7 a viz Mezheven 2004, niv. 16

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Prosez muntr Caroline Dickinson o kregiñ e Roazhon

 

 

Saozez yaouank a 13 vloaz, deuet da vakañsiñ e Breizh e-pad an hañv 1996, Caroline Dickinson a oa bet lazhet ha gwallet d'an 18 a viz Gouere. Adkavet e oa bet korf ar plac'h yaouank en herberc'h yaouankiz e Planfili, etre Sant-Maloù ha Felger.

Miliadoù a dud zo bet aterset ha dielfennet o ADN gant ar polis, en Europa a-bezh. Un den dilabour a oa o tremen dre ar vro d'ar memes mare a oa bet harzet hag a oa bet lakaet da anzav ur muntr. Lakaet e oa bet digablus goude an dielfennadurioù.

Adalek 1997 e oa bet lakaet e penn an enklask ar barner roazhonat Renaud Van Ruymbeke. Kregiñ a ra da glask war-lerc'h tud a dremenfe ingal dre herberc'hioù yaouankiz. E miz Ebrel 2001, e oa bet merzet gant ur poliser eus ar Stadoù-Unanet e oa bet harzet un den e Miami. Klasket en doa an den-se mont e-barzh kambr merc'hed yaouank en un  herberc'h. Klotañ a ra an dielfennadur ADN graet war an den a 50 vloaz hag ar roudoù bet kavet war korf Caroline Dickinson. Kaset e voe neuze betek Frañs. E lez-asizoù Roazhon e krog hiziv ar prosez.

 

 

 

 

 

 

 

 

Votit ha diwallit an endro!

 

 

D’an 13 a viz Even ez aimp da zilenn hor c’hannaded evit Parlamant Europa. A-bouez eo an dilennadegoù-se evit ar re o deus c’hoant da wareziñ an endro : kalzik a varregezhioù he deus Europa war an dachenn-se.

Gallout a ra Europa enebiñ ouzh an enkadennoù energiezh hag hinad : divizet ez eus bet ganti lakaat hec’h izili da zoujañ ouzh Protokol Kyoto dre reiñ lañs d’an energiezhioù padus, dre reiñ brud d’an espern energiezh ha dre lakaat ar pouez war an dezougen war vor pe gant an hent-houarn.

Met gwan e chom war tachennoù a rankfe bezañ gwarezet ganti kentoc’h evit gant ar Stadoù. Da skouer gant ar programm Natura 2000 e c’hellfe diwall gwelloc’h liesseurtegezh an natur. Met n’eo ket gwall arc’hantet ar programm-se. Dleout a rafe stourm kalz kreñvoc’h ouzh al lanvioù du hag ar saotradurioù chimik ivez.

Arc’hantet e vez al labour-douar gant fontoù Europa evit al lodenn vrasañ. Ret e vefe d’ar fontoù-se bezañ roet d’al labourerien-douar a ziwall an endro, e-giz gant al labour-douar bio. Soñjit e-barzh an OGM ivez, ret eo da Europa enebiñ oute!

Evit an holl abegoù-se (ha reoù ouzhpenn sur a-walc’h!) eo ret dilenn kannaded emskiantek eus ar c’hudennoù bras hon eus da dalañ outo hag o deus c’hoant ha youl da ziskoulmañ anezhe.

Na chomit ket da rouzañ war un draezhenn leun a vazout hag a vezhin glas disul : kit da votiñ!

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Remi Blanchard e mirdi an Arzoù-kaer a Gemper

 

 

Ag an 28 a viz Mae betek an 31 a viz Eost 2004

 

Er blezadoù 80 ez eus bet savet un emsav livourion a zo daet brudet, re ar "skeudennadur libr" e oa. E-touez al livourion-mañ e oa Robert Combas, Herve Di Rosa, François Boisrand ha Remi Blanchard a zo diskouezet e oberennoù e mirdi an Arzoù-kaer a Gemper. Studier an arzoù e Kemper eo bet Remi Blanchard en deus savet oberennoù personel-tre, leun a varzhoniezh enne, ur gwir ved en deus ijinet ha diskouezet ez eus un tamm ag ar bed-se dre oberennoù savet diàr ar vitologiezh, al loened en diskouezadeg-mañ. Ur veaj vrav d’ober asur.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : pgz, 02 98 95 45 20.

www.mairie-quimper.fr/musee.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tennis

 

 

Setu echu tournamant Rolland Garros. Goude pemzektez e ouzomp piv zo bet trec’h war douar Pariz. Hag ar pezh zo sur eo n’eo ket ar re a oa gortozet a zo bet bet gwelet er fin.

Eus tu ar merc’hed, da gentañ, ma oa gortozet ar Velgiadez Justine hag ar C’hallez Amélie Mauresmo ez eo ur gourfenn 100% rusian hon eus bet gant Elena Dementieva a-dal da Anastasia Myskina. Ur gourfenn a dizh hag a dag peogwir e oa gounezet ar match gant an eil hini goude 59 munutenn hepken (6-1 ; 6-2).

