Lun 19 a viz Genver, niv.222
Sizhun 4 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Brezhoneg berzet en Ti Post ?

 

 

Disadorn e oa bet roet da c'houzout gant Kristian Gwioñvarc'h, besprezidant Kuzul-rannvro Breizh karget eus an aferioù europat hag etrebroadel, gant ur c'hemenn bet kaset d'ar mediaoù, danvez ul lizher a vefe bet kaset da diez-kêr Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan.

Ennañ e c'houlennfe rener "ouest Bretagne" La Poste ouzh ar c'humunioù chom hep ober gant anvioù brezhonek er chomlec'hioù zo war al lizhiri. Evit ober kement-se e vroud ar c'huzulioù-kêr da chom hep ober gant ar brezhoneg evit an anvioù-lec'h: ruioù, plasennoù, ha kement zo... Ne vefe ket gouest war a seblant ar binvioù niverel da lenn ar "C'H" da skouer. Displijet-tre eo bet besprezidant ar Kuzul-rannvro Breizh. Evitañ ez eus aze doareoù un diktatouriezh ha n'eo ket re ur servij publik. "Ha petra vo graet gant ar familhoù breton o deus ur "c'h" en o anv, a fell da La Poste berzañ? Nac'het e vo kas o lizheroù dezho? Rediet e vint da cheñch anv?" emezañ. Degas a ra da soñj emañ bremañ ar "yezhoù rannvro" e Glad Frañs abaoe kemm ar Vonreizh warlene.

Degaset eo bet da soñj ivez gant Eurominority war Agence Bretagne Presse e oa tu da gavout titouroù war internet evit skrivañ chomlec'hioù lizheroù en hor yezh.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://www.agencebretagnepresse.com

http://arpost.free.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

Brezel al linad:

keleier eus an talbenn

 

 

Petra eo brezel al linad? E 2005 e oa bet votet Lezenn Sturiañ al labour-Douar (LOA), ha ganti e veze difennet implijout el liorzh kement danvez na vije ket bet renablet war ur roll ofisiel. Met war hennezh ne vez kavet nemet reoù an embregerezhioù bras (ar Roundup eus ti Monsanto da skouer). Setu da c'houde ez eus bet difennet da forzh piv implijout dour-hañvouez graet diwar linad, da skouer. Ar re a roe hentennoù gant plant evit ober war-dro al liorzh a veze kastizet, furchet en o zi, hag all. Ur pezh mell reuz a oa bet! Diwar kement-mañ e oa bet votet un destennig gant ar Parlamant hag ar Sened. Hennezh, anvet "Prientadennoù diwar louzoù naturel dinoaz (Préparations Naturelles Peu Préoccupantes, PNPP)", a oa bet ouzhpennet e 2006 d'al lezenn diwar-benn an dour. Met n'eo ket bet lakaet c'hoazh e pleustr: n'eo ket bet embannet an dekred. Ouzhpenn-se, ne vez ket graet anv eus kement-mañ el lezenn Grenelle 1. Gwashoc'h c'hoazh, hini Grenelle 2, a zo da vezañ studiet ar bloaz-mañ a lavar e vo ret da gement louaouenn implijet bezañ enrollet war ur roll ofisiel (un oberenn hir-tre ha koustus). Lavarout a ra an aozadurioù eo droch embann ur youl da zigreskiñ kementadoù al louzoù saotrus ma vez difennet gant al lezenn implijout reoù naturel.

M.M.

Evit gouzout hiroc'h :
http://www.aspro-pnpp.org/
http://www.lesmotsontunsens.com/
Ur sinadeg :
http://www.cyberacteurs.org/actions/

 

 

 

 

 

 

 

 

Deizioù 2009 Emglev Bro an Oriant

 

 

Disadorn e oa bet boulc'het gouel "Deizioù" 2009 Emglev Bro an Oriant, kinniget gant ar gengevredigezh ha kevredigezhioù ar c'horn bro. N'eo ket echu a dra sur! Sonadegoù, festoù-noz ha festoù-deiz, prezegennoù, diskouezadegoù, abadennoù c'hoariva, stajoù dañs, atalieroù keginañ... Ur roll eus ar re fonnusañ zo. Er sizhun-mañ da skouer e vo ur brezegenn a-zivout an emskiant breizhat gant ar c'helenner Jean-Jacques Monnier d'ar Merc'her 21, en Oriant, ur sonadeg gant ar gitarour Didier Dreo e kreizenn Amzer Nevez Plañvour d'ar Gwener 23, er memes lec'h d'ar Sadorn 24 ur c'hendiviz diwar-benn an dañs e Breizh a-hed ar c'hantvedoù gant Lucien Gourong hag Alan Pierre, hag e Gwidel e vo un atalier fardañ kig-ha-farz, d'ar Sul 25 e c'hellot mont d'ar Ganadeg "Kanomp holl àr-un-dro !" gant Kaloneù Derv ha Nolwenn Monjarret e Santez-Anna-Wened... Peadra a vo.

 

Evit gouzout hiroc'h ha gwelet ar roll abadennoù a-bezh:

http://www.emglevanoriant.com

 

 

Diskouezadeg e Skol Diwan Roazhon

 

Ingal e kinnig skipailh Skol Diwan Roazhon diskouezadegoù gant arzourien a bep seurt.

Etre ar 16 a viz Genver hag ar 5 a viz C'hwevrer e vo tu da welet er skol oberennoù an arzourien Marilys Douvisi hag Eric Bouancheau. Gant livadurioù-dour ha livadurioù-eoul e kinnig ar c'houblad arzourien eus Roc'h-an-Argoed mont da gantren e maezioù marvailhus. Digor d'an holl eo an diskouezadeg etre 9e beure ha 6e noz bemdez, war-bouez an dibennoù-sizhun.

Ul lid kinnig a vo aozet gant an daou arzour d'ar Yaou 5 a viz C'hwevrer da 5e15 goude-merenn. Evit ar re a fellfe dezho, emañ al livadurioù e gwerzh ivez.

 

Skol Diwan Roazhon, 31 bali Portugal.

Pgz: 02 99 32 44 50.

Postel: diwan.roazhon@wanadoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad ar Bed Hand-ball ar baotred

 

 

Abaoe digwener ha betek diriaou emañ Kampionad ar Bed Hand-ball ar baotred e Kroatia. 24 skipailh broadel zo war ar renk. Daouzek krogad a vo hiziv, en o zouez . Polonia-Makedonia, Alamagn-Aljeria, Norvegia-Egipt, Sveden-Spagn, Rusia-Tunizia, Brazil-Serbia, Kroatia-Kuba... Skipailh Frañs, kampion olimpek, a c'hoario gant skipailh Aostralia. Ar maout zo aet gant ar re C'hlas div wech c'hoazh, a-enep Romania disadorn (31-21) hag Arc'hantina disul (33-26, skeudenn). Lakaet o deus ar Frañsizien amzer evit bezañ mestr war tachennoù an dib abadenn gentañ, neoazh n'int ket bet gwall nec'het e gwirionez ur wech lañset ar c'hoari da vat. Ne vint ket nec'hetoc'h gant ar c'hrogad da zont fenoz e Osijek. Gwelet eo skipailh hand-ball Aostralia evel uan neus ar re wanañ e Kampionad ar Bed. Ret eo lavaret ez eo an darn vrasañ eus e c'hoarierien amatourien. Abaoe pemp blaoz ma kemeront perzh e Kampionad ar Bed n'o deus gounezet nemet ur match. Kollet o deus 41-17 e-tal Hungaria disadorn, ha 47-12 disul a-enep Slovakia.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Import Export

 

 

Aostria – 2008

Senario ha seveniñ : Ulrich Seidl

Dibab ofisiel Festival Cannes 2008 evit kevezañ

Difennet d’ar re dindan 16 vloaz

 

Klañvdiourez en Ukraina eo Olga (Ekateryna Rak) met ken start eo ar jeu du-hont ma kav gwelloc’h mont da Aostria gant ar spi gwellaat he buhez, ha pa vefe o labourat evel plac’h ar c’hempenn. Eus an tu all eo bet skarzhet Paul (Paul Hofmann) diwar e bost gwazour surentez e Vienna. Diaezamant en deus evit kavout e hent. E dad-kaer a ginnig dezhañ mont gantañ da gas dafar da vroioù ar reter.

 

Eus bed an teulfilmoù e teu Ulrich Seidl. Filmañ ar wirionez a fell dezhañ ober bepred, anat eo pa weler Import Export. Aet eo ar skipailh da dreiñ e lec’hioù gwir a glot gant an arvestoù (ur servij mezegiezh ar gozhidi, ur stal rev dre ar Genrouedad, h.a.), enno tud gwir. An aktored pennañ zoken n’o doa ket c’hoariet james evit poent ha gwiskañ a reont amañ ur chupenn a denn kalz d’o chupenn wir. Setu neuze ur film gwirheñvel a denn d’an dienez e pep keñver. Daoust da se e teu a-benn Siedl da sevel un abadenn hep tamm pathos ebet. Danvez zo enni da skeiñ spered an arvesterien forzh pegement ha koulskoude e kaver fent hag ur sell denel-kenañ a-benn ar fin.

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

http://www.solaris-distribution.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Sonerezh:

cheñch buan pe mont da netra

 

 

Abaoe meur a vloaz e klever klemmoù pennoù bras an tiez-embann pladennoù, rak koll a reont kalz argant abalamour d'ar pellgargañ diaotre. Koulskoude int kablus a-walc'h, dre ma n'o deus ket bet c'hoant heuliañ ar cheñchamantoù a zo bet degaset e bed an dudi dre vras abaoe ma'z eus eus internet gant tizh bras.

Evel m'hon eus bet tro da lavarout amañ ur pennad' zo, ez eo aet kalz buanoc'h arzourien evel Radiohead pe Einstürzende Neubauten: war-eeun e veront o red-micher, o-unan e werzhont o fladennoù, mestr int war pep tra.

Pelloc'h ez a an traoù er bloaz-mañ: meur a arzour brudet a Vro-Saoz (Radiohead, Gang of Four, The Verve...) a zo en em vodet (FAC: the Featured Artists' Coalition) a-benn difenn o gwirioù, hep bezañ rediet da genlabourat gant Sony, Universal pe forzh pe di-embann all e vefe.

E-keit-se e o deus komprenet – a-benn ar fin – pennoù bras an embregerezhioù e oa dav dezho ober strivoù bras a-benn kinnig sonerezh dre ar genrouedad: er Rouantelezh-Unanet da skouer ez eus bet gwerzhet muioc'h a bladennoù e dibenn 2008 evit ma oa bet gwerzhet e dibenn 2007, hag Apple a zo o paouez embann emañ o vont da dennañ ar gwarez (anvet DRM) a lakae war an tonioù a bellgarger war iTunes.

Abaoe ar sizhun dremenet e kinnig Les Inrocks ha Rue89 un heuliad pennadoù diwar-benn ar c'hemmoù-se. Peadra da lenn ha da brederiañ eta.

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Staj krampouezh e Gwengamp

 

 

D’ar 24 a viz Genver e vo aozet e Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp ur "Staj Krampouezh". N’haller ket ober tro morserezh Breizh hep komz diwar o fenn met neubeutoc’h-neubeutañ a dud a oar implijout ar rozell. Valentine ha Dany a ginnigo deskiñ an hengoun kozh-mañ hag a blijo a dra-sur d’ar familhoù ha d’ar vignoned !

Etre 2e ha 5e goude-merenn, Plasenn Verdun e Gwengamp, 6 €.

Da ziwall zo, 20 den a vo degemeret d’ar muiañ !

 

Evit enskrivañ:

pzg 02 96 44 27 88 (leuskel ur gemennadenn) pe kreizenn.gwengamp@free.fr

 

 

Lennit Bremañ miz Genver!

 

Kudenn ar magañ tud er broioù lec'h ma astenn ar gernez, Greunland war hent an dizalc'hiezh, emglev Rannvroioù Frañs diwar-benn ar yezhoù, lid 100 vloaz kêr Lannarstêr... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Genver 2009.
An teuliad peder fajennad zo gouestlet da adunvanidigezh Breizh. N'eus tachenn velestradurel ebet a glotfe gant Breizh e framm Frañs, hag adlañset eo bet spi ar Vretoned da welet o bro unanet en-dro en un doare ofisiel goude komzoù Nicolas Sarkozy dirak maered Frañs e fin miz Du. Komzoù dilennidi ha tud a bep seurt zo bet strollet en teuliad, ali ar gevredigezh "Breizh Unvan", ha klozañ a ra an teuliad gant ur pennadig-kaoz gant Miss Breizh 2009, o chom e Machikoul.
Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org