|
|
|
|
|
|
|
Lun 19 a viz C'hwevrer, niv.133 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Youenn Gwernig, |
|
|
Tost da 200 den, kerent, mignoned ha
dilennidi, a oa deuet da enoriñ barzh Skaer en ur zegas da
soñj e oa ur sell araokour gant ar
chizeller-kaner-skrivagner. Estreget an arzour zo bet kaoz
anezhañ: an den e-unan zo bet lakaet war wel, "Pa
bigne, bugel, e beg tour an iliz evit bannañ vioù
war an dud er straed!" eme gClaude Peridy. Diwar-benn ar
stourmer evit ar yezh zo bet kaoz ivez: "O kejañ
gantañ, e Gouelioù Kerne, em boa desket
evañ ur banne Whiskey" eme Fañch
Broudig. "Leusket en deus ur merk gwirion ha don e bed an
tele, a vo dalc'het soñj ivez da viken." Gant pozioù ha son
"E-kreiz an noz", kanet gant bugaligoù skol divyezhek
Joliot-Curie, e vo bet lâret kenavo, adarre, d'an hini en
deus digoret hent ar Meuriad Bras da galz ac'hanomp. Hoel Louarn |
|
|
|
|
|
|
|
Monsanto
a saotr ur wech ouzhpenn |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Ur
grouidigezh evit ar Cyber fest-noz! |
|
|
Live micherel an arzourien a vo unan
eus elfennoù pouezus an dibab met digor e vo d’an
holl, tud a vicher pe get. Dibabet e vint hervez o barregezh
d’ober gant mod ar gouel a zo skignet war–eeun ha
da vezañ resis: un eurvezh e ranko an abadenn padout. Ar
strollad a zeuio gant tri zeknikour d’an nebeutañ
devezh ar fest-noz e Kemper: unan evit ar son dirak, unan evit distro
ar son hag unan all evit ar gouloù. Un diverrañ eus an
oberenn, ur c’hinnig eus izili ar strollad (muzisianed ha
teknikourien), ur fichenn deknikel (son ha gouloù), ur
rakvudjed hag ur vaketenn son a ziskouezo doare ar raktres.
Arc’hant a c’hello bezañ gouestlet evit
embregiñ ha pezh a gousto da-heul (bod ha boued,
trañsportoù, feurm ur sal). Degemeret e vo ar
c’hinnigoù betek an 30 a viz Meurzh ha kaset e vo
an dibaboù dre lizher a-raok fin miz Ebrel. H.L. Kinnigoù da gas da : An
Tour Tan, 4 straed Kerogan, 29000 Kemper. |
|
|
|
|
|
|
|
Aour
evit Solen Désert hag Elodie Guégan |
|
|
Atleterez yaouank Brest he deus
echuet er c'hentañ plas evit ar redadeg 400 metr. Abaoe pell
n'he doa ket redet en diabarzh ha diasur eo bet he
c'hammedoù kentañ... adtapet buan. N'he doa ket
kemeret perzh en ur genstrivadeg abaoe miz Eost ouzhpenn-se. N'eus bet
tamm douetañs ebet evit Elodie Guégan,
kampionadez Frañs, war ar redadeg 800 metr. Buan he deus
tremenet ar rederezed all ha miret trawalc'h a lañs evit
kaout ar maout. Diouzh tu ar baotred eo bet dipitet
Jean-Michel Prével (AP Felger), erruet er pevare plas evit
ar gerzhadeg |
|
|
|
|
|
|
|
Das
Leben der Anderen (La vie des autres) |
|
|
Seveniñ : Florian Henckel
von Donnersmarck 1984, Alamagn ar Reter (DDR).
Emañ ar skrivagner Georg Dreyman o kinnig e
bezh-c’hoari diwezhañ. Ha pa vefe gwelet evel unan
eus arzourien bouezusañ ar vro, e krog Ministr ar Sevenadur
da gaout disfiz dioutañ. Lakaet ez eus ur skipailh da
spiañ anezhañ, e ranndi, hag e vignonez
Christa-Maria, ur gomedianez vrudet. Un den eus ar polis Stad (Stasi),
Wiesler, a zo en karg eus an afer. Tamm ha tamm e sav nec’h
er spier ha n’hell ket chom diseblant-rik. N’eo ket an doare
seveniñ pe filmañ a zo dedennus er
film-mañ, an danvez ne lavaran ket. Reut eo ar
frammañ ha fiñvioù ar
c’hamera, marteze evit bac’hañ an
arvester en istor a zo kontet amañ. Dre dudennoù
disheñvel-mat e vez poltredet darempred an arz hag ar
politikerezh pa rank an eil plegañ d’egile. Tud
heugus, reoù prest da dreitouriñ evit an arz ha
mirout o labour, pe da vervel dre zispi. Spontus, souezhus. Tudenn
Wiesler, ar spier liv mogerioù warnañ, a zo
dispar. Ha fromus-mat eo ar film, ouzhpenn d’ur preder
speredek. G.L. Evit gouzout hiroc’h : http://www.ocean-films.com/laviedesautres/ |
|
|
|
|
|
|
|
Bloc
Party – A Weekend in
the City |
|
|
Hopala! Bremañ ez eo
sklaer an traoù: n’eus ket kalz
strolladoù a zeufe a-benn da embann un eil pladenn ken
dedennus hag an hini gentañ. Gant Bloc Party e oa peadra da
gaout disfiz, forzh penaos: ma selaouer en-dro o fladenn
gentañ e verzer n’eo ket peurvat, dreist-holl an
tu B: eh ya, evit tañva ur bladenn da vat eo ret kaout
anezhi e stumm vinil, evit gwelout hag-eñ eo savet en un
doare kempouez hag evit klevout ar gitar boud (piv a c’hall
klevout son ur gitar boud war ur CD, hañ?) Evit o eil albom neuze o deus bet
c’hoant bezañ engouestlet, hag ez eus fellet
d’ar c’haner embann e soñjoù
diwar-benn kudennoù politikel ha kevredigezhel. Pegen
torr-revr! Evit a sell ouzh ar sonerezh ez eo ken spontus ar son hag
hini eil pladenn Franz Ferdinand (ur sapre c’hwitadenn ivez),
met chañsoù zo e plijfe da selaouerien RTL2. Ar
re a blij ar sonerezh dezho e gwirionez, a gavo gwelloc’h
dispign o arc’hant evit prenañ un dra bennak all. R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Avaloù
kreienet |
|
|
Evit 4 den : 100 g kig-sall
– 3 loaiad vras eoul – 1 penn-ognon
miñset – 200 g kig-bevin drailhet– pebr
hag holen – louzoù-kegin – 1 vi
– 8 aval trenk – 4 loaiad vras a baladur
– 30 g amann
Difastit an avaloù ha
farsit anezho gant an aozad. Lakait an avaloù en ur plad
amanennet, poultrennit anezho gant paladur, ha lakait un tamm amann. Da
boazhañ er forn (therm 4) e-pad 50 mn. Mari Lubrano |
|
|
|