|
|
|
|
|
|
|
29 a viz Eost 2005,
niv. 64 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Korventenn
Katrina : ur milion a dud diblaset |
|
|
Seizh
den a oa bet lazhet gant avelioù Katrina e Florida diriaou.
Barradoù avel 266 km/eur a oa bet enrollet dec'h da noz pa
oa ar gorventenn Katrina o tostaat da aodoù Stad Louiziana,
er Stadoù-Unanet. Barradoù avel
kreñvoc'h c'hoazh a oa bet enrollet disul beure (282
km/eur). Ar gorventenn Katrina zo unan eus ar re
zañjerusañ, live 5 war ar skeuliad Saffir-Simpson. War
aodoù Louziana emañ kêr New-Orleans.
1,3 milion a dud zo o vevañ er c'horn-bro. 1 milion o deus
gellet kuitaat ar vro en deizioù tremenet. Goulennet ez eus
bet ouzh an dud chomet er gêr mont dindan gwarez ar
'Superdome', stad football amerikan an New Orleans Saints. Ouzhpenn
25 000 den a vefe bet degemeret eno c'hoazh. Kreizenn nukleel
Waterford, |
|
|
|
|
|
|
|
Emglev
etre an Ademe hag al labourerien-douar |
|
|
E
sizhun dremenet e oa bet sinet un emglev gant an Ademe
(Ajañs an endro ha mestroniañ an energiezh) ha
Kevredad broadel kevelourioù implij an dafar labour-douar
(FNCUMA). Ar palioù : ober en doare ma vefe
implijet nebeutoc'h a eoul-maen gant ar mekanikoù, ha
broudañ al labourerien-douar d'ober gant eoul plant kentoc'h. Gant
Ademe ha Cuma Breizh eo bet krouet Kevredigezh an oberoù
lec'hel evit an energiezh hag an endro (Aile). Graet e vez ganti
diagnostikoù war an dafar implijet gant al
labourerien-douar. Gant enselladennoù an Aile ez eus tu da
zigreskiñ an eoul-maen implijet gant keflusker un traktor,
betek 1,5 litrad nebeutoc'h bep eurvezh. War ur bloavezh e c'heller
espern evel-se 900 litrad fioul, da lavarout eo krouiñ 2,5
tonennad a CO2 nebeutoc'h. |
|
|
|
|
|
|
|
Embannet
skrid "Gwerz ar Vezhinerien" |
|
|
Berzh
bras zo bet graet gant pezh-c'hoari nevez Strollad ar Vro Bagan, Gwerz
ar Vezhinerien, e-kerz an
hañv-mañ. N'oc'h eus ket gellet mont ?
Bet oc'h, plijet bras oc'h bet ? C'hoant ganeoc'h ober un
tañva adarre da istor karantez dipitet Jaig, ar bezhiner
yaouank ? Lakaet eo bet testenn pezh-c'hoari Goulc'han
Kervella war baper, gant Delioù Embannadurioù.
Diwar ur romant gant Yvonne Pagniez, Pêcheur
de Goémon, eo bet savet an arvest gant
Goulc'han Kervella. Gwerz
ar Vezhinerien, embannet gant Delioù |
|
|
|
|
|
|
|
Marc’h-houarn |
|
|
Kêriadenn
Ploue ha Breizh a-bezh a oa splujet er marc’hhouarnerezh an
dibenn-sizhun-mañ. 9vet redadeg Kib ar Bed evit ar
merc’hed e oa ha 23vet redadeg ar Pro Tour 2005 evit ar
baotred. Ar merc’hed a rede d’ar Sadorn. Ha
m’eo anavezet ar gampionez c’hall Jannie Longo
dreist-holl, un Italianez, Noemi Cantele, eo he deus gounezet. Eus
kostez ar baotred, holl bennoù-bras an druilhad a oa en em
roet emgav disul e Ploue, ur miz hanter war-lerc’h Tro
Frañs. An holl a soñje e Vinokourov, Di Luca,
Boogerd, Ulrich pe c’hoazh Moreau evit an trec’h.
