|
|
|
|
|
|
|
Lun 25 a viz Genver, niv.270 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ur Boeing kouezhet er Mor Kreizdouarel |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Oberoù
lous GDF-Suez e Brazil |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Livadurioù Martine Wentzeis e Skol
Diwan Roazhon |
|
|
Skol Diwan Roazhon, 31 bali Portugal, 35000
Roazhon. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Kib
Mell-droad Broadoù Afrika: kard-gourfenn |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
A serious man |
|
|
A serious man Joel & Ethan Coen SUA – 2008
Setu ur film un tammig
ispisial e-touez reoù ar vreudeur Coen. Evit ar wech kentañ e lakont ur pouez
ken bras war ar relijion yuzev. Dedennus-kenañ eo. Kalz a fent a zo
evel-just, ha diwan a ra ivez un aergelc'h a zegas nec'h gant skeudennoù
kevredigezh ar bloavezhioù 60: an tachennoù lodennet holl heñvel da skouer...
Peurlipet eo ar skeudenn, dispar an aktor Michael Stuhlbarg er perzh pennañ,
hag an eiltudennoù leun a ijin. Ur film gorrek a-walc'h e lusk eo, met
saourus war dachennoù all. G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
10vet Festival Les Hivernautes e Kemper: 24-27 a
viz C'hwevrer |
|
|
![]() Kregiñ a raio an traoù d'ar
Merc'her 24 pa ginnigo ar strollad We Phenix ar sonerezh en deus ijinet
da vont gant ar film The Birds bet sevenet gant Alfred Hitchcock.
Da-heul e sono The Brownson Jacks (rock-fuzion) hag Endless
(elektro rock), daou strollad eus Kemper. En deiz war-lerc'h e teuio Nosfell
da ginnig e drede pladenn. Un arzour dibar eo, ijinet gantañ e yezh dezhañ.
Bez e vo ivez General Elektriks (elektro pop), Poor Boy (ur
strollad indie rock eus Montroulez) ha Wankin'Noodles (pop rock eus
Roazhon). Kalz muioc'h a drouz a vo
d'ar Gwener pa sono Mass Hysteria (metal), ha Punish Yourself.
Dont a raio ivez Frigo, ur strollad a orin eus Kemper, da ginnig e
bladenn nevez ha Pneu, ur strollad math-rock ennañ daou zen a son
e-kreiz an arvesterien. Echuiñ a raio an traoù d'ar
Sadorn 27 (betek ar Sul vintin da 5eur) gant un nozvezh gouestlet d'ar
sonerezh elektro, ma sono Signal Electrique, Crystal Distortion,
Interlope (breakbeat & drum'n'bass), Tha Trickaz (hip-hop
elektro) ha DJ Ben. A-hed ar festival e vo ivez
un diskouezadeg poltredoù e mediaoueg Kemper da zerc'hel soñj eus 10 vloaz ar
festival. Holl dikidi etre 11 ha 16
euro, pass da 30 euro. R.M. Muioc'h a ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
|
Marv eo Otto, "ki koshañ ar bed" |
|
|
Goude ur bloavezh ehan en deus
adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre
evit 2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo
bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit
ober gant ar brezhoneg bemdez! Kas ur chekenn 12€
da: Skol an Emsav, Evit gouzout
hiroc'h: Lennit Bremañ Genver
2010!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Gendalc'h
Kopenhagen. 193 Stad a oa bet bodet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e Danmark
e-kerzh miz Kerzu, evit kemer divizoù diwar-benn tommadur an hin. Un disoc'h
dipitus zo bet evit kalz a dud dre ar bed. Cheñch an hin gant teknikoù nevez
zo ur mennozh o tont war wel tamm-ha-tamm hag a zo kinniget en teuliad-mañ
ivez. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg:
"Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Evit broudañ he lennerien da goumanantiñ e kinnig Bremañ
un distaol dreistordinal betek ar 1añ a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit
ar c'houmanant-bloaz e-lec'h 50€! Ur follenn-goumanantiñ a c'heller
kavout war lec'hienn www.breman.org. Ne
chom nemet ur SIZHUN evit ober ho mad eus ar c’hinnig-se! Hastit afo! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|
|
|
|