|
|
|
|
|
|
|
Lun 5 a viz Meurzh, niv.135 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
10vet
bloavezh Ar Skrivadenn ! |
|
|
Er bloaz-mañ e vo
kinniget un destenn gant Padrig an Habask, evel warlene, evit lodenn
gentañ ar Skrivadeg. Pemp live a vo kinniget, hag e
lec'hioù zo e vo tu d'an dud deuet a heuilh
kentelioù noz lakaat o anv er rann a glot gant o live:
CE/oadourien live 1, CM/oadourien live 2, Skolaj/oadourien live 3,
Lise/oadourien live Ar skrivadeg a vo aozet d'an 10 a
viz Meurzh e: Brest (02.98.80.26.71), Kemper
(02.98.90.70.43), Kraozon (02.98.27.53.20), Lannarstêr
(02.97.21.37.05), Montroulez (02.98.63.98.79), Naoned (02.40.20.39.74),
an Ospital-Kamfroud (02.98.81.90.08), Plouha (02.96.22.49.79), Roazhon
(02.99.38.75.83) |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kinnig-lezenn
war ar c'hirri-tan saotrus e Suis |
|
|
Ne vefe lakaet den ebet diaes e
gwirionez gant seurt diviz, dre ma'z eo kentoc'h evit poufal ez eer
gant seurt kirri, ha n'eo ket dre redi. Evit ma vefe lakaet an
dra-mañ e pleustr eo dav ma vefe sinet gant M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
"Eus
Armenia" : diskouezadeg nevez Le Quartier |
|
|
Hoel Louarn Ur weladenn vrezhonek a vo d'ar
Sadorn 24 a viz Meurzh. Le Quartier, digor etre 10e ha12e
hag etre 13e ha 18e d’ar Meurzh ha d’ar
Sadorn (betek 19e30 d’ar Yaou) hag etre 14e ha 18e
d’ar Sul. Evit gouzout hiroc’h: www.le-quartier.net
Gwagennoù divent,
morioù teñval pe leun a nerzh. Santout a reer
avelioù kreñv o c'hwezhañ, spoum ar
mor o tarzhañ war ar reier... Gant livaj-eoul, dre ar
gontell e klask Serge Doceul lakaat ar muiañ a efed ma
c'hell en e livadurioù, holl droet war-du ar mor: abaoe m'en
deus graet anaoudegezh gant mojenn Kêr Iz eo bet maget e awen
gant istor ar gêr distrujet gant ar mor. Daoust da nerzh ar
mor a seblant bezañ bepred war var da zistruj pep tra e
klask al livour diskouez spi an amzer da zont dre livioù
flamm ha splann en oabl, sklaerijenn domm an heol. Emañ al
livour o chom e Roc'h-an-Argoed, hag ingal e c'heller gwelet e
livadurioù diskouezet e gouelioù Celtomania, el
Liger-Atlantel, da skouer. Livadurioù Serge Doceul a
c'heller mont da welet betek ar 17 a viz Meurzh e Skol Diwan Roazhon,
31 bali Portugal e Roazhon. Evit gouzout hiroc'h: www.igroupart.com/SergeDoceul |
|
|
|
|
|
|
|
Naoned
: klask chom er C'hevre 1 |
|
|
Se eo nec'hamant kentañ
tud an FC Naoned: dont a-benn da chom er C'hevre 1 kousto pe gousto.
Ambrougerien ar Ganaried o deus disklêriet goude abadenn
dec'h e oa bet ur gounid a bouez evit temz-spered ar c'hoarierien. Ur
c'hoari efedusoc'h eget a-enep Sedan o deus gellet ober, hag ar gward
hollvrudet Fabien Barthez en deus diskouezet e talveze ar boan en em
gannañ... met embannet en deus ne gendalc'hfe ket gant ar
Ganaried ma tiskennent er C'hevre 2 er bloaz a zeu. Gwelet e vo
disadorn petra ’vo an disoc'h a-enep Nancy evit an 28vet
devezhiad. |
|
|
|
|
|
|
|
Letters
from Iwo Jima (Lettres d’Iwo Jima) |
|
|
Seveniñ : Clint Eastwood
E
2005, e kav ur skipailh klaskerien ur sac’had lizhiri war
enezenn Iwo Jima. El lizheroù-se e tizoloer
eñvorennoù soudarded japanat an emgann a reas e
reuz war an enezenn e-kerzh an eil brezel-bed. E-touez ar soudarded-se
e oa ar jeneral Kuribayashi, deuet a-benn da dennañ splet
eus douar soufr al lec’h. Setu, goude Flag of our
Fathers, an eil tamm eus istor emgann Iwo Jima sevenet gant
Clint Eastwood. Eus tu soudarded Bro-Japan ar wech-mañ. Pa
oa ar film kentañ o tiskouez implij politikel an emgann-se
evit brudañ ar brezel er Stadoù-Unanet e tiskouez
hemañ penaos e voe prientet an dachenn gant ar Japaned ha
plegoù fall an arme hag he reolennoù.
