Meurzh 18 a viz Ebrel, niv.96
Sizhun 16 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Prezidant Sina er Stadoù-Unanet

 

 

Boulc'het en deus hiziv Hu Jintao, prezidant Sina, e gentañ beaj ofisiel er Stadoù-Unanet. Pevar devezh e chomo eno. E Seattle e vo degemeret, gant Christine Gregoire, gouarnourez Stad Washington. Mont a raio Hu Jintao da Redmond goude-se lec'h ma koanio gant Bill Gates, rener Microsoft. E labouradeg an embregerezh nijerezioù Boeing ez aio prezidant Sina da gomz ivez. Adalek diriaou eo en em gavo Hu Jintao gant George W. Bush, prezidant ar Stadoù-Unanet.

Dizemglev a zo etre an Amerikaned ha Sina war dachenn ar c'henwerzh dreist-holl. Goulenn a ra groñs an Amerikaned e vefe adsavet talvoudegezh ar moneiz sinaat, re izel hervezo, ar pezh zo mat evit an ezporzherien sinaat, met fall evit o c'hevezerien amerikan. A-raok beaj ar prezidant Hu Jintao, e oa bet kaset ur skipailhad tud gantañ d'ar Stadoù-Unanet evit sinañ emglevioù kenwerzhel, a-benn gwellaat an darempredoù. 80 nijerez 737 zo bet rakprenet gant Sina digant Boeing evit 4 miliard a zollaroù.

Ouzhpenn Gwirioù Mab-den e klasko George W. Bush komz gant Hu Jintao diwar-benn politikerezh nukleel Korea an Hanternoz hag Iran, dreist-holl abaoe m'eo aet war galetaat an ton etre Iran hag ar Stadoù-Unanet en deizioù diwezhañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kenavo Pampers ?

 

 

Marteze ho peus klevet komz eus al lienoù babigoù da walc’hiñ… Ar pal a zo saotrañ nebeutoc’h en ur zoujañ muioc’h da groc’hen ar re vihan. Evit gwir e vez produet an trezoù da deurel gant kalz a baper, a zour hag a broduioù kimiek diaes da skarzhañ kuit. 4,5 gwezenn, 67 tonennad a eoul-maen, dour ha nerzh forzh pegement a vefe implijet evit lienoù ur babig e-pad daou vloavezh kentañ e vuhez. En holl e vefe produet un donennad bennak a restachoù ganto aezhennoù trenk ha saotrus o vont en aer al lastezerezhioù. Abalamour da-se e vez kinniget lienoù babigoù da walc’hiñ, diwar ar pezh a veze graet gant hor mammoù-kozh, gant ur vragez vihan warezus, ul lien e kotoñs hag un tamm paper da skarzhañ er privezioù da skouer pa vez lousaet gant troazh ha kaoc’h. War hir dermen e vefe div wech marc’hadmatoc’h eget al lienoù da deurel. Met penaos gwalc’hiñ ha sec’hiñ an trezoù adimplijus hep lousaat an endro ? Gant soavon bio, hep mekanik da sec’hiñ hag a lonk kalz a dredan ?

S.G.

 

 

 

 

 

 

 

 

Saloñs B.T. Perroz-Gireg

 

 

Disadorn ha disul e vo aozet 13vet saloñs ar bannoù-treset e Perroz-Gireg. Jean Roba, tad Boulig ha Billig, eo a vo enoret er bloaz-mañ gant an diskouezadeg “Bed Boulig ha Billig”. Hemañ a ginnigo un veaj en amzer war-zu ar bloavezhioù 60 e saloñs ha kegin an daou haroz, bepred prest da ijinañ ur sotoni nevez.

Div ziskouezadeg all a vo tu da welet : “Lanfeust des étoiles”, evit pezh a sell eus ar gouron-faltazi (heroic fantasy), gant skridoù Christophe Arleston, ha tresadennoù Jean-Louis Mourier ha Didier Tarquin. En ur vont da welet “Les déchets rient”, gant Roger Mofrey, e vo tu da zizoloeiñ al lastez niverusoc’h-niverusañ tro-dro deomp, kinniget evel m’emaint bet kavet gantañ, evit reiñ ar gaoz dezho.

Ouzhpenn paeroned ar Gouel, Jean-Charles Kraehn ha Laurent Vicomte, e vo degemeret un tregont arzour bennak, en o zouez Jean-Pierre Gibrat hag e heuliad Le vol du corbeau hag André Cheret, tad Rahan. Ar mediaoù a gemero perzh ivez gant Michel Thiriet ha Philippe Mougey a ginnigo o zresadennoù-kazetenn. Ur werzhadeg tresadennoù Pif evit ar “Restos du cœur” hag ur genstrivadeg evit ar re yaouank a vo ivez lod eus ar saloñs.

Hoel Louarn

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.bdperros.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Maud Fontenoy : tro ar bed dre morioù ar c'hreisteiz

 

 

Disklêriet he deus ar roeñverez Maud Fontenoy disadorn e Roazhon e tistrofe war vor  adalek miz Here. En taol-mañ ne vo ket evit roeñviñ met war ur vag dre lien. Brudet eo evit bezañ bet ar plac'h kentañ o tont a-benn da dreuziñ ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask diwar roeñv.

C'hoant he deus bremañ ober tro ar bed dre Morioù ar C'hreisteiz war vag dre lien, en ur loc'hañ eus enezenn ar Reünion. Diaes-tre e vo : mont a raio a-enep red ar mor, eus ar Reter d'ar C'hornôg, en ur dremen dre ar C’hab Horn. Un treizh 25 000 miltir mor, a c'hellfe padout ur pemp miz bennak. War ur vag aluminiom 26 metrad e klasko, he-unan-penn, ar plac'h yaouank 28 vloaz dont a-benn eus he c'hlaoustre nevez.

 

 

 

 

 

 

 

 

Sophie Scholl – Die letzten Tage
(Sophie Scholl – les derniers jours)

 

 

Alamagn – 2005

Seveniñ : Marc Rothemund

Arzh arc’hant ar sevener gwellañ  da vMarc Rothemund e Berlin, 2005

Arzh arc’hant an aktourez wellañ  da Julia Jentsch e Berlin, 2005

 

Gant tud yaouank a v-München e oa bet diazezet ar Rozenn Wenn e 1942, ur strollad rezistañs a save a-enep politikerezh brezelour ha torfedoù an Trede Reich. Gant follennoù-nij e klaskent kelaouiñ an dud desket hag ar studierien da gentañ penn evit o atizañ d’an emsavadeg. Siwazh, d’ar 17 a viz C’hwevrer 1943 e oa bet tapet Hans (Alexander Held) ha Sophie Scholl (Julia Jentsch), kalonenn ar strollad, pa oant deuet d’ar skol-veur evit skignañ traktoù.

Devezhioù diwezhañ Sophie Scholl eo a vez kontet gant ar film-mañ. Diwar teulioù ar Gestapo ha re ar "justis" eo bet savet ar senario a gont un istor gwir. Kement-se lavaret eo fromus ha kentelius-tre ar film-mañ : bamus eo gwelet nerzh-kalon hag eeunded an dud yaouank-se. Hep ober gant efedoù seveniñ diezhomm nag ouzhpennañ re a faltazi eo taolennet ennañ an darvoudoù evel m’int c’hoarvezet moarvat. Daoust da dudenn ar barner Freisler (André Hennicke) bezañ gros e zoareoù e c’heller soñjal ne oa ket soutiloc’h ar barner gwir.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout muioc’h :

http://www.sophiescholl-derfilm.de/

http://www.sophieschollmovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Panorama 9
Montroulez, 1añ–7 a viz Mae

 

 

Betek-henn e veze aozet Panorama e miz C’hwevrer. Ma ! Gant ar goañv o padout, kenkoulz eo diblasañ ar gouel ha lakaat anezhañ e penn kentañ miz Mae.

Sonerezh pop hag elektro a vo da selaou dreist-holl. D’ar Meurzh 2 e vo tu da welout Dominique A (skeudenn), hag ouzhpenn e vo un abadenn gouestlet d’ar gitarour Olivier Mellano, hag eñ en deus pedet strolladoù all evel Abstrakt Keal Agram. Un nozvezh a rankfe bezañ plijus, ha leun a sonioù dic’hortoz.

An deiz war-lerc’h e vo tu da selaou Thomas Fersen. Evit a re a blij dezho ar sonerezh elektro eo nozvezh ar Sadorn an hini dedennusañ : Birdy Nam Nam, John Lord Fonda, Manu Le Malin ha Svinkels e-touez strolladoù all. Arabat disoñjal ivez Justice (ur strollad nevez-flamm keñveriet alies gant Daft Punk) a vo war al leurenn d’a Sul 7.

R.M.

 

Muioc’h a ditouroù :

http://www.panoramas9.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Yaourt gresian gant mel ha kraoñ

 

 

Aozennoù : 500 g a yaourt eus Gres, 250 g kraoñ, 4 loaiad vras a vel

 

Basit ar yaourt. Ouzhpennit ar mel. Soubit ul loa vras en dour yen evit ma ne stagfe ket ar mel ouzh al loa. Meskit ar yaourt hag ar mel.

Rannit ar meskaj e 4 bolenn. Lakait anezho er yenerez ha laoskit da freskaat e-pad 1 eur.

Diglorit ar c’hraoñ. Lakait ur gastelodennad dour da virviñ. Splujit ar c’hraoñ en dour, laoskit anezho ur vunutenn ha tennit anezho. Dibluskit ar c’hraoñ gant ur gontell lemm.

Flastrit ar c’hraõn, met pas re vunut. A-raok servijout, meskit an ¾ eus ar c’hraoñ gant ar yaourt, ha mirit ar peurrest evit ar c’hinklañ.

 

Katell Leon