4 a viz Gouere 2005, niv. 63

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Erru an hañv !

 

 

Kinniget ez eus bet deoc'h gant skipailh Bremaik ur rummad pennadoù a c'hellot lenn hag adlenn p’ho po c'hoant e-kerzh an daou viz ehan. Distreiñ a raio Bremaik a-benn al Lun 29 a viz Eost. Hañvezh plijus deoc'h holl !

 

 

 

 

 

 

 

 

Vakañsoù disaotr d’an holl !

 

 

Marteze e tapoc’h vakañsoù a-benn nebeut hag e c’halloc’h chom da ebatal gant ho familh pe ho mignoned, ober sport pe c’hoazh mont da bourmen en natur hag en em lakaat da anaout gwelloc’h hoc’h endro. Pe neuze e voc’h e–touez ar re chañsusañ a yelo da foetañ bro un tamm da welet broioù pell pe dianav. Penaos ez eoc’h da bellvro neuze ? Evit lod ac’hanoc’h, gant ho karr sur a-walc’h. Ha pa vefe echu ar bloavezh-labour e vo ret deoc'h kenderc'hel d’en em soñjal war efedoù ar pezh a rit : penn-kaoz eo ar c’hirri da gresk an efed ti-gwer hag eñ kiriek d’an hinad o tommañ (marteze ho peus soñj eus an amzer tomm-gor zo bet n’eus ket pell zo). Ret eo implijout mat ho kwetur ha bihanaat feur ar CO2 a vez laosket ganti. Setu un nebeud alioù (fur, evel-just !) :

 

Na rit ket gant an aerreizherezh (ar “c’hlim”) peogwir e vez devet muioc’h a esañs pa vez implijet anezhañ.

Doujit d’an tizh reizh : seul vuanoc’h ez it seul vuioc’h e saotrit (ha nebeutoc’h a chañsoù da vezañ tapet gant beg-e-dog ouzhpenn).

Na implijit ket ur c’harr-saout war ar gourhent pe e kêr, kement a esañs a vez lonket gante.

Profitit eus ar vakañsoù evit ober nebeutoc’h gant ho karr, ha mont war droad pe war varc’h-houarn. Yac’husoc’h e vo ivez !

 

Eko-festival 2005

 

A-benn an 23 hag ar 24 a viz Gouere e vo dalc’het ar pevare eko-festival e Maezon-ar-Stêr (44), en Ti Emren / La Maison Autonome : un ti savet gant ar familh Baronnet, o-unan pe gant o mignoned, e-maez rouedadoù energiezh ha dour EDF-GDF, graet gant danvezioù naturel, ur jardin bio tro-dro dezhañ. E-korf ar bloavezhioù diwezhañ o doa merzet e oa muioc’h-mui a dud troet gant seurt doareoù sevel tier pe bevañ zoken. Diwar-se o doa soñjet digeriñ o zi d’an dud o doa c’hoant gweladenniñ anezhañ ha sevel ur festival. Er bloaz-mañ e vo kinniget ur bern stalioù disheñvel, pedet e vo e-tro 100 artizan barrek war an eko-tier ha tu a vo da weladenniñ an ti, da welet tisavourien, da welet penaos glanaat an dour, ober kompost, kaout energiezh diwar an avel hag an heol, hag ur bern traoù all c'hoazh.

Ma'z oc’h dedennet da vat e c’helloc’h chom evit ar Skol-Veur Hañv a vo aozet war-lerc'h, d’ar 25, 26 ha 27 a viz Gouere : stalioù-pleustriñ a vo ha prezegennoù evit prederiañ.

Ha ma pad pellikoc’h ho vakañsoù e c’helloc'h mont da welet eko-kreizennoù all a vo laouen da zegemer ac'hanoc'h ha da ziskouez deoc’h penaos doujañ ouzh an endro ha kaout plijadur war an dro !

