|
|
|
|
|
|
|
13 a viz Mezheven
2005, niv. 60 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Diverket
dleoù 18 bro |
|
|
Divizet
e oa disadorn e Londrez gant ar G8, an eizh bro ar muiañ
greantelaet er bed, diverkañ dleoù 18 bro. Lod
eus broioù paourañ ar bed zo en o zouez. En
Afrika emaint dreist-holl : Benin, Burkina Faso, Etiopia,
Ghana, Maouritania, Mali, Mozambik, Niger, Ouganda, Rwanda, Senegal,
Tanzania, Zambia. Ganto e kaver ivez Bolivia, Guyana, Honduras,
Madagaskar ha Nicaragua. Eizh
Ministr an Arc'hant ar G8 o deus divizet diverkañ 32,5
miliard euroioù a zleoù e Bank Afrikat an
Diorren, er Bank Bedel hag er Font Moneizel Etrebroadel. Un eil diverk
dleoù a c'hellfe bezañ graet gant ar G8 en amzer
da zont, evit dek bro all, hag evit un 11 miliard euroioù
bennak. |
|
|
|
|
|
|
|
Un
nozvezh a viz Even war al lanneier |
|
|
Erru
eo an abardaez, n’eo ket ken tomm an heol hag emañ
ar skeud o hiraat. Deut eo ar poent da selaou un nebeud istrogelled o
kanañ war al lanneier : ar pinted hag ar breaned melen zo o
richanañ a-bouez-penn, o c’hrougousat
emañ turzhunelled ar c’hoajoù. O klask
muenned emañ ar skouled glas. Tamm-ha-tamm ez a war freskaat
hag al laboused a dav a-nebeudoù. Ne chom nemet an drasked
sut hag o c’han bamus. A-greiz-tout
p’eo deut serr-noz e vez klevet un drol a fraoñv o
tont eus ar gwez-pin. Ur solex kozh zo o paouez
loc’hañ e-kreiz al lann ! Tevel a ra hag
ul labous iskis a ya da dreiñ tro-dro deoc’h.
Goude un nebeud troioù ez a da leuriañ ha da
ganañ en-dro : eñ ‘ni eo ar
solex ! Adren a vez graet anezhañ. Dre e gan,
asambles gant stlakadennoù divaskell a-wezhioù, e
verk pelec’h emañ e dachenn dezhañ. Goude-se,
p’eo erruet du-pod an noz ez a da devel. Ha neuze e vez
klevet skrijadennoù klemmus o tont eus ar gwez
bras : an touded penn-kazh yaouank ’ni eo, aet
’maez eus o neizh. N’int ket kat da chaseal
c’hoazh hag emaint o c’hervel o zud a-hed an noz da
gaout morzigelled da vegata. Diouzh
ar mintin e tavo tout ar re-se hag e c’hello al laboused-deiz
saludiñ an heol hag an devezh nevez. Evit
klevet an adren : http://www.oiseaux.net/oiseaux/caprimulgiformes/engoulevent.d.europe.html Adren
(-ed) : engoulevent Brean
(-ed) melen (pe plouz kerc'h ): bruant
jaune skoul
glas : busard cendré : drask
sut : grive musicienne muenn
(-ed) : campagnol turzhunell
(ed) ar c’hoadoù :
tourterelle des bois toud
(-ed) penn-kazh : hibou moyen-duc morzigell
(-ed) : mulot |
|
|
|
|
|
|
|
Kizelladennoù
ramzel e Konk-Kerne |
|
|
An
10vet gwech eo e vo aozet ar festival-se gant ar gevredigezh "Bois 7".
Dic'hortoz a-walc'h eo an degouezh. War blasenn an Ti-kêr e
vo ret da c'hwec'h kizeller labourat pezhioù koad bras (2,5
metrad hirder), tro-dro d'un tem : "avec ou sans filet" er
bloaz-mañ. Eizhtez o do evit echuiñ o zamm arz, a
vo kizellet ganto dirak selloù an holl war ar blasenn,
adalek ar |
|
|
|
|
|
|
|
Marc’hhouarnerezh |
|
|
An
Dauphiné Libéré
eo ar redadeg vras diwezhañ a-raok Tro Frañs Un
doare dedennus neuze da welet piv a seblant
kreñvoc’h eget ar peurrest eus an druilhad evit
klask gouzout en a-raok piv a vo tud kreñv Tro
Frañs. Er bloaz-mañ, ar maout zo aet gant un
Euskarad eus skipailh Euskaltel, Inigo Landaluze. Evel boaz, Lance
Armstrong, eñ hag a redo e Dro Frañs
diwezhañ er bloaz-mañ, en deus echuet er
plasoù kentañ. Bez eo 4e er bloaz-mañ.
Dedennus eo gwelet ar C’holombian Santiago Botero
oc’h ober e zistro d’ar marc’h-houarn
war-lerc’h e wallzarvoud e Tro Frañs, un nebeud
bloavezhioù zo. Eñ a echu d’an eil
plas, 11 eilenn hepken war-lerc’h Landaluze. Alexander
Vinokourov a echu just a-dreñv Armstrong, er 5vet plas.
