Lun 26 a viz Meurzh, niv.138
Sizhun 13 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Skol-veur ar Yaouankiz

Etre ar 5 hag an 8 a viz Ebrel

 

 

Eizhvet Skol-veur Yaouankiz Breizh, aozet gant Kuzul Sevenadurel Breizh a vo aozet e Karaez, e Ti Degemer Kerampuilh, etre ar 5 hag an 8 a viz Ebrel. "Gwrizioù evit an dazont" eo tem ar bloaz-mañ, da lavaret eo krouiñ hiziv an deiz, en ur vezañ emskiantek eus hor gwrizioù. Prezegennoù gant arzourien, skolveuridi, pennoù embregerezhioù, kelaouennerien hag all a vo ha kendivizoù, stalioù-labour, ur fest-noz d'ar Sadorn da noz... Maeronez an degouezh, er bloaz-mañ, eo Nolwenn Korbell, arouez ur rummad arzourien nevez a fell dezho krouiñ ar pezh a blij dezho hep lakaat o orin a-gostez. Ur vro bedet zo ivez : Kanaky. Eskemmoù ispisial a vo neuze gant ar vro-se e-kerzh an tri devezh. Evel er bloavezhioù tremenet e vo tud eus a bep seurt broioù o tont da gemer perzh. Gant Skol-veur Yaouankiz Breizh e fell d'ar C'huzul kinnig un emgav d’ar yaouankizoù etre 16 ha 35 bloaz evit ober anaoudegezh gant sevenadurioù Breizh, Europa hag ar bed pe mont donoc'h en o stourm sevenadurel pe kevredigezhel. Ouzhpenn ur c'hant den bennak a gemer perzh ingal bep bloaz.

 

Evit gouzout hiroc'h : www.skol-veur.info

aurelie@skol-veur.info pe mari@skol-veur.info

Pgz : 02 99 87 17 65 pe 02 99 63 18 83

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar produioù OGK 2:

Labourerien-douar e dalc'h an embregerezhioù

 

 

Ar sizhun paseet hon eus gwelet e veze rediet al labourerien-douar da baeañ skodennoù da embregerezhioù a sav greun OGK, ha pa ne veze ket implijet ganto zoken, peogwir e oant bet aotreet da lakaat brevedoù war traoù bev.
Gwelomp er sizhun-mañ peseurt strategiezhioù a vez lakaet e-pleustr gant an embregerezhioù bras-se evit mirout al labourerien-douar en o dalc'h.
Unan eus ar rummadoù maiz EGK gwerzhet ar muiañ a zo maiz gant ur gen a ra ma ne varv ket gant ar RoundUp. Evel-se e c'hell al labourerien-douar skignañ Round Up war o farkeier, ne chom nemet ar maiz.
Ar memes embregerezh eo a werzh ar plant hag ar Round Up : Monsanto. Ma implijer an eil eo dav ober gant egile.
Ha klevet ho peus komz eus ar gen Terminator ? E bal a zo herzel ouzh ar blantenn da c'hallout liesaat, da lâret eo e varv goude bloaz. Kinniget eo bet an dra-se war-zigarez herzel ouzh ar plant OGK d'en em ledañ tro-war-dro, met servijout a ra dreist-holl da rediañ al labourerien-douar da brenañ greun bep bloaz...
Graet e vez anv ivez eus un deknologiezh nevez a harzfe ur blantenn da greskiñ keit ha ma n'eus ket bet lakaet ur produ savet gant Monsanto war-c'horre...

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Nevezamzer ar varzhed" e Brest

 

 

M’ho peus c’hwitet 9vet "Nevezamzer ar varzhed" a oa kinniget e pep lec’h e Breizh hag e Frañs betek an 18 a viz Meurzh ho po ur chañs adarre da gemer perzh en darvoud-mañ m’emaoc’h o chom nepell diouzh Brest e-lec’h ma pado betek ar 7 a viz Ebrel ! Ar gevredigezh An Amzer-Poésies a ginnig ur c’hoari "Barzhonegoù war un tiked bus". "Transportoù amourous" a vo danvez ar genstrivadeg ha Roger Gicquel prezidant ar strollad-barn. Digoust ha digor d’an holl eo. Ret eo skrivañ e varzhoneg war un tu eus un tiked bus, pe war un tamm paper all er memes ment, ha war an tu all e vo merket anv ha chomlec’h ar c’henstriver. A-raok an 31 a viz Meurzh e vo lakaet en unan eus ar boestoù staliet evit se er stalioù Bibus, e levraouegoù Brest-Océane pe kaset dre ar post da An Amzer-Poésies. Teir oberenn a vo diskouezet bras war kostez ar busoù met profoù a vo ivez evit lod eus ar barzhonegoù all. An holl skridoù priziet a vo embannet en ul levrig. A bep seurt darvoudoù all a vo evit tañva, lenn, skrivañ, gwelet ha klevet barzhoniezh : oberennoù skolidi gant ur wezenn barzhonegoù da skouer, stalioù-labour, lennadennoù, emgavioù gant barzhed, abadennoù sonerezh, diskouezadegoù, pe c’hoazh c’hoariva ha sell ar varzhed war kêr Vrest.