 

Heol Ecocentre (44) : www.heol.org (02 40 07 63 68)

Pégase-Périgord (24) : www.ecocentre.org (05 53 52 59 50)

Association pour la promotion des techniques écologiques (Mérindol, 84) : pg.gros.free.fr (04 90 33 84 09)

Terre Vivante (38) : www.terrevivante.org (04 76 34 80 80)

Cantercel (34) : www.cantercel.com (04 67 44 60 06)

 

Deiz-ha-bloaz Hiroshima ha Nagasaki

 

60 vloaz zo, d’ar 6 a viz Eost 1945, he doa tarzhet ar vombezenn atomek “Little Boy” a-us da Hiroshima. Diskaret e oa bet ar gêr war hed 2 km, 80 000 a dud a oa marvet war an taol. Soñjal a reer e vefe bet 221 000 a dud skoet. Tri deiz warlerc’h e oa bet distrujet Nagasaki gant ur vombezenn atomek all.

Hiziv an deiz emañ ar armoù atomek e dalc’h nav bro : ar Stadoù-Unanet, Rusia, Frañs, Sina, Breizh-Veur, Israel, India, Pakistan ha Korea an Hanternoz. O kreskiñ emañ an niver a vroioù an armoù atomek gante (a-benn nebeut marteze Iran ha Libia) daoust d’an emglev etrevroadel zo bet sinet er bloavezhioù 70.

Abalamour da betra ? Abalamour e vez sikouret ar broioù o deus c’hoant da gaout ar vombezenn atomek gant ar broioù bras a werzh an teknologiezh-se dezhe war zigarez da sikour anezho da ziorren an nukleel "sivil", da skouer e-giz Pakistan sikouret gant ijinourien Bro-C’hall da sevel kreizennoù nukleel. Pezh zo, ar memes teknologiezh eo evit sevel bombezennoù.

Stourm ouzh an nukleel a sinifi stourm ouzh e implij nannsoudard koulz hag e implij gant an arme : n’eus ket bet eus ur greizenn nukleel e Plogoñv met e-kichen Kraozon, en Enez-Hir ez eus armoù a dalv 2 000 gwezh nerzh bombezenn Hiroshima...

 

 

 

 

 

 

 

 

Awen Breizh e Lannuon

 

 

Etre ar 5 hag an 31 a viz Gouere e vo kinniget gant Poellgor Divyezhek Arzoù Breizh 8vet Saloñs "Awen Breizh" e Chapel an Ursulinezed, e Lannuon. Dediet e vo diskouezadeg ar bloaz-mañ da vMarie-Anne Le Minor, enoret gant al liver Gérard Le Nabasque. Pedet ez eus tri livour jerzenezat ivez. Evit "Awen Breizh" e rank an arzourien, livourien pe kizellerien, sevel un oberenn a glot gant ur varzhoneg. An testennoù dibabet zo bet savet e brezhoneg, gallaoueg, japaneg, berbereg, saozneg ha galleg. 20 testenn zo bet dibabet gant arzourien Poellor an Tarv, en o zouez barzhonegoù savet gant Naig Rozmor, Malo Bouessel, Tugdual Kalvez, Per Diolier... Paeroniet eo 8vet Saloñs Krouerien Arz Breizh gant Padrig Malrieu, prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh.

 

Kement ha gouzout hiroc'h :

Poellgor an Tarv, postel : poellgorantarv@wanadoo.fr. Lec'hienn : http://poellgoz.bzh.bz. Pgz : 02 40 86 93 90.

 

 

 

 

 

 

 

 

F1

 

 

Renault zo bet mestr war e dachenn da-geñver troiad Magny-Cours, en dibenn-sizhun-mañ. Fernando Alonso, bleiner kentañ skipailh Renault, hag a oa an hini kentañ war al linenn loc’hañ n’en deus lezet den ebet da zibaseal anezhañ. Erruet eo da gentañ dirak Kimi Raïkkönen ha Michael Schumacher. Fentus e oa gwelet podiom ar redadeg-se a oa heñvel-mik ouzh podiom renkadur hollek ar c’hampionad F1, evel ma vefe bet doujet ouzh an urzhaz...

 

 

 

 

 

 

 

 

E ken kaz m’ho pefe tro d’e welet...

