|
|
|
|
|
|
|
Lun 30 a viz Meurzh, niv.232 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Yvan Colonna kondaonet |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ouzhpennañ etanol en eoul-maen: goulennoù |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gauguin: La vision du sermon, pe ijinañ ar sintetouriezh Mirdi an arzoù-kaer – Kemper
betek ar 1añ a viz Even |
|
|
Ouzhpenn an daolenn-se e c'haller gwelout
oberennoù Emile Bernard, traoù all savet gant Gauguin (un aveler, pezhioù
prierezh), stampennoù eus Japan (ul levezon all), hag un daolenn bet savet
gant Van Gogh ha diazezet war La vision du sermon. Ha lizheroù bet eskemmet
etre Gauguin, Bernard, Theo ha Vincent Van Gogh. En holl, 29 oberenn
zisheñvel. R.M. Digor eo an diskouezadeg betek ar 1añ a viz Even:
bemdez nemet da Veurzh ha d'ar 1añ a viz Mae, 10e-12e ha 2e-6e. Digoret ivez d'ar Sadorn 16 a viz Mae eus 8eur noz
betek hanternoz, gant div weladenn heñchet digoust da 8e30 ha da 10e30. 4,50 euro (distaol 2,50 euro evit ar studierien
hag ar re etre 12 ha 26 vloaz), digoust dindan 12 vloaz. Stalioù-labour evit
ar vugale e-pad vakañsoù Pask. Festival 2009 Des Petits Riens En Aodoù-an-Arvor
E-pad miz Ebrel e troio festival liesseurt
(c'hoariva, kontadennoù, margodennoù, klouned, sonerezh, dañs,
luc'hskeudennerezh...). Des Petits Riens war hentoù Aodoù-an-Arvor evit an
9vet gwech. Aozet gant Ofis-departamant diorren ar sevenadur (ODDC), asambles
gant ur rummad kenaozerien (kevredigezhioù, kumunioù,
kumuniezhioù-kumunioù...), abadennoù e 54 c’humun eus an departamant,
etre ar 1añ hag an 30 a viz Ebrel. Ar pal a zo reiñ tro d'an arzourien da
gejañ gant ar muiañ ar gwellañ a dud, e-maez al lec'hioù ma kinnigont o
labour peurvuiañ. Krouiñ ur prantrad a frankiz hag a eskemm etre an
arvesterien hag an arzourien. Marc'hadmat e klask chom ar prizioù neuze, evit
broudañ an holl da zont, etre 2€ ha 6€ dre vras. Degouezhioù ispisial a vo e-kerzh mizvezh Des
Petits Riens: abadennoù a-ratozh evit ar vugale d'an 3 ha 4 a viz Ebrel
(Jeune public en Centre-Bretagne), 7vet Emgavioù Micherel Pempoull d'an 23 ha
24 a viz Ebrel (14 abadenn a vo kinniget d'an dud a vicher, ha d'an holl war
memes tro evit ar wech kentañ), ha "Temps fort à Plédéliac", d'ar
25 ha 26 a viz Ebrel. Un dibenn-sizhun arvestoù, dudioù, predoù, sonadegoù a
vo aozet gant annezidi Pledeliav. Evit gouzout hiroc'h : www.oddc22.com Pgz: 02 96 60 86 10. Postel: despetitsriens@oddc22.com |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad: dalc'het
plas Gwenediz er Rummad 2 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Chugyeogja
(The Chaser) |
|
|
Korea ar c’hreisteiz - 2007. Seveniñ : Na Hong-Jin Priz Bras "Action Asia" e Festival
Filmoù Aziat Deauville (Meurzh 2009)
Ur thriller eo The
Chaser ha film kentañ ar sevener. Ar pezh a zo ispisial gant ar film eo ez
eo splann adalek ar penn-kentañ piv eo ar muntrer. An darn vrasañ eus ar film
a dremen er c’homiserdi, pa glask ar polis prouennoù. Lakaat a ra da
soñjal un tamm er film korean Memories of murder (Bong Joon-ho, 2003).
