|
|
|
|
|
|
|
Lun 22 a viz Meurzh, niv.278 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Echu
dilennadegoù-rannvro 2010 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Plant
OGK: galv d'ar stourm |
|
|
Evit talañ ouzh kement-se ez eus bet boulc'het ur
raktres gant Avaaz ha stourmerien evit an endro: un destenn lezenn nevez a ro
tro da gemm lodennoù eus al lezenn ma vez sammet ar c'hinnig gant ur milion a
dud. Setu emeur o klask dastum ur milion a vouezhioù en Europa evit gallout
kinnig un destenn-lezenn a lavarfe eo dav gortoz ha kaout trawalc'h a
ditouroù war an danvez a-raok kemer un diviz. M.M.
|
|
|
|
|
|
|
|
Korriked ar Gurunenn Wenn e Skol
Diwan Savenneg |
|
|
Tu zo da vont da welet an diskouezadeg e Skol Diwan
Savenneg d'al Lun, Meurzh, Yaou, Gwener, etre 9e ha kreisteiz, hag etre 15e
ha 16e30. An arzourez a vo war al lec'h d'ar Sadorn 10 ha Sul 11 a viz Ebrel
evit eskemm gant ar weladennerien, etre 15e ha 18e. Evit
gouzout hiroc'h: http://sitekreator.com/ArmelLeSech Diwan
Savenneg, pgz: 02 28 01 17 05 |
|
|
|
|
|
|
|
Trofe
Jules Verne: rekord nevez Franck Cammas |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
The Men Who Stare at Goats (Les Chèvres du Pentagone) |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2009 Seveniñ
: Grant Heslov
Hervez kont eo diazezet steuñvenn ar film droch-se
war fedoù gwir ha, souezhus eo, met prest on da grediñ an dra-se. Un abadenn
blijus ha farsus eo, enni c’hoarierien a-feson (Jeff Bridges ha Kevin
Spacey zo ouzhpenn) o dez plijadur o tiduiñ ac’hanomp. Kouezhañ a ra un
tamm al lusk en drederenn diwezhañ, met un taol kaer eo evit ur film kentañ
atav. Evit
gouzout hiroc’h : http://www.leschevresdupentagone.com/ Emgavioù Sinema Europa 2010 e Gwened
Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gweltaz Adeux: emañ e
bladenn o tont! |
|
|
Evit gouzout hiroc'h : http://www.myspace.com/gweltazadeux Teñzorig
sonerezh The Goonies adkavet
Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
Skol Diwan Sant-Brieg: ur blog evit
eskemm gant o zud |
|
|
Gallout a ra ar vugale embann pezh a reont er c'hlas,
reiñ ditour diwar-benn buhez ar skol, e kerc'henn o zud dreist-holl. "Ul
liamm a skoulmomp evel-se gant o zud, ha tro o devez c'hoazh da lenn un tamm
brezhoneg asambles er gêr ha da eskemm." A-hed ar sizhun e c'hell ar vugale pleustriñ war ar
skrivañ ha war galvezerezhioù ar c'hehentiñ hag ar c'helaouiñ, dindan evezh
ar skolaer a-raok embann. "A-c'hiz-all
e teu da vezañ ur gwir venveg da vroudañ ar skolidi da vont war-raok gant
plijadur", eme o skolaer c'hoazh. Paol Illien Irvin gant olivez
Danvez: 1
c’hilo irvin bihan – 5 loaiad eoul – 1 ognonenn – 50g
kig-sall mogedet – 50g olivez du diveinet – un tamm pimant ruz
– holen
Drailhañ an ognonenn hag ar c’hig sall. Lakaat
an eoul da dommañ en ur billig ha poazhañ an drailhenn gant un tamm
pimant ruz. Lakaat a-gostez. Lakaat neuze an irvin troc’het a dammoùigoù er
billig, lezel da boazhañ ur pennadig hag ouzhpennañ dourenn gwech an amzer
hervez an ezhomm. Pa vez poazh lakaat an olivez du. En ur plad tomm lakaat an irvin hag an olivez hag ar
c’hig drailhet war c’horre. Notenn: koulz lavarout n’eus forzh peseurt kig
drailhet pe restachoù kig a zo mat. Riwanon Lennit Bremañ Meurzh 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an
dilennadegoù-rannvro. Pevar bloaz en do ar c'huzul nevez evit kas war-raok e
raktresoù. Goulennet ez eus bet ouzh an 11 listenn war ar renk e Rannvro
Breizh reiñ o c'hinnigoù e-keñver labour hag armerzh, endro ha diorren padus,
yezh ha sevenadur, hag an adunvanidigezh. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
"Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg.
M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn
Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€
an tamm – 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro
– 4€ bep miz dre lamadenn) E gwerzh
er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|
|
|