Lun 2 a viz C'hwevrer, niv.224
Sizhun 6 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

300 den e Naoned disadorn

 

 

Un 300 den bennak a oa deuet da vanifestiñ war plasenn Vreizh, e Naoned, disadorn goude merenn. Galvet e oa bet gant ar strollad 44=Breizh ha meur a aozadur all, kevredigezhioù, strolladoù politikel, tud brudet, da vont d'un emgav evit skoazellañ c'hwec'h den yaouank, bet tamallet dezho bezañ mastaret panelloù palez Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger e Naoned. War memes tro o deus ar vanifesterien diskouezet dirak Ti Post plasenn Vreizh ne felle ket dezho e c'hellfe ar brezhoneg bezañ berzet gant ar servij publik-se er vro.

Echuet he deus ar gerzhadeg dirak egorenn Kerneis e Skol-veur Medisinerezh Naoned, lec'h ma veze aozet en deiz-se klozadur "Asizoù-rannvro Broioù-al-Liger". CRS-ed a oa war ar plas evit degemer ar vanifesterien. Barnet e vo c'hwec'h stourmer an adunvanidigezh d'ar Yaou 12 a viz C'hwevrer e Lez-kastiz Naoned. Un emgav zo bet lakaet gant 44=Breizh da 1e goude-kreisteiz dirak al lez-varn.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tabutoù tro-dro da strujadur ar mor

 

 

Petra eo "strujadur ar mor" 'ta ? Un hentenn, kinniget gant lod, evit digreskiñ ar c'hementad a CO2 a vez kavet en aer. Simpl eo an doare ober: teurel houarn e-barzh ar mor evit lakaat da greskiñ poblañs ar plant a vez kavet ennañ (ar "fitoplankton"). Ar plant, o tiorren, a zalc'h kalz CO2.

Simpl eo an hentenn, ha dedennus e seblant bezañ, met goulennoù a sav memes tra: da gentañ, n'ouzer ket peseurt levezon a vo war an endro hollek ma vez taolet houarn e-barzh ar mor: lakaat a ra lod eus ar plant da ziorren, met petra evit ar re all ? Ha petra c’hoarvez ma vez re a blankton o kreskiñ ? Da eil, evit Greenpeace da skouer, n'eo nemet un doare da dizhout efedoù ar gudenn, ha ket da dalañ ouzh hec’h abegoù. Ha da drede, ez eus ur studiadenn o paouez bezañ embannet e-barzh ar gelaouenn vrudet Nature, o tiskouez n'eo ket ken efedus an hentenn hag ar pezh a oa bet soñjet (titouroù ouzhpenn amañ: http://www.univers-nature.com/). Gant an holl c’houlennoù-se e vo dav kenderc'hel gant ar c'hlask !

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Festival War al Leurenn

 

 

Ar seizhvet abadenn a vo aozet er bloaz-mañ e Bro-Brest. Kaset e vo da benn gant Strollad Plougin. Etre ar 5 a viz C'hwevrer hag ar 1añ a viz Meurzh e vo kinniget a bep seurt pezhioù-c'hoari.

Yaou 5 a viz C’hwevrer : c’hoariva filmet gant Pezhioù-c’hoari fentus (Ar Vro Bagan) e Sal Cyberia Plourin da 8e30 noz.

9-10-12-13 a viz C’hwevrer: staj c’hoariva evit ar vugale e Brest, kaset da benn gant Strollad Plougin e ti Sked.

Sul 15 a viz C’hwevrer: tri fezh-c’hoari gant Strollad Lesneven hag unan gant  Strollad Rebeldia. Sal Lez Kelenn Brelez, 3e g.k., 5 €.

Sul 22 a viz C’hwevrer: daou bezh-c’hoari gant Strollad Plougin, Ene Kargedoull hag An daou zen lent. Sal Roz Avel Sant-Pabu, 3e goude lein.         

Sul 1añ  a viz Meurzh: pezhoù-c’hoari farsus gant Strollad Ar Vro Bagan. Sal Liezimplij Plougin, 3e g.k. 5 €/10 €.

 

Evit gouzout hiroc'h :

Strollad Plougin, pgz : 02 98 89 29 78

strollad.plougin@wanadoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Vendée Globe 2009 gant Desjoyeaux

 

 

Dec'h e oa bet echuet treizh Vendée Globe 2009 gant Michel Desjoyeaux, p'eo erruet ar vag Foncia e porzh ar Sables d'Olonnes. Deuet eo a-benn da vont dreist rekord Vincent Riou: 84 devezh eo padet treizh Desjoyeaux, p'en doa Riou bet ezhomm eus 87 devezh. An eil gwech eo d'ar Breizhad 43 bloaz gounit tro ar bed ar Vendée Globe.

