Lun 12 a viz Ebrel, niv.281
Sizhun 15 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Prezidant Polonia marvet gant 95 den all

 

 

Disadorn e oa aet an nijerez poloniat Tupolev-154 da flastrañ e kornôg Rusia. Enni e oa Lech Kaczynski (skeudenn), prezidant Polonia, e wreg, hag uhelidi all eus ar vro. Penn an arme, prezidant Bank kreiz Polonia, ha degadoù a ofisourien hag a bolitikourien a renk uhel a oa ganto. Nepell eus Smolensk eo kouezhet ar c'harr-nij: war-du Katyn e oa ar strollad kannaded poloniat o vont. Du-se e oant sañset kemer perzh en ul lid e koun an 22000 ofiser poloniat douaret du-se, goude bezañ bet lazhet diwar atiz Stalin. Latar a oa war hent an nijerez, ha hervez arme Rusia, e oa bet kinniget da skipailh an Tupolev pradañ e Minsk pe Moskov. Klasket o defe kousto pe gousto pradañ e Smolensk daoust d'ar gwallamzer. Un enklask a vo kaset war-raok gant servijoù ofisiel rusian. Korf Lech Kaczynski a oa bet degaset dec'h en-dro da Varsovia, lec'h ma oa bet aozet ul lid ofisiel gant kargidi uhel ar vro ha familh ar prezidant. Miliadoù a dud a oa e straedoù kêr-benn Polonia evit saludiñ an dibunadeg-kañv.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kreizenn-dredan dre c'hlaou e Suafrika

 

 

Dre ma vez kudennoù produiñ tredan e Suafrika (e 2008 o doa ranket embregerezhioù zo chom a-sav gant o labour) ez eus bet kinniget gant Alstom ur raktres sevel ur greizenn produiñ tredan diwar glaou, e Medupi. Ur pezh mell raktres eo, a zlefe produiñ 4764MW, hag ezteurel e-maez 25 milion a donennoù CO2 bep bloaz (da lâret eo 5% eus eztaoladennoù Frañs!), hep kontañ soufr ha merkur a vo kaset kuit. Ouzhpenn da se, e vije ret sevel kilometradoù a orjalennoù tredan. Un amprest a 3,75 miliard a zollarioù a zo bet roet gant ar Bank Bedel evit skoazellañ ar raktres. Kannaded Frañs o deus mouezhiet a-du evit an amprest-mañ. Unan eus an abegoù a c'hell bezañ e vo savet ar greizenn gant Alstom, ur c'hevredad gall a zo er vro abaoe kant vloaz. Ouzhpenn d'ar c'hudennoù savet e-keñver an endro, e savo kudennoù sokial: Eskom, an embregerezh a bourvez an tredan, en deus embannet e kresko ar prizioù eus 35% gant savadur ar greizenn. Da lâret eo e teuio an tredan da vezañ re ger evit ul lodenn vras eus ar boblañs, pa servijo dreist-holl d'an embregerezhioù.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mirdi ar Faoued: Dañsoù Breizh taolennet

 

 

Abaoe ar 6 a viz Ebrel e kinnig Mirdi ar Faoued un dastumad livadurioù gouestlet da zañsoù Breizh, bet graet etre 1850 ha 1950. Ur studi etnografek eo, tost. Balioù, euredoù, pardonioù, gwiskamantoù, fiñvoù... Pep liver a ro tro, gant e sell dezhañ hag e zorn-livañ pe e zorn-tresañ, da ziskouez dañsoù ar vro en e zoare personel. Tu vo da welet labour ar Belgiad Paul-Auguste Masui, ar C'hemperad Pierre de Belay, hag ivez Théophile Deyrolle, Émile Simon, Arthur Midy, Pierre Cadre... An oberenn goshañ diskouezet amañ zo bet sinet gant Olivier Perrin, ha graet e 1808, e-kostez Kemper, Gavotte des pauvres. Evit ar wech kentañ ivez e vo diskouezet an dresadenn La noce à Quimper, gant Hyppolyte Lalaisse, graet e 1844. 75 taolenn zo en diskouezadeg, en o zouez livadur nemetañ Mathurin Méheut diwar-benn an dañs, La danse chez Postic. Prezegennoù a vo kinniget ingal e-kerzh maread an diskouezadeg, evit displegañ en un doare pishoc'h perzhioù zo eus al livadurioù hag an tresadennoù kinniget. Roll an abadennoù a vo kavet e lec'hienn Mirdi ar Faoued.

