Lun 23 a viz C'hwevrer, niv.227
Sizhun 9 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Prosez tarzhadenn labouradeg AZF Toloza

 

 

Hiziv e vo boulc'het, e Toloza, prosez gwallzarvoud bras uzin temzoù kimiek AZF. Un darzhadenn vras a c'hoarvezas enni d'an 21 a viz Gwengolo 2001, hag a lazhas 30 den. 30 000 savadur a oa bet distrujet pe damzistrujet hag ouzhpenn 20 000 den zo bet digollet. Raktreset eo ar prosez da badout pevar mizvezh. 3,5 milion a euroioù a vefe koust ar prosez, gant 229 c‘hevrenn geodedel, en o zouez 210 den, 19 kevredigezh, sindikad ha strollad politikel, 70 test hag arbennigour, 51 breutaer. Diouzh tu an damallidi, un den hepken, Serge Biechlin, rener labouradeg AZF, hag un aozadur hepken, Grande Paroisse, skourr da dTotal, a oa perc'henn war an uzin. Tamallet int evit "denlazh ha dengloaz diratozh, distruj ha dispenn diratozh diwar efed un darzhadenn pe un tangwall ha torradur da lezenn al labour". Tro en doa bet Serge Biechlin da labourat e Breizh e-pad meur a vloaz, e Mouster-al-Loc'h hag e Naoned. Goude tarzhadenn Toloza e oa bet kaozioù ha martezeadennoù a bep seurt diwar-benn abeg ar gwallzarvoud, en o zouez hini ur gwalldaol, da heul an 11 a viz Gwengolo er Stadoù-Unanet. Evit tud Toloza e vo da gentañ ar prosez un doare da gompren perak eo c'hoarvezet.

 

 

 

 

 

 

 

 

Keleier diwar-benn an OGK

 

 

Kalzik aferioù nevez a zo bet tro-dro d'ar plant O Genoù Kemmet ar sizhun dremenet:
- Da gentañ ez eus bet embannet un destenn gant lez Europat ar Justis, evit rediañ ar broduerien da ziskleriañ resis e pelec'h e veze desavet plant OGK: ment ar park, e lec'hiadur, lec'hiadur tiriadoù da wareziñ e-kichen, hag all. Betek-henn, ne oa ezhomm nemet da resisaat ar c'hanton. A-enep d'an destenn-se e oa an embregerezhioù bras dre m'o doa aon ma vefe aesaet labour ar Falc'herien A-Youl-Vat, met iskis e oa embann ne oa kudenn surentez ebet gant an hadoù OGK ha kuzhat anezho war ar memes tro.
http://www.univers-nature.com/
- Da eil ez eus bet embannet er Figaro un enklask o vont a-enep d'an danevell Maho. Hennezh an hini eo a ziskouezas ne veze ket bet graet a-walc'h a studioù evit prouiñ ne oa kudenn ebet gant ar MON810, hag a aotreas ar stadoù da herzel e implij, en anv ar "bennaenn diwall". Gwelet e vez kement-mañ evel un dagadenn a-enep da Vro-C'hall ha Bro-C'hres evit rediañ anezho da aotren en-dro ar MON810.
http://www.univers-nature.com/
- Da drede, a-benn ar fin e ranko testennoù Bro-C'hall ha Bro-C'hres bezañ ensellet gant Kuzul Maodierned an Endro, dezho e vo da zivizout daoust ha dalc'het e vo an harz desevel pe ne vo ket.
http://www.univers-nature.com/

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kontadennoù Bro an Oriant

 

 

E-ser festival Deizioù  Emglev Bro an Oriant, e vo kinniget a-benn disadorn goude-merenn, e kreizenn Amzer Nevez Plañvour, un abadenn diwar-benn an dastum kontadennoù e korn-bro an Oriant. Gant Michel Oiry, enklasker e CRBC Brest, eo bet studiet labour an dastumer Iwan an Diberder (1887-1959), en doa labouret kalz e trowardroioù an Oriant, lec'h ma oa bet ganet. Kontadennoù niverus en doa gellet dastum diwar komzoù Stéphanie Guillaume, eus Gavr. Un dezenn en deus savet Michel Oiry diwar-benn oberenn an Diberder, ha tri levr zo bet embannet diwar frouezh e studioù. Evit ar wech kentañ e teuio Michel Oiry da gomz diwar-benn Iwan an Diberder ha Stéphanie Guillaume e Bro an Oriant. Ar c'honter ha skrivagner Lucien Gourong a lusko an abadenn.

