Lun 2 a viz Meurzh, niv.228
Sizhun 10 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Dilennadegoù e Galiza hag Euskadi

 

 

Dec'h e veze mouezhiet e kumuniezhioù emren Galiza hag Euskadi, e Stad Spagn, evit dilenn pennoù ar gouarnamantoù lec'hel. Aet ar maout gant an tu dehou e Galiza gant Strollad ar Bobl (PP). Aet ez eus 39 c‘hador gantañ, pa oa ar Strollad sokialour ha micherour spagnol e penn Galiza abaoe 2005. 25 kador zo aet gant ar strollad-mañ, ha 12 gant Bloque Nacionalista Galego, strollad emrenour galizat. Diouzh tu Kumuniezh emren Euskadi, n'eo ket deuet a-benn ar Strollad sokialour ha micherour spagnol da drec'hiñ ar Strollad Broadel Euskarat. Bepred emañ hemañ e penn ar jeu, daoust dezhañ bezañ kollet kadoridi. 30 kador zo gantañ, met liammet gant ar strolladoù EA (broadelour), IU-EB (ekologour-komunour) hag Aralar (dizalc'hour) e ra un hollad a 37. N'eo ket a-walc'h evit tapout ar muiañniver (38). Aet eo kalz war-raok ar Strollad Sokialour Euskarat, renet gant Patxi Lopez (skeudenn). 18 kador a oa ganto e 2005 ha bremañ ez int 24 er Vodadeg euskarat. Gant ar strollad a-zehou, Strollad ar Bobl, ez eus bet tapet 13 kador hag unan zo aet gant UdyP, strollad broadelour spagnol a-zehou.

 

 

 

 

 

 

 

 

An enklask bevennet gant an embregerezhioù OGK

 

 

Ul luskad klemm zo er mare-mañ gant skiantourien ar Stadoù-Unanet. An abeg? Emzalc'h an embregerezhioù bras a c’hounez plant OGK, a harz outo da gas o enklaskoù da benn. Emaint o paouez sevel klemm dirak Aozadur Gwareziñ an Endro (EPA), evit difenn un enklask dizalc'h ha don war ar plant OGK. Gwarezet e vez an embregerezhioù-mañ gant ar Gwirioù Aozer (perc'henniezh war produoù ar spered), ha dre-se e c'hellont divizout ar pezh a vez graet gant o froduoù. Ar gwir o deus ar skiantourien da glask kement hag o deus c'hoant gant greun boutin, met dav eo dezho goulenn un aotre evit gallout ober kement-mañ gant ar re OGK. Ha neuze, pe ne vez ket roet an aotre dezho, pe neuze e c'houlenn an embregerezh gwelet an disoc'hoù embannet a-raok divizout reiñ e aotre pe get. Asambles gant an dra-se e vez dalc'het ar skiantourien gant an embregerezhioù a ro kalzik arc'hant d'ar Skolioù-meur, ar pezh a vihana frankiz ar skiantourien e-keñver an disoc'hoù da embann.

M.M.

Evit gouzout hiroc'h :

http://www.univers-nature.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg gant Kristen Nikolaz

e Kemper

 

 

E-pad miz Meurzh e kinnigo Ti ar Vro Kemper un diskouezadeg gouestlet da oberenn Kristen Nikolaz. N'eus bet diskouezadeg ebet pe dost eus e labour kizeller evit ar poent. Brudetoc'h eo Kristen Nikolaz gant ar Vretoned gant e vouezh. A bep seurt a vo en diskouezadeg. Kizellañ ar maen a ra, met ar c'hoad ivez; livet pe get. Kavet e vo delwennoù greunvaen, panelloù koad livet, koad kizellet. Arrebeuri a vo ivez: bankoù-tosel, taolioù, armelioù, bet kizellet gantañ. "N’ou'n ket penaos, na perak, ha me oar-me. Met pezh a oaran, a ran, ha mat eo mod-se!"

 

Digor d’an holl etre al Lun hag ar Gwener, etre 9e ha 12e, hag etre 2e ha 6e g.k.

Digor d’ar Sadorn etre 10e ha kreisteiz.