 

"La danse en Bretagne vue par les peintres (1850-1950)", betek an 23 a viz Mae. Etre ar Meurzh hag ar Sadorn, etre 10e ha 12e hag etre 14e ha 18e.

D'ar Sul: etre 14e ha 18e. Priz: 4,20€ ha 2,50€.

Ret eo goulenn en a-raok evit ar gweladennoù heñchet. Pgz: 02 97 23 15 27.

Evit gouzout hiroc'h: www.museedufaouet.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Tro Bro Leon ha Tro Bro Cyclo 2010

 

 

Disadorn ha disul e vo aozet ar 27vet Tro Bro-Leon, ar redadeg war varc'h-houarn krouet e 1984. Ur redadeg marc'hoù-houarn evit an dud na oant ket a-vicher e oa da gentañ. Abaoe 1999 emañ ar redadeg e-barzh roll Unvaniezh Etrebroadel ar Varc'houarnerien. Evit an dud a-vicher eo Tro Bro Leon ur redadeg a gont evit Kib Frañs ar Marc'h-houarn. Tro-dro da vourk Lanniliz e vez aozet Tro Bro-Leon bewech. Hentoù douar a ya da-heul hentoù meinek, ar "ribinoù". Diwar-se eo bet lesanvet Tro Bro-Leon ar "Paris-Roubaix bihan" pe "Ifern Breizh-Izel" gant ar varc'hhouarnerien. Disul e vo redet 120 km Tro Bro-Leon 2010, hag a vo kinniget e brezhoneg war lec'hienn France 3 war-eeun. D'ar Sadorn 17 e vo kinniget Tro Bro Cyclo, lec'h ma c'hell kemer perzh ar varc'hhouarnerien amatour. Meur a hentad a vo kinniget aze: 120km pe 60km, hag un hentad 40km ispisial evit ar VTT. Pep enskrivadur a ro tro d'an aozerien da brofañ 2 euro da skolioù Diwan. Tu zo da venegiñ e striv ar skipailh aozañ evit kinnig brezhoneg ingal evit brudañ Tro Bro-Leon ha Tro Bro Cyclo.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.tro-bro-leon.com

 

 

 

 

 

 

 

 

How to Train Your Dragon (Dragons)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2010

Seveniñ : Chris Sanders & Dean Deblois

 

Harold a zo ur Viking yaouank. Treut ha dizampart, ne vez ket laosket da gemer perzh pa vez taget ar gêriadenn gant erevent. Evit ma cheñchfe sell e dad warnañ e ijin ur mekanik evit tapout erevent. Dont a ra a-benn da dapout unan, pezh a zo, ne vo ket gouest d’e lazhañ ha kregiñ a raio neuze un darempred don ha kuzh etrezo. Ha komprenet e vo gant ar Vikinged all?

 

Diwallit tudoù, a-benn nebeut e vo ret soñjal e vo ken bamus filmoù Dreamworks ha reoù Pixar ma kendalc’h... Setu ar skouer amañ gant How to Train Your Dragon. Ur film troioù-kaer klasel-tre met labouret kenañ. Un teuzar evit an daoulagad: an danvezioù, an endro, ar fiñvoù, donder soutil an 3D... Ouzhpenn-se: kanaouenn ebet, an erevent na gaozeont ket hag ar merc’hed a zo ken barrek hag ar baotred! Ur film dudi lusket mat, gant sonerezh lañsus, ur gwir aergelc’h labouret (tiez, dilhad hag arrebeuri ar Vikinged da skouer). Gant ma vefe tu da nijal evit gwir war gein un aerouant bremañ...

 

G.L.