Met, war-lerc’h Armstrong evit Tro Frañs, ez eo
George Hincapie, un ezel all eus skipailh Discovery Channel, en deus
gounezet. Peadra da grediñ ez eo kavet dija an hini a gemero
plas ar
c’hampion amerikan. Mell-droad 5vet
devezh R1 Nancy
(20vet) 6-0 Roazhon (vet) Naoned
(5vet) 0-0 Metz (18vet) 6vet
devezh R2 Caen
(20vet) 0-0 Gwengamp (13vet) An
Oriant (4vet) 1-1 Istres (8vet) Brest
(14vet) 2-0 Clermont-Foot (10vet) 6vet
devezh R1 Troyes
(12vet) – Naoned (6vet) Roazhon
(19vet) – Auxerre (10vet) 7vet
devezh R2 Clermont
Foot (11vet) – An Oriant (3e) Creteil
(1añ) – Brest (8vet) Gwengamp
(13vet) – Gueugnon (10vet) |
|
|
|
|
|
|
|
Filmoù
spont hañv 2005 |
|
|
Pa
vez tomm an amzer ez a ar re varv en o sav... war ar
skrammoù bras bepred. Dipitus e oa bet ar bloaziad 2004 er
c’heñver-se (dister e oa doare nevez Dawn
of the dead e gwirionez) ; kalz
talvoudusoc’h eo 2005. Mesket eo bet ar fent saoz hag ar
spouron gant Shaun of the dead,
ur film “so British” hag a oar lakaat war wel
kudennoù sokial ur rummad dinerzh dre jubenn zombied. Damveneget
e vez ennañ oberennoù dave an doare
filmoù-se : re George A. Romero (The
night of the living dead, 1968 ; ha doare
orin Dawn of the dead e 1978) en
o zouez. Gant an den-se eo bet sevenet Land of the dead deuet er-maez e
miz Eost. Sevel a ra ar re varv ouzh bedig breinet ar re vev ;
bleniet int gant ur zombi bet paotr e esañs (!). Ur film
deuet war-lerc’h an |
|
|
|
|
|
|
|
Sonerezh
Lik-ha-lik da bellgargañ |
|
|
Plijet
oc'h gant "rock-plom" e brezhoneg ar strollad Lik-ha-lik ?
Gellet ho poa kaout un tañva e fin manifestadeg miz Meurzh
2003 marteze... Ur bladenn a oa bet embannet ganto warlene, "Brezhoneg
ain't gonna die". Pladenn gentañ-tout ar strollad, "Dizalc'h
da spered" (enrollet en un ti-feurm en un devezh) zo bet lakaet war
eMule gant ar sonerien o-unan. Tu zo da gavout div sonadeg bet graet
gant ar strollad e Cleunay hag e Sal ar Cité, e Roazhon.
N'eus ken met klask war-lerc'h "lik-ha-lik" barzh eMule... bet staliet
ar doare brezhonek ganeoc'h evel-just ! http://www.likhalik.lautre.net Evit
pellgargañ eMule (digoust) : http://www.drouizig.org/Brezhoneg/Meziantou/meziantou-eMule.html |
|
|
|
|
|
|
|
Tartezenn
Tatin gant tomatez sec’h ha koñfizet |
|
|
Danvez
evit 6 den : Tommit
ar forn da gentañ, tommder 2 ( Didroc’hit
an tomatez fresk a dammoù 1 c’hantimetrad tevder.
Lakait anezho war blakenn ar forn bet goloet gant paper
poazhañ. Bannit eoul olivez warno, pebrit hag holenit.
Dibluskit ar c’hignen, ha troc’hit anezho
munut-munut. Bruzunit war an tomatez. Laoskit da
goñfizañ er forn e-pad 20 mn. Lakait
8 tomatezenn sec’h a-gostez. Drailhit ar re all, gant ur
bannig eus o eoul hag ar c’houmin. Lakait
an tomatez sec’h a zo en o fezh war foñs ar moull.
Goude-se, ledit ur gwiskad tomatez sec’h drailhet. Lakait an
tomatez koñfizet en diwezh. Ledit an toaz warno ha lakait an
dartezenn er forn e-pad 25 mn war an tommder 7 ( |
|
|
|