|
|
|
|
|
|
|
Meurzh 10 a viz Ebrel, niv.140 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
bloaz zo? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Un den yaouank gloazet gant un tenn: ur poliser-kêr eus
Loudieg tamallet |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ar
produioù OGK 4: alergiezhioù
ha mirout roud |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
ar bannoù-treset e Perroz-Gireg |
|
|
Evit ar BT gwirvouder e vo
degemeret, e-mesk lod all, Steve Cuzor, skrivagner ha tresour, a orin
deus Roazhon, hag an dresourien Olivier Berlion ha Jaap de Boer,
anavezet ivez dindan an anv Obi Yamoto evit ar mangaioù.
Evit ar fent eo bet pedet André Bibeur-Lu, Guillaume
Bouzard, Eric Cartier, Philippe Larbier hag André Lamorthe.
En anv an Heroic Fantasy e vo tu kejañ gant Didier Crisse,
Manu Grey ha Nicolas Mitric hag Algesiras, Jenny, Patricia Lyfoung ha
Philippe Ogaki da geñver ar mangaioù. An dud
yaouank a c'hello daremprediñ Emile Bravo, Cécile
Brosseau, Tatiana Domas, Loïc Jouannigot, Guillaume Le Goupil,
Julien Neel ha Yoann. Anv deus mediaoù a vo ivez gant an
dresourien kazetennoù Gérard Clam,
André Morvan, Tassuad ha Loïc Schwartz. Ouzhpenn kejañ ganto ha
lakaat sinañ o levrioù e vo kinniget
diskouezadegoù. "Ar vuhez e glas" gant Willy Lambil, "Beaj
mor en amzer dremenet" gant Tramp, "Quintett" gant Franck Giroud ha "La
côte de granit ose" gant tresadennoù lankon an
arzourien pedet. Hoel Louarn Mont-tre: 3,5 euro un devezh, 5 euro
an dibenn-sizhun, digoust dindan 6 vloaz. Evit gouzout hiroc'h: www.bdperros.com |
|
|
|
|
|
|
|
Aet
ar maout gant un Arc'hentinad e
redadeg mirc'hi-houarn Koln |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
300 |
|
|
Seveniñ : Zack Snyder Emgann an d-Termopiled eo a vez
taolennet er film-mañ. Un emgann a dremenas e 480 kent J.K.
Leonidas, e-penn ur bagad 300 Sparsiad, a glaskas talañ ouzh
Xerxes hag an arme persian. Labourioù Frank Miller a
zedenn kalz Hollywood er mare-mañ (Sin City).
Ur “romant grafel” eo er penn kentañ.
Kalzig trouz en deus graet ar film, ne oa ket tu da chom neptu
sañset: pe dreist ar skeudennoù pe spontus danvez
ar film. Met n’eo ket ken eeun an traoù. Evel-just
ez eo brav skeudennoù ar film, met n’int ket sin
ur sinema arnevez: hegasus eo zoken a-wechoù an oabl
orañjez hag ar santad gwelet ur Gladiator un tammig lu.
Dic’houzañvus eo ardoù Leonidas (Gerard
Butler), souezhus bras Xerxes an tiran doare drag-queen gant mouezh
Dark Vador... Implij ar vouezh off a zo iskis a-walc’h ha
tudenn ar rouanez (moarvat an hini dedennusañ en istor) a
seblant bezañ savet evit ma vefe un tammig melo er film ha
lakaat an nebeud merc’hed er sal da
leñvañ goude kement a wad skuilhet. Frankizour
betek-re e tason lod komzoù ha lavarennoù. Ur
film leun a sioù neuze, paour a-walc’h ha difrom
penn-da-benn. G.L. Kement ha gouzout hiroc’h
: wwws.warnerbros.fr/300 |
|
|
|
|
|
|
|
Bastet |
|
|
E Bro-Gemper just
a-walc’h, ez eus bet tu da welout anezho meur a wech er
mizioù tremenet : e-pad gouel les Hivernautes, en
tavarnioù er Vro-Vigoudenn, ha n’eus ket ken
pell-se o deus
gounezet taol-lañs an Erer Yaouank e Pont-'n-Abad. Penn-kentañ ar berzh?
Posupl-tre, dre ma vo tu gwelout anezho ivez e-pad gouel
Rock’n Solex e Roazhon e miz Mae, pe c’hoazh er Run
ar Puñs e Kastellin. O fladenn gentañ (pa ne
oa nemet tri den er strollad) a c’haller kavout e Leclerc
sevenadurel Kemper. Un
tanva eus o zonioù, un ton sonet live e-pad Les Hivernautes
ha deizadioù o abadennoù a gaver ivez war o
fajennad Myspace. R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Kiwi
farset |
|
|
Tennit beg ar c’hiwi ha
goulloit pep frouezhenn. Troc’hit bouedenn pep frouezhenn
a-dammoù. Bruzunit ar c’hig krank,
troc’hit ar chevr a-dammoù bihan. Gwaskit an
hanter sitroñsenn. Meskit mat an holl aozennoù
asambles. Ouzhpennit ar maionez gant paprika. Gwarnisit ar
c’hiwi goullonderet gant an aozad. Lakit er yenerez a-raok
servijout. Mari Lubrano |
|
|
|