|
|
|
|
|
|
|
Lun 1 a viz C'hwevrer, niv.271 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Manifestadeg enep-Kremlin bet mouget |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ha
gallout a ra boued bio ha gourmarc'hadoù mont asambles? |
|
|
Dav
eo neuze kompren an abegoù da seurt diforc'h. Da gentañ,
dre ma vez muioc'h a redioù gant al labourerien-douar bio e
koust keroc'h dezho sevel o boued. Da eil, dre ma vez gwelloc'h ar
produoù eo un arguzenn evit gwerzhañ anezho keroc'h. Met
traoù all a zo ivez. Gallout a raer lâret, ne vez ket
kontet hollad koust ur produ e-barzh e briz: evit ar produoù
saotrus eo dav kontañ, ouzhpenn d'o friz, ar frejoù evit
disaotrañ hag an traoù kollet gant ar saotradur. Ar re-se
n'en em gavont ket e-barzh priz ur produ, met e-barzh an
tailhoù. Traoù all a zo. Tro-spered ar PAC a ro
yalc'hadoù brasoc'h d'al labourerien-douar seul vrasoc'h e vez o
zachenn hag askoridikoc'h o froduiñ: arc'hant an tailhoù,
ur wech ouzhpenn, a vez implijet evit digreskiñ prizioù
ar boued saotrus. Ret eo ivez menegiñ e ve kemeret un dregantad
kalz brasoc'h gant ar stalioù bras pa vez bio ar boued eget pa
ne vez ket: evit an avaloù, e vez kemeret 0,50€ dre kg gant
ar stal evit unan saotrus, hag 1,09€ evit unan bio! Gwelet a reer
neuze ne zeu ket kudenn ar priz eus ar boued e-unan, met eus an aozadur
ekonomikel a zo tro-dro, a lak anezhañ da vezañ keroc'h:
n'emañ ket ar bio en e blas en un aozadur ekonomikel a-seurt-se.
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Deizioù 2010 e bro an Oriant |
|
|
An Deizioù, kenurzhiet gant
Emglev Bro an Oriant. Evit gouzout hiroc'h: 02 97
21 37 05 Lec'hienn: http://www.emglevanoriant.com Postel : emglev.bro.an.oriant@cegetel.net |
|
|
|
|
|
|
|
Kib mell-droad
2010 Broadoù Afrika aet gant Egipt |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gainsbourg (vie héroïque) |
|
|
Frañs
– 2009 Senario
ha seveniñ : Joann Sfar
Anavezet eo Joann Sfar evit e vannoù-treset
kentoc’h: diwanet eo e-touez rummad nevez ar sevenerien bannoù-treset
(ma c’haller c’hoazh lavaret eo “nevez” rummad
L’Association). Stank e c’hoarvez e klaskfe ar bannoù-treset
drevezañ ar sinema, Sfar avat en deus klasket pinvidikaat doareoù ar
bannoù-treset. N’eo ket souezh neuze e trevezfe ar bannoù-treset e film
kentañ. C’hoari an dudenn bennañ hag e zoubl "diabarzh" (La
gueule, aze) zo unan eus rekipeoù boutin albomoù L’Association, da
skouer. N’eo ket toull tamm ebet e-keñver danvez ar film met, siwazh, e
chom kamm an disoc’h war ar skramm c’hoazh. Ur
c’homedianeta eus ar re wellañ zo bet graet, e gwirionez (nemet Philippe
Katerine e Boris Vian marteze), met n’eo ket a-walc’h evit pareañ
ar c’hammerezh-se. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tindersticks – Falling Down a Mountain |
|
|
Ar
wech-mañ e krog an traoù gant son ur saksofon war un ton jazz dic’hortoz
a-walc'h. Poent cheñch? Ha cheñch a ra an traoù just a-walc'h gant an eil
kanaouenn, anvet Keep You Beautiful. Hag e
kendalc'h an traoù evel-se, en un doare "skañv" ma c'haller
lavarout. Piano ha diskan war Harmony Around My Table, un ton pop ma'z
eus unan da gaout war ar bladenn-mañ. Da-heul un ton (Peanut) kanet
gant ar ganadianez Margaret O'Hara. Gitaroù doare Spagn a glever war She
Rode Me Down, evel ma veze klevet war o fladenn gentañ. Echuiñ a ra an
traoù en un doare klasel gant Factory Girls hag an ton sonerezh anvet Piano
Music. Meur a
hini a oa bet un tammig souezhet gant pladennoù diwezhañ Tindersticks. Amañ
eo anat an traoù: distroet int d'an diazezoù, evit brasañ plijadur Yann
selaouer. R.M. Embannet gant 4AD Muioc'h a d/Tindersticks : |
|
|
|
|
|
|
|
|
Kreien avaloù-douar |
|
|
Danvez: 5 /6 aval-douar – fourmaj malet (Pyrénée, Roquefort pe
Emental): 100 g evit 1 c’hilo avaloù-douar – Morzhed-hoc’h
(hervez c’hoant pep hini) – Pebr – Holen (hervez ar fourmaj
dibabet) – Koaven fresk – Amann
Pebrañ ha sallañ
(nebeut-nebeut) anezho. O lakaat en ur plad-forn,
druzañ ar plad gant amann pe eoul. Lakaat ur gwiskad rondigennoù avaloù-douar ha
goude ur gwiskad fourmaj malet ha morzhed-hoc’h troc’het a
dammoùigoù. Ober kement-se 3 gwech hag
echuiñ gant ur gwiskad avaloù-douar. Goloiñ ar gwiskad diwezhañ
gant koaven fresk dourek ha tammoùigoù amann Lakaat er forn da boazhañ
e-pad un eurvezh, tommder etre. Riwanon Er miz-mañ e
voulc'h Bremaik ur rummad rekipeoù, deuet evit an
darn vrasañ anezho eus ar broioù keltiek
Goude ur bloavezh ehan en deus
adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre
evit 2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo
bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit
ober gant ar brezhoneg bemdez! Kas ur chekenn 12€
da: Skol an Emsav, Evit gouzout
hiroc'h: Lennit Bremañ
C'hwevrer 2010 !
An teuliad zo gouestlet er
miz-mañ da Redadeg 2010. 1200 km a zo bet lakaet e gwerzh hag a vo redet evit
reiñ "bazh-eilañ ar brezhoneg" a zorn-da-zorn war hentoù Breizh,
etre an 10 hag ar 15 a viz Mae. Gant an arc'hant dastumet e vo sikouret ar
skolioù Diwan evit ul lodenn hag hanterenn all ar sammad a vo roet da
raktresoù evit kas war-raok implij ar brezhoneg er mediaoù hag er vuhez
pemdez dre vras. Kendalc'het e vo er miz-mañ
gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e
kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn
Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an
estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|
|
|