Lun 29 a viz Meurzh, niv.279
Sizhun 13 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Sidaction 2010 :

nebeutoc'h a arc'hant dastumet

 

 

D'ar Gwener 26, d'ar Sadorn 27 ha d'ar Sul 28 a viz Meurzh e oa aozet ar Sidaction da zastum arc'hant evit an enklask a-enep ar sida. Skoazell hag arc'hant zo bet goulennet gant ar Sidaction a-hed an dibenn-sizhun dre an holl vediaoù klewelet bras e Frañs hag unnek chadenn eus an TNT Nebeutoc'h a bromesaoù arc'hant zo bet gant 5251934€ e lec'h 5,8 milion a euroioù e 2009. Evit an aozerien n’en deus netra da welet an digresk-se gant komzoù Pierre Bergé. Da vare an Téléthon en doa an aotrou Bergé lakaet reuz p'en doa lavaret ne rae an Téléthon nemet "parasiter la générosité des Français, en "exhibant" des petits myopathes". Evit Christine Tabuenca, e penn ar c'houlzad brudañ-mañ, ez eo dleet an digresk "d'an enkadenn ekonomikel. Kalz nebeutoc'h a zonezonerien vihan zo bet."

144000 den a vev gant ar VIH e Frañs. En o zouez, 39000 den ne ouzont ket int seropozitivel hervez ur bilañs savet e fin 2009 gant ar gevredigezh Sidaction. 20 den ouzhpenn a vez kontammet bemdez e Frañs. Hervez Jean-François Delfraissy, rener Ajañs vroadel an enklask war ar sida (ANRS) "e vefe tu da lakaat un harz d’an epidemiezh gant muioc'h a arc'hant."

350 darvoud: abadennoù, sonadegoù, darvoudoù sportel, a zo bet aozet e pep lec'h e-pad an dibenn-sizhun. 4500 den a-youl vat a responte d'an dud en niverenn 110 evit degemer ar promesaoù reiñ arc'hant d'ar Sidaction. Posupl eo skoazellañ c'hoazh e lec'hienn Internet ar Sidaction betek ar Sul 11 a viz Ebrel.


Evit gouzout hiroc'h: www.sidaction.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Kenwerzh ar spesadoù

 

 

Betek ar 25 a viz Meurzh, e Doha, er C'hatar, e veze dalc'het kendalc'h ar CITES. Eno en em vode ar broioù evit divizout peseurt statud reiñ da spesadoù en arvar, ha kemer divizoù diwar-benn o c'henwerzh. Ha siwazh, n'eo ket bet dreist an disoc'hoù : ar bloaz-mañ, muioc'h evit ar re all, eo bet trec'h interestoù an embregerezhioù bras war re ar milionoù a loened en arvar. An toun ruz, da skouer, a zo aet 85% anezho da hesk abaoe 1957, n'eo ket bet gwarezet evit c'hoazh. Memes tra evit arzh ar poloù. Sot eo kement-se, dreist-holl pa ouezer eo sañset ar bloaz 2010 bezañ hini liesseurted ar boudoù bev...

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwir eo, "Didier Porte a faux"! Abadenn ur farsour diabafet

 

 

Bez’ e oa Didier Porte e Kreizenn Arthémuse e Brieg d’ar Sadorn 28 a viz Du 2009 evit lakaat "an dud vunut da c’hoarzhin". Brudet eo ar farsour evit e gronikennoù war France Inter, e-tro kreisteiz dek bemdez, e-barzh abadennoù "Le Fou du Roi" kaset gant Stéphane Bern. Amañ gant e one-man-show e adkaver e fent lemm hag e soñjoù pennañ diwar-benn ar politikerezh hag ar bolitikourien. E Breizh e vo gwelet ur wech all: war leurenn Palez ar c'hendalc'hioù e Loudieg e vo d'ar Gwener 2 a viz Ebrel.

