18 a viz Ebrel 2005, niv. 52

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

50 den deuet da hetiñ kalon vat da Arno Vannier

 

 

Disul goude merenn en doa ranket Arno Vannier kemer an tren evit mont da Bariz, evit bezañ toullbac'het adarre. Ouzhpenn 50 den a oa deuet da lâret kenavo ha kalon vat dezhañ e Ti-gar Roazhon, dec'h, e-tro 3e.

Meur a aozadur hag a strollad politikel o doa galvet an dud da zont da saludiñ Arno Vannier : Skoazell Vreizh, Carb, Emgann, Parti Breton, UDB, Confédération Nationale du Travail, ha Bemdez, en o zouez.

Kondaonet e oa bet Arno Vannier gant Lez-asizoù Arbennik Pariz da bevar bloaz toull-bac'h, e prosez an ARB e miz Meurzh 2004. Goude bezañ bet harzet e 1999, e oa bet Arno Vannier 30 mizvezh en toull-bac'h c'hoazh, e Bro Bariz. Lezet e oa bet da vont goude-se. Hag eñ adkroget da ren e vuhez e Breizh e oa stummet war ur vicher er mediaoù ha labourat a rae ingal.

E toull-bac'h La Santé eo bet kaset. Goulenn a raio Arno Vannier bezañ lezet da vont dindan evezh an abretañ ar gwellañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

REACH

 

 

Hervez kont ez eus 100 000 a zanvezioù kimiek gwerzhet en Europa hep na vefe sellet outo a-dost. Evit gwir, evit ar poent e c’heller lakaat e gwerzh forzh peseurt produ kimiek nemet ma vez prouet gant ar galloudoù publik eo dañjerus. N’eo ket brav-brav an disoc’hoù war an ekosistemoù nag an dud : e-korf 20 vloaz eo kresket a 15 % an niver a vugale allergiezhioù gante, 50 % nebeutoc’h a spergelligoù a zo e-barzh sper an Europeaned evit en hini o zadoù, kresket eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev a 63 % e Bro-C’hall e-korf 20 vloaz.

Pal al leviadenn europat "REACH" eo gwareziñ gwelloc’h an dud diouzh an danvezioù kimiek. Diwar ar leviadenn-se e vo d’ar broduerien prouiñ eo yac’hus o froduioù a-raok kaout gwir da werzhañ anezhe.

Stourmet e vez ouzh al leviadenn-se gant lobby ar greanterezh kimiek hag ar Stadoù-Unanet. Padal ne gousto ar cheñchamantoù-se nemet 0,05 % eus sifr kengreadur ar greanterezh kimiek. Eus an tu all e vo divent ar gounid e-keñver yec’hed an dud hag gwareziñ an endro.

 

Evit gouzout hiroc’h : www.chemicalreaction.org.

 

galloudoù publik : les autorités publiques.

leviadenn europat : directive européenne.

Sifr kengreadur : chiffre d’affaires.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel Kala-Mae / Gouel Barr-Mae

 

 

Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevezamzer, aozet gant Bemdez. D’ar 1añ a viz Mae, pan e vez an amzer é erru brav, e vez maeet an tier e Breizh evit degas chañs d’an dud ha pellaat diouzh ar gouiañv teñval. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kerne-Veur… Evit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù ec'h eus bet kinniget un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan evit ar Gelted kozh).

An deiz kent, d'ar Sadorn 30 a viz Ebrel

4e goude merenn : "Tavarn S. Hubert" e Baod. Kasit un droc’hell geneoc’h ! Sorbiennoù gant Daniel an Doujet. Diskouezadeg.

6e goude merenn : deomp asambles da vaeiñ Baod !

7e noz : pred aozet get Skol Diwan An Alre e sal ar Pennhêr. Na gwelloc’h evit achu brav, e vo bourrapl c’hoazh. Mirit ho plas : 02 97 56 00 22.

D’ar Sul 1añ a viz Mae

10e. : emgav e tavarn "Ar Loch Charlot" ár hent Bieuzhi – Kamorzh.

10e15 : tro-vale ha barzhonegoù e tachad ar Roc’h Du. Istor ha sorbiennoù ag an tachad-mañ a-ziàr an natur, an evned hag ar polpeganed. Avizoù àr ar feson da naetaat ar gwazhioù get Rojer Gweganoù ha kevredigezh Locaterre.

12e : pred er maezioù, kasit ho poued.

