|
|
|
|
|
|
|
Lun 26 a viz Genver, niv.223 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Dirak an tier-post |
|
|
A-benn fin ar sizhun e oa
cheñchet an traoù e-keñver mekanikoù ar Post. Pa ne oa ket ar binvioù evit
"lenn" ar C'H en anvioù lec'hioù brezhonek d'al Lun, d'ar Yaou en
doa prezidant La Poste, Jean-Paul Bailly roet da c'houzout e vefe gwellaet ar
mekanikoù da ziveskañ al lizhiri evito da zegemer ar C'H. Emgavioù all zo bet roet adarre dirak Ti Post an
Oriant disadorn da 10e. Un eil a vo e Naoned da 2e dirak an Ti Post war
plasenn Breizh, aozet evit skoazellañ war memes tro ar c'hwec'h den yaouank
bet tamallet dezho bezañ mastaret logo savadur Kuzul-rannvro
"Broioù-al-Liger." |
|
|
|
|
|
|
|
Petra eo MOMAGRI ? |
|
|
M.M.
http://www.momagri.org/ |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg e Ti ar Vro Kemper |
|
|
150 skeudenn zo kinniget gant Dastum Bro-Gerne
betek an 30 a viz Genver. Ar skeudennoù a ziskouez istor sonerezh hengounel
Breizh. Ar skeudennoù-se zo kozh. Er bloaz 1984 int bet
dastumet gant ar strollad Genn-ha-genn e Breizh. Enklaskoù zo bet graet gant
ar strollad 25 bloaz zo, evit gouzout hiroc’h war an hengoun dianavezet-se. Poltredoù sonerien gozh, brudet, a vez roet da
welet, evel Victor Gautier, Louis Morin pe c’hoazh André Lardivel, a
veze graet Hardivielle anezhañ. Bielloù gwir zo da welet ivez e Ti ar Vro Kemper. E miz C’hwevrer e vo kinniget un
diskouezadeg all diwar-benn istor Kemper "Yannig e vil vicher".
Myriam Guilloux a ginnigo ivez he livadurioù graet war goad. Kenderc’hel
a raio an diskouezadeg-se betek fin miz Meurzh. An diskouezadeg zo digor a Lun da Wener, etre 10
eur ha 12 eur hag etre 14 eur da 18 eur. P.K. Evit gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
Bonnand trec’h e Lannarvili ! |
|
|
Brav e oa an emgann etre an daou gentañ a zo
chomet stag revr ha roched betek al linenn ziwezhañ, met mat e vefe desachañ
rederien uhelañ ar bed evit ar cyclo-kross etrebroadel-mañ. Ar pezh a vo
klasket ober gant Yann ar Beskont hag e gamaladed en ur ginnig degemer ul
lodenn eus Kib ar bed, er bloaz a zeu. K.A.H Disoc'hoù : http://www.cyclo-cross-lanarvily.com/ Echu huñvre Konk-Kerne !
K.A.H |
|
|
|
|
|
|
|
|
Slumdog Millionaire |
|
|
Stadoù-Unanet,
Breizh-Veur – 2007 Seveniñ
: Danny Boyle Diwar
oberenn Vikas Swarup
Kas ar sinema breizhveuriat lec’h ma ne
c’hortozer ket anezhañ eo bet linenn-stur Danny Boyle er bloavezhioù
tremenet: ur film zombied (28 Days Later, 2002) hag ur film
skiant-faltazi (Sunshine, 2007) zo e-touez e oberennoù diwezhañ.
