Lun 16 a viz C'hwevrer, niv.226
Sizhun 8 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Adunvaniñ Breizh:

Galv Pariz ha prosez Naoned

 

 

Er sizhun dremenet eo bet stank ar c'heleier a denne d'ar stourm evit unvaniñ Breizh en-dro war dachenn ar velestradurezh.

Da gentañ e oa bet graet ur "Galv evit Breizh a-bezh" d'ar Meurzh 10, e Pariz. Ar pal a oa lakaat war wel youl tud hag aozadurioù a bep seurt da welet Breizh unvanet en-dro gant ar velestradurezh c'hall. Labour ar bodad Balladur zo un digarez evit atizañ an divizourien da vont war-du kinnigoù ar galv. Un teuliadig zo bet roet da Edouard Balladur ha da brezidant ar Republik o kinnig tresoù nevez evit rannvroioù gwalarn Frañs. Ur c'hant den bennak o deus sinet galv an 10 a viz C'hwevrer, en o zouez Christian ha Claude Guillemot (Ubisoft-Gameloft), Alain Glon (e penn ar c'henembregerezh Glon ha prezidant Ensavadur Lokarn), Jean-Lou Chrétien (astraer), Patrick Le Lay (bet e penn TF1), Philippe Gloaguen (e penn Le Guide du Routard), Irène Frain (skrivagnerez), Denis Sezneg, René Vautier (sevener sinema), Patrick Poivre d'Arvor... Dilennidi a oa deuet ivez d'an abadenn ginnig, en o zouez Jean-Yves an Drian (PS), prezidant Kuzul-rannvro Breizh, asambles gant tud eus an UMP, Ar Re C'hlas, MoDem, hag UDB.

Daou zevezh war-lerc'h, d'ar Yaou 12, e oa bet aozet barnedigezh c'hwec'h stourmer yaouank eus Bro Naoned, a oa bet o libristañ panelloù Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger hag arouezioù eus ar rannvro-se war trenioù TER. un nebeud deizioù a-raok Kalanna. Harzet e oant bet, ha dalc'het 40 eurvezh gant ar polis evit lod. Un 200 den bennak a oa deuet da Balez ar Justis deiz ar prosez, evit skoazellañ anezho. Deuet e oa ar c'haner ha soner Gilles Servat, an douaroniour ha skolveuriad Jean Ollivro hag eilmaer Redon Emile Granville, da desteniañ evit ar c'hwec'h den yaouank. Un 60 den bennak a oa chomet bout dirak dor ar sal, nac'het dezho mont e-barzh gant servijoù surentez ar Palez, daoust d'un nebeud plasoù bezañ dieub bepred er sal. Goulennet he deus ar brokulorez e vefe kondaonet ar 6 den yaouank da zaou vizvezh toull-bac'h gant goursez, d'ober ur 100 eurvezh bennak TIG (travaux d'intérêt général) ha da baeañ ar 34000 euro a vije koustet al labourioù naetaat gant Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger hag an SNCF. Ur wech deuet er-maez eus ar sal e oa kement a dalc'h gant ar strollad tud yaouank eget a-raok mont e-barzh, rak evito eo bet tizhet ar pal: ober trouz tro-dro da adunvanidigezh Breizh. Ar varn a vo kadarnaet da vat d'ar 5 a viz Meurzh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwarezet e vo lod eus koadegi Kongo-RDC

 

 

E Kongo-RDC e vez kavet eil koadeg-veur brasañ ar bed, an hini gentañ o vezañ hini Amazonia. Hag er vro-se emañ ar gouarnamant o paouez nullañ 60% eus ar c'hontradoù a aotree da droc'hañ ar c'hoad evit gwerzhañ hennezh en estrenvro. Un enklask a zo bet kaset da benn gant ar Bank Bedel evit sellet a dost ouzh 156 kontrad war ar c'hoadoù. Diwar ar re-se, n'eus bet asantet nemet 65 gantañ, nullet eo bet ar re all neuze. Roet e oa bet ar re-se e-pad ar brezel, gant ur galloud ha na zalc'he ket.
Lavaret en deus Jose Endundo, maodiern an Endro, ez afe bremañ ar vro war-du ur merañ padus eus ar c'hoadegi. Kement-mañ a vo spletus evit ar Stad ivez, dre ma ne c'houneze gwenneg ebet diwar ar c'hoadegi perc'hennet gant embregerezhioù bras betek-henn. Prometet o doa an embregerezhioù e vefe staliet skolioù pe peadra da nevesaat ar vro, ha n'eo ket bet graet ganto. Hervez Greenpeace eo ar gwerzhañ koad un doare efedus da lakaat arc'hant da dremen dreist d'an tailhoù pa vez gwerzhet kalz keroc'h eget ma vije sañset bezañ. Gant ar spi e teuio ar Stad a-benn da chom kreñv a-walc'h dirak embregerezhioù bras ar c'hoad.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg diwar-benn an dizagn grafek e Breizh

 

 

Pemzektez a chom evit mont da welet un diskouezadeg kinniget e Mirdi ar moullañ, e Naoned. Kenaozet eo bet gant Mirdi Naoned ar moullañ, ar gevredigezh Graphisme en Bretagne/Breizh Grafik, Bretagne+, ha Skol-Uhel ar Vro. Gant "Design graphique en Bretagne" (Dizagn grafek e Breizh) e vez lakaet war wel perzhioù, dibar evit lod marteze, ar stummoù, al livioù, hag an danvez awen, zo gant ar graferezh breizhat. Skouerioù labourioù "Breizh cyber punk" an Naonedad Laurent Lebot (brudet e Breizh a-bezh evit skritelloù gouel Yaouank) ha Fañch an Henaff (brudet evit bezañ krouet ar font "Brito"), bet e Skol Arzoù Kaer Naoned ha studiet a-dost gantañ ar graferezh polonat. A-benn reiñ da welet ul lodenn eus istor graferezh Breizh, hag an danvez a c'hell bezañ awenet ar grafourien a-vremañ, e kinnig an diskouezadeg ivez labourioù bet savet en 20vet kantved gant Creston, Quivilliv, Péron... Echuiñ a raio an diskouezadeg, kinniget en Egorenn Jaques Demy, a-benn ar Sadorn 28 a viz C'hwevrer.

 

Mirdi Naoned ar moullañ, Egorenn Jacques Demy, 24 kae ar Foz, Naoned.

Digor etre 10e ha 12e hag etre 2e ha 5e30 g.k., etre al Lun hag ar Sadorn, ha da Sul g.k.

Evit gouzout hiroc'h:

02 40 63 75 42

http://bretagnegraphique.blogspot.com/

http://bretagnegraphiquenevezenti.blogspot.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Rallye Norvegia:

aet ar maout gant Sébastien Loeb

 

 

Eil lodenn Kampionad ar Bed 2009, war-lerc'h lodenn Iwerzhon, zo bet gounezet dec'h e Norvegia gant ar Gall Sébastien Loeb. Pemp gwech eo bet eñ kampionad ar bed rallye, ha bepred emañ an titl gantañ abaoe warlene. En holl, en deus echuet 23 hent ispisial lodenn Norvegia e 3 eurvezh, 28 munut ha 15.9 eilenn gant e Citroën C4. 9.8" lañs en deus war ar Finad Mikko Hirvonen, gant e Ford Focus. Gant lodenn Norvegia en deus ivez Loeb tapet lañs er renkad meur, gant 20 poent, p'emañ an eilvet, Hirvonen, gant 14 poent. Dalc'h en doa ar Finad ha n'eo ket bet aes evit Loeb gounit da vat. Deuet e oa a-benn Mikko Hirvonen da echuiñ da gentañ peder gwech war ar c'hwec'h hent ispisial bet redet dec'h, etre Lillehammer hag Hamar. Sébastien Loeb zo ar bleiner gant ar muiañ a ditloù en istor ar rallye, 49 redadeg bet gounezet gantañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Curious Case of Benjamin Button

(L’étrange histoire de Benjamin Button)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2008

Seveniñ : David Fincher

Meneget trizek gwech evit an Academy Awards.

 

Setu echu ar brezel bed kentañ. E Louiziana evel e lec’h all e vez lidet ar c’heloù-se. Dres d’ar mare-se e c’han Benjamin Button. Bevañ a ra e vuhez war an tu-gin, en ur gregiñ dre e 80 vloaz en un ti retred betek e vugaleaj. Un tammig a-gostez atav met karet gant un toullad tud memes tra e tizolo red ar vuhez, evel pep hini pe dost.

 

Savet a ziwar un danevell gant F. Scott Fitzgerald, istor Benjamin Button a zo ur poltred brav diwar-benn ar garantez, ar vuhez, ar marv. Penaos degemer e kosha an dud tro-dro deomp.

Ur raktres a-gozh e oa evit ar sevener David Fincher ha setu neuze an disoc’h. Ur film barzhoniel-tre ha brav-tre ar fardañ hag an efedoù ispisial a-benn koshaat ha yaouankaat Brad Pitt ha Cate Blanchett, ar c’houblad pennañ. Eil-tudennoù fentus a gaver ivez. Ur blijadur e pep keñver.

G.L.

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

http://wwws.warnerbros.fr/benjaminbutton/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Depeche Mode – Violator

 

 

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e rae goap an holl. Soñjit 'ta: Depeche Mode, pevar faotr gwisket gant dilhad dindan merc'hed, blev peroksidet, un tamm kanaouenn e-pad un abadenn skinwel kaset gant Michel Drucker, seurt traoù.

Ar re zihunetañ a baouezas da c'hoazhin e 1986 pa verzjont e oa anvet "Music For The Masses" pladenn nevez ar strollad. Hag an holl a rankas anzav e oa ur strollad a-bouez bras hag e oa bet tizhet an holl just a-walc'h pa zeuas "Violator" er-maez e 1990.

Direbech eo ar bladenn eus ar ganaouenn gentañ betek an hini ziwezhañ. Gant "Personal Jesus" ec'h ijinas ar strollad un doare sonerezh ne oa ket bet klevet kaoz anezhañ betek-henn: an elektro blues, pe un dra bennak a seurt-se. Memes Johnny Cash a sonas ar ganaouenn en-dro. Gant Enjoy the Silence e tizhjont digudenn ar ganaouenn bop peurvat, an hini a sach evezh ho mamm pa vez o prenañ boued e Carrefour koulz ha hini ar re begoù figus pa gaozeer eus sonerezh. War "Policy of Truth" ec'h ouzhpennjont son ur saksofon evel un enor da sonerezh Motown. Diaes chom diseblant ivez pa glever "World in my Eyes", "Halo" pe "Clean", an ton iskis a zo e dibenn ar bladenn. 9 c'hanaouenn nemetken, hag 20/20.

R.M.

Embannet gant Mute.

Muioc'h a Depeche Mode :

http://www.depechemode.com/

 

Er bloaz-mañ e kinniger bep miz ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet.

 

 

Fest-noz ha sonadeg skoazell

SLB Skol-veur

 

D'ar Merc'her 18 a viz C'hwevrer e vo kinniget ur sonadeg skoazell gant rann Roazhon 2 ar sindikad studierien SLB Skol-veur, e sal ar Cité, e krezi kêr Roazhon. Trouz ha startijenn a vo gant tonioù ar strolladoù Les Ramoneurs de Menhirs, Lik Ha Lik hag IMG. Taolioù kelaouiñ a vo er sal diwar-benn stourmoù sokial er vro.

 

Sal ar Cité,Ti ar Bobl, Roazhon, adalek 8e noz. 5€ evit mont e-barzh.

Evit gouzout hiroc'h:

slbskolveur@n-log.org
02 99 14 14 37

 

 

 

 

 

 

 

 

Kreien turbod gant avaloù

 

 

Evit 4 den :

4 tanavenn turbod – pebr hag holen – 1 suraval – 125 g amann – 40 g bleud – 200 g dienn fresk – 100 g keuz rasklet – 1 kg avaloù

 

Gwalc’hit ha dizourit an tanavennoù. Pebrit hag holennit anezho. Strimpit gant ar chug suraval. Aozit anezho war ur plad amanennet.

 

En ur gastolodenn, lakait 50 g amann da deuziñ. Ouzhpennit ar bleud, an dienn fresk, pebr hag holen. Lezit war dan gorrek 15 mn en ur veskañ. Ouzhpennit ar c’heuz  ha skuilhit war ar pesked. Dastrewit tammoù amann war an aozad. Lakait er forn (th 5) 20 mn.

Dibluskit an avaloù. Troc’hit anezho a-rondennoù. Aozit anezho war ar plad. Ouzhpennit tammoù amann. Echuit da boazhañ 20 mn c’hoazh. Servijit diouzhtu.

 

Mari Lubrano

 

 

Lennit Bremañ miz C'hwevrer

 

Gwalldaolioù ar 26 a viz Du 2008 e Mumbai, politikerezh Sina en Afrika, stad an traoù evit un implijad eus labouradeg PSA Roazhon, ar reuz bet er Post e Breizh e-keñver ar brezhoneg, skipailh FC an Oriant, troiad filmoù bevaat Daoulagad Breizh... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ C'hwevrer 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet da vrezel Gaza. D'ar 27 a viz Kerzu 2008 eo tarzhet muioc'h c'hoazh ar feulster e strizhenn Gaza gant argad arme Israel. En teuliad e vez kinniget ur pennad diwar-benn stad an dachenn douar, arouezius eus an dizemglev padus etre Israeliz ha Palestiniz. Eil lodenn an teuliad a ro ar gaoz d'ur c'helaouenner bet war an dachenn e fin miz Genver, evit testeniañ eus ar pezh en deus gwelet e Gaza.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org