Gortozomp bremañ gwelet petra raio tout an dud-se war
hentoù Tro Frañs, hag a grogo a-benn a-boan ur
miz, d’an |
|
|
|
|
|
|
|
Sin
City |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2005 Senario
ha seveniñ : Robert Rodriguez ha Frank Miller Difennet
d’ar re dindan 12 vloaz Kêr
an holl sioù hag an holl bec’hedoù eo
Sin City. N’eus forzh petra a c’hell
c’hoarvezout en ul lec’h a seurt-se. Ul loen mut a
c’hell dispakañ kalon ur marc’heg kadarn
evit veñjiñ marv e vestrez, gisti ar
c’harter tomm a c’hell sevel ouzh ur poliser aet
brein, h.a. Un
nebeud istorioù kriz douget gant aktored a-feson (Bruce
Willis, Clive Owen, Benicio del Toro, Elijah Wood) a ya
d’ober Sin City. Kalite an azasañ eo perzh
dibarañ ar film-se. Ar wech kentañ eo gwelet ur
"film-bannoù treset" e-giz ma c’helle Orson Welles
sevel "filmoù-c’hoariva" da skouer. Doujet eo bet
da arz Miller en ur lakaat er skeudennoù kement a zu hag a
wenn evel ma ra en e albomoù. Feuls-kenañ eo ar
bed-se, met daoust d’an istorioù
hañvalout bezañ simpl e verzer tamm-ha-tamm e
talvez ar Yin hag ar Yang evit spered an tudennoù kement hag
evit doare ar film. Evit
gouzout muioc'h : http://www.sincity-lefilm.com/ http://hem.passagen.se/fm4/sincity.html
(evit ar bannoù-treset) Papa Frañs
- 2004 Senario
ha seveniñ : Maurice Barthélémy Emañ
Louis (Martin Combes) war hent ar vakañsoù
e-barzh oto e dadig (Alain Chabat). Ha pa ne zeu ket a-benn da bellgomz
da vammig e chom tadig en imor vat... dalc’hmat. Petra
a c’hoarvezo war an hent-se? Tra ebet pe dost. Nemet e teuio
dousik war wel ar pezh a chom war spered an tudennoù. Goude RRRrrrr !!!
e c’hellfed tec’hel dirak film nevez unan eus ar re
Robin des Bois. Ur fazi bras e vefe avat. Gant nebeudigoù e
kont ar film-mañ un drama a-benn ar fin, met en ober a ra en
un doare soutil ha plaen, hep tamm pathos ebet. Ken eeun hag ar vuhez
eo. Evit
gouzout muioc'h : http://www.papa-lefilm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Ellen
Allien – Thrills |
|
|
Embannet
gant Bpitch Control/Pias Daou
vloaz’ zo e oamp bet plijet gant Berlinette.
Pladenn nevez Ellen Allien a zo ken mat all, met disheñvel
penn da benn. Ma oa diazezet Berlinette war sonioù nevez
flamm, he deus divizet Ellen Allien implijout mekanikoù kozh
evit enrollañ Thrills. N’eus
nemet selaou sonioù boud ar bladenn
d’ober : kreñv evel da vare penn
kentañ ar sonerezh elektronek. Dre vras eo
teñvaloc’h ivez ar bladenn nevez :
war-bouez an ton diwezhañ (Magma), n’eus ket kalz
tra a c’hallo lakaat an dud da fiñval war an
dancefloor. Gwelloc’h eo chom er gêr da selaou ar
bladenn, ha klask kavout en-dro al levezonoù liesseurt he
deus implijet an Alamanez : krautrock amañ, transe
ahont. Aze ho po peadra da badout, rak gwall stank eo ar bladenn. Ha
forzh penaos, n’eo ket difennet deoc’h
(c’hoazh), lakaat ar son da bignat ha dañsal
hoc’h-unan en ho saloñs leun a arrebeuri Ikea. Evit
gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
Maskloù |
|
|
Setu
pevar maskl graet diwar broduioù naturel ha simpl-tre da
fardañ. Evit
an holl seurtoù kroc’hen Maskl
diwar bri-gwenn, mel ha laezh Meskit
3 loaiad vihan a bri-gwenn, 3 loaiad vihan a laezh hag ul loaiad vihan
a vel betek ma teufe an toaz da vezañ lintr. Lakait ar
maskl-mañ ouzh ho tremm e-pad 20 munutenn. Lamit gant dour
klouar ha ledit ho tourenn tonik. Evit
ar re zo ur c’hroc’hen druz dezho Maskl
diwar vi, sitron hag eoul olivez Basit
ur melen-vi, chug un hanter penn-sitron hag ul loaiad vihan a eoul
olivez. Lakait ar maskl-mañ ouzh ho tremm e-pad 20 munutenn.
Lamit gant dour klouar ha ledit ho tourenn tonik. Evit
ar re zo ur c’hroc’hen sec’h dezho Maskl
diwar vi hag alamandez dous Basit
ur melen-vi gant 2 loaiad vihan a eoul alamandez dous. Lakait ar
maskl-mañ ouzh ho tremm e-pad ur c’hardeur. Lamit
gant dour klouar ha ledit ho tourenn tonik. Evit
ar re zo ur c’hroc’hen etre Maskl
diwar sitron, mel ha vi Meskit
ur melen-vi gant 2 loaiad vihan a vel hag ul loaiad vihan a
chug-sitron. Lakait ar maskl-mañ ouzh ho tremm e-pad ur
c’hardeur. Lamit gant dour klouar ha ledit ho tourenn tonik. |
|
|
|