Lun 8 a viz C'hwevrer, niv.272
Sizhun 6 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Laura Chinchilla e penn Costa Rica

 

 

Mouezhiet o doa keodedourien Costa Rica dec'h a-benn dilenn prezidant nevez o republik. Hag ur brezidantez eo: Laura Chinchilla [o votiñ war ar skeudenn], evit Strollad Dieubiñ ar Vroad (kreiz-dehoù). 50 vloaz eo-hi, besprezidantez ha ministrez ar Justis gouarnamant Oscar Arias e oa. Hemañ a oa e penn ar vro dres araozi. Dilennet eo bet ar bolitikourez en dro gentañ, gant war-dro 47% eus ar mouezhioù (n'eo ket bet embannet c'hoazh ar sifroù resis). 40% eus ar votoù a ranker dastum en un dro evit mont da brezidant. E-tal dezhi e oa dreist-holl daou enebour pennañ, Otto Guevrara (dehoù) hag Otton Solis (kreiz-kleiz). Dilezet he doa he fost a vinistrez ar Justis e 2008 evit labourat war he c'houlzad kabaliñ. Lakaet he deus e penn he falioù ober war-dro kudennoù ar surentez, an dramm hag adloc'hañ an ekonomiezh. Bez' he defe harp ar metoù ekonomikel. Hervez ar mediaoù etrebroadel e rebech dezhi hec’h enebourien bezañ "margodenn" Oscar Arias ha tra ken.

 

 

 

 

 

 

 

 

Brezel an toun ruz

 

 

Kaoz a zo bet dija diwar-benn afer an toun ruz. Kement ha degas da soñj: tabut a oa evit gouzout ha renket e vefe an toun ruz e-touez ar spesadoù en arvar (evit bezañ resis, e-barzh klas 1 ar CITES). Diouzh un tu, an ekologourien o lâret ez eus bet kollet 80% eus ar pesked dindan 20 vloaz, diouzh an tu all, embregerezhioù a vev diwar ar pesketa ha kenwerzh ar pesked. Un nebeud devezhioù zo ez eus bet kemeret un diviz, etre daou: renket e vo an toun ruz e-touez ar spesadoù en arvar, met 18 miz a vo da c'hortoz a-raok ma vefe lakaet an divizoù e pleustr. Hervez Greenpeace ez eus trawalc’h a amzer evit ma'z afe ar spesad da get. Setu perak o deus lakaet ur sinadeg war Internet evit ma vefe gwarezet ar pesked keit ha ma'z eo poent. Hervez lod eo dedennus memes tra an diviz dre ma laosko amzer a-walc'h d'ar besketaerien evit cheñch o oberoù. Diskouez a ra sontadegoù Greenpeace emañ emskiantek ar C'hallaoued ouzh an arvar a zo war ar pesked.

 

M.M.

Sontadeg Greenpeace, evit ar c'heloù :

http://www.greenpeace.org/
Sinadeg Greenpeace, da sinañ : http://www.greenpeace.fr/

Un teulfilm souezhus diwar-benn emzalc'h ar besketaerien :

http://www.youtube.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Loc'het tolpadoù-bro Kan ar Bobl 2010

 

 

Er sizhun dremenet e oa bet roet lañs da gentañ tolpadoù-bro gouel 2010 Kan ar Bobl. Kanerien, sonerien ha konterien a vez bodet dre dakad-bro evit ur prantad eskemm etre ar rummadoù. Gant tud pep korn-bro e vo dibabet an arzourien a yelo da gonkouriñ evit Gouel bras Kan ar Bobl, a vo aozet e Pondi a-benn an 8, 9, 10 hag 11 a viz Ebrel 2010. En dibenn-sizhun dremenet e oa an tolpad kentañ e Plezeved, evit Emgavioù Bro-C'halloù. Etre ar Gwener 19 hag ar Sul 21 a viz C'hwevrer e vo tro Emgavioù Bro-Gwened, e Pleskob. Kenderc'hel a raio goude-se gant bro Teurgn, Bro-Felger, Kerne-Uhel ha Bro-Bourlet, Bro an Oud ha Redon... Kement-se betek fin miz Meurzh. Meur a gonkour a zo, en o zouez, "Kanit 'ta bugale", graet a-ratozh evit ar re yaouank dindan 18 vloaz, ha "Tud kar" lec'h ma rank ar genstriverien bezañ eus ar memes familh. Ar 37vet gwech eo d'ar gouel bezañ aozet er bloaz-mañ.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://www.kanarbobl.org/

