Lun 6 a viz Ebrel, niv.233
Sizhun 15 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Kren-douar en Italia

 

 

E-kerzh an noz-mañ en doa krenet an douar en Italia. Ur grenadenn greñv e oa, gant un nerzh etre 5.8 ha 6.3 war skeul Richter hervez an aozadurioù muzuliañ. E kreiz ar vro e oa kalon ar c'hren-douar, etre 5 ha 10 km donder, 85 km er biz da Roma, lec'h ma oa bet santet efedoù ar c'hren-douar en noz-mañ, da 3e30. Rannvro an Abruzzi zo bet tizhet ar muiañ. Distruj spontus zo bet e kêr-benn ar broviñs, L'Aquila. 180 den zo marvet, hervez ar sifroù bet roet evit poent gant pennadurezhioù Italia, ha 1500 den zo bet gloazet, d'an nebeutañ. 70000 den eus an takad zo bet tizhet o zi pe o deus ranket kuitaat anezhañ. Niverus eo tud L'Aquila (60000 a annezidi) o deus kuitaet ar gêr dismantret. Ar c'hentañ ministr Silvio Berlusconi en deus disklêriet ar stad a reuziad broadel hag anvet un den evit kenaozañ ar sikourioù. Savadurioù savet meur a gantved zo zo bet distrujet penn-da-benn e kreiz-kêr istorel L'Aquila, ha savadurioù nevesoc'h, evel un ospital: ranket ez eus bet kas kuit an holl dud a oa ennañ. Start eo stadañ an traoù evit poent, ha lavaret ez eus bet e oa 50 den marvet, met riskl bras zo e vefe uheloc'h ar sifr-se a-feur ma 'z aio war-raok labour ar sikourerien. Ar c'hren-douar grevusañ bevet gant tud Italia eo abaoe hini miz Du 1980, en doa lazhet tost 3000 den e proviñs Campania, e Su ar vro.

 

 

 

 

 

 

 

 

Marc'had ar c'harbon

 

 

E dibenn ar miz tremenet ez eus bet embannet div zanevell, unan gant Greenpeace hag eben gant Mignoned an Douar, diwar-benn marc'had ar c'harbon a vez lakaet e pleustr gant testennoù Kyoto. An abeg : disklêriet o deus ar Stadoù-Unanet e oant o vont da gemer perzh en afer. E-barzh an danevell e vez displeget an arvar a c'hell sevel gant marc'had ar c'harbon. Sañset eo yac'h ar mont-en-dro: ar re a daol re a CO2 a rank prenañ kredadoù digant re all a saotr nebeutoc'h, pe paeañ evit oberoù troet war an espern CO2. Met kudennoù a c'hell sevel pa vez lakaet e pleustr e-barzh sistem ar marc'had bedel a anavezomp mat. Ar gudenn gentañ eo kemmoù priz ar CO2. En eizh miz paseet eo bet rannet dre ouzhpenn tri priz an donennad karbon! Dre se e soñj da lod eus an ekologourien e vefe ret divizout ur priz stabil evit ar c'harbon. E-barzh danevell Mignoned an Douar e vez meneget ivez e c'hellfe c'hoarvezout ar memes kudenn evit ar c'harbon hag evit ar subprimes. Greenpeace a lavar diouzh e du peseurt riskloù a zo oc'h ouzhpennañ ar stourmoù evit mirout ar c'hoadeier e-barzh ar c'hredadoù : lakaat a ra priz ar CO2 da vezañ rannet dre bevar, ha dre se eo gwelloc'h-marc'had evit an embregerezhioù prenañ kredadoù eget kemmañ o doare da vont en-dro.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Livadurioù Bernez Tangi e Ti ar Vro Kemper

 

 

Da-heul ar mizvezh diskouezadeg e Ti ar Vro Kemper gant kizelladurioù Kristen Nikolaz, e vo tro da welet labour livañ Bernez Tangi, er memes lec'h. Brudet-mat eo an daou arzour e-touez ar vrezhonegerien hag ar Vretoned dre vras evit o sonerezh. Ur bladenn nevez gant Bernez Tangi a vo lakaet e gwerzh en deizioù-mañ, Lapous an tan, just a-walc'h. Anavezet-mat eo Bernez Tangi ivez evit e varzhonegoù. E daolennoù a vo kinniget e ti ar vro Kemper e miz Ebrel.

