|
|
|
|
|
|
|
Lun 16 a viz Meurzh, niv.230 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Devezh
manifestiñ a-benn diriaou |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gwellat brec'hioù ar rodoù avel
diwar skouer ar balumed |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Ar Basion Vras en Iliz Plougerne |
|
|
En Ilizoù e veze c’hoariet er penn-kentañ
mister Ginivelezh, Pasion hag Azginivelezh ar salver Jezuz. Goude-se eo bet
deuet an traoù da drenkañ gant ar veleien hag ar c’hoarierien; ha deuet
ar c’hoariva er-maez eus an ilizoù. C’hoariva ar Grennamzer a oa
evel un oferenn vras: milieroù a dud a gemere perzh er Mister. C’hoant en deus bet Strollad ar Vro Bagan
dispenn roudoù c’hoarierien ar misterioù kozh. Bodañ adarre kantadoù a
dud da c’hoari (200 amañ). C’hoant diskouez ivez penaos e veze
bouetaet an arz breizhek gant arzoù Europa. Evel-se e vo gwelet Jezuz Krist,
an ebestel e-touez diaouloù hag erevent ar Grennamzer, komedianed Italia,
mojennoù ha kredennoù keltiek... Gant Kristian Desbordes eo bet savet ha
kempennet ar sonerezh klevet a-hed an abadenn. Klasket en deus adkavout
spered Pasionoù bras an amzer dremenet, met awenet eo bet ivez gant kalvarioù
meur Breizh-Izel. Binvioù kouevr, taboulinoù ha binioù bihan a glever, met ar
plas kentañ zo bet roet d’al laz-kanañ, abalamour da bouez an destenn
skrivet hag ivez da basion ar C’hrist hec’h-unan evel ma’z
eo kontet er pezh-mañ. A-drugarez d’al laz-kanañ, niverus-tre ar
ganerien ennañ, e santer donder an istor-se ma kaver ennañ war un dro sent ha
bourevien, fideled ha treitourien, tud paour ha tud pinvidik, aeled ha
diaouled. C’hoariet gant Strollad ar Vro Bagan. Kanet gant Kanerien Kristian Desbordes. Iliz Plougerne. Gwener 27 a viz Meurzh (8e30 noz), Sadorn 28 (8e30
noz), ha Sul 29 (4e30 g.k.). 12
€ war ar plas (10 € pa vez prenet en a-raok e Ti Touristed
Plougerne-Lanniliz-Lesneven). 8 € (studierien, tud dilabour). 5 €
(bugale etre |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
derby Naoned-an Oriant |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Milk
(Harvey Milk) |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2008 Seveniñ
: Gus Van Sant
Anavezet fall eo ar bomm-se eus istor ar gwirioù keodedel er Stadoù-Unanet. Gant ar c’hoant atizañ spered stourm emsaverien nevez eo bet savet Milk. Ger-stur an den a oa “My name is Harvey Milk and I am here to recruit you” (Harvey Milk eo ma anv ha deuet on d’ho engouestlañ), ger-stur ar film eo ivez. Gwir eo e chom c’hoazh hent d’ober er Stadoù-Unanet hag er bed a-bezh. E stadoù stadunanat zo, da skouer, e oa bet aotreet an dimeziñ etre tud eus ar memes rev met cheñchet eo al lezenn ha setu bremañ koubladoù en arvar da vezañ torret o dimeziñ. Kadarnaat a ra Gus Van Sant e ampartiz war ar seveniñ hag e zoug d’an temoù kizidik. Priziet eo bet perzh Sean Penn er film-mañ (Academy Award an aktor gwellañ) daoust ma c’heller en em c’houlenn da vareoù zo ha ne c’hoari ket muioc’h an heñvelreviadezh eget an dudenn hec’h-unan. Meriadeg Vallerie Kement
ha gouzout hiroc’h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Bashung (1947-2009) |
|
|
Mab ur
vamm a orin eus Breizh hag un tad berber e oa Bashung. Azalek ar bloavezhioù
1960 e oa kroget da seniñ ha da ganañ, hep ober berzh. Kenderc'hel a reas
a-hed ar bloavezhioù 1970, ha berzh a reas a-benn ar fin e 1980 (Gaby, oh
Gaby) hag e 1981 (Vertiges de l'amour). E 1982 e krogas da
genlabourat gant Serge Gainsbourg, hag asambles e savjont Play Blessures,
un bladenn rock da vat, disheñvel diouzh ar pezh a rae a-raok. Div bladenn
all a lakaas embann er bloavezhioù 1980: Passé le Rio Grande ha Novice. Er
bloavezhioù 1990 e teuas da vezañ unan eus kanerien vrudetañ Frañs, hag un
heuliad pladennoù peurvat a lakaas embann etre 1991 ha dibenn e vuhez: Osez
Joséphine (gant an ton Madame rêve), Chatterton ha Fantaise
Militaire. Unan eus ar re nemeto a oueze ober sonerezh rock e Frañs e oa,
ha pouezus (ha fentus war-un-dro) e oa komzoù e ganaouennoù. A-hed ar
bloavezhioù 2000 en doe tro da labourat gant Dominique A, Noir Désir,
Brigitte Fontaine pe c'hoazh Dionysos. Evit lod brasañ an dud en doa kemeret
plas Gainsbourg a-fet levezon ha pouez en istor ar rock gall. L'Imprudence, Le Cantique des cantiques
ha Bleu pétrole (2008) a voe e bladennoù diwezhañ. "J'crains
plus rien" a gane war an ton anvet Angora. R.M. La Chanson du dimanche... e brezhoneg!
|
|
|
|
|
|
|
|
Avaloù Calvados |
|
|
Toaz
sablek : 250 g bleud – 150 g amann – 70 g sukr – 1 vi Gwarnisadur :
600 g avaloù – 175 g sukr – 1 dl calvados – 100 g laezh
– 1 vi – 2 melen vi – 100 g chokolad – 250 dienn
fresk tanav
Troc’hit
an avaloù e kuboù. Lakait anezho da garameliñ gant 100 g sukr en ur baelon.
Dilindrit gant ar banne Calvados. Lezit da yenaat. Fardit ur
flanez gant ar banne laezh, ar vi ha 35 g sukr. Diskargit an avaloù war an
dartezenn, ha da heul ar flanez. Lakait er forn 30 mn 200° (th.6/7). Meskit an
2 velen-vi, dourgibit anezho (betek gwennañ). Dourgibit ar chokolad. Savit da
erc'h an dienn. Meskit ar melen-vi gant ar chokolad. Ouzhpennit tamm-ha-tamm
an dienn savet da erc’h. Pa vo yen
an dartezenn, goloit gant ar skañvadell chokolad. Lakait 2 eurvezh er yenerez
da nebeutañ. Mari Lubrano Lennit Bremañ miz Meurzh
An
teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar produiñ tredan. Embannet en deus
Nicolas Sarkozy e vefe savet un eil, hag un trede marteze zoken, kreizenn EPR
e Frañs. Petra soñjal eus an hent kemeret gant ar Stad c'hall a ro ar plas
pennañ d'an nukleel evit produiñ gremm? Gouzout hiroc’h diwar-benn an
nukleel hag an tredan krouet diwar teknologiezhioù a denn splet eus
nerzh ar mor a vo tu d‘ober o lenn teuliad ar miz. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|