Meurzh 6 a viz Ebrel, niv.280
Sizhun 14 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Thailand:

manifestiñ a ra bepred ar "rochedoù ruz"

 

 

Abaoe mizioù ha mizioù ez eus birvilh e Thailand e-keñver politikerezh. Ul lodenn eus ar boblañs a c'houlenn e tistrofe Thaksin Shinawatra d'ar post a gentañ ministr. E penn ar gouarnamant emañ hiziv Abhisit Vejjajiva, harpet gant an arme ha tuad roueelour ar vro. Ur c'houlzad stourm nevez a oa bet boulc'het gant tuad ar "rochedoù ruz" (gwisket e vez e ruz an dud a-du gant distro Shinawatra), labourerien baour en o zouez dreist-holl, d'ar 14 a viz Meurzh. Fellout a ra dezho e vefe divodet ar Parlamant hag aozet votadegoù nevez diouzhtu. A-benn diskouez pegen mennet int ez int kantadoù, staliet e kêr Bangkok gant teltennoù. Kinniget en doa Vejjajiva aozañ dilennadegoù kannaded a-benn miz Kerzu 2010 (da lâret eo gant ur bloaz lañs), met nac'het eo bet gant ar rochedoù ruz, a fellfe dezho gwelet penn ar vro o cheñch ar buanañ ar gwellañ. Dibunañ a reont hiziv adarre e Bangkok, dindan evezh miliadoù a soudarded ha poliserien bet dasparzhet e straedoù kêr-benn Thailand.

 

 

 

 

 

 

 

 

Embregerezhioù hag Emglev ar Broadoù Unanet

 

 

Hag anaout a rit Emglev ar Broadoù Unanet? Sinet e vez gant embregerezhioù, pe kevredigezhioù, evit en em liammañ ouzh ar Broadoù Unanet, o tiskleriañ emaint o vont da heuliañ dek reolenn a denn ouzh gwirioù Mab-Den, ouzh an endro, gwir al labour, hag all.

E miz Genver 2008 eo deuet an embregerezh desevel chatal "Yaguarete Pora S.A." da vezañ ezel eus an emglev-se. Koulskoude, hervez an aozadur Survival International, o doa kroget da zrastañ koadeier forzh pegement un nebeud mizioù en a-raok. Perc'henn eo an embregerezh war ouzhpenn 150000 devezh-arat a goadeier, e-lec'h ma vev an Totobiegosodeed. E soñj emaint digoadañ an darn vrasañ eus ar c'hoad-mañ, ha mirout e-tro 35000 devezh-arat a goadeier hepken.

Evit Survival International, ne zouj ket an embregerezh da ziv eus reolennoù an emglev, o tennañ da wirioù Mab-Den, ha d’an doujañs ouzh al lec'hioù-bevañ. Gant kement-se o deus goulennet nevez zo ma vefe skarzhet an embregerezh Yaguarete eus an emglev-mañ, pe neuze e vefe kollet pep talvoudegezh gant seurt emglev.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Un "ti-gwer-nij" evit lakaat an diorren padus war wel e Naoned

 

 

Betek ar Merc'her 7 a viz Ebrel e vo gwelet un ti-gwer un tamm digustum e-kichen feunteun Plasenn ar Roue e Naoned. Ar savadur metal, leun a blant ennañ, a nij! Ijinet gant François Delarozière ha strollad ar Mekanik, an ti-gwer-nij-se a zo bet staliet e kreiz-kêr Naoned evit sizhun an diorren padus. Hervez Jean-Marc Ayrault, prezidant Meurgêr Naoned ha kannad-maer Naoned "pal sizhun an diorren padus eo kaout respontoù d'hor goulennoù a-benn ober traoù evit sikour ar blanedenn. Petra a c'hellan ober gwelloc'h bemdez? Kinniget e vez, e-pad ur sizhun gant darvoudoù a bep seurt, ar jestroù a c'hellomp ober evit bezañ ekokeodedour". Penaos ober e rotel, petra eo al labour-douar ekologel ha pelec'h kaout ar produioù ekologel, atalieroù war ar vevliesseurted, penaos dispign nebeutoc'h a energiezh, penaos adimplijout traoù kozh... Tout ar jestroù-se a zo lakaet war wel e Bro-Naoned evit kelaouiñ an dud ha gallout bevañ en un doare gwelloc'h en dazont.

