25 a viz Ebrel 2005, niv. 53

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar C'hembread Gwynfor Evans aet da Anaon

 

 

Diriaou e oa aet da Anaon ar C’hembread Gwynfor Evans, bet ganet e 1912. Bet eo bet prezidant Plaid Cymru, ar strollad emrenour kembreat, e-pad ouzhpenn 30 vloaz. Kannad eo bet e Parlamant Westminster.

Stourmet en deus a-hed e vuhez evit ma vefe anavezet perzhioù dibar Kembreiz, hag ofisielaet o yezh da skouer.

Aet e oa betek kinnig ober un harz-debriñ evit ma vefe asantet krouidigezh ur chadenn skinwel kembraek, S4C, e 1980.

Laouen-kenañ e oa pa oa bet mouzhiet gant Kembreiz evit sevel o Farlamant, e 1999. Dedennet e oa Gwynfor Evans gant al liammoù etre ar broioù keltiek. Meur a wezh eo deuet da Vreizh da skoulmañ darempredoù gant Breizhiz.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://www.gwynfor.net/

http://www.bbc.co.uk/wales/walesonair/database/gwynfor_en.shtml

 

 

 

 

 

 

 

 

Kompost

 

 

Tro ur c’hard eus ho poubellennad a c’hell bezañ adimplijet ha bezañ talvoudus deoc’h e-lec’h bezañ devet e-barzh ur pulluc’hva hep servijout da netra. Ha petra eo ar c’hard poubellennad-se ? An danvez organek : plusk, restachoù, sac’hadigoù te, eskern, klor uioù...

N’eus ken ’met meskañ tout an traoù-se gant lostachoù ho jardin, ma vez, ha lakaat tout e-barzh ur bailh hep tal dezhañ (graet e vez “roteler” pe “composteur” eus an dra-se). Goude un nebeud mizioù e teuio ar pezh a oa ur bern lastez da vezañ douar-teil eus ar c’hentañ. Evit gwir, ar rotel darev a strujusao kement ho touar ma n’ho po ket ezhomm da lakaat ludu ouzhpenn en ho jardin.

Evit dont a-benn da gaout kompost mat eo ret ober diouzh ar reolennoù simpl-mañ :

ar c’hompost a rank bezañ gleb hag aer ennañ

ar c’hompost a rank bezañ stok ouzh an douar

ar c’hompost a rank bezañ danvez a bep seurt ennañ : restachoù boued, plant...

Gallout a rit lakaat ur sailh e-kichen ho poubellenn en ho kegin a-benn dastum an danvez organek evit ho kompost. Hag ouzhpenn-se e produoc’h nebeutoc’h a lastez !

 

Evit goût hiroc’h : http://www.terrevivante.org/

 

pulluc’hva : incinérateur

kompost : danvez a vez treuzfurmet a-benn reiñ rotel

douar-teil : terreau

danvez organek : déchets organiques

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel Kala-Mae / Gouel Barr-Mae

 

 

Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevezamzer, aozet gant Bemdez. D’ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e veze maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù ec’h eus bet kinniget un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh).

An deiz kent, d'ar Sadorn 30 a viz Ebrel

4e goude-merenn : "Tavarn S. Hubert" e Baod. Kasit un droc’hell geneoc’h ! Sorbiennoù gant Daniel an Doujet. Diskouezadeg.

6e goude-merenn : deomp asambl da vaeiñ Baod !

7e noz : pred aozet get Skol Diwan An Alre e sal ar Pennhêr en Alre. Na gwelloc’h aveit achu brav, bourraplted a vo c’hoazh. Mirit ho plas : 02 97 56 00 22.

D’ar Sul 1añ a viz Mae

10e. : emgav e tavarn "Ar Loch Charlot" àr an hent etre Bieuzhi-ar-C’hoed ha Kamorzh.

10e15 : tro-vale ha barzhonegoù e tachad ar Roc’h Du. Istoer ha sorbiennoù ag an tachad-mañ a-ziàr an natur, an evned hag ar Polpeganed. Avizoù àr ar feson da naetaat ar gwazhioù get Rojer Gweganoù hag ar gevredigezh Locaterre.

12e : pred er maezioù, degasit ho poued.

2e goude-merenn : baleadenn e Lanneier Lanvaoz. Lennadennoù ha barzhonegoù.

4e goude-merenn. : lomm aveit diwezh an dro-vale.

Digoust nameit ar pred aveit Diwan. Degasit barzhonegoù ha benveger mar karit.

Aozet get Bemdez. Evit gouzout hiroc'h : 02 97 57 61 27.