Evit gouzout hiroc'h:

http://tiarvro.poleouest.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: Lyon-Roazhon (1-1)

 

 

Trec'het e oa bet ar C'hampion Lyon en taol diwezhañ ma oa en em gavet e-tal da c'hoarierien Roazhon. Mennet e oa bepred ar re mañ dec'h da lakaat diaes paotred Lyon, a-dra sur. E-kerzh lodenn gentañ ar c'hrogad e oa start ober an diforc'h etre doare c'hoari Roazhoniz war tachenn Lyon hag o c’hoari pa vezont er gêr, war tachenn Stad hent an Oriant. Ar pezh zo ral a-walc'h! Hogen derc’hel penn mat-tre a rae Lyoniz. Diouzh un tu d'egile, ne zeue skipailh ebet a-benn da seveniñ o digarezioù merkañ. An eil lodenn zo bet kalz dedennusoc'h. A-benn ar fin e kroge ar c'hoarierien a bep tu da argadiñ. Jimmy Briand (Lyon), Honorato Ederson, Karim Benzema (Lyon). Siwazh evit skipailh Stad Roazhon, eo deuet a-benn Miralem Pjanic da gas ar vell e-kreiz kaoued-pal Kim Källström. Dipitet goude bezañ klasket meur a wech cheñch penn d'ar vazh, e c'helle Jimmy Briand bezañ laouen en-dro e-kerzh an ehanoù-c'hoari. Adtapet en deus un tenn kreizet gant Peter Hansson ha souezhet en deus Hugo Lloris gant un tennig en deus kaset ar vell e kaoued Lyon evit brasañ plijadur Roazhoniz a oa deuet betek stad Gerland.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Wrestler

 

 

Stadoù-Unanet Amerika – 2008

Sevenin : Darren Aronofsky

 

Er bloavezhioù 80 e oa Randy "The Ram" ur c’hatchour brudet. Bremañ ez eo un den o koshaat, o vevañ e-unan en ur mobile home hag o labourat en ur gourmarc’had. N’eus nemet e-kerzh an dibenn-sizhun e vez evurus pa gemer perzh e krogadoù katch e kêriadennoù bihan.

Goude un emgann start-tre eo diskaret gant un taol-kalon. Ret eo dezhañ paouez gant ar sport. Klask a raio, start e vo.

 

Pevare film ar sevener eo The Wrestler (goude Pi, Requiem for a Dream ha The Fountain) ne vez ket kavet ennañ techoù boas ar sevener. Un doare teulfilm eo hemañ kentoc’h hag ar sonerezh a zo hini rock ar bloavezhioù 80. Ur sell start ha fromus diwar-benn un den diskaret, dilezet, penaos treuzvevañ goude bezañ bet un esparadenn. Hag ur sell dedennus war ar c’hatch, bed kriz ha kalet, met troet war ar genskoazell er sal-wiskañ.

Evel-just eo bamus gwelet Mickey Rourke en ur perzh a lak da soñjal en e istor personel.

Brav-tre eo ivez tudenn Marisa Tomei. Un tammig dipitusoc’h eo istor ar verc’h, kollet ganti pep fiziañs en he zad. Ur film brav ha kreñv. Ul lañs nevez evit Aronofsky.

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Panoramas 12 – Montroulez – 2-5 a viz Ebrel

 

 

Evit 12vet gouel Panoramas o deus divizet aozerien ar gouel pediñ arzourien a zo e-touez ar re wellañ pa reer anv eus sonerezh elektronek. Ma krogo an traoù war ton ar fent eil (pe trede zoken) derez d'ar Yaou 2 gant abadenn Didier Super, e vo klevet luskoù elektronek azalek an deiz war-lerc'h, gant Tepr (paotr ar vro, hag a ra sonerezh elektronek a lakafe tud varv da zañsal), Missill ha DJ Zebra.

War gresk ez aio an aergelc'h sur a-walc'h d'ar Sadorn 4, ha chañsoù zo e krenfe leur Park Langolvaz pa sono Birdy Nam Nam (selaouit Trans Boulogne Express, single kentañ o fladenn a zeuio er-maez a-benn nebeut, ur drugar eo) ha Miss Kittin and the Hacker. Hag evit ar re a gav gwelloc'h ar sonerezh hip-hop e vo peadra ivez, gant Guru's Jazzmatazz ha Puppetmastaz. Bragoù baggy ha kasketenn ret!

Ha ma n'oc'h ket riñset e vo tu deoc'h mont da hejañ ho korf d'ar Sul e Klub Koatelan : dont a raio Sexy Sushi, Belleruche (sonerezh elektro-soul eus ar Rouantelezh-Unanet) ha Karkwa (rock indie) da glozañ ar gouel.

