Lun 13 a viz Meurzh, niv. 91
Sizhun 11 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Radio publik e Breizh : sinadeg ha manifestadeg

 

 

Ur strollad selaouerien eus France Bleu Breizh Izel zo en em vodet nevez zo en un "Emglev evit ma vo skignet programmoù savet e Breizh". N'eo ket laouen ar selaouerien-se gant politikerezh kreizennañ abadennoù France Bleu : etre 12e30 ha 14e e vez skignet bremañ abadennoù dudi savet e Pariz pa veze a-raok abadennoù savet er "rannvroioù" France Bleu. Evit tud an Emglev, ez a ar politikerezh-se a-enep pal pennañ ar radio zo kinnig ur servij lec'hel da sikour ar c'hrouiñ sevenadurel er c'horn-bro. "Peogwir n'eo ket gouest France Bleu da seveniñ goulennoù e selaouerien [...] [e c'houlenn] an Emglev [e] vefe savet ur radio "rannvroel" a servij publik, e galleg hag e brezhoneg war pemp departamant Breizh" eme testenn ar sinadeg. Goulenn a reer ivez digant France Bleu paouez gant abadennoù Pariz prantad kreisteiz. Evit brudañ ha reiñ pouez da c’houlennoù an Emglev e vo aozet ur vanifestadeg d'ar Sadorn 25 a viz Meurzh dirak savadurioù France Bleu Breizh Izel, straed Falkirk, e Kemper.

 

Evit gouzout hiroc'h : http://garzh.free.fr/petition2/php/index.php

 

 

 

 

 

 

 

 

Bruderezh da vezañ paeet

 

 

Abaoe bloaz e oa gortozet gant ar c’hevredigezhioù a zifenn an endro : embannet eo bet a-benn ar fin an dekred a-zivout an adaozañ hag an distruj eus ar bruderezh n’eo ket bet "goulennet" (war-dro 40 kg a baperachoù a bep seurt a leugn hor boestoù lizhiri bep bloaz). Adalek bremañ e vo ret d’ar broduerien bruderezh sikour an dilemel-se dre baeañ ur skodenn d’un aozadur aotreet (a-raok e oa d’an holl da baeañ dre an tailhoù !). Met gallout a rit ouzhpenn lakaat ur peg-sun “Stop pub” war ho poest lizher.

Morwena Audic

 

Diwar ur pennad e Politis niv.892.

 

 

 

 

 

 

 

 

Lidet Sant-Padrig gant Al Levrig

 

 

Un dibenn-sizhun gouel a vo aozet gant Al Levrig (asamables gant Div Yezh Kreiz-Treger ha Kreizenn ar Son) d'ar 17, 18 ha 19 a viz Meurzh da zont. Brezhoneg a vo tu da glevet d'ar Gwener 17 da 8e30 noz gant ur brezegenn-skeudennoù digoust diwar-benn an Inizi Azorez, kinniget gant Yann-Loeiz Kabell. Lidet e vo gouel Sant-Padrig da vat antronoz e Sal Gouelioù Kawan adalek 9e noz. Ur sonadeg a vo kinniget neuze d'ar Sadorn 18 gant Trio Bléjean, Wsox hag echuiñ a raio an nozvezh gant kement soner a fello dezhañ mont war al leurenn (6 euro evit mont e-barzh, digoust evit ar vugale hag ar sonerien). Graet e vo anaoudegezh gant trowardroioù Kawan d'ar Sul 19 gant ur bourmenadenn kaset war-raok gant konterien ha sonerien. Emgav e Kreizenn ar Son Kerouspig, e-kichen Kawan, da 3e goude-merenn. Ur fest-deiz a vo kinniget goude an droiad er maezioù.

 

Evit gouzout hiroc'h : Al Levrig, Ti ar Vro Treger-Goueloù, pgz : 02 96 49 80 55.

 

 

 

 

 

 

 

 

C'hoarioù ar c'hCommonwealth

 

 

Etre ar 15 hag ar 26 a viz Meurzh e vo aozet C'hoarioù ar c'h-Commonwealth, e Melbourne, en Aostralia. Bep bloaz en em vod skipailhoù eus broioù ar c’h-Commonwealth, ur c’hevre laosk ennañ 53 bro zo bet en Impalaeriezh Breizh-Veur, dre vras, da geveziñ war dachenn ar sport, e C’hoarioù a vez aozet e lec’h pe lec’h er broioù-se. Ur c'hant Aborijen bennak o deus disklêriet dec'h, p'eo erruet ar rouanez Elizabeth II en Aostralia, e oant prest da sevel klemm a-enep dezhi. Fellout a ra dezho e vefe savet un destenn ofisiel a-benn anzav n'eo ket doujet ouzh o gwirioù abaoe trevadennerezh Aostralia gant ar Rouantelezh. Embannet o deus an Aborijened ne felle ket dezho lakaat reuz met kentoc'h kas war-raok an emglev etre ar pobloù.