 

 

Villa Paranoia

Danmark - 2004

Sevenet gant Erik Clausen

Ur seurt Amélie Poulain danat.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.villaparanoia.dk/

 

6 a viz Gouere

Eros

Stadoù-Unanet - 2005

Sevenet gant Steven Soderbergh, Michelangelo Antonioni ha Wong Kar-Wai

N’eus ket splannoc’h evit titl ar film-mañ. Un dastumad tri istor berr eo, ha gant sevenerien ken ampart ha Soderbergh ("Out of sight", "Traffic"), Antonioni ("La Notte", "The Red Desert") ha Wong Kar-Wai ("In the mood for love", "2046") e vo kalz gwelloc'h eget ar pezh a vez skignet d’ar sul da noz gant M6 moarvat.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://wip.warnerbros.com/eros/

 

The War of the worlds (La guerre des mondes)

Stadoù-Unanet - 2004

Sevenet gant Steven Spielberg

Da-heul rann diwezhañ saga e vignon George Lucas e vo kontet ur brezel all gant Steven Spielberg (awenet gant danevell H.G. Wells). Fuloret-mik e tistro E.T. eus e di a-benn ar fin ? Mennet eo boudoù gwer ar film-se da zistruj hon douar patatez bepred. Trivlius e vo an abadenn moarvat, gant ma ne vo ket ken droch hag "Independence day."

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.waroftheworlds.com/

 

13 a viz Gouere

Charlie and the chocolate factory

(Charlie et la chocolaterie)

Stadoù-Unanet - 2005

Sevenet gant Tim Burton

Bugaleaj, madigoù ha tudennoù enkrezus : liv istor Hansel ha Gretel zo war film nevez Tim Burton. Peurliesañ e teu brav e filmoù gantañ pa labour diwar e zanvez muiañ-karet.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://chocolatefactorymovie.warnerbros.com/

 

20 a viz Gouere

The fantastic four (Les quatre fantastiques)

Stadoù-Unanet - 2004

Sevenet gant Tim Story

Setu azasadenn bloaziek bannoù-treset Marvel Comics neuze ? Ma, n’eo ket sur e vo ken dedennus-se en taol-mañ. Un digarez da vont da welet filmoù ar sizhunvezhioù diaraok ho pefe c’hwitet marteze.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.fantasticfourmovie.com/french/flash/index.php

 

27 a viz Gouere

Shaun of the dead

Breizh-Veur - 2004

Senario ha seveniñ gant Edgar Wright

Trevezal a ra an titl-mañ hini “Dawn of the dead”, ur film spont bet skignet warlene hag a oa dipitus-tre. “A romantic comedy... with zombies” eo eil titl ar film nevez-mañ ha peadra zo da soñjal e vo hemañ plijus da vat.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.shaunofthedeadmovie.com/splash.html

 

3 a viz Eost

Manji (Passion)

Japan - 1964

Sevenet gant Yasuzo Masumura

Moju (La bête aveugle)

Japan - 1969

Sevenet gant Yasuzo Masumura

Marebito

Japan - 2004

Sevenet gant Takashi Shimizu

Gwelloc’h e vo deoc’h tremen hep mont d’ar sinema ma c’hoarvez deoc’h chom klouar dirak dramaoù japanat. Nebeut a draoù talvoudus a vo skignet er sizhun-se a-hend-all.

 

10 a viz Eost

The Island

Stadoù-Unanet - 2005

Sevenet gant Michael Bay

Diaes eo gouzout en a-raok petra a dalvezo ar film skiant-faltazi-mañ. Aktored a-feson zo e penn ar skritell (Ewan McGregor ha Scarlett Johansson) met filmoù a zisoñjer buan eo ar re bet troet gant ar sevener (“Armageddon” e 1998 ha “Pearl Harbor” e 2001).

