10 a viz Mae 2004, niv. 12

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Drouglazhet prezidant Tchetchenia

 

 

D'an 9 a viz Mae e veze lidet gouel broadel Tchetechenia. En ur stad eus
Grozny, kêr-benn ar vro, ez eus tarzhet ur vombezenn staliet evit lazhañ
Akhmad Kadyrov, prezidant Tchetchenia. 32 den zo bet lazhet gant an
darzhadenn.

Dilennet e oa bet Akhmad Kadyrov da brezidant Tchetchenia d'ar 5 a viz Here 2003, gant muioc'h eget 80 % eus ar mouezhioù. Tost-tre eus Vladimir Poutine e oa met eus tu an dizalc'hourien tchetchenian e oa da vare brezel 1994-1996 koulskoude. Klasket o doa an dizalc'hourien lazhañ Akhmad Kadyrov ur seizh gwech bennak c'hoazh.
Hervez meur a gelaouenn, e oa un darn vras eus poblañs Tchetchinia  o kaout disfiz outañ hag ouzh an dilennadegoù o doa anvet anezhañ e penn ar vro. War grisaat ez aio sur a-walc'h emzalc'h soudarded Rusia ouzh poblañs Tchetchenia er sizhunioù da zont.

 

 

 

 

 

 

 

 

E koun ar pesked

 

 

War an hent da vezañ riñset emañ ar morioù bras a ra 70% eus hor planedenn. Nebeutoc'h-nebeutañ a besked zo ha pesketaet e vezont gant flodadoù batimantoù efedusoc'h-efedusañ. Lakaet e vez an hale-grap war pesked ar bed gant ar peskerezhioù greantel. Evit ma vefe pesked e stalioù broioù an Hanternoz c'hoazh e rank ar " Fish & Chips " serriñ en Afrika ar Su, ne c'hell ket an dud e Bro-Senegal debriñ merou ken ha marnaoniet eo ar reuniged e Greunland. A-benn nebeud ne c'hellimp ket debriñ moru ken : da netra ez a ar ouenn.
Ouzhpenn ar gouennoù pesked da zebriñ a vez distrujet. 25% eus an dalc'hoù a vez skarzhet marv en dour en-dro : rinkined, begoù-hir, baouted pe laboused-mor e-giz an amiral a vez tapet er rouedoù met dre ma n'hallont ket servijout da netra... E pep mor eus hor planedenn ez eus eus al lazhadegoù-se.
Met 'rit ket biloù ! Chom a ra ar pesked desavet. Maget e vezont gant bleud-loened pe gant boued diwar OGM e-giz an eoged.
Kalon vat d'ho poued !
Kement ha gouzout hiroc'h http://www.greenpeace-oceans.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Roland Sénéca

 

 

Galiri ar Faouedig
Ti-kêr an Oriant
Ag an 9 a viz Ebrel d’an 23 a viz Mae 2004

Edan sklêrijenn vrav galiri ar Faouedig e kreiz-kêr an Oriant e vez diskouezet taolennoù divent Roland Sénéca. Ur arzour e-touez ar re vrasañ en arz a-vremañ eo hemañ. Roland Sénéca a zo é chom e penn pellañ hon douar bras e Douarnenez. Pa vez sellet doc’h e daolennoù bras e vezer lakaet e-tal skeudennoù organik, skeudennoù diabarzh mab-den, meskaj difin etre an ene hag ar c’horf. N’eus ket unan a zo pouezusoc’h evit egile a-barzh oberennoù Sénéca. Lonket eo hon daoulagad get al livioù, kollet eo an hent pa glaskan ur merk anavet ha dav eo deomp en em laoskel da veajiñ e maeziadoù arz Sénéca.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad

 

 

Keloù mat e bed ar vell-droad e Breizh : Brest a bign en eil rummad ar bloaz a zeu. An dibenn-sizhun paseet, war-lerc'h ur match start a-enep da Angoulême, o deus tapet an tiked a ro an tu dezho da bignat. Disoc'h labour 11 bloavezh eo. 11 vloaz e oa stanket Brest e "National". Ur prof brav neuze evit Kêr Vrest graet gant c'hoarierien a c'hello huñvreal e traoù gwelloc'h c'hoazh e-pad an daou zevezh diwezhañ : perak pas bezañ kampion ar rummad "National" ?


