Lun 23 a viz Meurzh, niv.231
Sizhun 13 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Adlañset prosez Queen Mary 2

 

 

Hiziv e Roazhon, e krog eil prosez gwallzarvoud Queen Mary 2, a oa bet e Sant-Nazer d'ar 15 a viz Du 2003. Un dreuzell etre kae ar chanter hag ar vatimant a oa kouezhet a-daol-trumm. 16 den a oa marvet ha 29 all gloazet. E miz C'hwevrer 2008 e oa bet aozet ur prosez kentañ e Sant-Nazer. Tost da 150 den a oa diouzh tu ar gevrenn klemm. Diouzh tu an damallidi: Chanterioù Atlantel hag Endel, hag eizh eus o implijidi. An daou embregerezh zo bet kondaonet da baeañ pep hini 177500€ a dell-kastiz. O eizh implijad, int, a oa bet lezet da vont. Kablus e oa lakaet an embregerezhioù, met ne oa bet lakaet den ebet en aozadurioù-se da giriek, diwar al "lezenn Fauchon". An diviz-se en doa lakaet izili ar gevrenn geodedel e fulor. Galv a oa bet savet ganto neuze evit advarnañ an afer. Endel hag Alstom (perc'henn war ar Chanterioù Atlantel) o doa graet galv ivez peogwir ne oant ket a-du gant an telloù-kastiz. Ar prosez nevez e Roazhon a zlefe padout nav devezh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Energiezh al lanvioù:

kudennoù ha spi war un dro

 

 

E-touez ar raktresoù evit kaout mammennoù energiezh a vefe propr ha padus ez eus unan na glever ket kaoz alies diwar he fenn: an tredan diwar nerzh al lanvioù. Enklaskoù a vez graet war an dachenn-se gant an embregerezh Pelamis Wave Power. Savet e vez mekanikoù a chom war gorre ar mor, hag a zastum nerzh ar fiñvoù etre o lodennoù disheñvel. Tri mekanik-arnodiñ a oa bet staliet war aodoù Portugal e penn kentañ 2008, met kaset int bet kuit diouzh ar mor nevez 'zo, gwallgaset ma oant bet gant an amzer diaes a zo bet er goañv-mañ. Un taol fall evit an embregerezh, daoust ma'z eo reizh seurt darvoudoù evit mekanikoù-arnodiñ. Met kudennoù all a zo gant an embregerezh: unan eus e dri ferc'henn, gantañ 35% eus kevala an embregerezh, en deus kudennoù arc'hant abalamour d'an enkadenn a zo er mare-mañ, ha meret e vez gant ar justis. Daoust da se ez eus enklaskoù a ya mat en-dro e lec'hioù all: 4 benveg a zo e Norzh Bro-Saoz, ha 7 e Su Kembre, e-lec'h ma'z eus bet gourc'hemennet daou venveg eus ar rumm nevez.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Beilhadeg gant Kristen Nikolaz

 

 

E-pad miz Meurzh en deus Ti ar Vro Kemper kinniget un diskouezadeg gouestlet da oberenn kizellañ ha livañ Kristen Nikolaz. E-touez ar vrezhonegerien eo brudet Kristen Nikolaz gant e vouezh da gentañ. Ar wech kentañ e oa dezhañ aze aozañ un diskouezadeg kizelladurioù koad livet, greunvaen, hag arrebeuri (bankoù-tosel, taolioù, armelioù) kizellet gantañ ivez.

D'ar Gwener 27 a viz Meurzh, adalek 7e noz, e kinnigo Ti ar Vro ur veilhadeg gant an arzour a-benn ober anaoudegezh gantañ hag e labour. Degemeret e vo an dud gant sonerezh ha kan mignoned Kristen Nikolaz: Bernez Tangi, Reun Nedeleg, ar c'houblad Gonideg-Helias, Gweltaz ar Fur, Kristenn... Gwell eo gervel Ti ar Vro a-benn mirout ur plas : 02 98 90 69 20 pe kristenn.tiarvo@orange.fr.