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.theisland-themovie.com/

 

17 a viz Eost

H2G2 : The Hitchhiker's guide to the galaxy

(Le guide du voyageur galactique)

Stadoù-Unanet - 2004

Sevenet gant Garth Jennings

Skiant-faltazi a vo war ar skrammoù er sizhun-se adarre, met ur gomedienn eo ar film en taol-mañ. Ur wech ouzhpenn eo taget an douar patatez-mañ gant ezdouariz gwadsec’hedik. Daoust hag-eñ e vo ken fentus ha “Men in Black”? Eus ar re wellañ eo ar filmig brudañ bepred.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://hitchhikers.movies.go.com

 

24 a viz Eost

Peindre ou faire l'amour

Frañs - 2004

Sevenet gant Arnaud ha Jean-Marie Larrieu

Daou gouplad war ar maez a skoulm liammoù a vignoniezh. Gant an amzer ez ay al liammoù-se war strishaat. N’eo ket anavezet sevenerien ar film-mañ met aktored ampart a zo bodet ennañ : Sabine Azéma, Daniel Auteuil, Sergi Lopez hag Amira Casar.

 

31 a viz Eost

Brasileirinho

Brazil, Suis, Finland - 2005

Sevenet gant Mika Kaurismäki

N’eus ket gwelloc’h eget ar film-mañ evit echuiñ ar vakañsoù : un teul-film diwar-benn ar "choro", sonerezh savet war ar prim e straedoù ha tavarnioù Rio.

 

 

 

 

 

 

 

 

Spoon – Gimme Fiction

 

 

Embannet gant Beggars

 

Menegiñ ar pezh en deus levezonet paotred Spoon ? Ac'ha, ne vo ket aes. O fempvet pladenn eo. An anv Spoon dibabet ganto a zo deuet diwar ur ganaouenn savet gant ar strollad alaman Can. Lakaomp eo "pop" an tonioù. Bihanoc'h eo ar son, evel an New Wave saoz. Evit pezh a sell ouzh son ar gitar-boud e lavarfen eo kazi "soul" (selaouit "I Turn My Camera On"). Ha c’hoazh, gwell e vo deoc’h selaou aketus ar bladenn : eus pelec’h e teu ar piano dic’hortoz-se ? ("The Beast and the Dragon", "Adored" ?) Hag an trouzioù a-dreñv ? Amañ emaint, forzh penaos. Ha pa gomzer eus ar pezh en deus levezonet ar strollad, ouzhpennomp : "I Summon You", evel ma vefe bet goulennet digant ar Beach Boys treutaat o son, pe "They Never Got You", e-giz ma vefe ar Beatles o seniñ e 2005. Setu, e ken kaz n’ho pefe ket komprenet c’hoazh : ret eo kaout ar bladenn-se.

 

Muioc’h a draoù : www.spoontheband.com

 

The Departure – Dirty Words

Embannet gant EMI/Parlophone

 

Aet eo skuizh ar buruteller : re a strolladoù nevez o tont eus Breizh-Veur. Ma, setu The Departure neuze. Evit ur wech n’int ket eus Londrez pe eus Manchester. Met pa gomzer eus sonerezh, Northampton a c’hall bezañ ken dedennus all, hañ ? Ha setu ur bladenn, produet en un doare eeun a-walc’h : gitar, gitar-boud ha taboulinoù, n’eus ket ezhomm muioc'h. Ha dre-vras, evel boaz, sonioù doare ar bloavezhioù 1980, ha 100 % saoz ouzhpenn (emaint o chom war un enezenn, petra ’fell deoc’h). Selaouit doare ar c’haner da zistagañ e c’herioù : blaz ar fish ’n chips a zo gantañ. Hag evit an tonioù ? Krogit gant "Be My Enemy" (an digoradur, ma Doue, an digoradur), "All Mapped Out ha Changing Pilots", kendrec’het e viot.

 

Muioc’h a draoù war : www.thedeparture.com

 

Royksopp – The Understanding

Embannet gant Labels

 

Soñj ho peus ? 2001, Melody A.M, pladenn gentañ Royksopp. Memes ma ne blij ket ar sonerezh elektronek deoc’h ho peus bet digarez, hep deoc’h gouzout, da glevout unan eus an tonioù-se : al lod vrasañ anezho a zo bet implijet evel sonerezh bruderezh.