N’eus ket liv filmoù Bollywood war an abadenn-mañ avat (war bouez
nebeut). Istor un triad bugale ganet en un trede bed hag a emdro gant ar
bedelaat eo. Siwazh, India, an dienez hag ar bedelaat n’eo nemet
paper-moger da ginklañ ur marvailh eus ar re voutinañ. N’eo ket
displijus an abadenn tamm ebet met ne denn ket gounit penn-da-benn eus an
danvez a oa. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h : http://www.foxsearchlight.com/slumdogmillionaire/
Evit e 20vet deiz-ha-bloaz e tegemer ar bloaz-mañ
festival Travelling ur gêr hollvrudet: Jeruzalem. Etre an 31 a viz Genver hag
an 10 a viz C’hwevrer e vo tu da sellet ouzh filmoù diwar-benn ar gêr
brudet er bed a-bezh. Kalz filmaozourien zo bet awenet gant an disrann
etre Israel ha Palestina. Filmoù savet gant David Perlov, Elia Suleiman,
Sidney Olcott pe Martin Scorsese a vo diskouezet e kalz lec’hioù e
Roazhon. Daou zen a vo degemeret evit displegañ ar filmoù
ha luskañ prezegennoù: Yael Fogiel, ur broduerez eus Israel ha Hussam Hindi,
ur palestinad hag a ra war-dro Festival Dinard. Evit ar bloaz kentañ ez eus kinniget ur raktres
nevez: "senario un istor berr". Kinniget e vo d’ar filmaozourien
sevel ur filmig diwar un istor berr skrivet gant Etgar Keret. Tu a vo ivez d’an arvestourien da votiñ evit
ar filmoù. Div genstrivadeg a vo aozet. Pauline Kerskaven Evit gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ramones – Ramones |
|
|
Hag a-daol-trumm e teu
pevar den, koulz lavarout ar vreudeur Dalton chupennoù lêr, bragoù jean
strizh ha botoù Converse ganto, da ziskouez dezho petra eo ar rock'n'roll:
tri c'hendon, lusk eeun, ha kanaouennoù berroc'h evit 2'30. Tamm solo ebet
gant ar gitar, da gentañ peogwir ne servij da netra, da eil peogwir ne oant
ket gouest forzh penaos. Enrollet dindan tri devezh
e New York e 1976, pladenn gentañ Ramones a zo leun a donioù arouezius eus ar
strollad: penn-kentañ direbech gant Blitzkrieg Bop ha tonioù all ken brudet
all: Judy is a Punk, Now I Wanna Sniff Some Glue, 53rd and 3rd hag all. Da
lavaret eo 14 kanaouenn taolet dindan nebeutoc'h evit 30 munutenn, levezonet
koulz gant ar strolladoù sonerezh garage hag ar sonerezh bubblegum pop. Da
heul e teuas ur bern strolladoù all: Blondie, Talking Heads pe Television.
Hag an holl da ginnig o zonioù e sal hollvrudet New York, CBGB hec'h anv. Kenkoulz all e vo an daou
albom a zeuas er-maez e 1977: Rocket to Russia ha Leave Home. Goude-se e pado
ar strollad ha ne vo ket kenkoulz e bladennoù : n'eo ket grevus, rak gant o
fladenn gentañ int deuet a-benn da ziazezañ ar pezh a zeuio da vezañ al
luskad punk. Ar re a fellfe dezho
gwelout Ramones war al leurenn o do o feadra gant and DVD anvet Ramones Raw.
Ha bremañ kanit holl: Hey Ho, let's go! R.M. Adembannet gant Rhino (8
kanaouenn ouzhpennet : demo pe doare single) Muioc'h a Ramones : http://www.officialramones.com/ Ur wech ar
miz e kinniger ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet |
|
|
|
|
|
|
|
Sevenadur Breizh lidet e miz
C’hwevrer |
|
|
E miz C’hwevrer e vo kendalc’het gant
gouelioù a lid sevenadur Breizh. E Roazhon e vo aozet Sevenadur ar Vro, etre an 18
a viz C’hwevrer ha penn-kentañ miz Meurzh. Gant ouzhpenn 16 kevredigezh
e vo kinniget festoù-noz, prezegennoù ha c’hoarioù hengounel… Tu a
vo ivez da vont da selaou kontadennoù ha da welet pezhioù-c’hoari. Ur staj diwar-benn sonerezh Breizh Uhel vo
kinniget d’an dud dedennet. Evit an navet gwech, ne vo ket ankounac’het
ar yezhoù. Ar c'hevredigezhoù a ginnigo stajoù e brezhoneg pe e gallaoueg.
Evel bep bloaz e vo baleet e straedoù Roazhon en ur ganañ ivez. Pal Sevenadur ar Vro eo lakaat an dud da gejañ ha
da gomz diwar-benn ar sevenadur e-pad 13 devezh. En Oriant, Deizioù, kinniget gant Emglev Bro an
Oriant zo tost echu. Disul a zeu e vo da skouer ur fest-deiz, aozet gant
Dastum evit kregiñ mat ar miz ! P.K. Evit gouzout hiroc’h : ha Lennit Bremañ
miz Genver!
Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|