2e goude merenn : baleadenn e Lanneier Lanvaoz. Lennadennoù ha barzhonegoù.

4e goude merenn : lomm evit diwezh an dro-vale.

Digoust nemet ar pred evit Diwan. Degasit barzhonegoù ha binvioù mar karit.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : 02 97 57 61 27 (kevredigezh Bemdez)

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad

 

 

Goude eizh krogad ma oa bet trec'h ar Roazhoniz, o doa graet ur gevezadenn a-rampo (2-2), disadorn, a-enep da Saint-Etienne (ur pal gant Frei, en 33vet mn, ha gant Monterrubio, er 77vet mn, evit Roazhon, hag ur pal gant Piquionne, en 8vet mn, ha gant Sablé, er 64vet mn, evit Saint-Etienne). Tamm-ha-tamm e tosta skipailh Roazhon ouzh Kib Europa, met preder kentañ ar skipailh a zo bezañ er renk uhelañ er c'hampionad.

 

 

 

 

 

 

 

 

Robots

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Seveniñ : Chris Wedge & Carlos Saldanha

 

Rodney Copperbottom zo mennozhioù gantañ e-leizh e benn. Ijin en deus da grouiñ ardivinkoù nevez evit reiñ skoaz da robotoù eveltañ en o buhez pemdez. Erru eo poent dezhañ mont eus bro e dad da Robot City, ur gêr ken bras hag e hunvreoù. Ne gavo ket du-hont ar pezh emañ o c’hortoz evel-just.

Evel istorioù boutin an “American Dream” e krog troioù-kaer Rodney. Plijet bras e vezer neuze pa weler e vez burutellet ar frankizouriezh koulz ha relijion ar gened er film. Met arabat eo disoñjal emeur o sellet ouzh produ un embregerezh veur memes tra. Setu ne'z aio ket betek penn ar vurutelladenn-se siwazh. Ar re yaouank a vo plijet-tre ; un tamm keuz o do ar re all oc’h arvestiñ skeudennoù savet kaer hepmuiken.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.robotsmovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel bras Kan ar Bobl

 

 

Disul e oa bet aozet lodenn diwezhañ Kan ar Bobl 2005, e Pondi. Un 2 000 den bennak a oa deuet da zañsal ha da selaou ar sonerien hag ar ganerien a oa war ar renk.

Aet ar maout gant...

Léo Le Cam (binvioù solo), Chevrel ha Baudu (koublad sonerien), Jean-Pierre Mathias (kontadenn), Cozier ha Le Cam (kan da zañsal), Gaston Le Sciellour (kan da selaou), Skol Div Yezh Pabu (skolioù kentañ derez), Skolaj Paul-Eluard Mur (skolajoù), Trio Foger (strolladoù). Ur priz krouiñ ispisial zo aet gant skol Paul-Langevin Douarnenez. Ur priz nevez zo bet roet er bloaz-mañ : priz Polig-Monjarret "Kanit 'ta Bugale". Aet eo gant SDK hip-hop, ur strollad rap brezhonek.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Steredouriezh : an Tourz
(21 a viz Meurzh – 20 a viz Ebrel)

 

 

Ho sin, an Tourz, a zo sin kentañ ar zodiak. Evel an holl re henañ, e plij deoc’h bezañ mestr(ez) ar jeu. Un den oberiant oc’h. Ha c'hwi entanet-kenañ ha den a benn, mont a rit davet ho palioù hep kammigellat. Tapout riskloù, setu ur ger-stur evidoc’h. An traoù tenn ha kreñv a zo gwelloc’h ganeoc’h eget ar re glouar. Pa gouezhit e karantez e vez merzhet diouzhtu. Karantez-diroll e vez a-dra-sur. Met pa vez echu ganti e vez da vat ivez. Evit a sell ouzh al labour oc’h ur c’hrouer/grouerez. Klask a rit degas soñjoù nevez, stourm ouzh ar boazioù ha mont pelloc’h bepred. Ur skouer oc'h evit ar re all, na genteilhit ket anezho evit kement-mañ. 2005 a vo ur bloavezh pouezus evit ar garantez. Hini ho puhez ? Marteze. El labour, klaskit kenlabourat muioc’h gant tud all. Yaou a vo plaset mat evit se. Petra a vo war ar roll ? Siriusted, traoù solud, hag un tamm sioulded zoken. Petra goulenn muioc’h ?