 

Digor eo an diskouezadeg etre ar 1añ hag an 30  a viz Ebrel.

Digor d’an holl etre al Lun hag ar Gwener, etre 9e ha 12e, hag etre 2e ha 6e g.k.

Evit gouzout hiroc'h:

http://tiarvro.poleouest.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: badaouet Roazhoniz e Sochaux

 

 

N'eo ket bet eus ar gwellañ, evit Roazhoniz, o zroiad e Sochaux dec'h. Pa oa c'hoazh Stad Roazhon e-touez ar re uhelañ e renkadur ar Rummad 1 ha Sochaux e-touez ar re a oa war-nes diskenn er Rummad 2 a-raok ar c'hrogad, ne oa ket ar memes jeu e dibenn an abadenn. Klasket en doa Mickaël Pagis (skeudenn) lakaat ur pal, d'ar 5vet munutenn, ha c'hwitet gantañ an tenn goude bezañ resevet ar vell digant Amasoah Gyan. War-hed pemp metr eus kaoued-pal Sochaux hag e-unan-penn e oa Pagis, met a-us ar palioù en doa kaset ar vell, siwazh evit Roazhoniz. C'hoarierien Sochaux, diouzh o zu, a oa youlek ha startijenn ganto. Adalek an 9vet munutenn en doa klasket Roman Pitau plantañ ar vell e kaoued-pal Roazhon, e-maez ar c'hoari e oa, siwazh evitañ, ha nac'het ar pal. Deuet int a-benn da bakañ o foent kentañ d'ar 35vet munutenn gant Jacques Faty, gant un tenn-kastiz graet gant Ryad Boudebouz. A-boan teir munutenn war-lerc'h e teue a-benn Mevlut Erding d'en em silañ en difenn roazhonat ha da blantañ un eil pal. Badaouet da vat e oa bet paotred Roazhon. E fin ar c'hrogad e oa sklaeroc'h c'hoazh an traoù gant un tenn war-hed ugent metr graet gant Vaclav Sverkos d'ar 85vet munutenn, aet e rouedoù Stad Roazhon. Dale o deus tapet ar Vretoned neuze e renkadur ar Rummad 1, hag en hent evit Kevre ar Gampioned.

Ne oa ket un dibenn-sizhun dispar evit Naoned kennebeut, trec'het gant Lille 2-0. Kalz spletusoc'h e oa bet evit Pennoù-Merluz an Oriant, aet da c'hounit 1-3 e Grenoble. Ur pevare bloavezh diouzh renk er Rummad 1 a vo evit paotred Christian Gourcuff sur a-walc’h.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Chi bi (Les trois royaumes)

 

 

Sina – 2008

Senario ha seveniñ : John Woo

 

Gwechall-gozh ez ae teir rouantelezh d’ober Sina. Mac’hom e oa Kao Kao (Zhang Fengyi), kentañ ministr Impalaer unan anezho: itrikañ a rae evit mont da vrezeliñ ouzh an div rouantelezh all gant ar c’hoant mont da azezañ war ar gador-veur e plas e vestr erfin. Met dont a reas an div rouantelezh taget a-benn d’en em glevet evit bodañ o nerzhioù ha kaout ur chañsig dister da dalañ ouzh an arme ramzel a oa o tostaat.

 

Setu John Woo distro d’e vro c’henidik. Da istor kozh Sina e tenn an abadenn-mañ evel tost an holl filmoù sinat a ra berzh er broioù all eus ar bed. Evit ur wech avat ne vez ket roet meuleudi d’an hendadoù o doa klasket unvaniñ ur pezh impalaeriezh, er c’hontrol. Marteze n’eo ket ken broadelour John Woo hag e genseurted. Evit ar peurrest, gouzout a ra sevel skeudennoù brav hag argadoù korollet-mat met ne vir ket ouzh e film da vezañ blaz ar "c'hitsch" gantañ gwech an amzer. N’eo ket didalvez met Chi bi ne chomo ket evel abadenn wellañ he seurt.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

www.les-trois-royaumes-le-film.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ellen Allien e Brest

Miss Kittin & the Hacker e Naoned

 

 

Peurliesañ e lavarer ez eo ar sonerezh elektronek ur bed ma chom dianv an arzourien, ma n'eus ket a dud ken brudet hag e bed ar rock da skouer.

