|
|
|
|
|
|
|
Lun 11 a viz
C'hwevrer, niv.178 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Drouiz meur Breizh zo aet da Anaon |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Dismantr al lezenn a-enep d'ar
produoù OGK er Sened |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
"Bezañs dre
guzh" e Kemper |
|
|
E pep livadenn e kaver ur
dave d'an natur, da skouer fiñvadenn an dour, ur roud en oabl pe en douar,
gant bommoù prim ha stank gell, glas, du ha dreist-holl ruz:
"E broioù zo eo
ar ruz ul liv sakr, evit tud zo eo ul liv feuls, met evidon eo ur seurt
goulenn war ar bed. Pell zo e oan plijet kentoc'h gant ar glas, chom a ra
roudoù anezhañ c'hoazh. Livañ zo lakaat ar goulou war wel evit reiñ lusk d'an
daolenn" eme an arzour eus Pempoull a vez awenet gant "ar
vuhez sekred ha kuzh a vez kavet ba pep gwezenn, pep plant pe e lusk ar
mor". En e livadennoù e c'heller gwelet neuze strinkoù dour, red ur
stêr, merk ur gorventenn bennak, pe an heol o sevel hag o vont da guzh. "Morse ne ran ur
brastres, lezel a ran ar goulou da heñchañ al livioù hag ar barr-livañ. Mont
a ran war-raok hep gouzout da belec'h ez an, mod-se eo lusket ma labour. Plijout
a ra din ivez lakaat ar weladennerien war evezh: em livadennoù n'eus netra
resis da welet, ne reont nemet en em ginnig. Da bep hini da gavout pezh a
fell dezhañ" emezañ. Hoel Louarn |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad: derby breizhat fenoz |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Cloverfield |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2008 Seveniñ:
Matt Reeves
Gouvezet en deus Matt Reeves reiñ c’hoant
d’an holl, hag ar filmgarourien dic’hoantetañ en o zouez, o wriañ
kevrinoù en-dro d’ur film savet buan gantañ. Diazezet eo Cloverfield
war meskaj aon an 11 a viz Gwengolo gant filmoù doare Godzilla,
kement-se aozet gant ur stumm a denn da hini Blair Witch Project (1999).
Kendrec’hus-tre eo an disoc’h a lak an arvestour da gemer plas
Yann New-Yorkat kollet er spontadeg hep kompren gwall vat petra zo o
c’hoari. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h: www.cloverfield.fr Troiad nevez filmoù-bevaat brezhonek
!
An droiad zo bet boulc'het
er Gelveneg e miz Genver. Kenderc'hel a raio e Lannarstêr (Yaou 14 –
Mediaoueg – 9e gant Patoenn), Sant-Brieg (Gwener 15 – Sinema Club
6 – 9e15)... Kenderc'hel a raio 5vet Troiad filmoù bevaat Daoulagad
Breizh betek miz Mezheven 2008. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Swell Maps ha This Heat |
|
|
Krouet eo bet Swell Maps e 1972 (!) hag int
deuet a-benn da embann o fladenn gentañ e 1979. Diazezet e oa ar strollad war
daou vreur, Nikki Sudden (†, 2006) hag Epic Soundtracks (†,
1997). Post-punk e oant a-raok ma vefe bet ijinet ar ger zoken! Nebeut-tre a
varregezhioù evit kanañ pe seniñ met kalz muioc’h a ijin evit, lakaomp,
Pink Floyd pe strolladoù all evel-se, ha div bladenn embannet: Jane
From Occupied Europe hag A Trip To Marineville. Penaos
chom hep bamañ dirak kanaouennoù evel The Helicopter Spies pe Secret
island?
R.M. Evit gouzout
hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
Bruskenn gant muesli |
|
|
Danvez evit an toaz : 80 g bleud – 80 g
amann – 80 g muesli – 80 g sukr rous Raktommit ar forn (180° - th. 6). Dibluskit ha
troc’hit an avaloù hag ar per. Lakait ar frouezh e-barzh foñs pladoù hiniennel
(a c’hall bezañ lakaet er forn). Drailhit gros ar c’hraoñ-kelvez.
Diskargit war ar frouezh ha poultrennit gant ar poultr kanell. Lakait an amann da vlotaat er
skinforn. Meskit asambles ar bleud, ar muesli hag ar sukr. Labourit ar meskaj
gant an amann gant ar bizied. Diskargit war ar frouezh. Lakait er forn 30 mn,
betek meleniñ. Servijit klouar. Steredouriezh
Labour: Bezit
fur war hent ho labour. Karantez:
Selaouit ho kalon ha chomit gant ho familh. Yec'hed: Ur
banne grog ur wech an amzer a zo mat evit ho yec'hed. Ar Skuilher-dour - etre an
21 a viz Genver hag an 19 a viz C'hwevrer Labour: Kalz
nerzh a vo ganeoc'h evit gounit marc'hadoù nevez. Karantez: Poent eo
deoc'h mont pelloc'h gant ho mignon. Yec'hed: Dihanit
da vont da welet ho medisin peogwir n'eus gwenneg ebet ken gant ar surentez
sokial. Ar Pesked - etre an 20 a
viz C'hwevrer hag an 21 a viz Meurzh Labour: Ur
c'hresk gopr ho po ma rit an holl draoù goulennet gant ho rener. Karantez: Chomit
sioul ha digor. Yec'hed: Ret eo
deoc'h lonkañ vitaminoù. F.C. ha A.S.
A-benn ar Sadorn 5 a viz Ebrel e
vo aozet ur staj brezhoneg gant Mervent e Douarnenez. Brezhoneg ar mor eo tem
ar staj. Er porzh-mirdi e vo. Digor eo d'an holl re o deus c'hoant deskiñ pe
peurlipat o anaoudegezh eus ar yezh, ha dreist-holl eus bed ar mor e
brezhoneg. Staj brezhoneg etre 10 ha 5 eur gk. Etre 28 ha 30 euro. Evit enskrivañ: Mervent, pgz:
02 98 87 72 41. Postel: mervent2@wanadoo.fr Lennit Bremañ miz C'hwevrer 2008 !
Freuz ha reuz e Pakistan, Navarra
hag Iparralde, gwallzarvoud ar chaluter Montcalm tost dek vloaz zo, prosez
peñse an Erika, kuitaet renerezh abadennoù brezhonek France 3 gant Fañch
Broudig... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh niverenn
Bremañ miz C'hwevrer 2008. Un teuliad peder fajennad zo bet
gouestlet en niverenn-mañ da adframmañ kartenn al lezioù-barn. Pennadoù-kaoz
a vo tu da lenn gant pennbreutaer Lez-engalv Roazhon, ur vreutaerez staliet e
Bro-Dreger, hag ur barner eus Naoned. Soñj ar vreutaerien dre-vras war
kinnigoù Rachida Dati zo bet sammet ivez ha kinniget e berr gomzoù. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ,
abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed,
kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù
a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|