 

Evit gouzout hiroc'h :

www.nantesmetropole.fr pe www.cmaintenant.eu

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad Europa gouren ha back-hold e Ploufragan

 

 

Disadorn ha disul e oa bet aozet kampionad Europa ar gouren hag ar back-hold, e Ploufragan (e-kichen Sant-Brieg). Div rann a oa: hini an diwanidi (paotred) hag hini ar merc'hed. E-touez ar Vretoned en deus Gurvan Salaun (-68kg) graet berzh e back-hold kement hag e gouren. Erwan Tassel (-62kg) en deus eñ bet e ditl kentañ e-kerzh ar c'hampionad-mañ. Er bloaz-mañ eo aet ar maout gant tud Inizi Kanariez en div rann.

Sed amañ renkamant ar skipailhoù (savet en ur gemer e kont pemp gwellañ pep rummad):

Diwanidi

1.Kanariez (86 poent)

2.Breizh (82 boent)

3.Leon (71 poent)

4.Aostria (67 poent)

5.Skos (46 poent)

6.Bro-Saoz (38 poent)

7.Kantabria (19 poent)

Merc'hed

1.Kanariez (50 poent)

2.Leon (40 poent)

3.Breizh (29 foent)

4.Skos (3 foent).

 

Dilennet eo bet en div rann ar perzhiad gwellañ ivez. E-touez an Diwanidi eo bet enoret Emilio José Cano (Leon) hag e-touez ar merc'hed eo labour Tamara Gomez (Leon) zo bet priziet.

 

Evit gouzout hiroc'h :

www.gouren.com

 

 

 

 

 

 

 

 

L’arnacoeur

 

 

Frañs – 2009

Seveniñ : Pascal Chaumeil

 

Silañ an disrann er c’houbladoù kamm eo business Alex (Romain Duris). Dre arz soutil an hoalañ e teu a-benn da zigeriñ daoulagad ar merc’hed, dezho da welet pegen didalvez eo o serc’heg. Hogen, ne asant Alex ober war-dro ur gefridi nemet ma vez malevurus e breizh. Skoemp eo ar gudenn d’an deiz ma rank ober war-dro Juliette (Vanessa Paradis) rak hi n’eo ket malevurus tamm ebet.

 

Steuñvenn skouer ur gomedienn romantel amerikan eus ar bloavezhioù 50 eo (lec’hiet e Monaco war ar marc’had evit kreñvaat an tu “bling-bling”). Ar c’houblad a zere zo bet tutaet e gwirionez. Romain Duris zo da vat gant e dudenn ha dont a ra brav a-walc’h gantañ pa zrevez tamm koroll Patrick Swayze e Dirty Dancing. Fentus-tre eo ar film-mañ ha ne soursi ket ouzh bezañ gwirheñvel hep na vefe ur gudenn.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h :

www.arnacoeur-lefilm.com

     

 

Emglev etre Dizale ha Gwarez Filmoù

 

E-tro 800 eurvezh programm e brezhoneg a oa bet roet e miz Meurzh warlene gant TV Breizh d'ar gevredigezh Dizale. Evit niverelaat ha mirout an testenioù klewelet-se e oa bet sinet, ur bloavezh war-lerc'h, e Brest d'ar Meurzh 30 a viz Meurzh un emglev etre Gilbert Le Traon rener Gwarez Filmoù, Samuel Julien hag Andrev Lavanant, rener ha prezidant Dizale. Savet e miz Du 1998 e klask tamm-ha-tamm Dizale sevel ur gwir dakad produiñ e brezhoneg. Gant ar pal pennañ diorren ar c’hleweled e brezhoneg. E penn kentañ 2006 e oa bet advouezhiet ar c’hentañ film sinema e brezhoneg. Sevenet e vez ivez produadennoù all: tresadennoù-bev, rummadoù skinwel ha telefilmoù. A-drugarez da Warez Filmoù e vo tu da Zizale reiñ un eil buhez d'ar programmoù e brezhoneg bet produet gant TV Breizh evel an abadennoù magazin Tro war dro ha Mil Dremm (an abadenn diwezhañ skignet e Mezheven 2009) pe c'hoazh eurvezhioù hag eurvezhioù a dresadennoù-bev advouezhiet. Tud Dizale a gemero perzh ivez etre an 21 betek an 23 a viz Ebrel d'an 31vet Gouel ar Mediaoù Keltiek e An Tiùr en Iwerzhon. Un digarez e vo evito da welet ar programmoù sevenet e broioù all ha da grouiñ liammoù gant tud a-vicher o labourat war dachennoù liesseurt e bed ar c'hleweled hag e yezhoù a bep seurt.

