|
|
|
|
|
|
|
Lun 15 a viz Genver,
niv.128 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ur
prezidant nevez e penn Ecuador |
|
|
Start e vo an traoù evit Rafael Correa: prezidant ebet n'en deus gellet mont betek penn e brantad ren a bevar bloaz en e vro. Correa zo neuze an eizhvet prezidant ekouadorad e dek vloaz. C'hoant en deus kemm Bonreizh ar vro a-benn stabilaat ar renad politikel, met rankout a raio enebiñ ouzh ar Parlamant, lec'h m'eo kreñv ar gostezenn dehou. |
|
|
|
|
|
|
|
D'ar
1añ a viz C'hwevrer: gouleier
lazhet evit ar vrasañ oberenn a-enep da gresk ar wrez |
|
|
M.M. Muioc'h
a ditouroù amañ: http://www.amisdelaterre.org/Participez-a-la-plus-grande.html |
|
|
|
|
|
|
|
Dañvad
ramzel Marc Morvan douaret e Kemper |
|
|
Met
evel-just n’eo ket echu da vat buhez an dañvad
peogwir e vo degemeret adalek an H.L. |
|
|
|
|
|
|
|
Snowboardcross:
Xavier de Le Rue kampion ar Bed |
|
|
Kampionez
ar bed eo Lindsey Jacobellis, eus Stadoù-Unanet Amerika, hag
a oa bet kampionez e |
|
|
|
|
|
|
|
Arthur
et les Minimoys |
|
|
Frañs - 2006 Seveniñ
: Luc Besson
G.L. Evit
gouzout hiroc’h: http://www.arthuretlesminimoys.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Digor
eo kenstrivadeg an "An erer yaouank war al leurenn" |
|
|
An
holl doareoù sonerezh a zo degemeret ha
krouidigezhioù e rank bezañ an darn
vrasañ eus tonioù ar strolladoù. An
arzourien a vefe kontradet gant tiez-embann pladennoù a live
broadel pe etrevroadel n’int ket aotreet da lakaat o anv. Er
bloaz-mañ e vo kinniget d’an dud en em
enskrivañ gant ur blog krouet evit an Erer Yaouank war WAT
TV: http://www.wat.tv/jeunescharrues07/.
Ar vuzisianed a fell dezho kemer perzh a rank kinnig : ur blog
war WAT TV, d’an nebeutañ 2 don krouet ganto, ar
strollad hag e raktres arzel, ur skeudenn ha peadra da vont e darempred
gantañ (chomlec’h post, postel ha pellgomz). Evit
gellout kemer perzh e rank an arzourien bezañ o chom e bro
ar genstrivadeg el-lec’h m’en em enskrivont. H.L.
gant
Philippe Robert Alies-tre
e teu er-maez levrioù enno listennadoù ar
pladennoù a ranker selaou. Peurliesañ ez eo ar
memes kinnigoù a gaver, mod pe vod. Disheñvel
an traoù ’vat gant Philippe Robert. Dilezel a ra
gourhentoù ar sonerezh, ha gwelloc’h eo
dezhañ an hentoù treuz, evel ma’z
embann e titl e levr. Personel eo e zibaboù, hag evit kement
pladenn dibabet gantañ e kinnig un tamm testenn, hag ul
listennad pladennoù all damheñvel. Da lavaret eo
n’eo ket 140 pladenn a veneg, met kalz muioc’h e
gwirionez. Ma’z
eo treut an dibab evit a sell ouzh ar bloavezhioù 1980, ez
eo gwall zedennus an oberenn dre ma kinnig a bep seurt traoù
bet embannet etre R.M. Embannet
gant Le Mot et le Reste – 336 pajennad – Rakskrid
gant Gilles Tordjman (19
euro an tamm) |
|
|
|
|
|
|
|
Avoka
kreienet |
|
|
Raktommit
grilh ar forn. Gwalc’hit, dizourit ha diskolpit ar boked
beler hag ar boked perisilh. Didailhit ar c’heuz dre
drañchennou moan. Didroc’hit
4 zrañchenn eus ar sitroñs ha gwaskit ar
peurrest. Didroc’hit an 2 avoka, tennit an askorn, diskargit
ar chug sitroñs war ar gorre. Meskit an hanter eus ar
c’heuz gant ar c’hraoñ-kelvez pilet hag
an eoul. Pebrit pep hanter avoka ha diskargit ar meskaj keuz ha
kraoñ-kelvez e-barzh. Lakait war gorre pep avoka un
drañchenn Cheddar. Lakait er forn etre Mari
Lubrano
An
tourz (21/03 – 19/04) Evit
tennañ gounit eus ar bloavezh-mañ e vo ret
deoc’h harpañ ouzh ahel an Aerouant. Evit ho sin e
vo liammet gant ar studioù, ar preder hag ar
beajoù… Dreist-holl n’en em santit ket
kablus o vezañ eürus hag en ho pleud. Grit ho mad
eus pep tra, mod-all ho po kudennoù da vat! An
tarv (20/04 – 20/05) Ahel
an Aerouant en devez ul levezon vras war ho sin. Kemer a
reoc’h divizoù bras evit lakaat ho puhez da
cheñch. Talvezout a raint war an holl dachennoù,
met kaoz a vo eus ho puhez kalon da gentañ. Ur ger stur evit
ar bloavezh: grit ho mad eus hoc’h amzer! Ar
c’hevelled (21/05 – 21/06) Ho
pet pasianted! Cheñchamantoù bras a vo
evidoc’h, met ne vint ket graet trumm. Poan ho po da badout
hag en arvar emaoc’h da lakaat pep tra da vezañ
c’hwitet dre re a vall. Klaskit chom e peoc’h. Ar
c’hrank (22/06 – 22/07) Pasianted
ivez! Tarzhañ ne zegaso mann ebet deoc’h. Un
emzalc’h doujus ha spis a zereo kalz gwelloc’h.