Ne oa ket bet aes evitañ loc'hañ en taol-mañ koulskoude: 40 eurvezh dale en doa tapet, rak ranket en doa Desjoyeaux distreiñ da borzh ar Sables d'Olonnes dre faot kudennoù tredan. Nebeutoc'h evit ur mizvezh en deus bet ezhomm martolod Porzh-ar-Forest (porzh ar Forest-Fouenant) evit adtapout ar strollad bigi a oa e penn ar redadeg. D'ar 16 a viz Kerzu e oa-eñ e penn ar jeu. D'ar mare-se e oa start an traoù er Meurvor Indian gant amzer fall-kenañ ha niverus e oa bet ar rederien bet rediet da zilezel an dreizhadeg. Gellet en deus Michel Desjoyeaux tapout kalz a lañs war ar re a oa war e lec'h evel-se. An eil bag, Brit'Air, sturiet gant Armel Le Cleac'h, a oa dec'h da 1700 milmor eus porzh ar Sables d'Olonnes. Chom a ra dezhañ etre pemp ha seizh devezh merdeiñ a-raok na vefe skoulmet tro ar bed gantañ.

 

Rocaboy trec'h gant Levenez er fank !

 

Mathieu Rocaboy (a-gleiz war ar skeudenn) zo bet trec'h dec'h da-geñver kampionad Kross Breizh (pevar departamant), e Brec'h, tost ouzh an Alre. Reder an AS 22, kampion Aodoù-an-Arvor en deus lañset ar redadeg. Adal ar c'hentañ kammedoù e pake un dek metrad lañs bennak war ar bagad. Distreiñ a rae a-raok fin an dro gentañ 3 reder all: Charles Delys (Kampion Il-ha-Gwilen), Vincent Siou ha Benoit Nicolas (Kampion Penn-ar-Bed). Buan e voe lakaet diaes Nicolas ha daoust d'e strivoù ne zistroas ket war an triad. Fank stank a oa war ul lodenn vat eus an dachenn, lec'hiet en un takad gleborek. A-benn ar fin e voe an emgann etre daou zen ha Rocaboy a oa an hini primañ er metradoù diwezhañ, primoc'h eget Charles Delys. Evit ar wech kentañ e trec'he er genstrivadeg-se.

N'eo ket tremenet heñvel evit ar merc'hed. Levenez, rederez Karaez  he deus lañset ar redadeg evel trec'her ar wazed met klasket he deus kerkent en em zizober da vat eus ar bagad. Klask a rae Elsa Delaunay (Haute Bretagne Athle, Roazhon) enebiñ met ne teue ket a-benn da gevezañ. Eu he zu, Karine Pasquier (Kemper Atleterezh), trec'herez ar bloaz paseet, gwanaet gant ar grip, ne oa ket evit heuliañ an div gentañ. En em zistagañ  a rae Levenez, aes-tre er fank, ha hi da vont da bakout ur pempvet trec'h e kampionad Breizh ar rummad gour.

 

Gwazed

1.Mathieu Rocaboy (AS 22) : 39'03''

2.Charles Delys (EAPB) : 39'07''

3.Vincent Siou (HBA) : 39'30''

4.Benoit Nicolas (Stad Brest) : 39'37''

5.Yves Piederrière (AS 22) : 40'51''

Skipailh: Haute Bretagne Athlétisme, 40 poent.

 

Maouezed

1.Sandra Levenez (ALCP Karaez) : 25'19''

2.Elsa Delaunay (HBA) : 25'51''

3.Karine Pasquier (Kemper Atle) : 26'31''

4.Hasna Taboussi (Kemper Atle) : 27'30''

5.Anna-Ael Le Guern (HBA) : 27'33''

Skipailh: HBA 24 foent.

K.A.H.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Revolutionary Road (Les Noces rebelles)

 

 

Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Amerika - 2008

Seveniñ : Sam Mendes

Golden Globe an aktorez wellañ en un “drama“ evit Kate Winslet – Meneget teir gwech evit an Academy Awards: dilhad, kinklañ ha gwellañ aktor en un eilrann evit Michael Shannon.

