|
|
|
|
|
|
|
6 a viz Mezheven
2005, niv. 59 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Eil
Devezh ar Brezhoneg ha 10 vloaz Lise Diwan |
|
|
Gant
ar gevredigezh Dazont ar yezh e oa bet aozet evit an eil gwech "Devezh
ar Brezhoneg", e Karaez. Pa oa bet tomm-berv an amzer warlene (aozet e
oa bet an devezh Sul kentañ miz Mezheven ivez) ha deuet un
tamm mat a dud pa oa freskoc'h an traoù, en
taol-mañ en deus graet glav-bil e-pad
eurvezhioù... Sec'hoc'h e oa bet an traoù adalek
teir eur goude-kreisteiz, ha kalz muioc'h a dud zo bet evit warlene
a-benn ar fin ! Disammet an aozerien sur a-walc'h !
Plijusoc'h e oa neuze selaou ouzh Dom Duff ha bugale ar
skolioù divyezhek, tu oa d'ar c’hourenerien
diskouez o c'hrogadoù, bagad Penharz en deus gellet
seniñ dirak an holl, bugale skol Diwan Karaez o deus lakaet
an dud da zañsal... Muioc'h
a chañs a oa bet e-keñver amzer gant aozerien
Gouel 10 vloaz lise Diwan en derc'hent. War ar memes tachenn e oa bet
ar gouel, aozet gant ar gevredigezh Diwanet (skolidi gozh Diwan), lise
Diwan ha Kuzul Skoazell al Lise. Tro ez eus bet da welet ha da selaou
filmoù ha kanaouennoù bet savet gant liseidi eus
Diwan. "Piv ?" zo ur filmig 30 munutenn diwar-benn marv iskis
ul lisead, savet gant izili ar gevredigezh Setu. Berzh bras zo bet
graet gant "Reggae Breizh", kanaouenn ur strollad sonerezh, liseidi
Diwan ennañ. Spi a ro seurt degouezhioù, a ro da
welet e peseurt doare e vez roet buhez d'ar brezhoneg gant ar re
yaouank tremenet dre Ziwan. |
|
|
|
|
|
|
|
Vakañsoù
mat ! |
|
|
Petra
eo ar greanterezh kentañ er bed ? An touristerezh
’ni eo, gant 12 % eus PDG (PIB) ar bed ha 200 milion
a dud implijet. Pa ne oa nemet 25 milion a douristed e 1950 e oa 200
milion anezhe o veajiñ er bed a-bezh e 2000. Siwazh
ken stankaet eo an niver a douristed ma tegas kudennoù.
Darempredet eo an takadoù naturel betek re ha labezet int
diwar se. Miliadoù a dud o pilpazat a zistruj ar Sahara
kement ha Beg ar Raz. Gwask a vez war ar spesadoù gouez
ivez, loened pe plant. Ouzhpenn
se eo kiriek beajoù an douristed da 22 % eus ar gaz
efed ti-gwer dilaosket. Hag e-touez an doareoù beajin eo ar
c’hirri-nij pell saotrusoc’h evit ar
c’hirri. Koulskoude
hag eüruzamant ez eus tu da veajiñ ha da
wareziñ an natur war un dro. Ret eo beajiñ
goustatoc’h a-benn choaz doareoù na saotront ket
kement hag ar c’hirri-nij. Da skouer ma’z it da Vro
Maroko e c’hallit treuziñ Bro-C’hall
gant an tren, tapout ur vag e Marseille hag echuiñ ho peaj
en un taksi boutin ! Ha muioc’h a blijadur ho po
ivez ! M’ho
peus c’hoant da jediñ pegement a gaz efed ti-gwer
a broduit pa veajit : |
|
|
|
|
|
|
|
Kizelladennoù
ramzel e Konk-Kerne |
|
|
An
10vet gwech eo e vo aozet ar festival-se gant ar gevredigezh "Bois 7".
Dic'hortoz a-walc'h eo an degouezh. War blasenn an Ti-kêr e
vo ret da c'hwec'h kizeller labourat pezhioù koad bras (2,5
metrad hirder), tro-dro d'un tem : "avec ou sans filet" er
bloaz-mañ. Eizhtez o do evit echuiñ o zamm arz, a
vo kizellet ganto dirak selloù an holl war ar blasenn,
adalek ar |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-dorn |
|
|
Ar
re a heuilh un tammig ar vell-dorn e Frañs a oar pegen uhel
eo live skipailh Montpelhier e-keñver ar re all. Gounezet
ganto dija kampionad ha Kib Frañs er bloaz-mañ,
ar skipailh eus Okitania a c’hoarie disul evit klask ober ar
pezh ne oa morse c’hoarvezet : gounit ivez Kib ar
C’hevre ! Ha deuet int a-benn ! Pariz, ar
skipailh a c’hoarie ouzh Montpelhier evit ar gourfenn, en
deus klasket koulskoude doñvaat ar gampioned (12-10 evit
Pariz d’an troc’h-kreiz). Met, evel boaz, ar
ruilher a zo eus Montpelhier zo en em lakaet da vont war-raok en eil
hanterenn evit tremen dirak ar merk hag echuiñ a-benn ar fin
gant 6 pal diforc’h (27-21 evit Montpelhier). Setu penaos
echuiñ eus ar gwellañ ur bloavezh a chomo sur
a-walc’h pell er sonjoù... |
|
|
|
|
|
|
|
Imposture |
|
|
Frañs
- 2005 Senario
ha seveniñ : Patrick Bouchitey Kelenner
war lennegezh an 20vet kantved er skol-veur eo Serge Pommier (Patrick
Bouchitey). Foeltret eo e donkad a skrivagner evel m’eo
dleet. Diskar levrioù ar re all en e rubrikenn
vurutellañ eo ar pezh a chom gantañ evit
disammañ e bluñvenn lemm. Ha setu unan eus e
studierezed, Jeanne (Laetitia Chardonnet), o c’houlenn
digantañ adlenn he dornskrid, “Journal
d’une folle”. Bamus eo ar skrid-se; ken bamus ma
c’hellfe bezañ hini Serge, ken bamus ma tleo
bezañ hini Serge... Ar
c’houblad penn-tudennoù eo perzh bravañ
film Bouchitey. C’hoariet eo mat-tre hag emdroadur an
darempredoù kelenner/diskibl,
bourevier/gouzañver, tad/merc’h,
paotr/plac’h a ya mat-tre en-dro. Ar rebech pennañ
a c’hellfed ober zo war liv tudenn Serge Pommier e
deroù ar film : kaer en deus bezañ tort
a spered, n’eo ket dister a-walc’h e vuhez evit ma
komprenfed mat e abegoù d’ober ur seurt torfed. Evit
gouzout muioc'h : http://www.imposture-lefilm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Scopitone D’an
30 a viz Even, 1añ ha |
|
|
Ur
wech ouzhpenn eo dispar programm ar gouel Scopitone. D’ar
Gwener D’ar
Sadorn Muioc’h
a ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Kig-moc’h
gant soubilh skildrenk |
|
|
Danvez :
ur voestad Meskit
chug an avaloù-ananaz, ar Maïzena, ar gwinegr, ar
gastounadez*, ar soubilh tomatez ha 80 ml dour en ur besel. Lakaat
a-gostez. Lakaat
ar c’hig-moc’h hag ar bleud en ur
sac’h-plastek. Hejañ anezhañ betek ma
vefe goloet ar c’hig gant bleud. Lemel ar pezh a zo a re. Lakaat
ul loaiad eoul da dommañ war an tan bras, en ur wok.
Ouzhpennañ ar c’hig ha troit an tammoù
meur a wezh e-pad 2 pe 3 munutenn, betek ma vefe melenet-mat ar
c’hig-moc’h. Ouzhpennañ eoul ma vez ret.
Tennañ eus ar wok ha lakaat a-gostez. Lakaat
ar peurrest eus an eoul da dommañ er memes wok, diskenn an
tammoù ognon, ha lakaat da veleniñ e-pad 3
munutenn war an tan etre. Ouzhpennañ ar skilbebrenn, an
tokoù-touseg hag an avaloù-ananaz. Lezel da
veleniñ war an tan bras e-pad 2 vunutenn en ur
veskañ mat. Ouzhpennañ ar chug ananaz hag ar
c’hig-moc’h er wok ha meskañ. Lakaat da
virviñ ha leuskel da boazhañ e-pad 2 vunutenn,
betek ma vefe tevoc’h ar soubilh. Servijout gant riz. Kastounadez :
cassonade |
|
|
|