Ma'z eo gwir, ez eo ken gwir all eo deuet a-benn merc'hed zo da vezañ brudet e bed ar sonerezh elektro. Ellen Allien (a-gleiz), ar Verlinadez, ha Miss Kittin, plac'h a Frañs hag a zo o chom eno hiziv an deiz a zo e-touez ar re-se.

Ha just a-walc'h. Emañ Ellen Allien o treiñ er mareoù-mañ, ha dont a ray da seniñ er Vauban e Brest a-benn ar Gwener 17 a viz Ebrel. Pedet eo bet gant tud Sonic Crew, da lavaret eo ar re a ginnig Astropolis bep bloaz.

Evit a re a zo o chom er penn all eus ar vro e vo dav gortoz betek ar Yaou 23 a viz Ebrel: dont a ray Miss Kittin and the Hacker (a-zehou) da ginnig o fladenn nevez, Two he zitl, en Olympic e Naoned. E 2001 e oa deuet a-benn an daouad d'ober berzh bras gant e bladenn gentañ, diazezet war sonioù strolladoù ar bloavezhioù 1980 ha war doare Miss Kittin da ganañ. Disheñvel ha heñvel war un dro eo o eil pladenn, hag arouezius eus o doare hag eus an aergelc'hioù a ziazezont eo chomet o sonioù. Bezit prest da respont "He's dead" pa c'houlenno Miss Kittin ganeoc'h: "You know Frank Sinatar?"

 

R.M.

 

Ellen Allien er Vauban (Brest) d'ar Gwener 17 a viz Ebrel, da 11 eur noz. 18 euro.

Miss Kittin & the Hacker en Olympic (Naoned) d'ar Yaou 23 a viz Ebrel, da 8 eur 30 noz. 19, 60 euro.

 

Muioc'h a draoù diwar-benn Ellen Allien ha Miss Kittin :

http://www.ellenallien.de/

http://misskittinandthehacker.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Paska :
gwastell hengounel eus Rusia a vez fardet da vare Pask

 

 

Danvez : 1 kg keuz gwenn (fromage blanc en faisselle) – 4 melen vi – 125 g amann– 250 g dienn fresk – 200g sukr – 1 tasad rezin sec’h – 1 tasad alamandez pilet – 1 tasad frouezh koñfizet pilet – 1 suraval

 

Evit klinkañ : frouezh koñfizet a bep seurt

 

Goloit ar c’heuz gwenn gant un danvez skañv (gazenn), lakait en ur sil gant ur pouez war-c’horre. Lezit 24 eurvezh da zizourañ. Stank ha sec’h e rank bezañ an toaz.

 

An deiz war-lerc'h, fouetit gant ur baser tredan ar melenoù-vioù hag ar sukr betek ma vo gwenn ar meskad. Ouzhpennit an amann blotaet, an dienn, ar rusk hag ar chug suraval. Fouetit 10 mn. Ouzhpennit ar c’heuz gwenn ha fouetit en-dro 15 mn. Lakait e-barzh an toaz ar rezin sec’h, an alamandez pilet hag ar frouezh koñfizet pilet. Paperit ur pod fleur don gant ur c’hazenn ha diskargit an aozad. Skloufit mat ha lakait ur pouez warnañ. Lakait 24 eurvezh er yenerez ; Divoullit, tennit ar c’hazennn ha kinklit gant frouezh koñfizet.

 

M.L.

 

 

Lennit Bremañ miz Ebrel

 

An enkadenn ekonomikel en Iwerzhon, votadegoù kannaded Euskadi ha Galiza, testeni ur Breton o vevañ er Martinik, reuz en Iliz katolik gant komzoù ha divizoù Benead XVI, abadennoù nevez Radio Kerne, raktres nevez Strollad ar Vro Bagan, un dastumad kanaouennoù rock e brezhoneg embannet gant Mass Prod... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Ebrel 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ d'ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Sifroù un diverrañ eus bilañs ar c'helenn evit ar bloavezh 2008 gant Ofis ar Brezhoneg a gaver. Sevel a reer ar poent war al labour kaset war-raok gant kreizenn Skol An Emsav gant ar stummerez Anne Broussot. Alioù ur strollad deskarded a gemer perzh e kentelioù noz zo bet dastumet ivez. Gallout a reer lenn ur pennad-kaoz gant lusker ar gevredigezh Divskouarn, he deus kinniget asambles gant Stumdi, ur staj war ar brezhoneg a-ratozh evit ar re a bled gant ar vugaligoù en o micher.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org