|
|
|
|
|
|
|
27 a viz Mezheven
2005, niv. 62 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
60vet
deiz-ha-bloaz Aozadur ar Broadoù Unanet |
|
|
D'ar
Savet
ez eus bet meur a skourr eus ABU, evit ober war-dro traoù
resis : an Unicef, evit skoazellañ ar vugale er
bed ; an Unesco, evit ar Glad hag ar sevenadur ;
Lez-varn Etrebroadel Den Haag, evit ar Justis... |
|
|
|
|
|
|
|
A-zivout
ar skiant, ar balumed ha Bro-Japan |
|
|
Dres
p’emañ ar 57vet emvod bloaz eus Bodad Etrevroadel
ar Balumeta (Commission Baleinière Internationale)
oc’h echuiñ, emañ Bro-Japan
oc’h embann e vo peskataet gante div wezh muioc’h a
valumed bep bloaz, da lâret eo tro 1 300 loen, war
zigarez gallout kas gwelloc’h enklaskoù skiantel
diwar o fenn. Penaos e savont o studiadennoù
neuze ? Troc’hañ a reont ar balumed
a-jelkennadoù ha gwerzhañ anezhe e
pretioù an enezenneg... Er mod-se ez a war wellaat
gouiziegezh ar Japaniz diwar-benn ar spesadoù-se, en arvar
da vont da netra hervez ur bern skiantourien. Hag
un dra bennak n’en deus netra da welet a zo : er
bloaz-mañ emañ Bro-Japan tost-tre da zont a-benn
da droc’hañ ar “moratoire”
etrebroadel a zo war ar balumeta kenwerzhel, ar pezh a aotrefe an holl
da gregiñ en-dro da lazhañ balumed evit
gwerzhañ anezhe. Daoust ha ne vefe kollet skiant ar
Japaniz ? |
|
|
|
|
|
|
|
Kizelladennoù
ramzel e Konk-Kerne |
|
|
An
10vet gwech eo e vo aozet ar festival-se gant ar gevredigezh "Bois 7".
Dic'hortoz a-walc'h eo an degouezh. War blasenn an Ti-kêr e
vo ret da c'hwec'h kizeller labourat pezhioù koad bras (2,5
metrad hirder), tro-dro d'un tem : "avec ou sans filet" er
bloaz-mañ. Eizhtez o do evit echuiñ o zamm arz, a
vo kizellet ganto dirak selloù an holl war ar blasenn,
adalek ar |
|
|
|
|
|
|
|
Basket |
|
|
Kampionad
Basket NBA (kampionad Amerika) zo echu abaoe ar sizhun paseet. Ha pell
en do lakaet evit dibab e c’hounezer. Eus un tu,
bez’ e oa skipailh Detroit Pistons, gounezer e 2004
c’hoazh, hag eus an tu all, skipailh ar Gall Tony Parker, ar
San Antonio Spurs. En em adkavet int o-daou e gourfenn ar play off, da
lavaret eo ar mini-kampionad e fin ar c’hampionad reizh. Ar
Spurs zo bet trec’h war ar Pistons war-lerc’h ur
match diwezhañ start-kenañ, gounezet 81 da 74.
Setu penaos, war-lerc’h |
|
|
|
|
|
|
|
Les
Poupées Russes |
|
|
Frañs
- 2005 Senario
ha seveniñ : Cédric Klapisch Tost
da dregont vloaz eo Xavier (Romain Duris), ha deuet
eo poent dezhañ ober bilañs e vuhez. Aet eo war
ar vicher skivagner ; dilezioù en deus graet met en em zibab
a ra er metoù-se memes tra. Prederiet eo gant ar
merc’hed kentoc’h, ar re en deus bet
santadoù outo. Sellet a ra outo evel ma reer ouzh
merc’hodennoù rusian : en em c’houlenn a
reer pe hini e vo an hini diwezhañ ? Ahelet
eo ar film gant aktourezed eus ar re wellañ neuze, Audrey
Tautou ha Kelly Reilly (an hini zo hañval un tamm ouzh
Goulwena an Henaff) da gentañ penn. Gant ar framm
kreñv-se eo e teu Les Poupées
Russes da vezañ dedennusoc’h
eget ar film diaraok (L’auberge espagnole,
2002) moarvat. Ne c’heller nemet soñjal e Antoine
Doinel (tudenn filmoù Truffaut), pe e Monsieur Jean (tudenn
bannoù-treset Dupuy ha Berberian) :
boudoù faltazi tost red o buhez ouzh hini o
c’hrouerien. Emgav zo a-benn pemp bloaz neuze ? Evit
gouzout muioc’h : www.lespoupeesrusses.com |
|
|
|
|
|
|
|
Sons
and Daughters – The Repulsion Box |
|
|
Embannet
gant Domino/PIAS Bro-Skos.
Brudet evit ar strolladoù pop sioul evel Belle and Sebastian
pe Camera Obscura. Gant Sons and Daughters eo un afer all.
Amañ emaomp war douaroù sec’h da vat,
hag e chom start al lusk, eus ar penn kentañ betek ar fin.
Tu’ zo dañsal neuze ? Ya, met buan-tre.
Ha dreist-holl ma plij deoc’h ur seurt folk noazh-ran, ur
seurt sonerezh diginkl ha teñval a-walc’h.
Kregiñ a ra buan, buan-tre zoken, gant Medicine.
"Hit me, hit, I’m already on the ground"
(sko ganin, sko ganin, war al leur emaon dija) emezont evit degemer ar
selaouerien. Gant Dance Me In ha
Monsters eo memes mod. |
|
|
|
|
|
|
|
Erru
an hañv... |
|
|
Distanit Kibellañ
seder : Meskit
un dornad mat a bri flour-dreist gant 2 loaiad brenn ed ha 4 zasad a
laezh buoc’h, hag ouzhpennit un nebeud takennoù
eoul begar. Distrempit ar meskaj-se gant dour tomm, ha grit ho mad eus
ho kibelladenn. Kigennit Divrec’h
un dañsourez : Tapit
ur voutailhad dour (1,5 litrad) etre ho taouarn, savit anezhi a-us ho
penn, gant ho taouilin stardet an tostañ posupl. Diskennit
ho tivrec’h (karget e-giz-se) a-dreñv
d’ho kilpenn en ur analañ, davet ho
plankennoù-skoaz. Bountit war ar voutailhad davet an
nec’h en ur zialanañ. Grit se 30 gwezh, dre
abadennoù 3 gwezh. Grit un ehan un hanter vunutenn-pad etre
pep abadenn. Moumounit Evit
ho treid : Merit
ho treid gant ur meskaj graet gant 2 loaiad vras a vel, kement all a
sukr hag ur strilhadennig eoul olivez. Dorloit anezho mat gant ar
meskaj-se ha riñsit dindan an dour klouar en diwezh. |
|
|
|