Eil pladenn neuze. Heñvel ha disheñvel diouzh an hini gentañ eo : tonioù brav-tre, sonioù elektronek ha n’int ket re dagus. Kregiñ a ra ar bladen gant "Triumphant", un tammig evel ma vefe Ennio Morriconne o c’hoari gant binvioù elektronek. Goude an digoradur-se e cheñch an traoù, hag azalek an eil ton emaomp dija war an dancefloor ("Only This Moment", aze e vo diaes deoc’h chom diseblant).

Marteze e c’hallo ar bladenn-se seblantout un tammig dipitus evit ar re o doa kavet bourrapl an hini gentañ. Met tonioù evel "What Else Is There" pe "Alpha Male" a rankfe plijout d’an holl. Ha n’eus ket kalz gwelloc’h evit selaou ur bladenn o tont eus broioù yen e-kreiz an hañv. Ha goude ur pennadig e vo anat deoc’h : ur bladenn vat eo.

 

Evit gouzout hiroc’h : www.royksopp.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Tajin chifretez temzet

 

 

Fardañ ha poazhañ : 25 mn

Danvez evit 6 den : ur c’hilo chifretez-ruz bras kriz – 5 oeñs kignen – 2 skilbebrenn ruz – ur boked koriandrez fresk – ul loaiad vihan a goumin – ul loaiad vihan a niora flastret – un hanter loaiad vihan a demz Kayen – 3 loaiad vras a eoul olivez – holen

 

Gwalc’hit mat ar sifretez hag ar c’horiandrez. Dibluskit an oeñsoù kignen ha flastrit anezho. Splujit ar sifretez en ur gokellennad (kastelodennad) dour holenet e-pad 5 mn. Tennit o c’hroc’hen, met mirit o lost. Tennit greun ar skilbebr, troc’hit anezho a rodelloù ha gwalc’hit anezho. Skuilhit an eoul en ur baelon. Ouzhpennit an temz, ar c’horiandrez troc’het munud hag ar c’hignen. Lakait ar skilbebr da boazhañ e-pad 5 mn. Diskennit ar chifretez ha poazhit war an tan bihan e-pad 5 mn c’hoazh. Servijit tomm, gant semoul ma karit.

 

Tartezenn abrikez ha kastrilhez

 

Danvez : toaz-bresk – 3 vi – 4 loaiad vras a gastounadez – 2 loaiad vras a zienn-fresk – 3 loaiad vras a laezh – ul loaiad vras a vleud – un hanter loaiad vihan a boultr vanilh – un dek abrikezenn bennak – ur volennad kastrilhez ruz – 3 loaiad vras a goazhadur kastrilhez

 

Lakait an toaz da boazhañ er forn e-pad 10 mn. Basit ar vioù gant ar gastounadez, an dienn-fresk, al laezh hag ar bleud. Roit blaz d’an aozadenn-mañ gant ar poultr vanilh. Skuilhit anezhi war an toaz a zo bet poazhet kent. Pozit an abrikez goude bezañ gwalc’het, diveinet ha troc’het anezho e daou, o zu toull a-us. Leugnit ar plas a chom etrezo gant ur meskaj graet diwar kastrilhez ha koazhadur kastrilhez. Lakait da boazhañ er forn tomm a-walc’h (tommder 6-7/200°C) ; divoullit ha laoskit da yenaat war ur gael.

 

Krank

 

Sadorn a redio ac’hanoc’h da vezañ un tamm siriusoc’h ha da welet an traoù e-giz m’emaint er bloaz-mañ. Ouran a ziskouezo deoc’h oc’h gouest d’ober traoù dic’hortoz ha d’en em lakaat en a-raok. War hent an dieubidigezh emaoc’h en ho familh pe en ho labour. Chañs ho peus da stabilaat an traoù, met diwallit da gaout re a fiziañs pe da vezañ re lorc'hus a-wezhioù. Echu eo ar froudennoù hag an huñvreoù foll !

Evit a sell ouzh ar garantez e c'hoarvezo leun a draoù dic’hortoz d'ar re a zo eus an dekan kentañ : gallout a rafec’h kejañ gant un estrañjour pe un den a veaj kalz. Boemus e vo ! Evit re an eil dekan e vo ur bloavezh sioul. Evit ar re a zo o-unan, diwallit da lakaat re a gred en un den re abred. Evit re an trede dekan ne vo ket ur prantad aes… Serret e voc’h warnoc’h hoc’h-unan un tamm. En diwezh e c’helloc’h en em santout stabiloc’h ha kejañ gant tud all.

