|
|
|
|
|
|
|
Lun 25 a viz
C'hwevrer, niv.180 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
"Webothon" an
ABP |
|
|
Diaesterioù arc'hant bras
zo gant ABP hiziv. Hervez e rener eo erru kozh ar binvioù ha strizh ar plas
e-keñver memor evit gellet kinnig traoù ouzhpenn. Un aozadur dizalc'h eo an
ABP, na resev tamm skoazell arc'hant ebet digant an ensavadurioù publik.
Gervel a ra Philippe Argouarc'h d'ur skoazell digant an holl Vretoned, evit
kas war-raok e "greizenn gelaouiñ Breizh". Hervezañ, ma proffe 10
euro ar 1400 den koumanantet d'an newsletter, e tegasfe se 14000 euro d'an
ABP, da lavaret eo peadra da baeañ an dispignoù mont-en-dro hag da sevel
traoù nevez zoken! Evit gouzout hiroc'h:
http://www.agencebretagnepresse.com |
|
|
|
|
|
|
|
Piv eo
Monsanto ? Lodenn 1 |
|
|
Met daoust ha gouzout a reer mat
piv eo ha petra 'ra? M.M. Ar sizhun a zeu e
kendalc'himp da welet un nebeud oberoù all eus an embregerezh. |
|
|
|
|
|
|
|
Ur mirdi berrbad en
Oriant |
|
|
Petra eo ur mirdi berrbad? "Ur mirdi eo dija
peogwir ez eus oberennoù ennañ, ha kalavern piv a c’hell mont d’o
gwelet (digoust eo ouzhpenn). Berrbad eo dre ma vo distrujet ar savadur a zo
ar mirdi ennañ e fin miz Meurzh, e gwirionez e vo ur mizvezh etre fin ar
mirdi hag e ziskar da vat. Un tour eus karter Kerwenaneg (en Oriant) eo ar
savadur ha deuet da vezañ re gozh, re drouzus, se zo kaoz e vo distrujet. Politikerezh
nevez ti-kêr an Oriant eo, met evit an dud a zo chomet e-barzh e-pad
bloavezhioù eo ur gwir rann-galon."
Gant piv eo bet aozet ? "Aozet e vez an
traoù gant ar gevredigezh Idées détournées, perak an anv-mañ ? O
tont eus ar mennozh "idées nées de la tour", setu tout! E penn ar
raktres emañ Nadine Thouvenin hag he doa graet berzh e Lannarstêr gant
raktres an dorioù ("L’art s’emporte"). Goulennet he
deus ganin bezañ prezidant evit lakaat un tammig brezhoneg er raktres, ar mennozh
a oa mat met an disoc’h a zo treut dre ma ne ‘z eus kazi netra e
brezhoneg, petra a ri ? Daoust da se hon eus daou arzour, brezhonegerien
anezho, hag o deus kemeret ur pezh ha treuzfeurmet anezhañ."
Pelec'h emañ ar mirdi berrbad ha betek pegoulz e
vo tu d'e weladenniñ ? "E karter Kerwenaneg, en Oriant, emañ ar
mirdi. E-barzh un tour e-tal ar greizenn genwerzhel a veze graet « Heol
an Oriant » anezhañ gwezhall ("le Soleil d’Orient").
Posupl eo mont evit an dud war o anv, pe ar familhoù, ar Sadorn hag ar Sul
adalek 2e betek 6e met evit ar strolladoù (hag ez eus) eo ret pellgomz evit kaout
heñcherien, hag aze eo ar Merc’her, ar Yaou hag ar Gwener. Ul
lec’hienn Internet a zo evit kaout muioc’h a ditouroù dre ma vo
aozet a-bep seurt traoù betek miz Meurzh (ha war-lerc’h zoken):
http://www.ideesdetournees.org/" Ar mor da vemor
Kinnig a ra pinvidigezh glad ar mor evit an arzoù hag
an istor gant 550 pezh deuet eus bigi bet graet peñse ganto ha bet
imbourc'het : teñzorioù pezhioù arc'hant, binviji merdeerezh, listri,
dilhad, armoù ha kanolioù a gaso ar weladennerien e bed ar batimantoù kozh,
skiant ar merdeerezh war hentoù ar c'henwerzh, ar vuhez pemdeziek war vourzh
ha micherioù niverus ar sevel listri. Eizh rann, dre zanvez, a zo da
weladenniñ gant filmoù, adsavidigezhioù, bonnoù etregwezhiat, en
un aergelc'h a zegaso lod eus
santadurioù ar mare-se. Hoel Louarn Evit gouzout hiroc'h: www.leschampslibres.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Tro Frañs a vo hini Breizh da gentañ |
|
|
Hejet, disteraet,
mezhekaet…ur bern gerioù a vez staget ouzh Tro Frañs er mare-mañ. Petra
zo kaoz? An doping hag en deus breinet an dro diwezhañ. Erfin, se n’eo
nemet ur sell diavaez, anat eo e oa breinet pell a oa met ne veze ket paket
an drucherien pe neuze e veze tavet ar wirionez. Evit en em adlañsañ ez eus
bet divizet lañsañ ar genstrivadeg e Breizh, ar wech kentañ ma ‘z eo
d’ur gêr “vreizhat” gellout degemer an tennad kentañ.
Nevezadenn all, an tennad-se ne vo ket un enep-horolaj evel ma veze boas.
