Lun 5 a viz C'hwevrer, niv.131
Sizhun 6 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Kreskiñ niver skoazellerien Diwan

 

 

Emañ Diwan Breizh o kas war-raok ur c’houlzad brudañ evit kreskiñ niver an treuzvankadennoù ha kinniget zo bet gant pennoù-bras ar gevredigezh ur c’huzul-paeroniañ nevez flamm evit sikour ar skolioù.

Ezhomm bras zo gant Diwan da greskiñ e vudjed evit dont a-benn da ziorren. Digeriñ skolioù nevez, ur skolaj raktreset el Liger-Atlantel... "Rak ne vez kemeret koust ur skol nevez e karg gant ar Stad nemet goude pemp bloaz, hag e-keit-se e rankomp kaout peadra da baeañ an holl bostoù. Ouzhpenn se e chom ganeomp da arc’hantañ 100 post n’int ket skolaerien pe kelennerien" he deus degaset da soñj Anna-Vari Chapalain, renerez Diwan.

Ne vo ket kempouez ar budjed anez kaout 300 000 euro a brofoù : bep bloaz e vank c’hoazh 11 000 euro neuze. Evit dont a-benn da dizhout ar sifr-se ez eus bet savet follennoù pleg-dibleg nevez, enno ur golo T, a vo skignet 100 000 skouerenn anezho e 200 lec’h disheñvel e Breizh hag er C'hwec'hkorn. Ar pal a zo kavout, gant ur geidenn a 15 euro ar miz dre zen, 500 profer nevez e miz Ebrel ha 500 nevez all e miz Even evit 2007. "En holl e vo ret deomp daougementiñ niver ar broferien en ur dremen eus 3000 da 6000. Ha reiñ 15 euro da Ziwan ne goust nemet 5,10 euro d’an dud gant an digreskoù tailhoù" eme ar renerez.

70 den a zo er c’huzul-paeroniañ evit ar poent, en o zouez sportourien evel Florence Artaud pe Eugène Rigidel, skiantourien evel Yves Coppens, pe c’hoazh arzourien evel Gilles Servat hag Alan Stivell, met kalz tud all a gemero perzh ivez, evit mont betek 200 den en holl. "Bez' e vo eus ar c’huzul-mañ keit ma ne vo ket tizhet e holl balioù gant Diwan" eme Patrig Herve, kenbrezidant ar gevredigezh. Hag evit-se e vo aozet ur vanifestadeg en Oriant d’ar 24 a viz Meurzh.

H.L.

Follenn skoazell dre dreuzvankañ

Follenn skoazell ispisial evit sevel skolioù nevez

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar voul-douar o teñvalaat (global dimming)

 

 

Petra eo se c'hoazh ? Unan all eus efedoù emzalc'h mab-den war an douar. Dianav a-walc'h eo hennezh koulskoude. Pa vez devet koad, glaou, pe eoul-maen e teu takennoùigoù dour d'en em strollañ tro-dro d'ar partikulennoù eztaolet. "Aerosol" a vez graet eus an dra-se. Dre se e vez stankoc'h ar c'houmoul, hag e lakont muioc'h a amzer a-raok ober glav. Adkaset e vez neuze ul lodenn eus skinoù an heol e diavaez an atmosferenn: yenaat a ra an douar. War un dro, ne zeu ket ar glav ken aes se: sec'hiñ a ra an douar. An darvoud-se en defe enebet ouzh tommadur an douar liammet ouzh an efed-gor, met dre ma vez graet studioù evit talañ outañ eo posupl e vefe nullet e efed a-benn nebeut, ha neuze brasaet tommadur an douar. An dra-se ivez a c'hellfe displegañ ar sec'hor a zo c'hoarvezet en Afrika e-kerzh ar bloavezhioù 1980. An dra-se a c'hellfe bezañ gwelet evel un diskoulm evit talañ ouzh tommadur an douar, met efedoù drastus all a zo gantañ: glav trenk, sec'hor, hag all. Ouzhpenn se eo lec'hel a-walc'h.

M.M.

Kit da welet pennad dedennus Wikipedia :

http://fr.wikipedia.org/wiki/Assombrissement_global

 

 

 

 

 

 

 

 

Nozvezh ar vuzisianed beajourien

 

 

Dimeurzh e vo kinniget "Emañ ar speredoù o selaou - sonerezh ha chamanerezh Siberia". Un abadenn rouez ha dreistordinal e Kwarz Brest. Tregont chaman deuet eus Siberia a-bezh a sono hag a zañso evit liammañ an doueed hag an dud.

Al lodenn gentañ a grogo gant Saveli Vasiliev, unan eus ar chamaned hengounel diwezhañ e Siberia, a aoz lidoù evit ar chaseourien hag an desaverien kirvi-erc’h, gant kanoù chaman hag un daboulin. Peder arzourez eus ar bobl Toungouz a vo ivez war al leurenn: Oktjabrina Vladimirovna Naumova a gano tonioù a gont istorioù, gant dañsoù kelc’h ; Ljubov Dèkimbuvna Bel’Dy a vo gant he zaboulin hag he c’houriz-son a lak da seniñ en ur hejañ he divlez ; Galina Bogdanova ha Tatiana Dvoinova, muzisianezed eus hanternoz Vladivostok, a gano ar gouelaned hag an arzhed. Ha Slava Egorovitch Kemlil, eus pobl chaseourien bronneged an Tchouktched, a zrevezo bronneged ar mor ha loened an Toundra. An eil lodenn a ginnigo an arzhed. Ur ganerez a vo gwisket gant danvez kirvi-erc’h, brodet a-vil-vern, ha div arzourez all a gano an distruj ekologel. Kinniget a vo c’hoari an arzh gant kanerien ha dañserien.