Tu a oa da grediñ neuze e vije ar memes c’hoari eus tu ar baotred dre ma oa, n’eo ket Rusianed met daou Arc’hantinad evit c’hoari ar gourfenn ! Ha gwir eo ne chomo ket ar c’hoariadenn en istor an tennis.Guillermo Coria a-enep Gaston Gaudio pe istor un den a oa da c’hounit (Coria) o koll, poan gantañ en ur c’har... Kement-se a ziskouez ez eus ivez ul lodenn a chañs er sport ha n’eus ket da zisteraat trec’h Gaudio evit-se (0-6 ; 3-6 ; 6-4 ; 6-1 ; 8-6).

Souezhus e vo bet an tournamant ar bloaz-mañ. Cheñchamant zo bet er skeul renkañ. O klask kampion bras an 10 vloaz o tont emañ an tennis.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Day After Tomorrow (Le jour d’après)

 

 

Stadoù-Unanet (2004)

Senario ha seveniñ : Roland Emmerich

 

Prederiet eo an hinour Jack Hall (Dennis Quaid) gant emdroadur an amzer er bed a-bezh. D’e soñj ez eus riskloù bras e vefe cheñchamantoù meur gant an hin a-benn ur c’hantved a gasfe d’un amzervezh skorn nevez. Siwazh ne zeu ket a-benn da sachañ evezh pennoù bras ar bed. Re ziwezhat eo forzh penaos...

Savet en doa Roland Emmerich filmoù ken soutil ha “Godzilla” pe “Independence day”. Boas eo enta da gontañ istor fin ar bed gant efedoù ispisial fromus. Dibabet en deus un abeg talvoudus ar wech-mañ avat. Daoust m’eo c’hoazh bras divent skeudennoù ar film, chañsoù zo e lakaio tud zo d’en em soñjal ha da cheñch o emzalc’h marteze. Setu n’eo ket ken toull-se an abadenn-mañ a-benn ar fin.

Klotañ a ra diflukadenn ar film-se war ar skrammoù gant penn kentañ koulzad kehentiñ an ADEME (Agence de l’Environnement et de la Maîtrise d’Energie) anvet "Economies d’énergie, faisons vite, ça chauffe" (s.o. Bremaik ar sizhun dremenet). Un "TEST CLIMAcT" a vez skignet en dro-mañ er sinemaioù Gaumont ha Pathé. Ur c’houlennaoueg savet brav da giriekaat an arvestourien.

 

Kement ha gouzout hiroc'h :

www.thedayaftertomorrow.com

www.ademe.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Eus ar broioù keltiek...

 

 

O paouez dont er-maez emañ "Dreaming the bull" (Huñvreal en tarv), eil romant trilogiezh Manda Scott diwar-benn buhez Boudika. Etre 47 ha 54 e tremen an istor. Aloubet ez eus dija ul lodenn vat eus Bro-Saoz a vremañ gant ar Romaned, met kenderc'hel a ra Boudika, Karadog hag o heuilhidi da stourm a-enep dezho...

 

An holl a anavez troioù kaer Harry Potter, ar sorser yaouank, kontet gant J.K. Rowling, ur Skosadez anezhi. Nebeutoc'h anavezet avat eo en tu-mañ eus Mor Breizh avanturioù Artemis Fowl, un Iwerzhonad yaouank dreist-speredek, kontet gant Eoin Colfer. Eñ ivez, a drugarez d'e speredegezh ar wech-mañ, a ya tre e bed marzhus ar gorriganed hag ar voudiged. Trede levr istorioù A. Fowl, "Ar c'hod a beurbadelezh", a zo bet troet nevez zo e galleg.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.artemisfowl.co.uk/

 

 

 

 

 

 

 

 

Avu-druz tomm gant bara temzet

 

 

Danvez : 250 g avu druz kriz, 4 zamm bara temzet, 3 loaiad bras a vel, 1 diñsad chug kig, 2 loiad vras a winegr Xeres, 1 c’hreunenn gardamom, holen gwenn, pebr.

 

Troc’hit an avu-druz a drañchennoù tev gant ur gontell lemm. O lakait en un asied a lakoc’h ur wiskadenn blastik warnañ. Krazit an tammoù bara temzet, o lakait a-gostez. Lakait ar mel da dommañ en ur gastelodenn. Pa vez spoumek, diskennit ar gwinegr Xeres. Laoskit da zigreskiñ d’an hanterenn, ouzhpennit ½ werennad dour hag an diñsad chug kig. Holenit, pebrit, ouzhpennit ar c’hreunenn gardamom bilet ha laoskit da boazañ war an tan bihan e-pad 5 mn. Mirit tomm. Lakait en ur baelon na beg ket da dommañ, lakait an trañchennoù avu. Pa vezont melenaet, troit anezho diouzhtu ha kontit 2 mn. poazhañ. Didruzit anezho war baper-sunañ ha lakait anezho war un tamm bara temzet. Lakait anezho war asiedoù, diskennit ar soubil kardamom en-dro dezho, holenit. Servijit diouzhtu.