 

Pa gej April ha Franck e-kerzh ur gouel ec’h ijinont diouzhtu ur vuhez divoutin ha dispar evito. Kendrec’het int ne vevfont ket evel o zud ur vuhez enoeus hag unton. Met ur wech staliet ar c’houblad e Revolutionary Road ha daou vugel ganto da vare ar bloavezhioù hanter-kant, e trenka an traoù. April a glask neuze un doare da adlañsañ o raktresoù kent en ur vont kuit da vevañ e Pariz.

 

Revolutionary Road a zo bet savet diwar romant Richard Yates (La fenêtre paroramique bet embannet e 1961 e ti Robert Laffont). Unnek vloaz goude Titanic (James Cameron) ec’h adkaver ar c’houblad Kate Winslet ha Leonardo DiCaprio en ur film diwar-benn un darempred karantez o tispenn. Sam Mendes a ginnig amañ ur film heñvel un tamm ouzh e film kentañ American Beauty (1999). Un aergelc’h all a zo koulskoude er film, abalamour d’ar sonerezh, d’ar gouleier ha d’an doare da filmañ Kate Winslet, gwreg ar sevener, a santer naturel ha gwirion. Ar film e-unan a zo brav, hirik evit tud zo moarvat, trist ha melkonius...

 

G.L.

 

 

Festival Travelling Roazhon

 

Evit e 20vet deiz-ha-bloaz e tegemer ar bloaz-mañ festival Travelling ur gêr hollvrudet: Jeruzalem. Etre an 31 a viz Genver hag an 10 a viz C’hwevrer e vo tu da sellet ouzh filmoù diwar-benn ar gêr brudet er bed a-bezh.

Kalz filmaozourien zo bet awenet gant an disrann etre Israel ha Palestina. Filmoù savet gant David Perlov, Elia Suleiman, Sidney Olcott pe Martin Scorsese a vo diskouezet e kalz lec’hioù e Roazhon.

Daou zen a vo degemeret evit displegañ ar filmoù ha luskañ prezegennoù: Yael Fogiel, ur broduerez eus Israel ha Hussam Hindi, ur palestinad hag a ra war-dro Festival Dinard.

Evit ar bloaz kentañ ez eus kinniget ur raktres nevez: "senario un istor berr". Kinniget e vo d’ar filmaozourien sevel ur filmig diwar un istor berr skrivet gant Etgar Keret.

Tu a vo ivez d’an arvestourien da votiñ evit ar filmoù. Div genstrivadeg a vo aozet.

 

Pauline Kerskaven

Evit gouzout hiroc’h :

www.clairobscur.info/travelling.php

 

 

 

 

 

 

 

 

 

La Route du rock – Collection hiver

20-22 a viz C'hwevrer e Sant-Maloù

 

 

Evit ar pevare gwech e vo aozet La Route du rock - Collection hiver. War batrom La Route du rock eo savet ar gouel-se: lakaat an dud da selaou arzourien ne glever ket war ar chadennoù skingomz a-hed an amzer. Ur mennozh mat eo, daoust m'eo start d'an aozerien kenderc'hel gant o raktres: en hañv tremenet e oa kaoz e vefe echu gant ar gouel-se. C'hwec'h arzour disheñvel a vo kinniget d'ar Gwener, ha kemend-all d'ar Sadorn. Gant an niver a dikedennoù a zo bet ijinet a-benn rummadiñ ar strolladoù sonerezh nevez ez eo diaes a-walc'h gouzout peseurt sonerezh a vo klevet. Archie Bronson Outfit (Gwener 20) da skouer, a embann e sonont eun doare psikedelek-punk ha folk war-un-dro.

Crystal Antlers, hag a sono d'ar Sadorn, a ra sonerezh indie, koulskoude e seblantont kaout muioc'h a startijenn evit ar strolladoù all renket er rummad-se. Chañsoù' zo e vefe ivez peadra da vezañ souezhet gant Gang Gang Dance ha Chairlift. Sonerezh bihanoc’h a vo gant Jeremy Jay, ha n'eo ket souezhus-tre, pa weler ez eo embannet e sonerezh gant K Records.

N'eus ket pell zo hon eus kaozeet amañ eus Handsome Furs (skeudenn): dont a ray an daouad kanadian da ginnig e sonerezh elektro-folk d'ar Sadorn. Echuiñ a raio an traoù d'ar Sul gant Elysian Fields.

Ar re a fell dezho prederiañ a c'hallo mont da selaou ar brezegenn diwar-benn perzh an dud a youl vat e bed an arzoù, pe an hini diwar-benn ar sonerezh folk.

30 euro an div nozvezh, 18 euro an nozvezh.

R.M.