Evit an trede lodenn e vo pobloù siberian, turkek o yezh, awenet gant sonioù an natur hag ar c’hoadoù don, gant ur c’han diftonek a gont meurzanevelloù. Ur vamm-gozh hag he merc’h-vihan, eus pobl ar Vouriated, an hini nemeti gant ur yezh vongolek e Siberia, a gonto ur bed a vev war un dro gant sevenadurioù ar voudisted hag ar chamaned.

H.L.

Evit gouzout hiroc’h: http://www.lequartz.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad amerikan: 41vet Superbowl

 

 

Dec'h e oa echuet e Miami (Florida) ar 41vet Superbowl, da lavarout eo krogad diwezhañ ar c'hampionad mell-droad amerikan. Dindan ar glav-bil eo bet c'hoarierien an Chicago Bears hag an Indianapolis Colts oc’h en em gannañ e-pad ouzhpenn 3e30 (ma konter ar prantadoù bruderezh niverus). Tud Chicago zo deuet a-benn d'ober un dra na oa c'hoarvezet gwech ebet en istor ar Superbowl betek-henn : un "touchdown" zo bet merket ganto er penn-kentañ-tout (7 poent dastumet er 14 eilenn gentañ!). Start eo bet ar jeu etre an daou skipailh, gant an dachenn deuet da vezañ ramp-kenañ gant ar glav-bil. Tamm-ha-tamm eo aet an traoù gwelloc'h diouzh tu an Indianapolis Colts, en eil kard-amzer gant daou d-touchdown evito. Eil hanterenn ar c'hrogad zo aet da vat war an tu se hag aet eo ar maout gant ar c'hColts (29-17). Ne oa ket bet gounezet ar Superbowl ganto abaoe 1971, pa oant staliet e Baltimore.

 

 

 

 

 

 

 

 

Pars vite et reviens tard

 

 

Frañs – 2005
Senario ha seveniñ : Régis Wargnier

 

Diskaret eo ar c’homiser Adamsberg (José Garcia) gant disparti e zousig koant, Camille (Linh Dan Pham). Steuziet eo barregezh vojennel ar poliser gant an dra-se. Pouezus e vefe dezhañ kaout un tamm ijin er mare-mañ koulskoude : arouezioù zo a ro dezhañ da grediñ ez eus unan bennak gant ar soñj degas en-dro ar vosenn da Bariz. Ur c’horf marv kentañ a adkaver.

 

Kenkoulz eo lavaret diouzhtu n’eo ket gwall entanus Pars vite et reviens tard. Heñvel ouzh tudenn José Garcia eo red ar film : dinerzh ha dic’hoanag. Aktored a-feson zo bet bodet amañ (Serreau, Gourmet, Gillain, h.a.), met n’eo ket a-walc’h evit reiñ talvoudegezh d’ur senario en defe e blas kentoc’h e kael filmoù polis ar Gwener noz war France 2.

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h: http://www.parsviteetrevienstard-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Panoramas #10 – Montroulez

 

 

Etre ar 4 hag an 8 a viz Ebrel

Hopala ! Stagit ho kouriz, tudoù, emañ rakprogramm "Panoramas #10" o paouez bezañ embannet. Ha pa weler listenn an arzourien zo kinniget deomp evit poent, ez eus peadra da soñjal ez eus bet graet strivoù gant an aozerien a-benn lidañ 10vet deiz-ha-bloaz ar gouel, hag e vo diaes chom hep mont da Vontroulez e penn-kentañ miz Ebrel.

Kan gall a vo kinniget d’ar Yaou 5 gant Jacques Higelin ha Jeanne Balibar, ha sonerezh folk gant Peter Von Poehl.

An deiz war-lerc’h e vo tu da selaou Joey Starr, Yelle (skeudenn) pe c’hoazh Stuck in the Sound. Tamm amzer ebet evit distanañ, d’ar Sadorn ivez e vo tu da vourrañ : Public Enemy, Laurent Garnier, Asian Dub Foundation, Modeselektor, ha Rubin Steiner a ginnigo o sonerezh. Ha d’ar Sul, evit echuiñ : Abstrakt Keal Agram, Belone Quartet…

Emañ an tikedoù e gwerzh, etre 13 ha 24 euro, hervez an nozvezh ho peus dibabet. Pass Gwener-Sadorn e 30 euro evit poent, pass evit ar gouel a-bezh e 45 euro. Goude-se e vo keroc’h.

R.M.

Muioc’h a ditouroù, tikedoù da brenañ :

http://www.panoramas10.com/

http://www.wartiste.com/WART/index.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Tartezenn Tatin war ar prim

 

 

Amann – 1 loaiad vras a garamel –  toaz bresk -  (1 pakad toaz prest da implijout) – 6 aval – 1 sac'hadig sukr vanilhet

 

Raktommit ar forn (210 / therm 7). Amannennit ur moull. Dibunit ha lakait an toaz war un tamm paper parch. Dibluskit ha troc’hit an avaloù a drañchennoù. Goloit ar moull gant ar banne karamel, lakait an tammoù avaloù warnañ. Laoskit plas etre ar frouezh ha ribl ar moull. Poultrennit gant ar sukr vanilhet. Ledit an toaz war an avaloù ha pladit mat. Lakait er forn war-dro 25 mn. Da zebriñ klouar gant un tamm dienn fresk.

 

Mari Lubrano