A-raok aozadur ar c'hoarioù e oa bet goulennet ivez gant broadelourien eus Kerne-Veur ma c’hellfe o bro kemer perzh en he fart hec’h-unan e C’hoarioù ar c’h-Commonwealth. Karout a raje brogarourien Kerne-Veur e vije ur skipailh eus o bro o kemer perzh enno dindan o banniel dezho, banniel Sant Peran, anezhañ ur banniel du gant ur groaz wenn. Lavaret a reont o deus gwir tud Jerzenez, Gwernenez, Manav pe Kembre da gemer perzh er C’hoarioù en un doare distag diouzh Bro-Saoz, hag e tlefe o bro ober kement-all.

I.K. ha M.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

Memoirs of a Geisha

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Seveniñ : Rob Marshall

 

Gwerzhet eo bet Chiyo (Suzuka Ohgo) d’un ti geishaed gant he zud. Ur wech dilezet ez aio ar plac’h yaouank da vatezh hag e c’houzañvo krizder Hatsumomo (Gong Li). Met he c’hejadenn ouzh ar “C’hadoriad” (Ken Watanabe) a roio kalon dezhi koulz ha c’hoant da zont da vezañ un oberenn arz vev : ur wir c’heisha. Pell diouzh trubuilhoù an Eil Brezel Bed en em zispako Sayuri (Ziyi Zhang) dizale.

Bamus eo dasparzh an tudennoù er film-mañ. Aktourezed a-feson zo lakaet war an talbenn gantañ evit un abadenn savet kaer met goullo un tamm a-benn ar fin. Talvoudus eo abeg Memoirs of a Geisha koulskoude, met arabat eo disoñjal ez eo Stadunanediz ar sevener, ar senarioour ha skrivagner an danevell orin. Ha merzet e vez mat, ken manikean eo an istor (ar pezh n’eo ket ar filmoù japanat peurliesañ). Steuñvenn diazez filmoù Hollywood zo bet lakaet liv Japan warni, tra ken. Trawalc’h eo adwelet ur film evel Shi mian mai fu (Le secret des poignards volants, 2004, gant Ziyi Zhang ivez) evit muzuliañ petra oa tu da c’hortoz digant Memoirs of a Geisha.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout muioc’h : http://www.sonypictures.com/movies/memoirsofageisha/site/

 

 

 

 

 

 

 

 

Nagakanaya o seniñ evit Gouel Sant Padrig

 

 

Ar strollad Nagakanaya, bet dizoloet gant ar selaouerien goude bezañ bet o c’hoari evit lodennoù kentañ strolladoù disheñvel mat evel The Silencers, Wig-ha-Wag pe c’hoazh Image (pe Gold), a vo o kinnig o sonioù diwezhañ evit Gouel Sant Patrig en davarn “Le Roxy” e Lanrelaz. Un abadenn da sellet koulz ha da selaou, ur gwir “show” degaset gant mouezh Céréyna hag ur rock progresivel liv keltiek gantañ. Nerzh Naga, evel ma vez graet eus ar strollad, a zo kinnig ur sonerezh digor a ro c’hoant dañsal da vat, ha testennoù a gont perzhioù mat ar vuhez. Ur skeudenn dic’hortoz zo gant an arzourien-mañ, ha dreist-holl ur mod personel da lakaat ar selaouerien ba’r jeu liesliv krouet ganto.

Hoel Louarn

 

Digoust, d’ar Gwener 17 a viz Meurzh da 10eur er Roxy, e Lanrelaz.

 

 

 

 

 

 

 

 

Soubenn garotez gant koriandrez fresk

 

 

Evit 6 den :

1 c’hilo karotez, 500 g onion, ½ loaiad vihan a goriandrez poultr, 2 loaiad vras a eoul olivez, 1 litrad dour, 10 cl a zienn flour, 1 boked koriandrez fresk.

 

Dibluskit ar c’harotez ha troc’hit anezho a dammoù.

Peilhit ha miñsit an onion. Lakait an tammoù en ur gokelenn hag ouzhpennit ar poultr koriandrez. Lakait da veleniñ en eoul war an tan bihan e-pad 5 munutenn. An onion a zle dont da vezañ treuzwelus.

Ouzhpennit ar c’harotez ha meskit mat pep tra. Skuilhit an dour ha lakait holen.

Lakait da virviñ. Goude-se, digreskit an tan ha laoskit da boazhañ dousik e-pad un hanter-eur.

Ar c’harotez a zle dont da vezañ tener-kenañ. Tennit diwar an tan, meskit gant ur mekanik ha ouzhpennit holen, ma vank. Ouzhpennit an dienn flour.

Troc’hit ar c’horiandrez munut ha strewit anezho er bolennadoù a-raok servijout.

 

Ar soubenn-mañ zo un drugar en nevez-amzer,
pa vez graet gant karotez nevez !

 

Katell Leon