 

 

 

 

 

 

 

 

Marc’houarnerezh

 

 

Disul e oa bet dalc’het ar "goshañ redadeg klasel", Liège-Bastogne-Liège. Danilo Di Luca, bet gounezet gantañ dija an "Amstel Gold Race" hag ar "Flèche Wallonne" er bloaz-mañ, a oa gwelet evel an hini kreñvañ evit ar redadeg-mañ c’hoazh. Met echuiñ a raio pell a-dreñv Alexander Vinokourov a-benn ar fin, tost 3 munutenn goude ar C’hazak, gounezet gantañ evel-se e redadeg kentañ er bloaz-mañ. War ar podiom e kaver ivez Jens Voigt, hag a oa achapet gant Vinokourov, ha Michael Boogerd. Kement ha lavaret e krog un druilhad tud kreñv d’en em ziskouez…

 

Mell-droad

 

34vet devezh R1

Naoned (15vet) 2-2 Marsilha (3vet)

Istres (20vet) 0-2 Roazhon (5vet)

 

34vet devezh R2

Dijon (6vet) 2-2 Brest (4e)

Gwengamp (10vet) 2-0 Reims (15vet)

An Oriant (14vet) 3-2 Gueugnon (12vet)

 

35vet devezh R1

Roazhon (5vet) – Monaco (3e)

Niça (17vet) – Naoned (15vet)

 

35vet devezh R2

Ar Mañs (1añ) – Gwengamp (8vet)

An Havr-Nevez (15vet) – An Oriant (13vet)

Brest (4e) – Troyes (3e)

 

 

 

 

 

 

 

 

Man to Man

 

 

Frañs, Breizh-Veur & Alamagn - 2004

Seveniñ : Régis Wargnier

 

Krediñ a ra da Jamie Dodd (Joseph Fiennes) eo hañval ouzh Christophe Colomb : kavet en deus e Amerika dezhañ en ur skrapañ daou bPigme, Toko (Lomama Boseki) ha Likola (Cécile Bayiha). Soñjal a ra dezhañ e ra ar boudoù-se al liamm etre ar marmouzed ha mab-den. Asambles gant daou zenoniour skosat all emañ Jamie o vont da brientiñ kinnig ofisiel o dizoloadenn.

Dedennus-tre eo abeg ar film ; ken bras all eo an dipit neuze. Displann-krenn eo soñjezon hag emzalc’h an tudennoù pennañ : ne zeuer ket a-benn da c’houzout hag-eñ e kav dezho int en em gavet gant marmouzed, pe tud, pe gouezidi. N’eo ket gwirheñvel red an istor nag an tudennoù ; arvestoù lu a zeu er fin war ar marc’had. Peadra a oa d’ober koulskoude... Ur wir c’hwitadenn.

 

Evit gouzout muioc'h : http://www.arpselection.com/Main.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Art Rock, La Route du Rock

 

 

Gant an hañv o tostaat eo kroget aozerien ar gouelioù bras da embann o frogrammoù. Setu ar pezh a c’hallomp menegiñ evit poent.

Art Rock a vo aozet e Sant Brieg etre an 2 hag ar 5 a viz Even. Evel boaz eo gouestlet ar gouel-se d’ar c’hoariva, d’an dañs ha d’ar video. Evit pezh a sell ouzh ar sonerezh eo gwall zedennus ar programm : Sonic Youth, Mercury Rev, Rubin Steiner, Rachid Taha, Morcheeba, Yann Tiersen a zo e-touez an arzourien pedet ar bloaz-mañ.

Ar 15vet Route du Rock a vo aozet e Sant-Maloù etre an 12 hag ar 14 a viz Eost. E-touez ar strolladoù a zeuio e c’haller menegiñ : Mercury Rev, Sonic Youth, Daniel Johnston, Boom Bip, Camille, Yo La Tengo, !!! (da zistagañ "tchik-tchik-tchik"), The Wedding Present, The Polyphonic Spree, Metric, Sébastien Schuller, Mus, The Organ…

 

Muioc’h a ditouroù :

www.artrock.org

www.laroutedurock.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Tagliatelle gant chifretez
(evit 4 den)

 

 

Danvez : 300 gr tagliatelle fresk, 300 gr chifretez poazhet diskroc’henet, 2 ivin kignen, 3 loaiad vras a eoul olivez, 1 meudad pimant Espeletta, 4 loaiad parmigiano (parmezan) rasket, holen ha pebr.

 

Dibluskit ar c’hignen ha troc’hit anezho munud. Lakait an eoul olivez da dommañ en ur baelon. Bannit ar c’hignen hag ar chifretez enni. Ouzhpennit an temz, holen ha pebr ha meskit mat. Laoskit da boazhañ e-pad 3 munutenn. Lakait an tagliatelle fresk da boazhañ e-pad ur vunutenn en dour tomm-berv bet holenet. Pa vint prest, diskennit anezho en ur plad bet tommet en a-raok. Goloit gant ar chifretez, poultrennit ar parmigiano warno ha servijit diouzhtu-dak.