Evit a sell ouzh al labour e vo ret deoc’h bezañ kurius ha tapout riskloù da dizhout ho palioù. Re an dekan kentañ a vevo ur cheñchamant yael-kenañ. An arc’hant ne raio ket re ziouer deoc’h. Re an eil dekan a vevo dousig. Ar c’hemmoù a zeuio e fin-tout ar bloavezh. Ne voc’h ket pinvidik, met gant un tamm furnez e tremeno ar bloavezh hep re a gudennoù. Ar re a zo eus an trede dekan a zleo ober kalz evit bezañ anavezet. Lakait arc’hant a-gostez ha bezit fur !

 

Leon

 

Berzh a reoc’h. Ploudon a roio nerzh deoc’h hag ho kalloud krouiñ a vo lieskementet (trede dekan). Yaou a roio chañs deoc’h (eil dekan) met Sadorn a redio ac’hanoc’h da vezañ siriusoc’h ha da gilañ war tachennoù zo (dekan kentañ).

Ho puhez sokial a vo leun. Hoc'h amourouz/ez a dapo muioc’h-mui a blas, ha poent e vo soñjal kaout bugale marteze. Un aergelc’h siriusoc’h hag ofisieloc’h a vo war an aferioù karantez. Ar preder a c’hounezo er bloaz-mañ ! Ar re a zo eus an dekad kentañ o do ezhomm sioulded ha gwirionez en o darempredoù. Na vezit ket re strizh memestra ! Re an eil dekad a c’hellfe kejañ gant un den a-bouez. Gallout a rafec’h mont pell. Neuze bezit digor ! Ha diwallit da sellet re ouzh an dud all ha da vezañ difeal. Evit re an trede dekad e vo entanet an traoù. Hoalus, darempredus, den na c’hello stourm ! Ne gavoc’h ket hir hoc’h amzer.
Evit a sell ouzh al labour e vo an doujañ ouzh ar re all hag an dalc’husted ho pinvidigezh. Ar re a zo eus an dekan kentañ a zleo bezañ un tamm uveloc’h. Ne vo ket aes ar bariadenn ha ret e vo padout. Brasaet e voc’h en diwezh gant an diaesterioù ho po mestroniet. Bezit fur gant an arc’hant. Re an eil dekan o do chañs da sinañ ur gevrat dedennus. En diskar-amzer e c’hellfe hoc’h emzalc’h bezañ un tamm re brim, diwallit. E-keñver arc’hant e voc’h chañsus a-walc’h. Pep tra a vo gant re an trede dekan evit ober berzh-bras. Bezit deneloc’h ha gwidreüs, pe jeu a vo… Kempouez e vo hoc’h aferioù arc’hant : netra fall, ha netra dreist kennebeut !

 

Maskl pechez

Danvez :

un hanter pechezenn flastret
2 loaiad vihan a zienn fresk klok
2 loaiad vihan a vel
ul loaiad vihan a eoul onagr

Mod-implij :
Meskit mat an holl elfennoù. Lakait ouzh ho tremm, laoskit e-pad 20 mn ha riñsit gant dour klouar.

Ar chug pechez a stard toulligoù-c’hwez ho kroc’hen, ar mel hag an dienn fresk a vag anezhañ, hag an eoul onagr a ro startijenn dezhañ.

 

Maskl avaloù ar baradoz

(evit ar c’hrec’hin druz)

 

Danvez :
chug un hanter aval-ar-baradoz
ur yaourt natur
ul loaiad pe 2 loaiad vras a vleud gwinizh

Mod-implij :
Meskit chug aval-ar-baradoz gant ar yaourt ha liammit gant ar bleud gwinizh. Lakait ouzh ho tremm, laoskit e-pad 20 mn ha riñsit gant dour fresk.

Aval-ar-baradoz a starta ho kroc’hen, ar yaourt a lazh ar bakteri hag ar bleud en deus un efed "tennañ".