Gellout a ray an TBF adtapout un tamm brud - hag e ziskouez d’ar bed
holl – en ur gontañ war ur bobl chomet feal d’ur sport ha d’ur
genstrivadeg a gav(e?) brav. Met arabat memes tra chom touellet, ma vo graet
arc’hant bras gant kêrioù zo e vo sur mat disprizet yezh ar Vretoned.
Deomp-ni da ziskouez war hon tachenn, eo bev ha yac’h ar brezhoneg.
Bretoned, prientit ho kitonioù! Kenan an Habask |
|
|
|
|
|
|
|
|
Capitaine Achab |
|
|
Frañs
– 2008 Senario
ha seveniñ : Philippe Ramos Priz
ar Filmvarnouriezh Etrebroadel, Festival Locarno 2007 Priz
ar Seveniñ, Festival Locarno 2007
Ul levr ne c’hell ket bezañ azasaet er
sinema eo Moby Dick, hervez. Ramos en deus troet ar gudenn pa
n’eo ket un azasadenn en deus graet tamm ebet met kentoc’h kontañ
buhez un dudenn greiz (ar c’habiten Achab) eus e c’hanedigezh
betek e varv. Santet e vez eo un tresour ar sevener pa tenn skeudennoù e film
da wir livadurioù. Ur mailh eo ivez en arz an travelling. Ur film brav-kenañ
da welet eo, sur, ha pa vefe ennañ gwanderioù bihan a-hend-all. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Goldfrapp – Seventh Tree |
|
|
Ma! Disheñvel penn-da-benn,
pe lakaomp tostoc’h ouzh Felt Mountain. Seventh Tree neuze,
pe kregiñ gant ur ganaouenn folk evel Clowns. A & E pe
c’hoazh Happiness n’int ket fall ivez, digredus mouezh ar
ganerez, sioul al lusk. Aze e soñjer er French Touch, met ar French Touch
sioul, kentoc’h Air evit Daft Punk neuze. Heñvel evit a sell ouzh Road
to Somewhere, pe penaos sevel ur ganaouenn folk hep ma vefe torr-revr
(hag un deiz bennak e rankimp sevel roll an dud torr-revr a ra sonerezh folk
ken torr-revr all er mare-mañ, hag ur bern zo). Evel m’eo bet merzet
gant tud all ez eus ivez un ton a laka
da soñjal en aergelc’h Histoire de Melody Nelson: Cologne Cerrone
Houdini eo anvet an ton-se. En holl neuze ur bladenn
dic’hortoz a-walc’h pa soñjer en hent a zo bet graet gant ar
strollad abaoe m’eo bet krouet. Ar golo ivez a glot gant danvez ar
sonerezh: bez emañ Alison Goldfrapp er-maez, en ur park bennak. Dieub. R.M. Embannet gant Mute / Virgin An holl donioù nevez a
c’haller klevout war o fajenn MySpace : http://www.myspace.com/goldfrapp "Bec'h d'ar son" e Karaez
Teir nozvezh Hip-Hop, kan ha rock nerzhus a vo
kinniget e sal Glenmor: d'ar Sadorn 1añ a viz Meurzh e vo ur sonadeg gant La
Rumeur bet o kantren war al leurennoù e-pad 10 vloaz gant e rap stourmer hag
ar strollad eus ar vro Epopée. D'ar Gwener 7 e vo un nozvezh merc'hed
liesdoare: La grande Sophie, gant he
abadenn "toute seule comme une grande", a ginnigo tonioù he
fladenn da zont, ar c'houblad leun a startijenn, a fent ha dirollet
penn-da-benn Maïon ha Wenn, ha Wine, sonerezh pop-folk doare Mark
Lanegan pe PJ Harvey. Ha d'ar Sadorn 8 e vo "Bec'h d'ar son"
da vat gant strolladoù a ra un ehan e Karaez e-kreiz o zroiadoù: Deportivo a
c'hoario tonioù e eil pladenn, Hifiklub, un trio eus Toulon, ha Sna-Fu,
doare strolladoù Sveden a zlefe bezañ ken nerzhus all! H.L. Nozvezh el Leurenn Glenmor: etre 10 ha 12 euro |
|
|
|
|
|
|
|
Pastez avaloù-douar |
|
|
Toaz: 300 g bleud – 1 melen-vi – holen
– 150 g amann Pastez: 1 kg avaloù-douar – 2 benn-ognon
– 1 dl dienn fresk – pebr hag holen – 1 vi
Mari Lubrano
Deomp d'ar
playa ! Vamos d'an
draezhenn, o ho ho!!!
Titouroù hag
enskrivadurioù : kann@netcourrier.com pe 02 40 20 39 74. Lennit Bremañ
miz C'hwevrer 2008 !
Freuz ha
reuz e Pakistan, Navarra hag Iparralde, gwallzarvoud ar chaluter Montcalm
tost dek vloaz zo, prosez peñse an Erika, kuitaet renerezh abadennoù
brezhonek France 3 gant Fañch Broudig... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a
draoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz C'hwevrer 2008. Un
teuliad peder fajennad zo bet gouestlet en niverenn-mañ da adframmañ kartenn
al lezioù-barn. Pennadoù-kaoz a vo tu da lenn gant pennbreutaer Lez-engalv
Roazhon, ur vreutaerez staliet e Bro-Dreger, hag ur barner eus Naoned. Soñj
ar vreutaerien dre-vras war kinnigoù Rachida Dati zo bet sammet ivez ha
kinniget e berr gomzoù. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|