|
|
|
|
|
|
|
Lun 10 a viz Ebrel,
niv.95 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
bloaz zo? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Echu
gant ar CPE |
|
|
Evit
ar sindikalourien hag ar studierien o deus stourmet a-enep ar GIK e-pad
daouzek sizhunvezh ez eo un trec'h splann. D'an |
|
|
|
|
|
|
|
Pask
e Cherbourg a-enep an E.P.R |
|
|
Da
gentañ a c’hello ar
c’hreizennoù a zo bremañ padout aes
betek 2025 pe diwezhatoc’h c’hoazh hag an EPR
n’eo ken met stumm arnevez un teknologiezh kozh. Neuze e vo
diamzeriet buan-tre ar c’hreizennoù-se a-fed
surentez hag efedusted. Da eil, ret eo stourm a-benn ma vo dispignet
nebeutoc’h a dredan e-lec’h broudañ an
dud d’ober gantañ a-giz ma ra EDF
(muioc’h-mui a dommerezioù tredan a vez implijet
da skouer). Ha da drede, n’eo ket renket tamm ebet afer al
lastez skinoberiant hag a zo ken gwazh hag an efed ti-gwer. Ouzhpenn se
e rebechont an doareoù kevrinus ha luziet a ren war an
dachenn-se ken ma vez start d’ar sitoaianed sevel o mouezh pe
bezañ titouret. Abalamour da se e vo aozet ur vanifestadeg
vras a-enep raktres Flamanville d’ar Sadorn Morwena
Audic
Kement
ha goût hiroc’h : http://wwwsortirdunucleaire.org |
|
|
|
|
|
|
|
Skeudennoù
Breizh en 19vet kantved |
|
|
Diskouezadeg
kinniget etre ar 1añ a viz Ebrel hag an Mirdi
ar Faoued, 1 straed Kemper 56320 Ar Faoued. Pgz :
02 97 23 15 27. Digor bemdez etre
10e ha 12e hag etre 14e hag 18e. musee.du.faouet@wanadoo.fr. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad :
an trede plas evit skipailh Roazhon |
|
|
Emañ
ar re ruz-ha-du o heuliañ un hent n'o deus ket bet tro da
welet alies : setu bremañ eizh krogad gounezet diouzh renk.
Ma teu a-benn Roazhon da chom en trede plas e vo tu d'ar skipailh kemer
perzh en trede tro evit danvez-perzhidi Kevre ar Gampioned. Naoned
zo 14vet e renkad ar C'hevre 1 gant 41
poent ; trec'h eo bet war skipailh Strasbourg (0-1) en
dibenn-sizhun-mañ. An Elzasiz zo bremañ e penn
izelañ ar renkad gant skipailh Ajaccio ha Metz. |
|
|
|
|
|
|
|
Serko |
|
|
Frañs
– 2002 Senario
ha seveniñ : Joël Farges
Henvroidi
un tres indian warno, ur marc’heger kalonek o vale e-unan,
dremmvroioù frank, kement-se a ro da soñjal er
western evel-just. Ur western mod ar Reter ; ur seurt
"eastern" e vefe neuze evel ma oa bet graet eus Himalaya
(1999). Tennañ a ra Serko kalzik
d’un teulfilm antropologour ivez, hag aze emañ e
vrasañ talvoudegezh. Amzer en deus kemeret Joël
Farges da studiañ pobloù ar broioù-se
evit gwir. Siwazh tuioù gwan zo gant ar seveniñ
ha dreist-holl ez eo torr-penn e vefe bet ken kreñv ar youl
d’ober ur film evit an holl hag evit ar vugale da
gentañ (ar vouezh-off a zo bugelel betek re). Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
The
Chalets – Check In |
|
|
Cheñch,
a-benn ar fin ! Estreget strolladoù a ra van da
seniñ evel e 1950, pe e R.M. Evit
mont pelloc’h : http://www.thechalets.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Steredouriezh
: An Tourz (21-03
/ 20-04) |
|
|
Evit
a sell al labour, ez it war-raok tamm ha tamm. Ne vo ket kalz
skoilhoù war ho hent. Gouest e vioc’h da gas ho
raktresoù da vat ! Derc’hel a reoc’h
start d’ho mennozhioù. An dud a labour
ganeoc’h a vo souezhet ha plijet gant hoc’h
emzalc’h. Ouzhpenn-se e vo kinniget an traoù
ganeoc’h war an ton dous… Gant se e vo
gwelloc’h c’hoazh ho prud el labour. Katell Leon |
|
|
|