Strolladoù all a vo, un tañva eus pep hini anezho a gaver war lec'hienn Panoramas.

Pass 4 devezh: 45 euro, pass 2 zevezh (Gwener ha Sadorn): 30 euro

R.M.

Muioc'h a Banoramas :

www.festivalpanoramas.com

www.myspace.com/festivalpanoramas

www.facebook.com/event.php?eid=41650627043

 

 

 

 

 

 

 

 

Skrivadeg 2009!

 

 

Distro eo ar Skrivadeg! D'ar 7 a viz Meurzh e vo aozet lodenn gentañ ar Skrivadeg e seizh kêr eus Breizh. Bep bloaz e weler neuze bugale yaouank-tre o poaniañ e-kichen tud un tamm mat koshoc'h. Met plijadur zo da gentañ tout oc’h ober gant ar yezh a-gevret... gant ar spi da c'hounit ur priz bennak ivez marteze!

Evel boaz e vo kinniget meur a live d'an dud gant daou skrid. Unan evit ar vugale, savet gant ar skrivagnerez Mich Beyer (CE, CM, skolaj, ha live 1 an dud deuet). Unan all evit an dud deuet savet gant Herve Bihan, kelenner skol-veur (live 2, live 3, Lise/live 4 ha barrek). War hiraat ha war ziaesaat ez a an destenn hervez al live. Ar re wellañ an em gavo evit ar Gourfenn d'ar Sadorn 16 a viz Mae e Roazhon, e sal emvod ar C'huzul-rannvro e kreiz-kêr.

Trizek vloaz zo e oa bet krouet ar Skrivadenn gant izili Emglev Bro an Oriant. Tamm-ha-tamm e oa kroget kevredigezhioù all, e kêrioù all, da aozañ skrivadegoù ivez. Brest, Kemper, Naoned, Roazhon, Bro-Dreger...

 

Evit kaout ar roll :

Skeudenn Bro Roazhon (kenurzhierezh Skrivadeg 2009).

Pgz: 02 99 30 06 87

skeudenn@wanadoo.fr

 

 

Emgav gant Radio Bro-Gwened

 

A-benn nebeud e lido Radio Bro-Gwened kentañ deiz-ha-bloaz skigner Trevlean (94.8 Mhz). Gant ar wern ouzhpenn-se en deus gellet ar radio lec'hel ledanaat e dachenn skignañ. Fellout a ra da bennoù Radio Bro-Gwened mont e darempred war-eeun gant kevredigezhioù ha selaouerien Bro-Gwened a-benn tennañ ar muiañ a splet ar gwellañ diwar ur benveg evel ar skingomz. Reiñ an tu da ober muioc'h c'hoazh eus Radio Bro-Gwened un ostilh evit tud ar vro a seblant bezañ ar pal. Prezidant ar radio, Michel Fillon, a ginnig zoken en e bedadenn sevel ur framm a rofe tro da gevredigezhioù hag obererien ar vro bezañ oberiant ivez e radio o bro.

Un emgav zo bet roet neuze d'ar Yaou 5 a viz Meurzh, da 6e noz, e savadur Skol-Uhel ar Vro.

 

Eskemm gant Radio Bro Gwened, Yaou 5 a viz Meurzh, 6e noz

Skol-Uhel ar Vro, 6 straed an nor Bostern, Gwened.

Evit gouzout hiroc'h: 02 97 25 14 00

www.radio-bro-gwened.com

 

 

Lennit Bremañ miz Meurzh

 

Reuz sokial ha politikel an Antilhez gall, Bonreizh nevez Bolivia, Dilennadegoù ar gannaded en Israel, Sina ha Gwirioù Mab-den, Galv Pariz evit "Breizh en he fezh", ar Skrivadeg... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Meurzh 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar produiñ tredan. Embannet en deus Nicolas Sarkozy e vefe savet un eil, hag un trede marteze zoken, kreizenn EPR e Frañs. Petra soñjal eus an hent kemeret gant ar Stad c'hall a ro ar plas pennañ d'an nukleel evit produiñ gremm? Gouzout hiroc’h diwar-benn an  nukleel hag an tredan krouet diwar teknologiezhioù a denn splet eus nerzh ar mor a vo tu d‘ober o lenn teuliad ar miz.
Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org