 

Digor eo an diskouezadeg d’an holl etre al Lun hag ar Gwener, etre 9e ha 12e, hag etre 2e ha 6e g.k betek beilhadeg ar Gwener 27 a viz Meurzh.

Evit gouzout hiroc'h: http://tiarvro.poleouest.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: Breizhiz e hanter-gourfenn kib Frañs

 

 

Dec'h e oa bet aozet war chadenn dele France 2 tennadennoù hanter-gourfenn Kib Frañs ar vell-droad, a vo c'hoariet d'an 21 ha 22 a viz Ebrel 2009. Skipailhoù Stad Roazhon hag En Avant Gwengamp a zo war ar renk... Diwar dorn Samir Nasri, c'hoarier en Arsenal FC (Londrez) hiziv, e ouezer piv a c'hoario ouzh piv, ha pelec'h. Siwazh evit ar Vretoned, e vo ret dezho mont en diavaez da glask tapout o flas er Gourfenn. Startoc'h neuze bezañ douget gant startijenn o suporterien. Mont a raio Roazhoniz da Stad des Alpes Grenoble ha Gwengampiz a ranko mont da c'hoari war tachenn Stadiom Toloza. N'o deus ket bet tro Gwengampiz da c'hounit a-enep Toloziz er C'hevre 2 abaoe 1999-2000. Diouzh tu Roazhoniz, n'o doa ket graet un dro spletus e Grenoble ar wech diwezhañ, e miz Eost. Dre chañs, ne vo derby breton ebet... en hanter-gourfenn d'an nebeutañ! Ar Gourfenn a vo aozet d'an 9 a viz Mae er Stade de France.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Watchmen (Watchmen - Les Gardiens)

 

 

Stadoù-Unanet – 2008

Seveniñ : Zack Snyder

Difennet d’ar re dindan 12 vloaz

 

Stegnoc’h-stegnañ eo an darempredoù etre ar Stadoù-Unanet hag an Unaniezh Soviedel. E 1985 emaomp, Nixon zo gant e drede respetad, tremenet ez eus ul lezenn he deus lakaet ar C’hedourien war o leve ha horolaj an diskar nukleel a verk hanternoz nemet pemp. D’ar c’houlz-se emañ Rorschach (Jackie Earle Haley) o kas un enklask : drouklazhet eo bet ar C’homedian (Jeffrey Dean Morgan) ha soñjal a ra dezhañ ez eus unan bennak o tiouennañ ar “maskloù.”

 

Kontañ a ra Watchmen istor ur rummad tud o deus gwisket maskloù da adlakaat an traoù en o reizh war ar bed-mañ. Met gant an amzer o treiñ int deuet da vezañ ken fallakr hag ar re a stourment outo pe ken gwan ha diasur ma n’int ket evit ober netra ken. En enep d’ar filmoù gourtud boutin n’eus amañ nemet tudennoù amjestr, dezho perzhioù mat ha sioù fall. Istor ur vroad deuet da vezañ re c’halloudus hag he deus kollet hec’h “American dream” eo a-benn ar fin, film ur gevredigezh diwasket hag a glot gant dibenn gouarnamant Bush.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

http://www.watchmenmovie.co.uk/

 

 

Emgavioù Sinema Europa e Gwened

 

Etre ar 25 hag an 31 a viz Meurzh e vo aozet e Gwened 8vet Emgavioù Sinema Europa. Er bloaz-mañ eo ar sinema alaman a vo lakaet war-wel. An dibab filmoù a glasko diskouez mareoù pouezusañ ar c'hrouiñ alaman: filmoù mut Sternberg ha Pabst, re Hollywood ar bloavezhioù 50 pa oa kalz Alamaned divroet o labourat du-se, luskad ar bloavezhioù 60-70 gant Herzog ha Fassbinder... Filmoù nevez ar vro a vo kinniget ivez gant La vie des autres pe Good bye Lenin!. C'hwezek film alaman zo bet dibabet, hag evit lod e vo ar sevenerien hag an aktored war ar plas. Ouzhpenn sinema Alamagn a vo evel-just, gant filmoù o tont eus Suis, Norvegia, Italia... Abadennoù ispisial a vo evel er bloavezhioù kent, gant "ur gentel sinema", ur "sinesonadeg", taolioù-krenn, prezegennoù, kenstrivadegoù filmoù-berr ha teulfilmoù...