Diwallit diouzh hoc’h anien, neuze. Ha savit an
traoù a zeiz da zeiz hep klask mont re bell en un tenn. Al
leon (23/07 – 22/08) Kavout
ur c’hempouez etre ho puhez sokial ha prevez a vo diaester ar
bloavezh. Leun a levenez e vo an div dachenn-mañ…
Ne vo nemet un diskoulm: klask merañ hoc’h
implij-amzer eus an doare sederañ posupl. Ar
werc’hez (23/08 - 22/09) Gwarezet
e vioc’h a-fet yec’hed. Hag ezhomm ho po startijenn
evit ober ho mad eus an holl chañsoù a zegouzeho
war ho hent. Ma taolit evezh ouzhoc’h e vioc’h
gouest d’ober pep tra. Diwallit memes tra: chomit hep
emellout en aferioù ar re all, mod-all e kousto ker
deoc’h. Ar
balañsoù (23/09 – 23/10) Penaos
bihanaat efedoù fall ar planedennoù ha
kreskiñ o levezon vat? Teurel evezh ouzh ar re all, diehan,
e vo ar respont. Gwelout a reoc’h un tammig re vras kement
evit ar garantez hag evit al labour. Diwallit da vezañ
dipitet a-benn ar fin. Ar
skorpion (24/10 – 22/11) Evidoc’h
e vo liammet levezon ahel an Aerouant gant tachennoù ar
yec’hed hag ar servij. Deoc’h-c’hwi da
vezañ dous ganeoc’h hoc’h-unan ha da
voumounañ ar re all. Ho prokusted a c’hounezo
kalonoù deoc’h. Daoust da se e vioc’h
techet da vouzañ un tamm. Met petra a vank deoc’h? Ar
saezhataer (23/11 – 21/12) Tachennoù
pouezus ar bloavezh a vo ar garantez, ar re all hag ar fed embann piv
oc’h da vat. Pep tra a yelo mat ma teuoc’h a-benn
da gavout ho plas deoc’h ha gouzout ar pezh hoc’h
eus c’hoant da gaout da vat. Prest e vioc’h da
sikour tud all ha d’en em ouestlañ d’un
oberenn sokial pe speredel. Ar
c’havr (22/12 – 20/01) Ar
familh hag ar vicher a vo lakaet war-wel gant ahel an Aerouant. Ma chom
hoc’h evezh war an daou dra-mañ e
teuoc’h a-benn da gaout disoc’hoù eus ar
c’hentañ! Kredit difenn ho sav-poent hep
tagañ ar re all evel-just ha priziet e vo hoc’h
alioù. Ar
skuilher-dour (21/01 – 18/02) Ur
bloavezh stourm! C’hwi a soñje deoc’h e
chomfec’h trankil er gêr er bloaz-mañ?
Ne vo ket e giz-se. Ret e vo deoc’h kemer
divizioù, en em zifenn, fiñval ha
cheñch. Ret e vo derc’hel mat.
Tachennoù an arc’hant hag ar familh a vo gwarezet.
Ar
pesked (19/02 – 20/03) Aesoc’h
e vo an traoù deoc’h. Un nebeud
diaesterioù a c’hellfe c’hoarvezout en
ho puhez kalon pe en ho labour. Met ne c’hoarvezo netra
grevus, bez’ e vo un doare da vont war-raok. Arabat
deoc’h en em santout re gablus ma rit fazioù. Ho
youl da eeunaat an traoù a vo a-walc’h evit
bezañ digarezet. Katell
Leon Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm (gant ar mizoù kas). Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|