Hoel Louarn

 

Evit gouzout hiroc’h : anamzer.free.fr pe mairie-brest.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionadez ar Bed adarre!

 

 

Evit an eil gwech he deus gounezet an neuierez Laure Manaudou an titl a Gampionadez ar Bed evit ar 400m dieub, dec'h, e Melbourne (Aostralia). Lavaret e vez ingal eo startoc'h c'hoazh mirout un titl a Gampionad ar Bed eget tapout anezhañ evit ar wech kentañ. Aze n'he deus ket seblantet Laure Manaudou bezañ re chalet gant an neuierezed all. Graet he deus ar 400m e 4:02.61. An eil, ar Bolonadez Otylia Jędrzejczak he deus graet 4:04.23, hag an trede, ar Japanadez Ai Shibata, 4:05.19. Selloù Laure Manaudou zo troet bremañ war-du C'hoarioù Olimpek Beijing, e 2008.

Ret eo menegiñ diouzh tu ar baotred ar c'hentañ titl bedel koreat, er 400m dieub, gounezet gant Park Tae Hwan, un neuier yaouank 17 vloaz.

 

 

 

 

 

 

 

 

Man cheng jin dai huang jin jia

(La cité interdite)

 

 

Sina, Hong Kong - 2006

Seveniñ : Zhang Yimou

 

En Xvet kantved, emañ ar remziad Tang o ren. Met n’eo ket sioul pep tra er palez. Distro eo an eil mab eus an talbenn. Goude bezañ dizoloet e veze drammet bemdez gant he gwaz, e klask ar rouanez an tu da gemer ar galloud. Pep tra a darzho devezh gouel Chong Yang.

 

Krog eo Zhang Yimou da vezañ anavezet-mat er bed a-bezh. E filmoù diwezhañ, Hero pe Le secret des poignards volants o deus graet berzh. Gwir eo e vez atav brav al livioù, ar skeudennoù hag an emgannoù en e filmoù. Ur film brav eo Man cheng jin dai huang jin jia neuze: an dilhad, an tiez... Met digempouez-spontus eo al lusk ha dreist-holl, n’eo ket ken dedennus-se an istor. Un doare drama shakespearian eo a zo o c’horiñ e kreizig-kreiz palez ar roue. N’eus tamm souezh ebet hag un dipit bras eo goude e filmoù all.

G.L.

 

Evit gouzout hiroc’h: www.sonyclassics.com

 

 

 

 

 

 

 

 

La Carène

 

 

Abaoe penn-kentañ miz Meurzh ez eus bet digoret ur sal nevez e Brest (war ar porzh kenwerzh), La Carène hec’h anv. Gouestlet eo d’ar sonerezh a-vremañ. E-touez an abadennoù kentañ bet aozet enni e c’haller menegiñ anvioù Abstrakt Keal Agram, Thomas Fersen, Rubin Steiner, Jad Fair pe c’hoazh Faust.

Met ouzhpenn ur sal abadennoù eo : div sal a zo e gwirionez, ur greizenn gelaouiñ (digor eus ar merc’her d’ar sadorn etre 2 eur ha 6 eur goude kreisteiz, gant kelaouennoù, internet), hag ivez studioioù evit pleustriñ (digor bemdez, nemet da Sul, betek 11 eur noz). Prezegennoù a vez aozet enni ivez.

E-touez an abadennoù da zont: The Ex d’ar 4 a viz Ebrel, Alec Empire d’ar 17, Miossec d’ar 21, Les Femmes s’en mêlent d’ar 24 gant The Slits, Plasticsines hag Elk City, Bikini Machine d’ar 5 viz Mae. Abadennoù all a vo er mizioù-se.

R.M.

Evit gouzout hiroc’h: www.lacarene.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Soubenn piz rous

 

 

Danvez evit 4 den

2 loaiad vras a doaz curry - 400 g tomatez (boestad-mir) - 750 g bouilhoñs kig-yar – 1 garotezenn didammet – 1 gourjetezenn didammet – 1 aval-douar didammet (200g) – 150 g piz rous – 150 g piz bihan gourskornet – 80 ml laezh kokoz – 2 loaiad vras a goriandrez.

 

En ur gastelodenn, lakait da rouzañ an toaz curry e-pad 1 mn, betek ma vo c'hwezh vat gantañ. Ouzhpennit an tomatez drailhet gant o chug, ar bouilhoñs kig-yar, hag al legumaj (karotezenn, aval-douar, kourjetezenn). Lakait da virviñ. Diskennit an tan ha laoskit da boazhañ e-pad 5 mn. Ouzhpennit an piz rous, lezit da boazhañ war dan bihan e-pad 15 mn c’hoazh. Ouzhpennit goude-se ar piz bihan ha lezit da boazhañ war dan bihan betek ma vo tener ar piz bihan. Tennit diwar an tan. Ouzhpennit al laezh-kokoz hag ar c’horiandrez drailhet.

Doare kinnig : servijet gant ur volennad raita (meskaj yogourt ha kokombrez drailhet).

 

Mari Lubrano