1 a viz Mezheven 2004, niv. 15

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Devezh ar brezhoneg e Karaez

 

 

Disul, d’ar 6 a viz Mezheven, e vo aozet un devezh evit ar brezhoneg e Karaez, war dachenn Kerampuilh, gant ar gevredigezh Dazont ar yezh. Adalek 9 eur 30 mintin betek an noz e vo kinniget, e brezhoneg, un oferenn, filmoù-berr, c’hoariva (Breizh-Aktu' 70-80 gant Strollad ar Vro Bagan), divizoù diwar-benn ar politikerezh yezh, stalioù-labour evit ar vugale hag, evel-just, standoù kevredigezhioù hag aozadurioù a bep seurt a ra gant ar brezhoneg.

Da 6 eur 30 e krogo abadenn veur ar sonerien a-raok ur fest-noz bras e-lec’h ma vo tro da adkavout bagadoù Karaez ha Brest, met ivez Dom Duff ha Bernez Tangi pe c’hoazh strolladoù evel An diaoul ha peder, Strobinell hag ar Groove Boys. Evit hetiñ he eilvet deiz-ha-bloaz e kinnigo al leti Noz Vad, digwener ha disadorn, un abadenn gant ar ganerez Nolwenn Korbell hag ar gitarour Soïg Siberil, hag un nozvezh kontadennoù e brezhoneg.

 

Digoust evit mont e-barzh.

Kement ha gouzout hiroc'h : www.gouel.com

 

 

 

 

 

 

 

 

"An deiz war-lerc'h"...

 

 

N’eus nemet tud un tammig pout o spered pe paeet gant lobby an eoul-maen pe an treuzdougen hag a zo prest da nac’hañ e ya an hinad war dommaat ! Pezh zo n’eo ket trawalc’h e ouife an dud evit lakaat anezhe d’ober un dra bennak evit enebiñ ouzh ar saotradur hag ar gaz efed "ti-gwer" : leun eo ar c’hêrioù a 4x4 klimatizet da skouer… Kenderc’hel a ra an hinad da cheñch eta. Brasoc’h-brasañ eo an diforzhioù temperadur er Meurvor Atlantel ha diwar-se kreñvoc’h-kreñvañ an darvoudoù klimatek : gallout a reer soñjal e vo muioc’h–mui a brantadoù sec’h-tre ha tomm-gor (miz Eost 2003) hag a c’hlaveier fonnus-tre. Ha neuze e vefe muioc’h-mui a liñvadennoù (e-giz e bro Redon bep bloaz bremañ) abalamour m’eo bet diskaret ar c’hleuzioù gant an adlodennañ. Muioc’h-mui a daolioù avel feuls-spontus a zegasfe "korventennoù ar c’hantved" aliesoc’h-aliesañ (e-giz e miz Kerzu 1999). Ha pa savo live ar mor e vo beuzet ar geunioù, ar paludoù hag an aberioù.
Ar cheñchamantoù er redoù-mor er mor Atlantel a c’hellfe distrujañ ar Gulf Stream hag a zo penn kaoz d’an hinad flour en Europa : an temperadur a drofe da 5 pe 6°C yenoc’h, da lâret eo e teufe hinad Breizh da vezañ heñvel ouzh hini ar C’hanada pe ar Siberi a-raok 100 vloaz ! Gwelet ho peus ar film The Day after Tomorrow (Le Jour d’après) ? Marteze e c’hellot gwelet anezhañ er vro 'benn nebeut ha ne vo ket er sinema !

 

Kement ha goût hiroc’h : www.ademe.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg William Wegman

 

 

Betek an 20 a viz Mezheven 2004
FRAC Breizh
Domani Kergwehenneg 56500 Begnen
Pgz : 02 97 60 44 44

Ganet e 1943 er Massachussets, William Wegman zo Amerikan penn da benn. N’eo ket santelaet an arz evitañ. Ur seurt produ èl ar re arall get e zanvez diazez treuzfurmet e meur a dra eo e oberennoù. Luc’hskeudennour da gentañ, ken anavet eo e gi Man Ray èltañ, peogwir en deus lusc’hskeudennet anezhañ e-pad blezadoù ha blezadoù. An oberennoù kinniget e Kergwehenneg a zo a 1968 betek 2004, a bep seurt int, taolennoù livaj, videoioù, luc’hskeudennoù a ziskouez labour divent William Wegman. Ha mousfent a-leizh a zo en e labour pezh a vank en arz a-vremañ alies.

Kement a gouzout hiroc’h : http://www.art-kerguehennec.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Netra er sizhun-mañ, digarezit !

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kill Bill Volume II

 

 

Stadoù-Unanet (2004)

Senario ha seveniñ : Quentin Tarantino

 

Erru eo war ar skrammoù eil rann oberenn ziwezhañ Tarantino. Goude bezañ graet o stal da Vernita Green hag O-Ren Ishii er rann gentañ e rank bremañ “Ar Wreg” ober war-dro Budd hag Elle Driver a-raok tizhout pal pennañ he dial : lazhañ Bill.

Pegadenn ampart doareoù filmoù disheñvel e oa rann gentañ “Kill Bill”. Siouloc'h eo an eil rann avat. Memes stumm a zo gantañ, met muioc'h a bouez a vez roet da abegoù an tudennoù en desped d'an emgannoù, ha gwell a-se !

Un ali eo nemetken, met dedennusoc'h e teu da vezañ ar boelladenn stil er mod-se.

 

Kement ha gouzout muioc'h : www.killbill-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Blue Note Revisited

 

 

Ma Doue ! Sonerezh jazz ! Met arabat kaout aon : ur sapre ti-embann eo Blue Note, abaoe ar bloavezhioù 1930. E-giz ma lavar  Eli Wolf en destenn ginnig e rank an ti-embann-se kenderc’hel da vont war-raok, da lakaat ar selaouerien da zizoloiñ tachennoù nevez. Hag ar bladenn-se a zo ur brouenn eus ar fed e c’haller meskañ seurtoù sonerezh disheñvel : setu pevarzek DJ a vesk en-dro tonioù o tont eus katalog Blue Note. Pep hini gant e zoare, e teuont a-benn da nevesaat an tonioù en ur virout ar spered a oa pa’z int bet krouet. Meneg ispisial da Song of Will, krouet gant Eddie Gale (e 1969) ha modernaet gant Jazzanova, ha da Erik Truffaz ha DJ Mehdi a ra war-dro The Emperor (savet e 1971 gant Donald Byrd).

 

Kement ha gouzout hiroc'h :

www.bluenote.com

www.bluenoteeurope.com

 

 

 

 

 

 

 

 

"Côté Resto" e Sant-Ke

 

 

E-kichen an draezhenn vras ha nepell diouzh kazino Sant-Ke emañ lec’hiet ar preti bihan-mañ. Brav a-walc’h eo, gant ur c’hlinkadur simpl ha livioù tomm degaset gant un nebeud taolennoù, ul leurenn karellerezh kozh, dezhi livioù ruz ha gell ar brikennoù koshaet, taolioù ha kadorioù dibaret. Diouzh un nebeud taolioù e c’heller gwelet ar mor. Ar c’heginañ zo onest ha simpl-tre.
Daou roll-meuzioù zo, hini Sant-Ke (16 €), ha hini Bro-Oueloù (25 €). An degemer zo plijus-tre. Ur poent mat all, servijet e vez eno betek 11e30 noz. Dreist goude ur bourmenadenn vrav war hent ar valtouterien, pe ur splujadenn er mor !

 

Côté Resto, Plasenn an Draezhenn, Sant-Ke, pgz : 02 96 70 56 91.