 

Ma fell deoc'h lenn pennadoù all savet gant hor c'henskriverez diwar-benn filmoù, c'hoarioù-video, levrioù ha me oar me, e c'hellit mont da dañva Soubenn ar Geek.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Malcolm McLaren (1946-2010)

 

 

2010, bloavezh drastus evit a sell ouzh ar sonerezh amplaet.

Ha setu bremañ Malcolm McLaren o vont diouzhimp. Ken abred hag e 1971 en doa digoret ur stal-dilhad anvet Let it Rock e Londrez, asambles gant e wreg Vivienne Westwood.

E 1974 e teuas da vezañ manager ar strollad rakpunk amerikan The New York Dolls. Ne badas ket ar strollad, met ne oa ket grevus-tre, hag e 1976 e teuas McLaren da vezañ manager The Strand, hag a  zeufe da vezañ Sex Pistols. Kemmañ a reas ivez anv e stal, hag a voe anvet Sex. Gant McLaren e voe aozet sonadeg ar Sex Pistols war ar stêr Tavoez, tost ouzh parlamant ar Rouantelezh Unanet. Harzet e voe an dud gant ar boliserien, ha brudet e voe an darvoud.

Sach-blev a voe goude-se etre McLaren hag ar strollad. Ober ar reas war-dro ar film The Great Rock'n'Roll Swindle ivez.

Er bloavezhioù 1980 e lakaas embann div bladenn, enno sonerezh gwall zisheñvel diouzh ar sonerezh punk: hip hop, funk pe c'hoazh sonerezh Afrika.

Er bloavezhioù 1990 ha 2000 e reas war-dro meur a film pe teulfilm diwar-benn ar sonerezh, hag e kemeras perzh e meur a abadenn skinwel (Malcolm McLaren's Musical Map of London da skouer). E 1999 e lakaas an dud da grediñ ez afe war ar renk evit bezañ maer Londrez.

A-hed e vuhez e voe sach-blev diwar e benn: dreistdonezonet ha speredek-kenañ pe goapaer?

"Free Leonard Peltier" eo ar gerioù diwezhañ a zistagas a-raok mervel.

 

R.M.

 

Muioc'h a ditouroù :

http://www.malcolmmclaren.com/

http://www.seditionaries.com/

www.handheldlearning.co.uk

 

 

 

 

 

 

 

 

Brizhilli er forn

 

 

 Danvez: 4 brezhell – 4 zomatezenn – 1 glorenn kignon – 1 delienn lore – perisilh – eoul – pebr – holen

 

Gwalc’hiñ ar brizhilli, troc’hañ anezho war o hed, tennañ an draen kreiz ha troc’hañ ar pennoù.

 

Lakaat ar pesked a-blad en ur plad forn eoulet, kroc’henenn ar pesk eus tu ar plad.

 

Drailhañ ar c’hignon, ar perisilh hag al lore ha lakaat ar meskaj war ar brizhilli.

Lakaat  an tomatez troc’het a dammoù war c’horre gant holen ha pebr hag ur berradig eoul.

 

Lakaat er forn 200° e-pad 30 min.

 

Riwanon

 

 

 

Lennit Bremañ Ebrel 2010:

30 vloaz eo ar gelaouenn !

 

Ar potas hag ar fosfat a c'hello mont da hesk, disoc'hoù vot an 21 a viz Meurzh er rannvroioù, dizagn Owen Poho liammet gant arz Jacques Burel, stad an traoù evit skipailh FC Naoned, pladenn gentañ Iwan B... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Ebrel 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da 30 vloaz ar gelaouenn Bremañ. Gant izili yaouank Skol an Emsav e oa bet krouet e 1980, da vare darvoudoù Plougoñ. Dizehan eo bet embannet ar gelaouenn abaoe. Cheñchet he stumm, an danvez a gaver e-barzh ivez, pe an dud a gemer perzh. Soñjezonoù a c'hellot lenn kement hag un dibab pennadoù heverk eus ar c'heleier a gaver ingal e Bremañ.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Koumanantiñ: 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org