 

Sadorn 28 a viz C'hwevrer, etre 2e30 ha 6e goude-kreisteiz, e Kreizenn Amzer Nevez (Plañvour). Digor d'an holl.

Evit gouzout hiroc'h :

02 97 21 37 05

emglev.bro.an.oriant@cegetel.net

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad ar bed ar biathlon e Korea ar Su

 

 

Dec'h e oa bet echuet Kampionad ar bed 2009 ar biathlon e Pyeongchang, e Korea ar Su. Graet e vez eus ar biathlon ar sport a vesk skiañ ha tennañ gant ar fuzuilh. Dec'h e oa bet skiet ha tennet evit "mass-start" ar merc'hed (12,5 km ha pevar frantad tenn) hag ar redadeg a-eiladoù ar baotred (4 x 7,5 km).  Evit ar redadeg diwezhañ-mañ eo aet ar maout gant skipailh Norvegia, ennañ Ole Einar Bkoernaden, Emil Hegle Svendsen, Lars Berger ha Halvard Hanevold. 12,5" lañs o doa war skipailh Aostria. An Alamaned zo erruet de drede, gant 32,7" dale. Diouzh tu mass start 12,5 km ar merc'hed, eo aet an aour gant ar Rusianez Olga Zaitseva (skeudenn). Ar wech kentañ eo dezhi kaout ur vedalenn evit ur redadeg hiniennel. Heuliet eo bet war ar podiom gant ar Slovakez Anastasiya Kuzmina (7,5" war he lerc'h) hag ar Svedadez Helena Johnson (12,2" war lerc'h Zaitseva). Dipitus eo bet ar C'hampionad evit an Alamanez Magdalena Neuner, erruet 7vet er mass-start dec'h, p'he doa bet an aour warlene. Echuet he deus Kampionad Korea, hep medalenn ebet. E-kerzh an daou Gampionad ar Bed diwezhañ he doa hi eostet c'hwec'h medalenn.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Bolt

(Volt, star malgré lui)

 

 

Stadoù-Unanet – 2008

Seveniñ : Chris Williams, Byron Howard

Film-bevaat skignet en ur stumm teirmentek e lec’hioù zo (Gaumont Roazhon, Pathé Naoned ha lec’hioù all moarvat, gwiriit en a-raok)

 

Ur c’hi dezhañ galloudoù dreist-natur eo Volt. Kemmet eo bet da ziwall e vestrez vihan ouzh torfedoù den e lagad kazh. Evel-se emañ kont en heuliad skinwel d’an nebeutañ. An dalc’h eo ne oar ket ar c’hi n’eo kement-se nemet faltazi tout hag efedoù arbennik. Ar pezh a zo kudennek an deiz m’en em gav Volt kollet e-unan e penn all ar vro dre wallzarvoud.

 

Leun a droioù-kaer hag a dudennoù farsus eo an abadenn-mañ (dreist eo ar pemoc’h-Indez Rhino hag ar pichoned). N’eus netra gwall zic’hortoz e red ar senario met ne c’houlenner gant ur film-bevaat evit an holl nemet bezañ dudius ha lusket mat. Entanus e teu Volt da vezañ evit ar re o deus ar chañs da welet anezhañ en e stumm teirmentek rak e-se e vever santadoù sinema nevez hag a ra d’ar re goshañ estlammañ zoken. Ur film teirmentek all, buan!

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

http://www.disney.fr/FilmsDisney/volt/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

La Route du Rock – Collection hiver 2009

 

 

Stank an dud e sal an Omnibus e Sant-Maloù digwener tremenet. Pemp strollad a oa kinniget deomp, koulz lavarout strolladoù nebeut anavezet pe dianavezet zoken. Talvoudus e oa mont koulskoude: er bloaz tremenet o doa an aozerien pedet MGMT... un nebeud mizioù a-raok ma vefent anavezet er bed a-bezh.