A-wezhioù en e sav, gwezhioù all ouzh un daolig evit lenn paperioù, hag alies war e zaoulin evit pediñ Doue! Setu un tu dianav deomp, Didier Porte o pediñ Doue hag eñ o tennañ ken alies war ar relijion gant kanolioù pounner-mat. Komprenet e vez buan eo just un doare da gaout ur c’hilsell war e vuhez, ha war e gronikennoù, un tamm emc’hoap eo. Evel ma lavar: "Ho tigarez ma vezan gros met arabat eo deoc’h disoñjal eo Bigard hag Arthur an daou farsour ofisiel eus ar renad". Koulskoude n’eo ket gros ar paotr. Daoust dezhañ embann troiennoù ha n’int ket evit ar vugale, ar spered ne vez morse gros. Bez‘ e vez atav o vousc’hoarzhin hag o lakaat an holl arvesterien da sevel a-du gantañ na bout e vezont kunujennet gantañ.

"Ha posupl eo c’hoazh bezañ pinvidik hag eus an tu-kleiz? Ya, met ret eo bezañ mantret!" eme ar farsour, sed aze ur frazenn a vije bet tu da glevet gant Guy Bedos. Hemañ-diwezhañ a vo klevet gwezh ha gwezh all, un seurt tad-paeron jentil o sikour gant e vab-a-spered hervezañ.

Ne vez ket gwelet an amzer o treiñ avat, hag an eurvezh hanter abadenn a dremen re vuan. Ha ma n’ho peus ket tro da vont d’e welet e chom c’hoazh e levr kronikennoù nevez embannet ha Didier Porte da lavaret "kement gwenneg dastumet a yay d’ur gevredigezh a garitez, ME!"

 

Gwelet en-linenn, lec'hienn Didier Porte: www.didierporte.eu

Bez e vo e Loudieg d’ar Gwener 2 a viz Ebrel da 9e noz e Palez ar c’hendalc’hioù hag ar sevenadur, boulouar ar Priteaux, e Loudieg.

Evit gouzout hiroc'h: 02 96 28 65 50.

Mont e-barzh: 21,85€

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad Europa gouren ha back-hold

 

 

D'ar Sadorn 3 ha d'ar Sul 4 a viz Ebrel e vo aozet e Ploufragan kampionad Europa gouren ha back-hold. Gourdonet gant Christian Salaün, Benoît Foll, Jacques Guermont ha Patrice ar Meur, skipailh paotred diwanidi Breizh a glasko gounit ur wech all skoed ar Gelted o doa bet warlene e Tenerife (unan eus Inizi Kanariez). Skipailh ar merc'hed a glasko adc'hounit ar gib digant Spagnolezed Leon.

 

Sed aze skipailhoù Breizh:

 

Diwanidi

-57 kg Steven Evennou (Kore)

Kampion Penn-ar-Bed 2009, kampion Breizh Back-Hold 2010

-62 kg Erwan Tassel (Brest)

Trec'hour tournamant a-unan 2009 ha 2010

-68 kg Gurvan Salaün (Brest)

Kampion Europa 2008, kampion Breizh Back-Hold 2010, trec'hour tournamant a-unan 2009 ha 2010

-74 kg Martin Maussion (Ar Releg-Kerhuon)

Kampion Europa 2008, kampion Penn-ar-Bed ha Breizh 2009

-81 kg Dugué Maël (Pleiber-Krist)

Kampion Europa 2008, kampion Breizh Back-Hold 2009 ha 2010, trec'hour tournamant a-unan 2009 ha 2010

-90 kg Gwénaël Flaux (Roazhon)

Kampion Europa 2008, trec'hour tournamant a-unan 2010

+90 kg Briag Henry (Landerne)

Trec'hour tournamant a-unan 2009, kampion Breizh 2009

 

Merc'hed

-50 kg Rozenn Langlois (Gwimaeg)

Kampionez Penn-ar-Bed ha Breizh 2009, kampionez Breizh Back-Hold 2010

-56 kg Maëlle Nouvel (Brest)

Trec'hourez tournamant a-unan 2010, kampionez Breizh 2009

-63 kg Nolwenn Nouvel-Calvez (Brest)

Kampionez Europa 2008

-70 kg Rosanne Jaouen (Gwimaeg)

Trec'hourez tournamant a-unan 2009 ha 2010, kampionez Breizh 2009

-80 kg Pauline Rannou (Kore)

Trec'hourez tournamant a-unan 2010

 

Evit gouzout hiroc'h: www.gouren.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Alice in Wonderland (Alice au Pays des Merveilles)

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Seveniñ : Tim Burton

Diwar oberenn Lewis Caroll

 

E c’houlenn dimeziñ zo o paouez bezañ graet gant ul lord da Alice Kingsleigh (Mia Wasikowska). Hogen, etre daou soñj emañ an dimezell yaouank ha goulenn a ra amzer d’en em soñjal. Tra ma pella diouzh an engroez, ez a Alice da-heul ur c’honikl ha setu hi kouezhet en e doull. E Bro ar Marzhoù en em gav adarre.

 

Pa anavezer oberenn Tim Burton (Charlie and the Chocolate Factory, Big Fish, Mars Attacks, Edward Scissorhands, h.a.) e soñjer e oa tonket da dreiñ istor Alis e Bro ar Marzhoù un deiz bennak. Un danvez diouzh e anien en deus kavet aze ha gallet en deus leuskel e ijin da vont da vat (betek cheñch an istor orin, ret eo en lavaret). Ur blijadur eo bet evitañ, hep mar, hag evit an arvestourien kement-all.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h :

http://adisney.go.com/aliceinwonderland

 

 

Casting Istorioù Breizh: klask zo war-lerc'h aktored

 

Emañ Pois Chiche Films ha France 3 o produiñ er mare-mañ heuliad Istorioù Breizh. Sevenet gant Luc David, gant Tifenn Linéatte ha Guy Moign er perzhioù pennañ, e vo skignet Istorioù Breizh adalek an diskar-amzer. Etre fin miz Ebrel ha fin miz Mae e vo aozet eil prantad filmañ an heuliad, un tamm e pep lec'h e Breizh ha klask zo war-lerc'h aktored a oar brezhoneg. 
A bep seurt rolloù zo da bourveziñ (etre 20 ha 70 vloaz). Etre 2 ha 3 devezh filmañ a vo peurliesañ evit pep perzhiad. Mard oc'h dedennet, e rankit kas poltredoù (naturel, unan gant an dremm hepken hag ur skeudenn penn-kil-ha-troad) asambles gant ho chomlec'h, ho niverenn bellgomz, ho oad, ho ment hag ul lizher emginnig. Un abadenn casting a vo aozet e penn-kentañ miz Ebrel.

 

Evit gouzout hiroc'h: castingbzh@yahoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

10vet festival Yakayalé e Kemper: 9 ha 10 a viz Ebrel

 

 

Ma! Droch-pod eo anv ar festival, a-du emaomp holl. Daoust da se e vo dedennus programm 10vet festival Yakayalé a vo kinniget e Pavilhoñs Penwiler e Kemper. Kregiñ a raio an traoù d'ar Gwener 9 a viz Ebrel ha rock da vat e vo an traoù: dont a raio Eiffel, ur strollad rock gall a vez keñveriet alies gant Noir Désir. Siouloc'h an traoù goude-se gant Gaetan Roussel, bet ezel eus Louise Attaque hag a zo o paouez lakaat embann ur bladenn. Goude-se ec'h echuo an traoù gant trouz ha startijenn: seniñ a raio No One Is Innocent hag Iggy Pop and the Stooges (n'eo ket dav kinnig anezho, o paouez bezañ degemeret er Rock'n'Roll Hall of Fame emaint, poent e oa).

Siouloc'h ha liesseurt e tlefe bezañ an traoù en deiz war-lerc'h: seniñ a raio Archive (rock psikedelek trouzus breizhveuriat), Pony Pony Run Run (elektro rock eus Naoned), The Blackstarliners (reggae dub elektro), Beat Assaillant (hip hop amerikan), hag ivez Danakil hag Alborosie, daou strollad reggae ha dancehall.

30 euro sonadeg ar Gwener, 25 euro hini ar Sadorn, 50 euro an div nozvezh

 

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwastellenn eus tu all da Vor-Breizh

 

 

Danvez: 8 aval gant dalc’h – 50g rezin sec’h – 200g amann – ½ werennad kognag – 120g sukr – 180g bleud – 1 loaiad vihan kanell poultr

 

Lakaat ar rezin er c’hognag e-pad 20 mn. Peilhat an avaloù ha troc’hañ anezho e karrezennoù bihan. Lakaat un tamm amann e foñs ur plad forn ha lakaat an avaloù hag ar rezin dizouret.

War ur plankenn koad  meskañ ar bleud, an amann tammet, ar sukr hag ar c’hanell evit kaout un doazenn bruzunennet.

Goloiñ an avaloù gant an toaz-se ha lakaat er forn 220° e-pad 40 mn.

Debriñ pa vez  klouar.

 

Riwanon

 

 

 

63vet skol-hañv KEAV

 

En hañv-mañ e kinnigo KEAV div sizhunvezh staj, etre ar 4 hag an 10 a viz Gouere, hag etre an 11 hag ar 17 a viz Gouere, e Lise ar Stêr Aon (Lise al Labour-Douar ha Liorzhouriezh), e Kastellin. Distag eo an div sizhun an eil diouzh eben: bez’ e c'hell ar stajidi dibab dont da unan anezho nemetken pe d'an div.

A-hed ar sizhunvezh e vez ar vuhez e brezhoneg penn-da-benn, sed amañ perzh pennañ stajoù KEAV: soubidigezh! Ouzhpenn ar c'hentelioù e vez kinniget obererezhioù a bep seurt d’ar berzhidi: kaozeadennoù, kan, darempredoù gant tud eus ar vro, pourmenadennoù, c’hoariva, beilhadegoù... Un doare da vont war-raok buan-tre ha da gemer ar boaz d’ober gant ar brezhoneg a-hed an amzer.

E-kerzh an div sizhunvezh e c'hello ar stajidi heuliañ kentelioù diouzh o live, pe heuliañ kentelioù a-ziforc’h a roio tro da vont war-raok oc’h implij ar brezhoneg: er sizhunvezh kentañ, e c’hellint labourat war distagadur ha fonologiezh ar brezhoneg (live 1añ), penaos sevel ur sitcom, kinniget gant Riwal Kermareg ha Yann-Herle Gourves. En eil sizhunvezh e c’hellint deskiñ ober gant ar video evit sevel filmoù berr, labourat war distagadur ha fonologiezh ar brezhoneg (live 2), pe c’hoazh labourat war ar c’hazetenniñ, kentelioù savet gant kenlabour Keit Vimp Bev. Kavet e vo ar programmoù war lec’hienn KEAV.

Evit enskrivañ e ranker gouzout un tamm brezhoneg eta, bezañ studiet ar yezh e-pad bloaz pe zaou da vihanañ.

 

Evit gouzout hiroc'h :

KEAV, 22 hent Mouliouen, 29000 Kemper. Pgz : 02 98 95 59 31.

Postel:  keav@wanadoo.fr  Lec'hienn: www.keav.org

 

 

 

Lennit Bremañ Meurzh 2010 !

 

Stourm difeuls kêriadenniz Bil'in e Palestina, dilennadeg prezidant Togo, steuñv gouarnamant Frañs e-keñver ar bezhin glas, Emgavioù Dizagn breizh en Oriant... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Meurzh 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an dilennadegoù-rannvro. Pevar bloaz en do ar c'huzul nevez evit kas war-raok e raktresoù. Goulennet ez eus bet ouzh an 11 listenn war ar renk e Rannvro Breizh reiñ o c'hinnigoù e-keñver labour hag armerzh, endro ha diorren padus, yezh ha sevenadur, hag an adunvanidigezh.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm – 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org