 

Evit gouzout hiroc'h :

www.dizale.org ha www.cinematheque-bretagne.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Alex Chilton (1950-2010)

 

 

Sur a-walc'h n'eus ket kalz tud a anavez Alex Chilton. Ur gitarour, ur sonaozer hag ur c'haner amerikan e oa.

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 en doa kemeret perzh er strollad Big Star. Teir fladenn a voe savet ganto: #1 Record, Radio City ha Third/Sister Lovers.

Gant an teir fladenn-se o doa Chilton hag e vignoned degaset o lod d'al luskad power pop, da lavaret eo e savent tonioù kanet en un doare pop, met sonet gant kalz startijenn. Ne oa ket bet plijet pennoù-bras an tiez-embann gant Third/Sister Lovers, ha daoust ma voe enrollet e 1974 e voe embannet e 1978 nemetken.

Goude divodañ Big Star e kendalc'has Chilton da seniñ e-unan, pe gant tud evel Richard Lloyd (ezel eus ar strollad punk amerikan Television). Produer sonerezh e voe ivez, ha gantañ e voe produet tonioù kentañ The Cramps hag o fladenn Songs the Lord Told Us e 1980.

Er bloavezhioù 1990 e oa bet adembannet holl bladennoù Big Star, hag er bloavezhioù 2000 e oa bet advodet ar strollad hag en doa sonet e meur a festival sonerezh e Breizh-Veur hag er Stadoù-Unanet, ha bet o doa bet ar berzh n'o doa ket bet er bloavezhioù 1970. Ul levezon vras eo bet ar strollad evit re all evel R.E.M, The Replacements, The Posies pe c'hoazh Teenage Fanclub.

 

R.M.

 

Muioc'h a Alex Chilton :

http://www.lastcallrecords.com/

http://www.bar-none.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Saladenn togoù-toñseged gant parmezan

 

 

 Danvez: 400g togoù-toñseged (Pariz) – 100g keuz parmezan troc’het fin-tre – 6 loaiad eoul olivez – dourenn ur sitroñs – 1 loaiad perisilh drailhet – pebr ha holen

 

Gwalc’hiñ an togoù-toñseged gant dour ha gwinegr (kuit d’an togoù-toñseged da zuañ). Sec’hañ anezho gant paper pe un torchouer. Troc’hañ anezho fin ha lakaat en ur plad bras.

 

Ober ar chaous en un tas ha meskañ gant ur fourchetez an eoul, an dourenn sitroñs, ur briñsenn holen ha pebr malet.

 

Lakaat ar parmezan troc’het er plad, goloiñ gant ar chaous, meskañ goustadik ha lakaat ul loaiad perisilh drailhet war c’horre.

 

Riwanon

 

 

 

Lennit Bremañ Ebrel 2010:

30 vloaz eo ar gelaouenn !

 

Ar potas hag ar fosfat a c'hello mont da hesk, disoc'hoù vot an 21 a viz Meurzh er rannvroioù, dizagn Owen Poho liammet gant arz Jacques Burel, stad an traoù evit skipailh FC Naoned, pladenn gentañ Iwan B... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Ebrel 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da 30 vloaz ar gelaouenn Bremañ. Gant izili yaouank Skol an Emsav e oa bet krouet e 1980, da vare darvoudoù Plougoñ. Dizehan eo bet embannet ar gelaouenn abaoe. Cheñchet he stumm, an danvez a gaver e-barzh ivez, pe an dud a gemer perzh. Soñjezonoù a c'hellot lenn kement hag un dibab pennadoù heverk eus ar c'heleier a gaver ingal e Bremañ.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Koumanantiñ: 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org