35vet devezh

 

PSG (3vet) 1-0 Roazhon (10vet)

Toulouse (17vet) 0-1 Naoned (6vet)

Gwengamp (16vet) 2-4 Le Mans (19vet)

 

Troyes (11vet) – An Oriant (4vet)

 

Angoulême (17vet) 1-2 Brest (2vet)

 

 

36vet devezh

 

Naoned (6vet) – Gwengamp (16vet)

Roazhon (11vet) – Metz (15vet)

 

An Oriant (4vet) – Angers (15vet)

 

 

37vet devezh

 

Auxerre – Naoned

Gwengamp – Nice

Monaco –Roazhon

 

Niort – An Oriant

 

Brest (2vet) – Pau (11vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Starsky & Hutch

 

 

Stadoù-Unanet – 2004
Seveniñ : Todd Philipps

An istor ? Starsky ha Hutch Tin nin nin nin nin nin Starsky ha Hutch...
Mankout a ra an awen da broduerien filmoù sinema ar Stadoù-Unanet, anat eo. Setu ur film ouzhpenn savet diwar tudennoù deut da vezañ brudet war skrammoù skinwelerioù ar bloavezhioù 80. Paour-razh e vez ar senarioioù savet diwar heuliadennoù a-seurt-se pe c’hoazh diwar "comic books" brudet, ha "Starsky & Hutch" n’emañ ket er-maez eus ar reolenn-se. Ma vank deoc’h e gwirionez kavout un tamm dudi e plijo deoc’h marteze fent disko film Todd Philipps, mod-all e vo un digarez da briziañ an diforc’h a zo etre filmoù toull ha filmoù a galite.

Kement ha gouzout muioc’h : www.starskyandhutchmovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Franz Ferdinand

 

 

Embannet gant Domino Records

Ha setu AR strollad nevez a ranker selaou. O tont eus Bro-Skos emañ Franz Ferdinand. E-keñver stumm ar c’hanaouennoù, netra nevez, pe kazi : tonioù ha sonioù evel-se ho peus klevet c’hoazh. Ma! Levezonoù ar strollad a zo peurvat : un tammig Talking Heads (ar c’han), Blur (an tonioù diaes da zisoñjal, implij reolennoù ar pop saoz), Monochrome Set pe c’hoazh The Strokes (an doare da seniñ gitar).
Dont a ra a-benn ar strollad da blijout d’an holl : ur strollad gant gitar,
ya. Met ivez ur strollad a ro c’hoant deoc’h dañsal (Take Me Out, Darts of Pleasure). Ha ma n’eo ket trawalc’h deoc’h, gortozit fin ar miz : dont a ray ar strollad da Sant-Brieg evit gouel Art Rock. Bezit prest !

Kement ha gouzout hiroc'h : www.franzferdinand.co.uk

 

 

 

 

 

 

 

 

Kenwerzh kenurzhiet an dilhad

 

 

Er stalioù bras e vez kinniget estreget danvezioù diazez. Tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ fonnusoc’h renkennadoù ar bitellat, al liorzhañ, ar botoù hag an dilhad enno. Hag ar sifroù a ziskouez eo bet touchet ar brenerien gant ar c’hinnig-mañ. E 2002 e oa bet gwerzhet 15 % eus an dilhad er chadennoù bras-se. Hervez kont eo bet kresket ar c’heitad-mañ a 50 % en daou vloaz diwezhañ, ar pezh a gas betek tost ur c’hard eus ar marc’had.
Evit dont a-benn da geveziñ ouzh ar stalioù arbennik e implij ar stalioù-bras rouedadoù etrebroadel. Dont a reont a-benn da neveziñ ar rummadoù dilhad bep pemzektez. Diouzh ar c’hiz eo ar produioù kinniget ganto hag ar c’houstoù a chom izel. Da ziwall zo memestra peogwir ne ouezer ket bepred eus pelec’h e teu ar varc’hadourezh ha penaos eo bet savet.
Evel-just e vez dedennus ar prizioù, met na ankouit ket sellet ouzh an tikedennoù !