Lun 14 a viz Genver, niv.174
Sizhun 3 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Barnedigezh prosez an Erika
a-benn dimerc'her

 

 

D'ar 16 a viz Genver e vo embannet barnedigezh prosez an Erika, gant prezidant lez-kastiz Pariz. Trizek sizhunvezh e oa padet kendivizoù ar prosez, etre C'hwevrer ha Mezheven 2007. Seizh vloaz zo e oa bet boulc'het an enklask, hag ouzhpenn 150 lodenn zo en teuliad. Un hanter-kant arbennigour bennak a oa deuet da gomz e-kerzh 230 eurvezh ar prosez. Ouzhpenn 400 kilometrad aodoù a oa bet saotret da vare Nedeleg 1999 pa oa aet an eoullestr Erika d'ar strad. Pemzek den pe aozadur a oa bet tamallet neuze, ha degaset dirak 11vet kambr lez-kastiz Pariz warlene. Hirc’hortozet eo ar varnedigezh, rak diskouezet eo bet gant kendivizoù ar prosez peseurt doare milendall melestradurel ha lezennel eo metoù an treuzdougen eoul-maen war vor. Piv zo kiriek da vat? Ar baramantourien italian (a c'hellfe kaout un dell-gastiz a 75000 euro hag ur bloavezh prizon)? An embregerezh en deus fretet ar vag? Perc'henn ar madoù war vourzh, Total (a c'hellfe rankout paeañ 375000 euro)? Pe an aozadur a oa e karg eus dresañ ar vag hag aotren anezhi da vont war vor, ar Rhina (375000 euro ivez a dell-gastiz)? Pe kabiten indezat ar vag (un dell-gastiz a 10000 euro)? Tra a-bouez bras, bez' ez eus anv a lakaat war wel "gwalldaol ekologel" al lanv du. Hervez an Inra e vefe koustet e-tro 370 milion a euroioù lanv du an Erika. An damallourien (ouzhpenn kant kumun, ar Stad, met ivez paluderien Gwenrann da skouer) a c'houlenn un digoll ur miliard a euroioù. A dra sur e lezo an diviz a vo roet dimerc'her ur roud hag a levezono prosezioù da zont.

 

 

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!

 

 

 

 

 

 

 

 

Saotradur gant ar merkur : petra nevez ?

 

 

Abaoe pell e vez gouvezet eo saotrus ar merkur. Ar gudenn bennañ gantañ eo e lak kalz amzer d'en em zismantrañ en natur hag e chom e-pad pell er boudoù bev. E-pad ar bloavezhioù 1950 e oa marvet kantadoù a dud e Japan goude bezañ bet debret pesked saotret o tont eus Minamata. Koulskoude eo dav gortoz ar bloavezhioù-mañ evit ma vefe savet reolennoù tro-dro da implij ar merkur. Etre an 12 hag ar 17 a viz Du 2007 ez eus bet ur brezegenn aozet gant an ABU (ONU) war an danvez.
E Sina o tiorren e vez implijet kalzik glaou evit an energiezh, ha merkur evit gallout tennañ energiezh diouzh ar glaou. Kement-mañ a vrasa kalz ar c'hementadoù merkur eztaolet en diavaez.
Kalzik merkur a vez degemeret en Afrika, evit abegoù ekonomikel, met mall a zo war an Afrikaned ma vefe testennoù lezennel strizh war an danvez. En Europa ez eus bet savet studiadennoù o tiskouez e vez saotret etre 42% ha 77% eus ekosistemoù Europa gant ar merkur; dre se eo prederiet an Europeaned ivez gant kudenn ar merkur, met broioù evel ar Stadoù-Unanet, Sina, Indez, Aostralia ha Zeland-Nevez n'o deus ket c'hoant ma vefe savet reolennoù war an danvez.
E-barzh ar gwrezverkerioù, ar gwaskverkerioù, traoù evit an dent, klogorennoù a vevez nebeut a dredan, evit eztennañ aour, glaou hag arc'hant hag evit sevel PVC e vez implijet merkur.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Taol-lagad e Sant-Brieg

 

 

Abaoe disadorn ha betek an 3 a viz C'hwevrer e vo kinniget an diskouezadegoù "Clin d’œil sur les arts" e Sant-Brieg.

Kregiñ a raio gant luc'hskeudennoù daou arzour eus al Letzemburg, Michel Medinger ha Luc Ewen, a vo lakaet war wel betek an 21 a viz Genver. Poltredoù "divuhezennoù" (natures mortes) hag "al leurenniñ" a roio tro d'ar weladennerien da zizoleiñ selloù disheñvel met kenglotaus an daou luc'hskeudenner war hon endro, hor c'hevredigezh ha pezh a vez distaolet ganti: liesdoareoù da zegemer ar wirionez ha da leurenniñ pezh a welont. Gant Michel Medinger e vo laboused marv, bleunioù disec'het, frammoù hag objedoù kozh: peadra evitañ da grouiñ "divuhezennoù" da vat ha da reiñ buhez en-dro da loened pe a-bep seurt traoù dilezet. Luc Ewen a ra gant an adimplij ivez peogwir e ya da zastum danvez e fotoioù el lasterezhioù e-lec'h m'eo mesket holl dafar hor c'hevredigezh. An implij a ra eus al livioù a ro disoc'hoù souezhus a c'hell seblantout hunvreheñvel.

Tro an arzoù neuziañ e vo etre ar 26 a viz Genver hag an 3 a viz C'hwevrer gant daou arzour eus ar vro: al livour Jean-Marie Tréméac (skeudenn) hag ar c'hizeller Alain Marcon. Hemañ a sav kalz oberennoù e lec'hioù foran, alies o kenlabourat gant tisavourien pe liorzherien, en ur ober gant un teknik gorrek, hini ar c'hoad kizellet don. Daoust d'ul labour war an danvez hag ar gouloù e ro taolennoù Jean-Marie Tréméac ar santimant int bet graet buan-ha-buan, tost war ar prim.

Hoel Louarn

Bemdez etre 10 eur ha 6 eur
sal Robien e Sant-Brieg

Evit gouzout hiroc'h: http://www.mairie-saint-brieuc.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: distro Roazhoniz

(3-1 a-enep Marsilha)

 

 

Dec'h da noz e c'hoarie skipailh Stad Roazhon gant skipailh OM Marsilha, e stad hent an Oriant. Ne oa ket bet boulc'het ar c'hrogad en un doare dispar gant ar Vretoned, gant ur pal merket gant Djibril Cissé d'ar 16vet munutenn. N'en deus ket plijet kement-se da baotred Guy Lacombe, ha klasket o deus respont da daol-kaer Cissé. Briand da gentañ, dre ziv wech en deus klasket reiñ an tu da Roazhon da zastum poentoù. C'hwitet. Disheñvel an disoc'h d'an 39vet munutenn gant ur vell kaset gant Lemoine da bPagis... daoust dezhañ (ha d'e genseurt Briand) bezañ e-maez c'hoari d'ar poent-se! Lezet eo bet an traoù da vont gant an tredeog, ar pezh n'en deus ket plijet tamm ebet da brezidant an OM, Pape Diouf, anat eo. Goude an ehan, e oa anat e c'helle mont an trec'h gant un tu pe egile: c'hoari a rae an daou skipailh gant memes youl ha memes startijenn. Lakaet diaes eo bet koulskoude paotred Marsilha 20 munut a-raok dibenn ar c'hrogad, dre ma oant 10 war an dachenn (kartoñs ruz evit Krupoviesca) Peadra da virout ar birvilh a oa e-touez an 30000 seller a oa war ar plas. Ar respont zo bet roet a-benn ar fin gant Wiltord (skeudenn)... div wech (82vet ha 88vet munutenn)! A-drugarez da velloù kaset gant Briand bep tro. Gourdoner ar re ruz-ha-du a c'helle bezañ laouen, ne oa ket bet trec'h Roazhon abaoe an 28 a viz Here! Gant disoc'h dec'h e pign en-dro Stad Roazhon e-touez dek skipailh kentañ taolenn ar C'hevre 1.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gone Baby Gone

 

 

Frañs, Hong-Kong – 2006

Senario ha seveniñ : Ben Affleck

Difennet d’ar re yaouank dindan 12 vloaz

 

Strafuilh zo e Boston. Amanda, ur plac’hig vihan zo bet skrapet digant he mamm ha den ne oar na pelec’h na gant piv e c’hell bezañ. Ouzhpenn labour ar boliserien e c’houlenn he moereb hag he eontr digant ur c’houblad igounierien brevez ober o enklask dezho. Dres eus ar banlev ma c’hoarvez an darvoudoù eo Patrick Kenzie (Casey Affleck) ha Angie Gennaro (Michelle Monaghan). Gant o hentad enklask e vint kaset da zizoleiñ donoc’h-donañ kevrinoù ha spered ar c’harter.

 

Aonik e c’heller bezañ pa glever anv eus ar film kentañ sevenet gant Ben Affleck a zo anavezet evit bezañ c’hoariet e filmoù ramzel didalvez a-walc’h kentoc’h (Armaggedon, Daredevil, Pearl Harbor). Arabat ankounac’haat en deus prouet an den e oa gouest da gemer perzh e raktresoù a-feson ivez: evel aktor e Shakespeare in Love pe Hollywoodland, evel senarioour e Good Will Hunting, h.a. E gwirionez, Gone Baby Gone n’eo ket ur film toull, mont a ra kalz pelloc’h evit un istor polis boutin ha treiñ a ra buan d’ur studiadenn diwar-benn doareoù an dud. Goude bezañ kroget gant ur steuñvenn manikean-kenañ e ya ar film war un dachenn kalz soutiloc’h ma ne ouzer ket re ken gant piv emañ ar gwir. Da bep hini d’ober e soñj.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout muioc’h:

http://www.gonebabygone-themovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Petra nevez er Rouantelezh-Unanet e  2008 ?

 

 

Evel bep bloaz e klasker gwelout penaos e vo peurrest ar bloavezh a-fed sonerezh. Evit a sell ouzh ar Stadoù-Unanet e seblant sklaer an traoù. Rannet eo ar strolladoù etre daou zoare sonerezh: pe freak folk (Devandra Banhart, The Tower Recordings, Regina Spektor…) pe trouz (Black Dice, Excepter…).

Er Rouantelezh-Unanet e seblant an dud bezañ techet da chom tost eus o boazioù: sonerezh pop, sed aze ar pezh a blij dezho. E 2008 neuze ez eus chañsoù bras e klevfemp kaoz eus The Courteeners, tri faotr yaouank eus Manchester,  hag int levezonet gant The Smiths, The Concretes pe c’hoazh Iggy Pop. Anat eo ne vo ket cheñchet red ar sonerezh ganto, met plijus eo o zonioù da selaou.

Menegomp ivez The Ting Tings (skeudenn), un daouad paotr-plac’h, o c’hanaouennoù a zo diazezet war nebeut a dra: ar paotr o taboulinañ, ar plac’h o kanañ pe o seniñ gitar (That’s Not My Name). Tra ebet nevez ivez, met startijenn zo, ha ne seblantont ket ken mod kozh ha The White Stripes.

Betek Bro-Skos evit echuiñ ha lakaat ar gaoz war Glasvegas. Ijinomp neuze ur strollad gant sonerien a denn da re The Clash, ur gitar boud evel hini Joy Division ha tonioù kanet evel ar Beach Boys (Daddy’s Gone).

R.M.

 

Muioc’h a ditouroù, ha 4 c’hanaouenn zisheñvel da selaou evit kement strollad meneget:

http://www.myspace.com/thecourteeners

http://www.myspace.com/thetingtings

http://www.myspace.com/glasvegas

 

 

Emgav gant Jean-Jacques Monnier e Brest

 

Fenoz e vo Jean-Jacques Monnier o kinnig hag o sinañ e levr diwezhañ Résistance et conscience bretonne (s.o Bremañ miz Genver) da 6 eur e kafedi al levrdi Dialogues e Brest. Lusket e vo an diviz gant Mikeal Treger.

Ganet e Londrez e fin ar brezel peogwir e oa aet e dud da adkavout an FFF (Free French Forces/Forces Françaises Libres), an istorour-mañ en deus skrivet e-leizh a bennadoù  ha meur a levr, en o-zouez unan war emzalc'h politikel ar Vretoned (1945-1994) ha kaset da benn levrioù skrivet a-stroll war istor Breizh.

E-pad 8 vloaz eo bet o kas e enklask war-raok evit sevel al levr "L'hermine contre la croix gammée" e istitl, o kejañ gant kantadoù a dud bet er rezistañs, a zo bremañ kozh-noe ha lod anezho aet da Anaon abaoe, evit dastum o zestenioù. En e levr diwezhañ e kinnig Jean-Jacques Monnier, a-hed 400 pajennad, poltridi tud liesseurt eus hor bro, tud o doa dibabet ur stourm start en ur mare trubuilhet-kenañ, an hini enep an nazied.

 

H.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

Devezh Europa a-enep bac'hañ an dud dibaper

 

 

Deiziad an 19 a viz Genver zo bet dibabet gant aozadurioù a bep seurt e pep lec'h en Europa evit bezañ unan gouestlet da sikour an dud dibaper a vez bac'het a-raok bezañ skarzhet maez. Er C'hwec'hkorn da skouer, e c'hell un den dibaper, bezañ bac'het 32 devezh-pad, e-barzh unan eus 24 kreizenn-dalc'h melestradurel ar Stad c'hall. Ne vern m'emañ an dud-se abaoe pell-tre er vro, ne vern eus peseurt bro e teuont. Tud deuet koulz ha bugale a vez bac'het er c'hreizennoù-se a-raok ma vefent kaset e-maez ar Stad, pe lezet da vont, gant ar riskl bezañ harzet adarre. Hervez stourmerien an aozadurioù skoazell d'an dud dibaper, e vefe ar raktres gant Europa astenn ar gwir da vac'hañ estrenien dibaper da 18 miz, ha berzañ ouzh an dud skarzhet da zistreiñ e-barzh Unaniezh Europa e-pad 5 bloaz.

E Breizh ez eus eus ur greizenn-dalc'h e-giz-se, tal-kichen aerborzh Sant-Jakez-al-Lann, e Su Roazhon. Abaoe miz Eost 2007 e c'hell un 60 den bennak bezañ bac'het eno (75 archer a vez bepred war al lec'h). Ouzhpenn 500 den zo bet bac'het d'ur mare bennak er greizenn-se.

Gervel a ra bodadoù skoazell d'an dud dibaper Breizh hag an departamantoù tro-dro manifestiñ evit ma vefe serret ar greizenn. Emgav zo bet roet da 2e goude kreisteiz war blasenn an Ti-kêr e Roazhon, ha da 4e g.k. dirak Kreizenn-dalc'h Sant-Jakez-al-Lann.

 

 

Lennit Bremañ miz Genver 2008 !

Niverenn Bremañ miz Genver 2008 (niv.315) zo deuet er-maez!

Gouel an douaroniezh e Saint-Dié-des-Vosges, Karta Divskouarn, amzer da zont Kanol Naoned-Brest, Kib ar bed hand-ball ar merc'hed, teknik filmañ ar "performance capture" implijet evit Beowulf, un emgav gant ar skrivagnerez vrezhonek Mich Beyer... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh kentañ niverenn Bremañ 2008.

Un teuliad peder fajennad zo bet gouestlet en niverenn-mañ da Vro-Euskadi. Istor ha stad ar vro hiziv, penaos emañ kont gant an euskareg... ur bras-sell a vez kinniget da lennerien Bremañ evit anavezout gwelloc'h ur vro a vez kaoz diouti alies er metoù brezhonek.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org

 

 

Deiziataer 2008 !

Deuet eo er-maez deiziataer 2008 ha poent bras eo notenniñ emgavioù ar bloaz a zeu! Gant ur golo plastik glas e liv (warlene ne oa ket bet...), deiziataer 2008, e 4 liv penn-da-benn, a ginnig pep sizhunvezh war div bajenn (stumm "italia"). Kinniget eo pep pajenn en un doare pleustrek-kenañ evit merañ e amzer hag e notennoù personnel. Adkavet e vo, evel-just, un dro-lavar evit pep sizhun, peadra da binvikaat e vrezhoneg hep striv ebet! Ur bern titouroù all a gavot ivez en deiziataer: ar vakañsoù-skol dre dakad, taolenn ar c'hemmadurioù, deiziadur 2009, roll an 200 kevredigezh pe aozadur brasañ o plediñ gant ar brezhoneg pe ar yezhoù bihanniver. Gant e stumm bihan (15x9cm) e c'hellot e lakaat aes en ho sac'h pe en ho chupenn.

 

E gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher gant Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 38 75 83.

sae.bzh@wanadoo.fr
Pe er stalioù a ginnig danvez Breizh.

Gouzout muioc’h hag urzh-prenañ