh an
Netraigoù: 7vet Emgavioù Micherel Pempoull d'an 23 ha 24 a viz Ebrel (14
abadenn a vo kinniget d'an dud a vicher, ha d'an holl war memes tro evit ar
wech kentañ), ha "Temps fort à Plédéliac", d'ar 25 ha 26 a viz
Ebrel. Un dibenn-sizhun arvestoù, dudioù, predoù, sonadegoù a vo aozet gant
annezidi Pledeliav. Evit gouzout hiroc'h : www.oddc22.com Pgz: 02 96 60 86 10. Postel: despetitsriens@oddc22.com |
|
|
|
|
|
|
|
Marc'h-houarn:
Pariz-Roubaix gant Tom Boonen |
|
|
Ur gwallzarvoud grevus zo bet er redadeg gant ur
marc'h-tan aet da skeiñ ouzh arvesterien. Ur pemzek den bennak zo bet
gloazet. Tri den gloazet en un doare grevus zo bet kaset da ospitalioù Lille
ha Valenciennes. |
|
|
|
|
|
|
|
|
A
l'aventure |
|
|
Frañs
– 2007 Senario
ha seveniñ : Jean-Claude Brisseau Difennet
d’ar re dindan 12 vloaz
Lodenn diwezhañ un heuliad filmoù war tem ar
c’hoant revel eo A l’aventure hervez ar sevener. Ma,
“Gwell a se!” a soñjer goude bezañ gwelet ar film toull-se.
Fougasiñ a ra Brisseau diskuliañ kevrinoù c’hoantoù ar merc’hed
en un abadenn a veskfe orgederezh, prederouriezh ha
bred-ezoteregezh-lak-pep-tra-e-barzh-‘ta. E gwirionez, splann eo ne
vestroni hini ebet eus an temoù-se ha ne ra nemet dispakañ e fantasmoù dezhañ
e-unan. Truezus. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout
hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Neil Young – Harvest |
|
|
Perak' ta? Peogwir eo Harvest
ur bladenn ken peurvat ken e plij d'an holl, hag he c'havout a reer e ti ur
bern tud disheñvel. Gant Harvest (1972)
e tizhas Neil Young renk kentañ an hit parade, evit ar wech nemeti. Ouzhpenn
e strollad The Stray Gators e vodas e vignoned Stills, Crosby ha Nash hag
ivez James Taylor ha Linda Ronstadt. Anavezet eo an disoc'h gant
an holl: unan eus pladennoù gwellañ ar sonerezh amplaet a ijinas neuze : piv
n'en deus ket klevet c'hoazh Heart of Gold? War dachenn ar politikerezh
ez eas ivez (Alabama). Sevel a reas ivez tonioù (Are You Ready For
the Country?, The Needle and the Damage Done) diwar-benn e vignon
Danny Whitten, hag a varvas e dibenn 1972 abalamour d'an dramm. Ken leun a
vennozhioù e oa ken ec'h enrollas tonioù zo (There's a World, A Man
Needs a Maid) gant laz-seniñ sinfoniek Londrez. Direnket e voe Neil Young gant ar berzh bras a reas, ha goude-se e savas pladennoù enno un aergelc'h teñvaloc'h, dedennet e voe gant al luskad punk. Hiziv an deiz e chom unan eus arzourien goshañ ha doujetañ ar sonerezh amplaet. Selaouit, daoulinit ha pedit neuze (n'eo ket dav bezañ un hippie evit en ober, hañ). R.M. Embannet gant Reprise. Da selaou ivez: After the
Gold Rush. A-benn an 3 a viz Even e
sono Neil Young e Naoned. N'eo ket distro da Vreizh
abaoe e sonadeg e Kemper e 1982. Muioc'h a Neil Young : Ur wech ar
miz e kinniger ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet. |
|
|
|
|
|
|
|
Paska : |
|
|
Danvez :
1 kg keuz gwenn (fromage blanc en faisselle) – 4 melen vi – 125 g
amann– 250 g dienn fresk – 200g sukr – 1 tasad rezin
sec’h – 1 tasad alamandez pilet – 1 tasad frouezh koñfizet
pilet – 1 suraval Evit
klinkañ : frouezh koñfizet a bep seurt
An deiz
war-lerc'h, fouetit gant ur baser tredan ar melenoù-vioù hag ar sukr betek ma
vo gwenn ar meskad. Ouzhpennit an amann blotaet, an dienn, ar rusk hag ar
chug suraval. Fouetit 10 mn. Ouzhpennit ar c’heuz gwenn ha fouetit
en-dro 15 mn. Lakait e-barzh an toaz ar rezin sec’h, an alamandez pilet
hag ar frouezh koñfizet pilet. Paperit ur pod fleur don gant ur
c’hazenn ha diskargit an aozad. Skloufit mat ha lakait ur pouez warnañ.
Lakait 24 eurvezh er yenerez ; Divoullit, tennit ar c’hazennn ha
kinklit gant frouezh koñfizet. M.L. Lennit Bremañ miz Ebrel
An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ
d'ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Sifroù un diverrañ eus bilañs ar
c'helenn evit ar bloavezh 2008 gant Ofis ar Brezhoneg a gaver. Sevel a reer
ar poent war al labour kaset war-raok gant kreizenn Skol An Emsav gant ar
stummerez Anne Broussot. Alioù ur strollad deskarded a gemer perzh e
kentelioù noz zo bet dastumet ivez. Gallout a reer lenn ur pennad-kaoz gant
lusker ar gevredigezh Divskouarn, he deus kinniget asambles gant Stumdi, ur
staj war ar brezhoneg a-ratozh evit ar re a bled gant ar vugaligoù en o
micher. Bep miz,
abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|