Sioul eo bet penn-kentañ an nozvezh gant sonadeg Jeremy Jay. Dereat an tonioù, dav anzav memes tra e seblante un tammig kollet an tabouliner.

Disheñvel da vat an traoù gant Chairlift, ur strollad eus New York ennañ tri den, en o zouez ur ganerez gant ur vouezh heñvel ouzh hini Feist. A-fet sonerezh e lavarfemp a-walc'h sonerezh psikeldeke nevez evel... MGMT just a-walc'h. Un tammig berr an abadenn.

Fin an nozvezh a zo bet rock'n'roll da vat: John ha Jehn (skeudenn), gwisket e du penn-da-benn, o deus kinniget sonerezh rock garage levezonet gant sonerezh Suicide pe hini The Velvet Underground.

Muioc'h-mui a drouz goude-se gant Archie Bronson Outfit, tri soner eus ar Rouantelezh-Unanet hag o deus kinniget deomp ur seurt sonerezh diaes da rummata: ur seurt shoegaze (a-wechoù) post-punk nerzhus-tre levezonet gant ar sonerezh lo-fi amerikan, lakaomp. Echuet an traoù gant Titus Andronicus, ur strollad ennañ tri soner gitar, ur c'haner dichadennet, ha tonioù fonnus, doare punk speredek.

R.M.

 

Adalek disul e c'hallit kaout un tañva eus ar sonadegoù war lec'hienn TV Roazhon 35, en abadenn Urban Breizh :

http://www.tv-rennes.com/pages/p_emissions.php?id=452

 

 

 

 

 

 

 

 

Abadennoù nevez war Radio Kerne

 

 

Abadennoù nevez a vez kinniget gant Radio Kerne er bloaz-mañ. Ha pinvidikaet-mat eo bet abadenn ar mintin, gant tud pedet bemdez da gomz war-eeun diwar-benn keleier an devezh: Gael Morin ha Laetitia Fitamant a ro ar gaoz da dud ar vro diwar-benn ar sport, ar politikerezh, danvezioù etrebroadel gant Bretoned eus ar bed, ha sokial, a-drugarez da sindikalourien da skouer. Ha bep mintin e c'hello ar selaourien klevet unan eus ar c’helaouadennoù bet kinniget e keleier an noz ha produet gant ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ.

Abadennoù nevez a vo ivez d'ar Sadorn, gant animatourien a-youl vat. Ur wech ar miz e vo klevet Tony Foricheur, eus ar gengevredigezh C'hoariva ’barzh "Komz kreñv ha distagañ mat". Bep div sizhun e vo kinniget "Trouz ar plañchod", gouestlet d'ar sonerezh hengounel, gant ar muzisian yaouank Maelan Joubin. Hag an trede abadenn a vo graet "Enezenn ar garantez" anezhi: ret e vo d'an hini pedet, ur paotr bewech, mont betek penn an abadenn e-tal da peder animatourez diroll!

War ar stern ez eus ivez abadennoù gant holl Emglevioù Bro Kerne.

 

H.L.

 

Evit gouzout hiroc'h ha selaou ar radio war-eeun : http://radiokerne.antourtan.org/

Kavout a reoc'h ur pennad klokoc'h e niverenn Bremañ miz Ebrel.

 

 

Lennit Bremañ miz C'hwevrer

 

Gwalldaolioù ar 26 a viz Du 2008 e Mumbai, politikerezh Sina en Afrika, stad an traoù evit un implijad eus labouradeg PSA Roazhon, ar reuz bet er Post e Breizh e-keñver ar brezhoneg, skipailh FC an Oriant, troiad filmoù bevaat Daoulagad Breizh... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ C'hwevrer 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet da vrezel Gaza. D'ar 27 a viz Kerzu 2008 eo tarzhet muioc'h c'hoazh ar feulster e strizhenn Gaza gant argad arme Israel. En teuliad e vez kinniget ur pennad diwar-benn stad an dachenn douar, arouezius eus an dizemglev padus etre Israeliz ha Palestiniz. Eil lodenn an teuliad a ro ar gaoz d'ur c'helaouenner bet war an dachenn e fin miz Genver, evit testeniañ eus ar pezh en deus gwelet e Gaza.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org