Brav-spontus ar skeudennoù, dedennus an tudennoù.
Disheñvel-mat eo diouzh al lodenn gentañ, hag ur
perzh mat all eo ivez. Kreñvoc’h eo
c’hoazh Letters from Iwo Jima dre ma kont
e vage forzh pehini eus soudarded an emgann-se ar memes
c’hoant ha spi. Chom bev ha distreiñ
d’ar gêr... G.L. Evit gouzout hiroc’h : http://wwws.warnerbros.fr/lettersfromiwojima/ |
|
|
|
|
|
|
|
Kaiser
Chiefs – Yours Truly, Angry Mob |
|
|
Ar re a oa e Roazhon da vare an
Transmusicales a anavez dija un nebeud tonioù eus eil
pladenn Kaiser Chiefs. Ar re o deus bourret en ur selaou o fladenn
gentañ a anavez ar wezenn familh: kroget eo an
traoù gant The Kinks, ha goude-se Madness, The Jam, pe
c’hoazh pladennoù kentañ Blur. Aze
emaomp e-kreizig-kreiz ar sonerezh pop saoz: lakait pladenn nevez
Kaiser Chiefs da dreiñ hag ho po ar santimant ez eus ur stal
fish and chips e traoñ ho straed, gwelout a rit paotred
oc’h en em soñjal dirak ur banne bier klouar e
foñs ur pub (bet) mogedet. Rekipe klasel neuze evit a sell ouzh an tonioù, met rekipe a-feson. Tamm amzer ebet evit distardañ pa grog ar bladenn gant div fuc’hell evel Ruby hag Angry Mob. Hag evel-se betek fin ar bladenn, rak leun a ganaouennoù a chom stanket en ho penn eo, evel Thank You Very Much pe c’hoazh Everything Is Average Nowadays. R.M. http://www.kaiserchiefs.co.uk/
Disul e vo ar gevredigezh
Aprem’ Jazz eus Kemper o kinnig un abadenn enor da Coltrane
gant Christian Vander Trio ha Ricky Ford en Triskell e Pont Abad. Christian Vander en deus krouet ur
strollad gant Emmanuel Borghi ouzh ar piano hag Emmanuel Grimonprez
ouzh ar gourrebed. Hemañ zo bet kazimant savet evit
c’hoari tonioù John Coltrane, ur muzisian azeulet
a-viskoazh gant Christian Vander, evit bezañ bet e penn an
Jazz modern e derou ar bloavezhioù 60. War o fladenn Sunset
ec’h adkemeront oberenn an arzour meur en ur vont
pelloc’h ganti, evel ma kar ober krouer ha
c’hoarier binvioù-stekiñ Magma. Ur
strollad digredus, etre free jazz ha rock nerzhus, awenet war un dro
gant Stravinsky, Wagner ha Coltrane, doare Rhythm and blues, kement ha
Rock, spered "The Wall" gantañ, etre tsunami ha kren-douar,
evel deuet eus ur bed all. Gant Christian Vander hag e
vuzisianed e vo Ricky Ford, ar "sax-teno" eus Boston, bet o
c’hoari gant Charles Mingus, Abdullah Ibrahim, Son don Ricky Ford mesket gant nerzh
Christian Vander Trio a gaso ar selaouerien en ur bed Swing eus ar re
binvidikañ : un enor a-feson evit Coltrane. H.L. Evit gouzout hiroc’h : www.apremjazz.com |
|
|
|
|
|
|
|
Tartezenn
skañv gant legumaj |
|
|
Raktommit ar forn (etre). Meskit an
tomatez hag ar penn-ognon en ur blad da rostañ e-pad 30 mn.
E keit-se, troc’hit ar pimantoù dous e pevar.
Tennit ar greun. Lakait anezho dindan kael ar forn, betek ma vo
klogorennet kroc’hen ar pimantoù. Goloit anezho 5
mn a-raok dibluskañ anezho. Troc’hit anezho
a-dammoù. Lakait ar pimant dous, ar c’heuz hag ar
bazilik e-barzh ar plad gant an tomatez. Meskit an aozad aketus.
Berniañ ar follennoù toaz filo an eil war eben,
gwisponit gant eoul ur follenn diwar deir. Plegit ar ribloù.
Lakait war-c’horre ar meskaj legumaj. Laakit er forn 15 mn
(forn tomm) betek ma vo alaouret an toaz un tammig. Mari Lubrano |
|
|
|