Taolennadur ar polis korean a zo spontus: divarrek, pout, feuls… N’eo ket plijus an
dudenn bennañ met ar metoù e-lec’h ma laboure n’eo ket ivez. Kalz a suspens a zo, un
tammig spi, hag un dudenn blijus-tre, hini merc’h Mi-Jin, ar
c’hast bet galvet da ziwezhañ gant al lazher… Teñval-tre ar skeudennoù,
gant memes spered ha Seven (David Fincher, 1995), gant ar glav, ar gêr
lous… The Chaser a zo ur brouenn c’hoazh eus nerzh ar
sinema korean. Ur remake amerikan gant Leonardo DiCaprio a vefe war ar stern
c'hoazh. G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Wire - Pink Flag |
|
|
"Pa oa kanet ar
c'homzoù ur wech ec'h echuemp an tonioù." Sed ar pezh a lavar izili
Wire (an holl anezho a zeu eus skolioù arzoù) pa c'houlenner outo penaos e
savjont Pink Flag. E miz Kerzu 1977 e voe
embannet evit ar wech kentañ. Ne oa bet pladenn ebet evel-se betek-henn: 21
ganaouenn, 35:37 munutenn en holl. Ur gwir souezhadenn, koulz
lavarout ur fromadenn evit neb a selaou anezhi evit ar wech kentañ: al lod
brasañ eus an tonioù a bad nebeutoc'h evit ur vunutenn, n'eus ket amzer da
vezañ enoeet. Ha deuet a-benn ar
strollad, evel m'en doa lavaret, da sevel ur bladenn bunk ha n'he deus netra
da welout gant ar sonerezh punk boutin. Ijinañ a ra war un dro ur sonerezh
industriezh ha post-punk: diaes ijinañ luskoù pounneroc'h evit hini Reuters
pe hini Lowdown, dibar eo doare diseblant Colin Newman da ganañ komzoù
ne oant ket bet klevet c'hoazh ("fish fingers all in a line").
Tra ebet ne seblant mirout ouzh ar strollad a vont war-raok: ouzhpenn ijinañ
e 1977 a pezh a zeuio ar sonerezh punk da vezañ, e roont ur gentel sevel
tonioù pop. Buzzocks memes n'int ket deuet a-benn da sevel tonioù evel Ex-Lion
Tamer pe Mannequin. Bras-divent eo bet levezon
ar bladenn war meur a arzour all: Minor Threat, REM, Henry Rollins, e-touez
ur bern re all o deus sonet en-dro tonioù a gaver war Pink Flag.
Pelloc'h eo aet Elastica: ganto e voe laeret penn-da-benn an heuliad notennoù
a glever war Three Girl Rhumba. Da selaou ivez, an div
bladenn (gwall zisheñvel) a zeuas da heul: Chairs Missing ha 154. R.M. Embannet gant EMI/Harvest Muioc'h a Wire: Ur wech
ar miz e kinniger ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet |
|
|
|
|
|
|
|
Skalopenn kig-leue dre zienn avoukez |
|
|
Dibluskit
ha diaskornit an avoukez. Flastrit fin ar c’hroc’hen. Ouzhpennit
ul loaiad vras a chug-suraval, ar melen-vi, pebrit hag holenit, meskit.
Lakait 5 mn war dan bihan hep lezel da virviñ. E-maez an tan, ouzhpennit an
dienn. Aozit ar skalopennoù war pep asied. Palennit gant ar soubilh ha
klinkit gant ar serfilh. Mari Lubrano Lennit Bremañ miz Ebrel
An teuliad peder fajennad
zo gouestlet er miz-mañ d'ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Sifroù un
diverrañ eus bilañs ar c'helenn evit ar bloavezh 2008 gant Ofis ar Brezhoneg
a gaver. Sevel a reer ar poent war al labour kaset war-raok gant kreizenn
Skol An Emsav gant ar stummerez Anne Broussot. Alioù ur strollad deskarded a
gemer perzh e kentelioù noz zo bet dastumet ivez. Gallout a
reer lenn ur pennad-kaoz gant lusker ar gevredigezh Divskouarn, he deus
kinniget asambles gant Stumdi, ur staj war ar brezhoneg a-ratozh evit ar re a
bled gant ar vugaligoù en o micher. Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|