|
|
|
|
|
|
|
Lun 12 a viz C'hwevrer, niv.132 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Boulc'het prosez an Erika |
|
|
Tamallet
e vez da dTotal bezañ asantet e vefe kaset e fioul war
bourzh ur
vag re gozh (24 bloaz ha 10 miz) pa ne ro ket e aotre an
embregerezh d'ober gant bigi 25 bloaz sañset. Daoust da se
en
deus degaset
Total elfennoù e teuliad ar prosez evit bezañ
didamallet. Goulenn a raio alvokidi Total e vefe lezet an afer da
vont... |
|
|
|
|
|
|
|
Doux
n'eo ket disi |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Brezhoneg
Bro-Wenrann |
|
|
Kalz keleier a vo kavet diwar-benn
rannyezh Bourc’h-Baz a-drugarez da destenioù evel
re Théodore Hersart de La Villemarqué,
Léon Fleuriot pe c’hoazh Donatien Laurent. An
dastumerien-mañ, dre o beajoù eno, etre 1870 ha
1962, zo bet o tastum elfennoù yezh: testennoù,
lodennoù kanaouennoù, geriaoueg ha
tammoù kaozeadennoù yezh-pemdez. Ur
"c’horpus" a-bouez, dreist-holl p’eo aet da get
rannyezh Gwenrann. Er 5vet ha 6vet kantved eo
n’em silet ar brezhoneg-mañ, etre ar gallo hag ar
galleg a veze komzet war an takad-se d’ar
c’houlz-se. Betek ar 16vet eta eo liesyezhek ar
pennoù-bras hag ar varc’hadourien, a implij ar
brezhoneg en o buhez pemdez. Ha tamm-ha-tamm eo aet war vihanaat
tachenn ar brezhoneg, betek ar bloavezhioù 1940-60
p’eo marvet ar re ziwezhañ o doa un tamm
anaoudegezh deus ar yezh-se. A-drugarez d’an danvez
implijet evit an diskouezadeg-mañ e vo embannet, evit ar
wech kentañ, notennoù yezhouriezh war rannyezh
Bourc’h-Baz, dastumet e stumm ur c’heriaoueg bodet
2000 pennad gant skouerioù enni. H.L. Sadorn ha Sul, etre 10e ha 12e hag
etre 2e ha 6e. Bemdez e-pad
vakañsoù miz C’hwevrer. Evit gouzout hiroc’h: museedesmaraissalants@wanadoo.fr
Pgz: 02 40 23 82 79. Mirdi ar Baludourien, 29 bis straed
Pasteur, 44740 Bourc’h-Baz |
|
|
|
|
|
|
|
Stadoù
mell-droad goullo en Italia |
|
|
E Firenze ha Bergamo e oa
kantadoù a suporterien o vanifestiñ, en un doare
sioul war a seblant, evit goulenn e vefe digoret ar stadoù
mell-droad dezho. Ar memes tra zo c'hoarvezet e Veronea lec'h ma oa un
200 den bennak o tibunañ. E Sikilia e oa niverus-tre ar
boliserien evit diwall ar c'hrogad a oa etre Messina ha Catania. Roet e
oa bet d'an termen diwezhañ an aotre da stad Milano da
zegemer an dud koumanantet d'an abadennoù mell-droad (37000
e oant memes tra). Seizh stad all eus ar Rummad A n'int ket
hervez-lezenn ha ne c'hellint ket degemer sellerien e-keit ma chomint
evel m'emaint. |
|
|
|
|
|
|
|
Blood
Diamond |
|
|
Stadoù-Unanet –
2005 Seveniñ : Edward Zwick Difennet d’ar re dindan 12
vloaz
Un doare film spouron eo, met ar film spouron-se a daolenn ar wirionez: broioù ar su diroget gant ar brezelioù, korvoerezh mab-den gant mab-den, bugale soudarded, ha kement-se zo liammet ouzh gounid broioù an norzh a chom diseblant a-hend-all. Ouzhpenn ur film dudi eo Blood Diamond evit gwir, splann eo, ha, kement ha bezañ peurboell, skipailh ar film en deus strivet evit skoazellañ tud al lec’h treiñ. Ur gwir oberenn eo war ar marc’had rak kreñvoc’h-kreñvañ e teu an istor hag an tudennoù da vezañ a feur ma yaer war-raok gant an abadenn. Peadra da gavout abegoù eus ar re wellañ evit chom hep prenañ diamant ebet da-geñver Gouel Volantin. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h:
http://wwws.warnerbros.fr/blooddiamond/ |
|
|
|
|
|
|
|
An
Erer Kozh – Bec’h d’ar son |
|
|
Kregiñ a raio an
traoù d’ar Gwener 9 gant Miossec. An deiz
war-lerc’h e vo aozet un nozvezh pop/rock/folk e leurenn
Glenmor gant Brisa Roché, Renan Luce (paotr Montroulez) ha
Babet (sonerez violoñs e Dionysos). D’ar Sul e vo
un nozvezh elektro gant Yelle (plac’h Sant-Brieg) pe
c’hoazh John Lord Fonda (a vez keñveriet alies-tre
gant Vitalic). Echuiñ a raio an traoù
d’ar Sul 11 gant un abadenn sonerezh ar bed (Ozan Trio). Bez e vo ivez abadennoù
digoust e tavarnioù Karaez. Tikedoù etre 12 hag 20
euro. Pass 3 devezh evit 40 euro. R.M. Muioc’h a
ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Teuzenn
chokolad & chokolad gwenn |
|
|
Mari Lubrano |
|
|
|