|
|
|
|
|
|
|
Lun 26 a viz C'hwevrer,
niv.134 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
17 a viz Meurzh e
Besièrs: "Anem Óc! Per la lengua
occitana" |
|
|
Emañ Kuzul Sevenadurel
Breizh e soñj aozañ ur c’harr-boutin
evit kas Bretoned da vanifestiñ asambles gant an Okitaned.
Ma tastum KSB 30 ragenskrivadur a-benn penn-kentañ miz
Meurzh e vo aozet ur c’harr-boutin, a guitafe Breizh d'ar
Gwener Evit gouzout
hiroc'h: http://manifestar.online.fr. Evit lakaat e anv evit ar
c'harr-boutin, skrivañ da: ksb@kuzul.info
pe gwenvael@kuzul.info, pe pellgomz da :
02 99 87 17 65 pe
02 99 63 18 83. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Plant
OGK: ar
gouarnamant a c'houlenn o ali digant an dud |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Un
diviz evit kas da benn ar preder war ar c’hoariva e brezhoneg |
|
|
H.L. D’ar Sadorn 2e diviz - 5e pezh-c’hoari
“ Fest ar pemoc’h”. Evit lakaat e anv (dre skrid pe dre
bellgomz): Tud Bro Konk, Ti-feurm ar Moros, 29900 Konk-Kerne. Pgz: 06
78 06 49 31. Evit gouzout hiroc'h: www.teatr-brezhonek.org C'hoariva brezhonek e Redon Dont a raio Strollad Kallag d’ar Gwener 23 a viz Meurzh e Redon e Ti ar gouelioù da 9e noz. C’hoari a raint ur pezh c’hoari fentus: Salokras, ar seizh pec'hed kapital. 5 ha 8 euro. Evit gouzout hiroc'h: 02 99 72 20 62 pe www.teatr-brezhonek.org |
|
|
|
|
|
|
|
Tournamant
rugbi "ar c'hwec'h broad": Breizhveuriz
lakaet diaes |
|
|
Skipailhoù Kembre (6vet)
ha Skos (5vet) zo er saviad diaesañ. Trec'het eo bet paotred
Kembre gant Frañs disadorn (32-21), ha kollet o deus o holl
grogadoù betek-henn. Skosiz zo bet trec'het, int, gant
Italia (37-17) ; ar c'hrogad kentañ gounezet gant Italia
e-maez o douaroù e oa abaoe 2000, bloavezh m'eo erruet an
Italianed en tournamant. Flastret eo bet ar Saozon gant Iwerzhoniz
(43-13). Iwerzhoniz (skeudenn) zo kalonekaet en-dro gant krogad
disadorn, goude ar c'hwitadenn a-enep Frañs (20-17). Ar c'hrogadoù a zeu a vo
d'an |
|
|
|
|
|
|
|
La
Môme |
|
|
Frañs – 2006 Senario ha seveniñ :
Olivier Dahan
Diouzh ar c’hiz eo er
mare-mañ tresañ poltred ur c’haner
brudet-mat o lakaat un aktour da wiskañ e chupenn. Goude
Jamie Foxx e Ray (2004), eo tro ar
C’hallez Marion Cotillard. Ur pezh mell labour he deus graet
evit dont a-benn anezhi, splann eo. Betek re marteze? N’eo
ket sur, met ober a ra kement da dreveziñ mouezh,
taol-mouezh Titi Pariz, dalc’hioù korf Piaf eus 20
vloaz da fin he buhez ma n’eo ket an aktourien all evit
heuliañ ken. Bras-kenañ eo an troc’h
etre Cotillard hag ar re all, ha kudennek eo un tamm (n’eus
nemet Sylvie Testud a zeu a-benn da gavout un tamm plas en he
c’hichen). Hogen reizh eo memes tra e kouezhfe pouez ar film
war he chouk, ha n’eo ket dre zegouezh ne vez ket diskouezet
tudennoù ken ramzel all evel Montand pe Aznavour. Ur film
mat, sur, nemet eo un tamm re eeun darempredoù Piaf gant
hec’h arvestourien : kredet e vefe e oa atav an dud o
c’hortoz anezhi gant mall, ar pezh n’eo ket gwir.
Diskouez Piaf e-maez ar c'hiz a vefe bet talvoudusoc’h eget
he diskouez diskaret a gorf. Filmañ evel ur bouch emgav
kentañ Edith gant an arvestourien, ma teu La
Môme da vezañ Piaf, zo ur mennozh
brav-kenañ. Meriadeg Vallerie Evit gouzout muioc’h: http://www.tfmdistribution.com/lamome/lamome.htm |
|
|
|
|
|
|
|
Husky
Rescue – Ghost Is Not Real |
|
|
Diwallit : pennoberenn. Gant o eil
pladenn ez eo deuet a-benn sonerien Husky Rescue d’ober ur
sapre kammed en a-raok, memes ma oa dija dispar o fladenn
gentañ (Country Falls, 2005) . Dav eo
lavarout e teu ar strollad eus Finland: pa vez yen an amzer, e ranker
sevel tonioù tomm, neketa? Evit a sell ouzh ar rekipe ez eo aes
a-walc’h: ur meskaj sonerezh folk ha sonioù
elektro eo, gant mouezh brav-eston ar ganerez ouzhpenn.
A-wechoù emaint tost, zoken, eus sonerezh easy
listening, met kenaozet en un doare digredus, ha leun a
dristidigezh. Kregiñ a ra brav-tre ar bladenn gant My
Home Ghost, an trede ton, Nightless Night,
a zo ur seurt rock-folk-elektro a bad 7 munutenn, hag ez eus ivez,
e-kreiz ar bladenn un heuliad teir c’hanaouenn anvet Blueberry
Tree. Ma selaouer Hurricane (Don’t Come
Knocking) ez eus chañsoù ho pefe
c’hoant selaou ha selaou en-dro, hag en-dro
c’hoazh. Ur barrad spleen a zo ivez, Silent
Woods eo anvet. Da gaout en ho pladennaoueg. Dre ret. R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Flanez
gant parmesan |
|
|
Raktommit ar forn (therm 4
– 120° C) goude bezañ lakaet enni ur plad
bras leuniet gant dour. Amanennit ur plad da greienañ.
Terriñ ar vioù; ouzhpennit an 2 melen-vi, meskit
gant an dienn hag ar parmesan, pebr hag holen. Diskennit an aozad e-barzh ar plad,
lakait er forn e-pad 40 mn. Difornit ha lezit da yenaat. Kreskit an tan
(6/7 – therm 190°). Dibluskit an ognon. Strimpit ur
banne eoul ha gwinêgr balzamek warno. Poultrennit gant ar
sukr hag ar flour-holen. Ouzhpennit an delioù saoj. Lakait
er forn Doare kinnig mod-all : da
zebriñ yen gant saladenn Mari Lubrano |
|
|
|