Lun 9 a viz C'hwevrer, niv.225
Sizhun 7 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Amzer fall fenoz

 

 

En noz-mañ e c'hwezho kreñv an avel war ar vro hervez Météo France. Ur galv zo bet graet gant an aozadur publik evit ur "c‘hemenn orañjez" war 35 departamant eus kornôg Frañs, en o zouez pemp departamant Breizh. Dec'h e oa ar barradoù da live an Azorez. Adalek 6e fenoz e vo santet. War a seblant e vo an avel en he rustañ war aodoù ar Meurvor Atlantel: Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan hag al Liger-Atantel a c'hellfe bezañ tizhet gant avelioù o c'hwezhañ da 120 km/e, pe 140 km/e zoken, etre 9e noz ha 3e beure arc'hoazh. Un houlenn-vor bras e vo neuze war an arvor atlantel, gant gwagennoù etre 8 ha 9 metrad. Ne vo ket ken kreñv ar barradoù avel war Aodoù-an-Arvor hag Il-ha-Gwilen war a seblant, gant avel o c'hwezhañ d'un tizh etre 100 ha 120 km/e. Aliañ a ra Météo France chom hep mont-ha-dont re, ha diwall mat ouzh ar gwez pe ar peulioù ar c'hellfe kouezhañ. Renkañ an traoù chomet er-maez (war ar pondalezioù da skouer) a c'hellfe nijal kuit gant an avel zo aliet ivez.

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.meteofrance.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwarezet e vo lod eus koadegi Kongo-RDC

 

 

E Kongo-RDC e vez kavet eil koadeg-veur brasañ ar bed, an hini gentañ o vezañ hini Amazonia. Hag er vro-se emañ ar gouarnamant o paouez nullañ 60% eus ar c'hontradoù a aotree da droc'hañ ar c'hoad evit gwerzhañ hennezh en estrenvro. Un enklask a zo bet kaset da benn gant ar Bank Bedel evit sellet a dost ouzh 156 kontrad war ar c'hoadoù. Diwar ar re-se, n'eus bet asantet nemet 65 gantañ, nullet eo bet ar re all neuze. Roet e oa bet ar re-se e-pad ar brezel, gant ur galloud ha na zalc'he ket.
Lavaret en deus Jose Endundo, maodiern an Endro, ez afe bremañ ar vro war-du ur merañ padus eus ar c'hoadegi. Kement-mañ a vo spletus evit ar Stad ivez, dre ma ne c'houneze gwenneg ebet diwar ar c'hoadegi perc'hennet gant embregerezhioù bras betek-henn. Prometet o doa an embregerezhioù e vefe staliet skolioù pe peadra da nevesaat ar vro, ha n'eo ket bet graet ganto. Hervez Greenpeace eo ar gwerzhañ koad un doare efedus da lakaat arc'hant da dremen dreist d'an tailhoù pa vez gwerzhet kalz keroc'h eget ma vije sañset bezañ. Gant ar spi e teuio ar Stad a-benn da chom kreñv a-walc'h dirak embregerezhioù bras ar c'hoad.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Un teulfilm diwar-benn ar gallaoueg gant Kalanna

 

 

E-kerzh ar sizhunvezh etre an 18 hag ar 26 a viz C'hwevrer e vo kinniget war TV Roazhon 35 un teulfilm 52 mn diwar-benn ar gallaoueg, unan eus rannyezhoù romanek Frañs a vez komzet e reter Breizh. Sevenet eo bet gant Roland Michon ha produet gant Kalanna ha Tv Roazhon 35. "Lettres à un gallésant" a sell ouzh an emsav gallaoueger a-dreuz buhez Gilles Morin, bet ganet e Tregomar e 1951 hag aet da Anaon e 1999. Stourmet en doa e vuhez pad evit diorren ar gallaoueg, gant krouidigezh "les Assemblées Gallèses" hag en ur vont da genbrezidant Kuzul Sevenadurel Breizh. Eil sell ar film zo hini ar c'haner ha barzh Bèrtran Ôbrée, en deus tremenet meur a vloaz o tastum komzoù gallaouegerien. E-kerzh ar film e vo tu da glevet pennadoù-kaoz e galleg, gallaoueg ha brezhoneg. Un abadenn digor d'an holl a vo kinniget d'ar Meurzh 10 a viz C'hwevrer da 5e30 goude-kreisteiz er sal Le Tambour, war tachenn Skol-veur Roazhon 2. Ar sevener a vo aze evit eskemm gant ar sellerien.

 

Skignet e vo ar film "Lettres à un gallésant" war www.tvrennes35.fr:

D'ar Yaou 18 a viz C'hwevrer da 21e hag hanternoz, d'ar Sadorn 21 da 15e ha 23e, d'ar Sul 22 da 21e, d'al Lun 23 da 15e30 ha d'ar Yaou 26 da 16e30.

 

 

 

 

 

 

 

 

Rugby: berzh Kembreiz e Skos

 

 

Dec'h e oa bet boulc'het kentañ devezh tournamant rugby "ar c'hwec'h broad". E kêr Murrayfield, e Skos, e oa bet degemeret skipailh Kembre, gantañ titl kampion an tournamant tremenet. Daoust da gembreiz bezañ lakaet diaes ingal gant Skosiz, eo bet splann an traoù e-kerzh ar c'hrogad: diskouezet o deus Kembreiz e oant mistri an dachenn c'hoari a-hed an abadenn (26-13). Ne oa ket kousket Skosiz koulskoude, gant strivoù Max Evans pe Chris Paterson. Hogen, nerzhusoc'h, tagusoc'h, resisoc'h ha kreñvoc'h e oa Kembreiz. Goude 20 mn e oa bet lakaet e-maez daou Skosad, lakaet KO gant argadoù Kembreiz! Deuet eo a-benn skipailh Kembre da drec'hiñ war hini Skos, daoust da veur a Gembread bezañ bet rediet da chom e-maez an dachenn, gloazet. Hag an askeller kembreat Shane Williams, gwellañ merker palioù 2008, a oa o kammañ e fin ar c'hrogad dec'h... Goude ar berzh-mañ, e peseurt stad e vo Kembreiz e-tal d'ar Saozon? Gwelet e vo a-benn disadorn e Kêrdiz.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Valkyrie (Walkyrie)

 

 

Stadoù-Unanet – 2008

Seveniñ : Bryan Singer

 

Gwastet dre an tan hag ar c’hleze eo Europa e 1944. Un dornad ofiserien eus ar Wehrmacht ha pennoù bras eus ar Reich a sav ur raktres nevez da baouez gant ar brezel ha da ziskouez d’ar bed ne save ket a-du an holl Alamaned gant Hitler. Ar soñj an taol-mañ eo drouklazhañ ar Führer ha diskar ar renad war un dro. Marc’h-blein an oberiadenn “Valkyrie” eo Claus von Stauffenberg (Tom Cruise).

 

Diwar un darvoud ha tudennoù gwir eo bet savet Valkyrie, anavezet eo. Daoust da se ez eo ur thriller muioc’h eget un teulfilm istorel. Ne vez ket pouezet kalz war an anken na war ar gwask spontus a zlee bezañ war an dud-se. Tavet e vez, koulz lavaret, war atizoù gwirion tudennoù lies an taol ha war o dislavarioù. Ha dislavarioù o doa lod anezho hep mar koulskoude. Mont a ra Valkyrie hebiou d’e dem gant ar c’hoant bezañ ur film dudius moarvat (a-hend-all ne vije ket Tom Cruise ar penn-c’hoarier).

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

www.tfmdistribution.com/walkyrie/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Lux Interior

(21 a viz Here 1946 - 4 a viz C'hwevrer 2009)

 

 

2009, bloavezh fall evit ar rock'n'roll? Posupl-tre. Miz goude marv Ron Asheton ez eo marvet Lux Interior (Erick Purkhiser e anv gwir) en un ospital e California, d'ar 4 a viz C'hwevrer.

Asambles gant e wreg Poison Ivy en doa krouet ar strollad psychobilly kentañ, The Cramps e anv, e 1973. Da lavaret eo: ur meskaj sonerezh surf, sonerezh punk ha rock'n'roll-rockabilly.

Kement tra a blije dezho a blij deomp: an issevenadur, ar filmoù spont, ar c'homics amerikan, ar merc'hed gwisket e doare pin-up pe vamp hag un nebeud traoù all ken didalvoud all. Kroget e oa bet ar strollad da vare ganedigezh ar sonerezh punk er CBGB, ar sal sonadegoù brudet e New York. E 1984 o doa sonet en un ti evit ar re sot, an abadenn a c'haller gwelout war an DVD anvet Live at Napa State Mental Hospital.

Div wech int bet o seniñ e Breizh: e Roazhon e 1981 e-barzh sal "l'Escale" hag e 1992 e Karanteg da-geñver gouel Tamaris.

Niverus eo bet ar sonerien bet e-barzh The Cramps, en o zouez King Congo Powers, bet gitarour er Gun Club. Lux hag Ivy a chomas er strollad eus ar penn-kentañ betek ar fin.

Ar re n'anavezfent ket ar strollad o do un tañva a-zoare ma selaouont Psychedelic Jungle pe Songs the Lord Told Us.

Ha sellit outo: cheuc'hoc'h evit meur a emsaver, hañ?

R.M.

Muioc'h a Gramps :

http://www.thecramps.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Kreien turbod gant avaloù

 

 

Evit 4 den :

4 tanavenn turbod – pebr hag holen – 1 suraval – 125 g amann – 40 g bleud – 200 g dienn fresk – 100 g keuz rasklet – 1 kg avaloù

 

Gwalc’hit ha dizourit an tanavennoù. Pebrit hag holennit anezho. Strimpit gant ar chug suraval. Aozit anezho war ur plad amanennet.

 

En ur gastolodenn, lakait 50 g amann da deuziñ. Ouzhpennit ar bleud, an dienn fresk, pebr hag holen. Lezit war dan gorrek 15 mn en ur veskañ. Ouzhpennit ar c’heuz  ha skuilhit war ar pesked. Dastrewit tammoù amann war an aozad. Lakait er forn (th 5) 20 mn.

Dibluskit an avaloù. Troc’hit anezho a-rondennoù. Aozit anezho war ar plad. Ouzhpennit tammoù amann. Echuit da boazhañ 20 mn c’hoazh. Servijit diouzhtu.

 

Mari Lubrano

 

 

Lennit Bremañ miz C'hwevrer

 

Gwalldaolioù ar 26 a viz Du 2008 e Mumbai, politikerezh Sina en Afrika, stad an traoù evit un implijad eus labouradeg PSA Roazhon, ar reuz bet er Post e Breizh e-keñver ar brezhoneg, skipailh FC an Oriant, troiad filmoù bevaat Daoulagad Breizh... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ C'hwevrer 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet da vrezel Gaza. D'ar 27 a viz Kerzu 2008 eo tarzhet muioc'h c'hoazh ar feulster e strizhenn Gaza gant argad arme Israel. En teuliad e vez kinniget ur pennad diwar-benn stad an dachenn douar, arouezius eus an dizemglev padus etre Israeliz ha Palestiniz. Eil lodenn an teuliad a ro ar gaoz d'ur c'helaouenner bet war an dachenn e fin miz Genver, evit testeniañ eus ar pezh en deus gwelet e Gaza.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org