 

 

 

 

 

 

 

 

Aet Superbowl 2010 gant Saints New-Orleans

 

 

E Miami (Florida) e oa bet aozet dec'h Gourfenn ar 44vet Superbowl, kampionad ar vell-droad amerikan er Stadoù-Unanet. Aet eo ar maout, titl Kampion an NFL (National Football League) gant skipailh New-Orleans ar Saints (ar Sent). Ar wech kentañ eo d'ar skipailh, abaoe ma oa bet krouet 43 bloaz zo, gounit ar Superbowl. E-tal d'ar Saints e oa Colts Indianapolis. Chomet eo diasur disoc'h ar c'hrogad betek ar mare diwezhañ e gwirionez. N'o deus paotred Orleañs-Nevez tapet penn ar jeu nemet da beder munutenn (a-boan) a-raok fin ar bartienn. Daou touchdown zo bet merket gant ar Saints diouzh renk, o lakaat ar poentoù da dremen eus 24-17 da 31-17. Kaset e oa ar Saints war-raok gant ar quaterback Drew Brees, ha skipailh ar Colts gant Peyton Manning. N'o deus ket gellet ar Colts adtapout o dale e-kerzh an teir munutennig a chome. Pevar bloaz hanter zo e oa bet distrujet kêr New-Orleans gant korventenn Katrina. Miliadoù a dud o deus aloubet straedoù ar gêr merket bepred gant gwalleur 2005.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Brothers

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Seveniñ : Jim Sheridan 

 

Ur c’houblad solut hag evurus eo hini Sam (Tobey Maguire) ha Grace (Natalie Portman). Homañ n’eo ket gwall blijet pa ya Sam da zastum e vreur Tommy (Jake Gyllenhaal) e mont maez an toull-bac’h. Un anien gwall zisheñvel zo da bep hini eus ar baotred-se, e gwirionez, met liammet strizh int daoust da bep tra. Da neuze e vez kaset en-dro Sam gant an arme da Afghanistan e-lec’h ma vez diskaret e viñs-askell. A-nebeudoù e krog ar breur hag an intañvez yaouank da dostaat an eil ouzh egile.

 

Bodet eo e steuñvenn Brothers an holl elfennoù zo ezhomm evit ma teufe da vezañ ur gwir drama shakespearian: familh, dlead, marv, karantez, lealded. Siwazh eo chomet un tamm abaf ar sevener evit pakañ e arvestourien en ur gorventenn trivlioù. N’en deus ket kredet kas pell a-walc’h an elfennoù-se, pe lakaet en deus anezho da goll nerzh gant red re eeun ha gortozet an istor. Kerse eo pa vez douget an abadenn gant un triad komedianed a-feson.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

5vet la Route du Rock "Collection Hiver" e Sant-Maloù

etre an 19 hag an 21 a viz C'hwevrer

 

 

Teir nozvezh e pad La Route du Rock – Collection hiver er bloaz-mañ. Ouzhpenn ur brezegenn diwar-benn ar c'h/krautrock d'ar Sadorn 20 gant Christophe Brault hag ur film aozet gant skipailh La Blogothèque e vo kinniget sonadegoù liesseurt. D'ar Gwener ha d'ar Sadorn e krogo an traoù gant Magnetic Friends, ur strollad gall a ginnig ur seurt meskaj etre sonerezh pop ha dub.

Seniñ a raio ivez an daouad pop-arnodiñ amerikan Fiery Furnaces. Sioul e vo an traoù da-heul gant un daouad amerikan all, Beach House, e anv, ma son merc'h Michel Legrand. Sur a-walc'h e vo muioc'h a drouz da-heul pa sono ar strollad arnodiñ Jackie-O-Motherfucker ha The Horrors. Evit echuiñ an nozvezh e vo degemeret Beak>, strollad nevez Geoff Barrow (Portishead) ha Turzi (krautrock).