 

8vet Emgavioù Sinema Europa Gwened, etre ar 25 hag an 31 a viz Meurzh

http://pagesperso-orange.fr/cinecran-vannes/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Lezenn HADOPI

 

 

Reuz bras a vez er mare-mañ er Vodadeg vroadel p'emañ ar gannaded o studiañ al lezenn HADOPI a fell d'ar gouarnamant lakaat degemer. Kement a reuz ken eo bet daleet dibenn ar c'haozeadennoù, hag adkregiñ a raint a-benn fin ar miz. War zigarez goprañ an arzourien emañ ar gouarnamant o prientiñ ul lezenn a c'hallfe mont a-enep da wirioù diazez Mab-den: diaes ober hep Internet er mare-mañ hag er bloavezhioù da zont, evel m'he deus komprenet al lodenn vrasañ eus dilennidi parlamant Europa, hag o deus embannet sklaer e oa direizh al lezenn (mennad votet d'an 10 a viz Ebrel 2008).

Meur a gudenn all a sav ivez: ma vez difennet kement eskemm P2P a zo, e vo difennet neuze pellgargañ poelladoù frank a wirioù. A-fet teknik eo bet prouet n'eus ket pell' zo ne oa ket trawalc'h tamall an dud goude bezañ dizoloet o chomlec'h IP: ur varnadenn a zo bet e dibenn ar miz tremenet e Gwengamp. Ha ma vefe eus al lezenn a-benn ar fin e seblant dic'hizet dija, rak gwarezetoc'h evit a-raok eo ar rouedadoù P2P nevez.

Chañsoù zo e klevfemp komz eus an holl draoù-se er mizioù da zont: er Rouantelezh-Unanet ez eus bet bodet 140 arzour hag a fell dezho ma vo cheñchet penn-da-benn an doare m'eo aozet ar gwirioù aozer, hag a-benn ar 17 a viz Ebrel e vo embannet disoc'h prosez merourien The Pirate Bay, ul lec'hienn P2P diazezet e Sveden. Er vro-se just a-walc'h eo bet krouet ar Strollad "Morlaer" tri bloaz zo, ha hervez ar sontadegoù e c'hallfe betek 21% eus ar vouezherien votiñ evitañ pa vo dilennadegoù parlamant Europa e miz Even.

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Skalopenn kig-leue dre zienn avoukez

 

 

4 c‘hostezenn kig-leue – 30 g amann – 1 melen-vi – 1 suraval – 50 g dienn fresk – serfilh – pebr hag holen

 

Dibluskit ha diaskornit an avoukez. Flastrit fin ar c’hroc’hen. Ouzhpennit ul loaiad vras a chug-suraval, ar melen-vi, pebrit hag holenit, meskit. Lakait 5 mn war dan bihan hep lezel da virviñ. E-maez an tan, ouzhpennit an dienn. Aozit ar skalopennoù war pep asied. Palennit gant ar soubilh ha klinkit gant ar serfilh.

 

Mari Lubrano

 

 

Lennit Bremañ miz Meurzh

 

Reuz sokial ha politikel an Antilhez gall, Bonreizh nevez Bolivia, Dilennadegoù ar gannaded en Israel, Sina ha Gwirioù Mab-den, Galv Pariz evit "Breizh en he fezh", ar Skrivadeg... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Meurzh 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar produiñ tredan. Embannet en deus Nicolas Sarkozy e vefe savet un eil, hag un trede marteze zoken, kreizenn EPR e Frañs. Petra soñjal eus an hent kemeret gant ar Stad c'hall a ro ar plas pennañ d'an nukleel evit produiñ gremm? Gouzout hiroc’h diwar-benn an  nukleel hag an tredan krouet diwar teknologiezhioù a denn splet eus nerzh ar mor a vo tu d‘ober o lenn teuliad ar miz.
Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org