|
|
|
|
|
|
|
22 a viz Meurzh 2004, niv. 5 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tro
gentañ votadegoù 2004 Rannvro Breizh |
|
|
Dec'h
e oa bet pedet un darn eus ar Vretoned da votiñ evit
rakdibab skipailh da zont Kuzul-rannvro Breizh. War pevar departamant
ar C'huzul-rannvro e oa aet 62% eus an dud enskrivet war al
listennoù da votiñ. Evel e meur a rannvro all ez
eus bet gwelet listennoù ar gostezenn gleiz o
kreskiñ an dregantad a vouezhioù dastumet ganto,
e-keñver votadegoù 1998. Setu an
disoc'hoù evit Rannvro Breizh : PS 38,48% ; UMP 25,60% ; UDF
11,06% ; Ar Re C'hlas-UDB 9,70% ; FN 8, 47% ; LCR-LO 4,78% ; MNR 1,92%.
An div listenn diwezhañ o vezañ graet nebeutoc'h
eget 5%, n'eus ket tu dezho unaniñ gant listennoù
evit an eil tro na kaout kuzulierien-rannvro. Evit votadegoù
kanton Bretoned al Liger-Atlantel, emañ ar gostezenn gleiz
war gresk ivez. |
|
|
|
|
|
|
|
Emañ
ar gwennili o tont en-dro |
|
|
Gwelet
e oa bet ar gwennili kentañ e Breizh e-tro ar 15 a viz
Meurzh. E-giz boaz e kasont an nevezamzer gante. Pezh zo
emañ al laboused-se en arvar bras : digresket eo ar
boblañs gwennili-vein-du ( ar re a ra o neizh war
murioù an tier) a 84% e Frañs hervez ar "Museum
National d'Histoire Naturelle" e-korf an 12 vloaz diwezhañ. |
|
|
|
|
|
|
|
Rémi Blanchard |
|
|
Mirdi
an Arzoù Kaer |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-dorn |
|
|
Ma
n'eo ket ar vell-dorn, pe handball, ur sport diorroet spontus e Breizh,
e kaver memes tra skipailhoù gant ul live uhel a-walc'h. Ar
skipailh kentañ eus ar re-se eo hini Saozon-Sevigneg. Ar
skipailh eus bro Roazhon, hag a c'hoari en eil rummad kampionad
Frañs, a zo o paouez gounit chom er rummad-se an
dibenn-sizhun paseet. Ur banne aer fresk neuze evit echuiñ
ar c'houlzad un tamm mat siouloc'h. Ha perak ket klask ober gwelloc'h
eget an 9vet plas m'emañ er mare-mañ. War-lerc'h
Saozon e teu skipailh Naoned evit ar baotred ha Brest Penn-ar-Bed evit
ar merc'hed. E "National 1" e c'hoari an daou skipailh-se, da lavaret
eo al live just dindan an eil rummad. E-kreiz ar renkadur e chom
skipailhoù Mell-droad 29vet
devezh |
|
|
|
|
|
|
|
Girl with a pearl earring (La jeune fille à la perle) |
|
|
Breizh-Veur
(2003) |
|
|
|
|
|
|
|
Kenstrivadeg
an Erer Yaouank |
|
|
Kroget
eo gant kenstrivadeg sonerezh ar re yaouank, aozet gant Gouel an Erer
Kozh. Arzourien vrudet bremañ evel Hocus Pocus, Calico pe
c'hoazh Jeanne Cherhal zo bet Erered Yaouank. Evit dizoleiñ
muzisianed yaouank ar vro ez eus bet aozet 10 abadenn digoust. Sikouret
eo ar frammoù lec'hel gant Gouel an Erer Kozh war an dachenn
deknikel evit kinnig sonadegoù eus ar c'hentañ
d'an arzourien ha d'ar selaouerien. Un "dro bed ar sonerezh" a zastumo
war he hent 10 strollad a sono e-kerz 13vet Gouel an Erer Kozh. Ma fell
deoc'h kemer perzh en Erer Yaouank e c'hellit lakaat hoc'h anv e-pad ur
pennadig c'hoazh. |
|
|
|
|
|
|
|
Ouzh
taol, tudoù ! |
|
|
Ur
mennozh a-feson eo bezañ soñjet
lakaat asambles en ur stal vrav listri liesliv,
spiserezh, armoù kegin ha levrioù
keginañ. Ur stal vev ha tomm, urzhiet tro-dro d'ur gegin
e-lec'h ma vez kaset ur sekred-kegin bemdez gant ur chef brokus war e
alioù. Kavet e vez eno, plijus d'ar selloù, a bep |
|
|
|