Muioc'h a sonerezh-arnodiñ d'ar Sadorn gant Local Natives, ur strollad eus Kalifornia, hag Aostralianed Clues. Siouloc'h e vo an traoù gant Shearwater, ha pop ha yen war un dro gant The XX. Echuiñ a raio an traoù gant ar strollad math rock gall Clara Clara.

D'ar Sul ec'h echuo an traoù en ur chapel ma sono The Tallest Man on Earth
ha Winter Family.

Mat-kenañ eo ar programm er bloaz-mañ, setu perak ne chom nemet tikidi evit ar Gwener da noz (20 euro).

 

R.M.

Muioc'h a Route du Rock :

http://www.laroutedurock.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Keusteurenn goañv

 

 

Danvez: 4 ognonenn - 1/2 litrad gwin ruz pe gwin gwenn - Tin, lore, perisilh - Kignon (4 zamm) - holen ha pebr - 1 kg avaloù-douar troc'het evel fritez - 1/2 lur togoù-toñseged

Lakaat en ur gastelodenn an ognon da boazhat gant eoul olivez pe amann. Ur wech poazh lakaat ar gwin, an tin, lore hag ar c'hignon, pebr hag holen. Lezel da boazhat un toullad munutennoù.
Lakaat neuze an avaloù-douar troc'het evel fritez da boazhañ er gwin-se e-pad un eurvezh. Tan izel.
Ouzhpennañ neuze an togoù-toñseged ha lezel c'hoazh da boazhañ e-pad un hantereur. Lakaat perisilh war-c'horre ha servijiñ tomm.

 

Riwanon

 

Er sizhun-mañ e kendalc'h Bremaik ur rummad rekipeoù,

deuet evit an darn vrasañ anezho eus ar broioù keltiek

 

 

 

"Kroashent ar micherioù" gant Diwan

 

Aozet e oa bet d'a Yaou 4 a viz C'hwevrer pempvet Kroashent Diwan ar Micherioù. Un tañva eus un 30 micher bennak o doa gellet kaout skolajidi ha liseidi Diwan, hag e brezhoneg mar plij. Gant Skolaj Diwan Gwiseni eo bet aozet an degouezh er bloaz-mañ. E-tro 250 skoliad a oa bet bodet e Koc'hu Karaez. Skolajidi trede klas ha liseidi eil klas a oa, deuet eus Lise Karaez evel-just, ha skolajoù Kemper, ar Releg, Gwiseni, Plijidi ha Gwened. A-benn daou vloaz e c'hellfe bezañ ouzhpennet tredeidi Skolaj al Liger-Atlantel sur-mat. Pedet e oa bet brezhonegerien (evit an darn vrasañ) da ginnig o micher : tud a bled gant ar yec'hed, ar mor, ar mediaoù (tud eus skipailh Bremañ ha Bremaik en o zouez), ar gwerzhañ, ar stlenneg, ar gwir, an ijinerezh, an deskadurezh ha re all c'hoazh...

 

 

 

Lennit Bremañ C'hwevrer 2010 !

 

Haiti, afer peñse ar Bugaled Breizh, Prizioù 2010 France 3, pladenn nevez Soïg Sibéril, pennadoù e koun Bernez an Nail ha Meriadeg Herrieu... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz C'hwevrer 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Redadeg 2010. 1200 km a zo bet lakaet e gwerzh hag a vo redet evit reiñ "bazh-eilañ ar brezhoneg" a zorn-da-zorn war hentoù Breizh, etre an 10 hag ar 15 a viz Mae. Gant an arc'hant dastumet e vo sikouret ar skolioù Diwan evit ul lodenn hag hanterenn all ar sammad a vo roet da raktresoù evit kas war-raok implij ar brezhoneg er mediaoù hag er vuhez pemdez dre vras.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm – 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org

 

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kas ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr