Lun 22 a viz Genver, niv.129
Sizhun 4 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Abbé Pierre aet da anaon

 

 

Er beure-mañ eo aet da anaon Henri Grouès, gwelloc’h anavezet dindan anv “l’Abbé Pierre” (an aotrou Pierre), en ospital ar Val de Grâce e Pariz. 94 vloaz e oa. Abaoe ouzhpenn 50 vloaz e oa an Abbé Pierre arouez ar stourm evit gwellaat buhez ar re baour e Frañs, difenn gwirioù ar re diloj, dibaper, an dud lakaet a-gostez gant ar gevredigezh dre vras.

Abaoe ma oa krennard en doa divizet gouestlañ e vuhez da sikour ar re baour. Goude bezañ roet e vadoù e teuas da vezañ ezel eus ar Gapusined (un urzh aluzener). Goude an Eil brezel Bed e klaskas mont war-du ar politikerezh, met ne oa ket en e vleud er metoù-se, daoust dezhañ bezañ bet dilennet evel kannad. E 1949 e krouas Emmaüs, ur gumuniezh graet evit broudañ ar re baour da aozañ int o-unan doareoù da dastum ar pezh n’o deus ket ezhomm ar binvidien ken. E-kerzh ar goañv 1954 e varvas ur plac’h didoenn e Pariz. Diwar-se e raio an Abbé Pierre e "c’halv" kentañ dre ar mediaoù evit degas skoazell d’ar re baour. Komprenet gantañ nerzh bras ar mediaoù, e implijo anezho ar muiañ ar gwellañ evit brudañ e stourm. Brudet e oa evit e gomzoù taer hag eeun a-enep d’ar Stad, d’an dilennidi, evit diskouez stad vantrus ar re baour er C’hwec’hkorn.

 

 

 

 

 

 

 

 

Eoul-maen produet e Kanada, un taol fall evit an endro

 

 

Gwelloc’h sujañ d'ar Stadoù-Unanet eget doujañ d'an endro: sed aze tro-spered ar gouarnamant mirour nevez-dilennet e Kanada. Dija ne oant ket gwall gendrec'het gant sinadeg emglev Kyoto, pelloc'h ez eont c'hoazh bremañ: asantet o deus lieskementiñ dre bemp o froduadur eoul-maen ac'hann da 2015 evit gwerzhañ d'ar Stadoù-Unanet. Sklaer eo e vo diaes digreskiñ ar c'hementad eztaolet a c'hazoù un efed-gor gante: dour a vez ezhomm hag energiezh (gaz naturel dreist-holl) evit eztennañ an eoul-maen diouzh al lec'h m'emañ. Hervez ar gevredigezh evit an endro Pembina e c'hellfe kementad ar gazoù un efed-gor ganto bezañ lieskementet dre dri eno a-benn 2012! Hep kontañ ar purerezhioù a vo savet evit naetaat an eoul-maen, hag an tuellennoù evit e dreuzborzhañ. E Kanada ez eus kalz traezh bitumek, hag an dra-se a ra m'eo an eil vro da broduiñ eoul-maen, war-lerc'h Arabia Saoudat: un tammig ouzhpenn ur milion a varrikennadoù a vez eztennet eno bemdez.

M.M.


Muioc'h a ditouroù :
http://www.lefigaro.fr/international/
http://www.lefigaro.fr/international/

N'ankouait ket lazhañ ar gouleier d'ar 1/02 !
http://malomorvan.free.fr/bzh/forum/

 

 

 

 

 

 

 

 

“An dour evit an holl” dre ar bed

 

 

Ur bourmenadenn da heul an dour a vez kinniget deoc’h en “Egorenn ar skiantoù" e Maezioù Frank Roazhon, betek miz Gwengolo. "6,5 miliard a dud war an douar hag an dour da rannañ kenetrezo. An diskouezadeg vras-mañ a sikouro pep hini da gompren ar goulennoù niverus savet diwar kudennoù gwareziñ ha dasparzhañ an dour war ar blanedenn. Gant meur a banell-kinnig, film, teknik liesvedia, dizoloit perzh pep hini evit kavout diskoulmoù d’an dalc’h-meur-mañ evit hor c’hantved. Emaomp holl er jeu evit gwareziñ an danvez-boutin-mañ..." Adalek 4 bloaz e vez degemeret ar vugale, er poullig, evit splujañ e bed an dour dre ar blijadur, en ur sellet ouzh fotoioù a bep seurt loened a vev en dour, en ur c’hoari, en ur dresañ… Bep Merc’her, hag etre ar Meurzh hag ar Gwener e-pad ar vakañsoù skol, e vez kinniget ar stal-labour "Petits matel’eau" e-pad 30mn evit ar bugaligoù 4/5 bloaz (enskrivadur dre ret 02 23 40 66 40). En ur selaou un istorig e tarempredo ar vugale stummoù disheñvel an dour (glav, erc’h, skorn…). Dre ar blijadur, e tizoloint e berzhioù souezhus: petra a chom war an dour, a ya d’ar strad, a sun an dour? Dre ebatal gant an dour e kavint ar respontoù o-unan.

H.L.

 

Diskouezadeg digor etre 12e ha 7e noz (betek 9e noz d'ar Meurzh). Etre ar Meurzh hag ar Gwener hag etre 2e ha 7e d'ar Sadorn ha Sul. Priz : 3/4 euro (digoust dindan 8 vloaz).

Evit gouzout hiroc’h

www.espace-sciences.org pe 02 23 40 66 00.

Betek ar 7 a viz Gwengolo 2007, Egorenn ar skiantoù, Maezioù Frank, Roazhon.

 

 

 

 

 

 

 

 

Echu Dakar 2007

 

 

Brudetañ rally-raid ar Bed a oa echuet dec'h. E rann ar c'hirri-tan eo aet, evit an navvet gwech, ar blenier Stéphane Peterhansel e penn uhelañ ar podiom (gant Jean-Paul Cottret evel heñcher, war Mitsubishi). Da eil e erru Luc Alphand (gant Gilles Picard, Mitsubishi), ha da drede Jean-Louis Schlesser (gant Arnaud Debron), graet gantañ ar redadegoù hep sponsor ebet gant ur buggy ijinet gantañ. Laouen-bras eo tud Mitsubishi: setu seizh gwech diouzh renk eo gounezet ar rally-raid Dakar gant kirri savet gant ar Japaniz.

Diouzh tu ar mirc'hi-tan eo Cyril Despres hag a zo pignet war kentañ plas ar podiom. An eil plas zo aet gant David Casteu hag an trede gant an amerikan Chris Blais.

 

 

 

 

 

 

 

 

Apocalypto

 

 

Stadoù-Unanet – 2005
Senario ha seveniñ : Mel Gibson
Difennet d’ar re dindan 12 vloaz

 

A-holl-viskoazh emañ kumuniezh Pav Jagoar (Jaguar Paw, c’hoariet gant Rudy Youngblood) o chaseal er goadeg. Sioul ha seder ar vuhez gant an dud habask-se. Met troc’het trumm eo o doare bevañ gant aloubadeg feuls ur bagad brezelourien. Skrapet eo tud ar gêriadenn evel prizonidi ha n’int ket lazhet war al lec’h. Penn kentañ un enkrezus a veaj eo evit Pav Jagoar, met don en e galon emañ ar c’hoant da zont a-benn da dec’hout kuit ha saveteiñ e familh.

Rebech a reer kalz ar sell eeunour a ro Apocalypto war sevenadurezh ar Vayaed. N’eo ket soutil tamm ebet ar Vayaed eus kêr, gwadsec’hedik, taolennet er film, gwir eo. Boemet eo Gibson gant tem an aberzhiñ (gwelit en-dro dibenn Braveheart, ha ne venegin ket ar Basion) ha mont a ra pell ganti en taol-mañ c’hoazh. Ne ra nemet kadarnaat ar c’hlichedoù, met ne oa ket e bal tresañ amañ poltred gwirion ur sevenadurezh anavezet fall forzh penaos. Anat eo adalek an arvest kentañ e talvez Apocalypto d’ur vurutelladenn eus hor sevenadurezh-ni a ya war an diskar kentoc’h ; dizurzh bevezour ar gêr vaya e-kreiz ar film a vag ar soñj-se ivez. Ur film sabatuus efedus a-walc’h gant ur senario tanav eo dreist-holl, ret eo gouzout an dra-se ; emichañs e teuio sevenourien all da gontañ gwelloc’h istor gwir pobloù kozh Amerika ar Su.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h : http://apocalypto.movies.go.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

La Route du Rock – Collection Hiver # 2

 

 

E Sant Maloù – 16-18 a viz C’hwevrer

Hir e kavez da amzer etre an Trans (miz Kerzu) hag Art Rock (miz Even)? N’eo ket grevus! Gwelloc’h dit bezañ prest da vont war-zu Sant-Maloù e-kreiz miz C’hwevrer. Rak evit an eil gwech e vo aozet La Route du Rock, etre ar 16 hag an 18 a viz C’hwevrer.

Ur wech ouzhpenn e talc’ho aozerien ar gouel gant o dibaboù: sonerezh pop, rock, folk hag elektro a c’hallo an dud selaou e-pad tri devezh. Un digarez e vo ivez da zizoloiñ arzourien nevez pe nebeut anavezet. En o zouez: Clinic (rock iskis eus Liverpool), The Blood Arm ha Saroos (ur strollad nevez eus Alamagn, ennañ sonerien eus The Notwist ha Lali Puna) d’ar Gwener 16 en Omnibus. D’ar Sadorn 17: Low (sonerezh rock sioul eus ar Stadoù Unanet), Shannon Wright (ur plac’h levezonet gant ar pezh a ra PJ Harvey), Tarnation, Working For A Nuclear Free City hag an daouad DJ saoz spontus anvet Does It Offend You Yeah. N’eo ket peurglok ar programm c’hoazh, met titouroù e-leizh a gaver en ur heuliañ al liamm amañ dindan.

 

R.M.

http://www.laroutedurock.com/

 

 

Kan Ar Bobl 2007 :
bec’h dezhi !

E deroù miz C’hwevrer e krogo kenstrivadegoù-bro Kan ar Bobl. Pal ar genstrivadeg-mañ, ganet e 1973, a-drugarez da Bolig Monjarret, a zo bezañ ul liamm etre hor re gozh hag hor re yaouank met ivez reiñ c’hoant da grouiñ traoù nevez diwar hon hêrezh hengounel.

Abaoe 2005 ez eus ur priz "Kanit 'Ta Bugale" evit an arzourien yaouank dindan 18 vloaz, gant un ton hengounel pe arnevez, e brezhoneg pe e gallaoueg, pe c’hoazh ur grouidigezh. Unan all a oa bet krouet er bloaz paseet evit brezhonegerien a zisklerio ur barzhoneg, un destenn pe ur gontadenn. Mod all e vo adkavet ar c’honkourioù all: kan (da selaou, da zañsal pe gant sonerezh), kontadennoù, koubladoù, sonerezh, strolladoù ha skolioù.

Ret eo d’ar gevezerien kinnig un abadenn liammet gant sevenadur ar c’horn-bro e-lec’h ma vint enskrivet. Pep strollad pe arzour a c’hello kemer perzh e meur a rann eus ar genstrivadeg ha zoken e meur a lec’h.

Degasomp da soñj eo digoust hag ez eus leizh a arzourien vrudet e Breizh zo deuet brud dezho war-lerc’h ma vije aet ar maout ganto e Kan Ar Bobl : strolladoù evel Diaouled ar Menez, Ar re yaouank pe Karma hag ar ganerien Yan-Fañch Kemener, Denez Prigent, Annie Ebrel, Kristen Nicolas pe c’hoazh Nolwenn Korbell.

Ar genstrivadeg-veur a vo aozet e Pondi d’ar 1añ a viz Ebrel.

H.L.

Evit gouzout hiroc’h :

Ti-Kêr Pondi. Odile Magourou. 02 97 25 81 36

Radio Bro Gwened. Cécile Goualle. 02 97 25 14 00      

Dastum Bro Ereg. Severine Duval. 02 97 25 70 90

Evit kaout roll ha deiziadoù ar genstrivadegoù-bro: http://kanarbobl.free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Bruskenn per, roquefort ha kraoñ

 

 

Ur sekred-kegin dous ha sall

 

Danvez evit 4 den :

4 berenn vihan azv – 200g Roquefort – pebr

 

Evit an toaz : 60g amann – 2 vi – 4 loaiad vras bleud – 6 loaiad vras paladur – 8 bouedenn kraoñ glas

 

Raktommit ar forn (20°,  6/7). Dibluskit ha troc'hit ar per a lavnennigoù, ingalit anezho e-barzh 4 fod bihan. Didroc’hit ha lakait ar c’heuz (roquefort), war ar per, pebrit.

 

Toaz :

Lakait an amann da vlotaat er skinforn, basit ar vioù. En ur bodez, meskit ar bleud gant ar paladur, ar vioù baset hag an amann gant ur fourchetez.

 

Diskennit an toaz war ar per hag ar c’heuz. Lakait da dommañ er forn 15 mn. Pilit ar c’hraoñ hag ingalit war an aozad a-raok servijañ.

 

Mari Lubrano

Bruskenn : croustillant, crumble

 

 

Deiziataer hollvrezhonek 2007

Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh...

13 euro an tamm (gant ar mizoù kas).

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin,

35000 Roazhon. Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.frhttp://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav