|
|
|
|
|
|
|
Lun 18 a viz
C'hwevrer, niv.179 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kosova dizalc'h |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Savet e vo aerborzh
Kernitron-al-Lann, daoust d'ar rebechoù a vez graet outañ |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Kizelladennoù-mein
displeget e brezhoneg |
|
|
Ganet e 1934 kostez Lyon,
hemañ en deus kroget gant e vuhez arzour e fin ar bloavezhioù 50 gant al livañ
diheverz a-raok e zilezel e 1962 pa
stagas da implij objedoù ar vuhez pemdez evit krouiñ e oberennoù. Bepred eo
bet o prederiañ war plas an oberenn en he endro hag alies eo bet araokour an
emsavioù arzel evel al land-art, da skouer. Abaoe ugent vloaz en deus
krouet un 200 kizelladenn bennak diwar mein, kailhennoù ha biliennoù,
dastumet e-pad e bourmenadennoù, dre zegouezh pa ijin en ur maen spurmantet
ur c'horf, ur blantenn, pe ul loen. Goude-se e vezont lakaet a-gevret ha
livet e du evit an unvanelezh. Ar re-mañ o doa ur perzh dija e 1963 en ur
c'hoari ijinet gant Michel Sanejouand (c'hoari an Topo) met e fin ar
bloavezhioù 80 eo e teuont da vezañ an danvez nemetañ evit sevel oberennoù
bihan. En diskouezadeg-mañ e
kinnig prederiañ war ar c'hizellerezh dre an danvezioù hag an teknikoù
implijet, pe an doare da ginnig anezho met da gentañ tout, war an darempred etre ar c'hizelladennoù hag al
lec'h. E peder sal an diskouezva e vo kavet neuze meur a zoare da zizoleiñ anezho
: gwelet eus an uhel, staliet da live daoulagad unan bennak azezet, pe
luc'hskeudennoù bras eus e oberennoù divent a ranker kilañ evit sellet outo. Hoel Louarn Evit gouzout hiroc' : www.lequartier.net |
|
|
|
|
|
|
|
Atleterezh: Elodie Gwegan kampionadez
Frañs |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Juno |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2007 Seveniñ : Jason Reitman
Alies eo bet keñveriet film nevez Jason Reitman
(sevener Thank You For Smoking) gant Little Miss Sunshine.
Filmoù “indie” int, met disheñvel mat. Fent a zo, sur,
tudennoù dic’hortoz er sinema amerikan, hag un happy-ending. Seblantout
a ra startoc’h koulskoude, ha skañvoc’h war memes tro. Ellen Page
a c’hoari dispar ar plac’h yaouank-se. Plijus eo ar film, met
n’eo ket ur bennoberenn. Un draig hegasus un tamm a zo da skouer ar
sonerezh : n’eus nemet kanaouennoù ha na glotont ket ordin gant ar
skeudennoù... Anvet eo bet meur a-wech evit prizioù an Oscar (the
Academy Awards), gwelet vo an disoc’hoù e fin ar miz. G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
ILiKETRAiNS – Elegies to
Lessons Learnt |
|
|
Elegies to Lessons Learnt eo titl
o fladenn, evit a sell ouzh titloù ar c’hanaouennoù emeur kelaouet
a-fed aergelc’h: Death is the End, We All Fall Down pe
c’hoazh The Deception. Amañ ez eus kaoz eus sorserezed Salem
(met hep bitrakoù bling-bling ar sonerezh metal, hañ, echu eo meurlarjez),
aze e reer anv eus an tan-gwall meur bet c’hoarvezet e Londrez e 1666 (Twenty-Five
Sins) ahont eus ur ministr saoz bet lazhet hag all, rak diazezet eo al lodenn
vrasañ eus komzoù ar c’hanaouennoù war darvoudoù istor. Ok, hag ar
sonerezh neuze? Kentoc’h gorrek, ur seurt meskaj etre Joy Division el
latar hag ur Scott Walker prest d’en em lazhañ: violoñs, piano,
trompilh, amañ emaint holl. Echuiñ a ra brav an traoù gant un ton a bad 9
munutenn. Anat eo n’eo ket ur
bladenn aes da selaou ha ne blijo ket d’an holl. Ar re a zo aet skuizh
gant ar pezh a vez kinniget gant ar chadennoù skinwel / skingomz mainstream a
gavo amañ peadra da gaout plijadur betek fin ar goañv. R.M. Embannet gant Beggars
Banquet Digor eo eil taol-lañs ar sonerezh e
brezhoneg
Evit kemer perzh eo ret
deoc'h lakaat hoc’h anv a-benn ar 1añ a viz Ebrel en ur gas ur
skouerenn eus an testennoù kinniget hag ur fichenn deknikel. Diwallit mat: ne
vo degemeret nemet an 10 kentañ o lakaat o anv! H.L. Dazont ar yezh, Taol-lañs, Ti ar vro, 6 plasenn
Gwirioù mab-den, 29 270 Karaez. Pgz: 02 98 99 18 93 Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Cake giz gwezhall |
|
|
Raktommit ar forn (th 6
– 180°). E-barzh ur girin, merit an amann gant ar sukr gant sikour ul
loa goad. Ouzhpennit an tammoù plusk suraval. Lakait ar vioù unan hag unan. Meskit
mat bewech. Tamouezit asambles an holen, ar bleud hag ar goell a-us. Meskit
mat. Diskargit an aozad e-barzh ur girin. Lakait er forn 50 mn. Mari Lubrano
A-benn ar Sadorn 5 a viz Ebrel e
vo aozet ur staj brezhoneg gant Mervent e Douarnenez. Brezhoneg ar mor eo tem
ar staj. Er porzh-mirdi e vo. Digor eo d'an holl re o deus c'hoant deskiñ pe
peurlipat o anaoudegezh eus ar yezh, ha dreist-holl eus bed ar mor e
brezhoneg. Staj brezhoneg etre 10 ha 5 eur gk. Etre 28 ha 30 euro. Evit enskrivañ: Mervent, pgz:
02 98 87 72 41. Postel: mervent2@wanadoo.fr Lennit Bremañ miz C'hwevrer 2008 !
Freuz ha reuz e Pakistan, Navarra
hag Iparralde, gwallzarvoud ar chaluter Montcalm tost dek vloaz zo, prosez
peñse an Erika, kuitaet renerezh abadennoù brezhonek France 3 gant Fañch
Broudig... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh niverenn
Bremañ miz C'hwevrer 2008. Un teuliad peder fajennad zo bet
gouestlet en niverenn-mañ da adframmañ kartenn al lezioù-barn. Pennadoù-kaoz
a vo tu da lenn gant pennbreutaer Lez-engalv Roazhon, ur vreutaerez staliet e
Bro-Dreger, hag ur barner eus Naoned. Soñj ar vreutaerien dre-vras war
kinnigoù Rachida Dati zo bet sammet ivez ha kinniget e berr gomzoù. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ,
abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed,
kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù
a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|