|
|
|
|
|
|
|
20 a viz Mezheven
2005, niv. 61 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Manifestadeg
a-enep Rannvro "Broioù al Liger" |
|
|
Hiziv
da 2 eur goude kreisteiz e vo aozet ur vanifestadeg gant Breizh Unvan
(Cuab), dirak savadur Kuzul-rannvro Broioù al Liger, e
Naoned. Un emvod gant an holl guzulierien-rannvro a vo d'an eur-se. Ar
wech kentañ eo d'ar gevredigezh gervel a-enep Rannvro
Broioù al Liger, eme brezidant Breizh Unvan, Emile
Granville. Dre vras e veze goulennet gant ar gevredigezh
manifestiñ evit ma vefe unanet Breizh hepken. Ur skipailh
dileuridi eus Breizh Unvan a vo degemeret gant tud eus Kuzul-rannvro
Broioù al Liger. Er
sizhun dremenet en doa Breizh Unvan kemeret perzh en ur c'hlemm savet
a-enep Rannvro Broioù al Liger, peogwir e nac'h
breizhadelezh an dud zo o chom el Liger-Atlantel. Meur a gevredigezh
vreizhek o deus kemeret perzh er c'hlemm-se. Kaset eo bet da
"Bennadurezh veur ar stourm a-enep ar gwallziforc'hioù",
krouet gant Jacques Chirac nevez zo. |
|
|
|
|
|
|
|
An
delfined tapet er rouedoù |
|
|
Tri
spesad delfined a vez gwelet war aodoù Breizh. Plijout a ra
dezhe lammat e-maez an dour ha mont da-heul ar bigi. Ha gant un tamm
chañs e c’heller sellet oute pellik
a-walc’h. Siwazh
dezhe e vevont diwar ar memes preizhoù hag an draeneged ha
pesked all zo klask war o lerc’h. Er memes takadoù
ez a ar morviled bihan-se hag ar pesked da chaseal. Abalamour da se eo
lakaet fall an delfined gant ar chaluterien a besketa draeneged. Un
doare a zegas kalz a zistruj eo ar pesketa gant rouedoù
donvor anvet “chalut-boeuf
pélagique” : rouedoù donvor A-benn
saveteiñ an delfined hag ur bern loened-mor all eo ret
cheñch an doareoù da besketa. E-lec’h
implijout seurt rouedoù-stlej e c’haller
linennañ an draeneged. An doare-se a zouj ouzh ar
bevliesseurted hag ouzh ar mamennoù pesked. Ouzhpenn-se e
vez muioc’h a labour evit gant an doare all, pezh a
c’hellfe degas muioc’h a implijoù. A-benn
gouzout hiroc’h : http://www.defendonslesoceans.org. Morvil
(ed) : cétacé Draeneg
(ed) : bar Bevliesseurted
: biodiversité Linennañ
(draeneged) : poser des lignes pour pêcher (des bars de ligne) |
|
|
|
|
|
|
|
Kizelladennoù
ramzel e Konk-Kerne |
|
|
An
10vet gwech eo e vo aozet ar festival-se gant ar gevredigezh "Bois 7".
Dic'hortoz a-walc'h eo an degouezh. War blasenn an Ti-kêr e
vo ret da c'hwec'h kizeller labourat pezhioù koad bras (2,5
metrad hirder), tro-dro d'un tem : "avec ou sans filet" er
bloaz-mañ. Eizhtez o do evit echuiñ o zamm arz, a
vo kizellet ganto dirak selloù an holl war ar blasenn,
adalek ar |
|
|
|
|
|
|
|
24
eurvezh ar Mañs |
|
|
Redadeg
kirri 24 eurvezh ar Mañs a oa an dibenn-sizhun paseet.
Kerkent ha loc’het, evel boaz, d’ar Sadorn da 4 eur
en endervezh, team Pescarolo en deus diskouezet pegen kreñv
e oa e-keñver tizh o tapout penn ar redadeg evit ar
prototipoù. Met, tapet gant kudennoù mekanik, e
vint dibaseet gant an team Audi amerikan. Audi hag a echuo
d’ar c’hentañ plas gant, e-touez an tri
blenier, Tom Kristensen, bremañ recordman evit an niver a
drec’hioù er Mañs gant 7
trec’h e 9 redadeg. Ar rekord paseet a oa dalc’het
gant Jacky Icks. Setu penaos ez eus ganet ur vojenn nevez e bed ar
c’hirri redek disul da 4 eur endervezh. |
|
|
|
|
|
|
|
The
Interpreter (L’Interprète) |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2005 Seveniñ
: Sydney Pollack Jubennourez
e ti an ABU eo Silvia (Nicole Kidman). Ampart eo war
veur a yezh, ar “c’hueg” en o zouez (ur
yezh komzet en he bro c’henidik, Su Afrika). Dre zegouezh e
klev chuchumuchu tud er yezh-se a ro dezhi da grediñ e vo
drouklazhet un diktatour a zeuio da gomz dirak bodadeg veur ar
Broadoù Unanet a-benn nebeut. Lakaet eo Silvia e darempred
gant ar poliser Keller (Sean Penn). Met disfiz en
deus an den-se ouzh ar jubennourez. Ur
film politikerezh faltazi en deus savet Sydney Pollack eta. Daoust
m’eo kempennet mat a-walc’h
“suspense” an istor, ne c’heller ket
lavaret eo gwall zic’hortoz red an darvoudoù.
Perzh dedennusañ “The Interpreter” eo
darempredoù kizidik ha divoutin ar c’houblad
Penn/Kidman kentoc’h. Evit
gouzout muioc'h : http://www.theinterpretermovie.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Kraftwerk
– Minimum Maximum |
|
|
Embannet
gant EMI/Capitol Ar
re a oa e Roazhon e miz Kerzu Muioc’h
a draoù : www.kraftwerk.com. |
|
|
|
|
|
|
|
Crumble
mod Bro-Saoz |
|
|
Danvez :
Danvez
evit ar bruzun : Troc’hit
ar rubarbez hag ar sivi a dammoù, 2 pe 4, diouzh o ment.
Didammit ar bananez. Poultrennit ar sukr war an tammoù
frouezh ha lakait anezho mesk-ha-mesk en ur plad. Raktommit
ar forn, tommder 6 (180° C). Fardit
ar bruzun dre veskañ an holl zanvezioù gant
begoù ho pizied ha dasparzhit ar bruzun war ar frouezh.
Lakait da boazhañ er forn e-pad 30 pe 40 munutenn. |
|
|
|