Muioc'h a Route du rock :

http://www.laroutedurock.com/

 

 

Kan ar bobl :

disadorn e krogo !

 

Evel bep bloaz e vez aozet kejadennoù evit dibab piv a gemero perzh e Kan ar Bobl 2009.

Ar gejadenn gentañ a vo aozet e Gwerliskin d'ar Sadorn 7 a viz C"hwevrer. Evit tud eus Bro-Dreger ha Kerne-Uhel eo. An emstriverien a vo dibabet e-pad ar veilhadeg, aozet gant Dastum. D'ar Sul, goude kreisteiz e vo ivez ur sonadeg.

Ur gejadenn a vo graet d'ar Sadorn ivez e Touraine, e Monts e-kichen Tours, etre 2 eur goude lein ha 7 eur noz.

An 12vet Roue Waroch a vo kinniget ar sizhun war-lerc'h, d'an 13 betek ar 15 a viz C'hwevrer e Pleskob. Sonerien eus Bro-Gwened a zo pedet da ganañ gant ar gevredigezh Petra Neue.

Kendalc'het e vo gant ar c'hejadennoù e Breizh a-bezh e pad mizioù C'hwevrer ha Meurzh avat. Da skouer e vo aozet e Landavran, Pazieg e-kichen Roazhon, Menez-Dol pe Lesneven...

Tu zo deoc'h da lakaat hoc’h anv. Ret eo goulenn ur fichenn enskrivañ digant ar gevredigezh a aoz ar gejadenn en ho pro. Digoust eo.

Abaoe 1973 e vez kinniget "Kan ar Bobl". Kalz sonerien brudet e Breizh ha pelloc’h o deus kemeret perzh ennañ evel Diaouled ar Menez, Ar Re Yaouank, Storvan, Yann-Fañch Kemener, Denez Prigent, Annie Ebrel pe Kristen Nikolaz.

P.K.

Evit gouzout hiroc'h :

http://kanarbobl.free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Sevenadur Breizh lidet e miz C’hwevrer

 

 

Bev-buhezek eo hor sevenadur e Breizh. E pep korn ar vro e vez aozet devezhioù dedennus adalek miz Genver, evel ar festival Taol Kurun e Kemperle.

E miz C’hwevrer e vo kendalc’het gant gouelioù a lid sevenadur Breizh.

E Roazhon e vo aozet Sevenadur ar Vro, etre an 18 a viz C’hwevrer ha penn-kentañ miz Meurzh. Gant ouzhpenn 16 kevredigezh e vo kinniget festoù-noz, prezegennoù ha c’hoarioù hengounel… Tu a vo ivez da vont da selaou kontadennoù ha da welet pezhioù-c’hoari.

Ur staj diwar-benn sonerezh Breizh Uhel vo kinniget d’an dud dedennet.

Evit an navet gwech, ne vo ket ankounac’het ar yezhoù. Ar c'hevredigezhoù a ginnigo stajoù e brezhoneg pe e gallaoueg. Evel bep bloaz e vo baleet e straedoù Roazhon en ur ganañ ivez.

Pal Sevenadur ar Vro eo lakaat an dud da gejañ ha da gomz diwar-benn ar sevenadur e-pad 13 devezh.

En Oriant, Deizioù, kinniget gant Emglev Bro an Oriant zo tost echu. Disul a zeu e vo da skouer ur fest-deiz, aozet gant Dastum evit kregiñ mat ar miz !

P.K.

Evit gouzout hiroc’h :

www.sevenadurarvro.org

ha

www.emglevanoriant.com

 

 

Lennit Bremañ miz C'hwevrer

 

Gwalldaolioù ar 26 a viz Du 2008 e Mumbai, politikerezh Sina en Afrika, stad an traoù evit un implijad eus labouradeg PSA Roazhon, ar reuz bet er Post e Breizh e-keñver ar brezhoneg, skipailh FC an Oriant, troiad filmoù bevaat Daoulagad Breizh... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ C'hwevrer 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet da vrezel Gaza. D'ar 27 a viz Kerzu 2008 eo tarzhet muioc'h c'hoazh ar feulster e strizhenn Gaza gant argad arme Israel. En teuliad e vez kinniget ur pennad diwar-benn stad an dachenn douar, arouezius eus an dizemglev padus etre Israeliz ha Palestiniz. Eil lodenn an teuliad a ro ar gaoz d'ur c'helaouenner bet war an dachenn e fin miz Genver, evit testeniañ eus ar pezh en deus gwelet e Gaza.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org