15 a viz Meurzh 2004, niv. 4

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Strollad José María Aznar lakaet diaes

 

 

Liammet start e seblant bezañ disoc'hoù dilennadegoù kannaded Spagn gant an darvoudoù c'hoarvezet er sizhun-mañ. 200 den a oa bet lazhet diriaou, ha 1500 den gloazet, gant gwall-daolioù Madrid. Lakaet e oa bet kablus ar strollad armet dizalc'hour euskarat ETA da gentañ gant gouarnamant José María Aznar (Strollad Poblel). Goude-se e oa aet an enklaskerien spagnol kentoc'h war-zu ar strollad sponterezh Al-Qaida. Niverus e oa bet Spagnoliz o votiñ dec'h (76 % eus an dud enskrivet). 42,6 % a vouezhioù a zo aet gant sokialourien ar PSOE (Strollad Sokialour Labourerien Spagn), José Luis Rodríguez Zapatero en e benn, gounezet ganto 39 c'hannad. 37,6 % a vouezhioù zo aet gant PP, strollad gouarnamant Aznar, kollet 35 kannad ganto.

Kement ha gouzout hiroc'h :
http://especiales.prisacom.com/2004/elecciones2004/resultados/congreso.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Diwallomp ar c'hoadeier kozh

 

 

War zigreskiñ ez a tachenn ar c'hoadeier kozh ha pa vefent en trovanoù (Amazonia, Afrika, Indonezia) pe en hanternoz (Kanada, Siberia). Ur penn-kaoz da se eo an dreistgounit eus ar c'hoad evit kas da varc'hadoù ar broioù pinvidik. Pa'z it da brenañ ur pezh-arrebeuri pe prenn, goulennit ma vo dindan al label FSC (Forest Stewardship Council). Roet e vez al label-se gant un testeniekaer dizalc'h a warant e teu ar c'hoad diwar ur gounid reizh. Prenit koad eus ar vro (koad-derv, koad-faou) kentoc'h evit koad eus an trovanoù (akajou, tek)  a zo korvoet gant disoc'hoù ekologel ha sokial eus ar re spontusañ. An trafik-se a zegas arc'hant d'an diktaturioù (Birmania) ha d'ar brezelioù (Liberia) er broioù korvoer. Ouzhpenn-se e saotr kalz an dezougen koad dre ar blanedenn.

Kement ha gouzout hiroc'h : www.greenpeace.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Yuri Leiderman

 

 

"Ar C’harter / Le Quartier"
Kreizenn arz a-vremañ Kemper
ag an 21 a viz Genver d’ar 4 a viz Ebrel 2004

E 1963 eo bet ganet Yuri Leiderman en Odessa. Gwezhadoù get mousfent, gwezhadoù get un ton donoc’h, e sav labour Yuri Leiderman goulennoù a-ziàr ar bed a-vremañ a zo bet kollet. E 2002 e-pad un diskouezadeg e Clermont Ferrand e kinnige Yuri Leiderman mont a-barzh e labour dre hentoù, stummoù savet getañ n’hellent ket ho laoskel en diavaez ag e huñvreoù. Klaseloc’h e oa ar pezh kinniget e Kemper d’ar mare-mañ. Neoazh, kavet e vez e c’hoant da furchal, da zizoleiñ ingal an huñvreoù a zo kuzhet en e benn. Nag ur prof e ra-eñ deomp é lakaat anezhe àr wel.

Kement ha gouzout hiroc'h : 02 98 55 55 77.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad

 

 

Evit ar wech kentañ en he istor e kaso Frañs daou skipailh e kardgourfennoù kib kampioned Europa. Lyon ha ne zeue ket a-benn da vont pelloc'h eget an eizhvet gourfennoù abaoe un nebeud bloavezhioù a c'hoario a-enep an FC Porto, skarzhet gantañ Manchester United an dro a-raok ! Diouzh un tu all, Monaco a c'hoario a-enep "dream team" ar Real Madrid ennañ Zidane, Ronaldo, Beckam. Start e vo neuze evit daou skipailh Frañs. A Coruña, skipailh Galiza, a c'hoario eñ a-enep skipailh Italia ar Milan AC, kampion ar bloaz paseet. Arsenal ar c'hontrol ne yelo ket re bell dre ma c'hoariint e Chelsea, ur skipailh all eus Bro-Saoz. C'hoariet e vo ar c'hrogadoù kentañ d'an 23 pe d'ar 24 a viz Meurzh hag ar matchoù distro d'ar 6 pe d'ar 7 a viz Ebrel. Chañs vat d'an holl.

Na zisoñjit ket derby Kib ar c'hevre etre Naoned ha Roazhon dimerc'her a zeu skignet war-eeun war TF1 adalek 4e50 enderv.

28vet devezh

Naoned (8vet) 2-2 Metz (17vet)
Gwengamp (18vet) 4-3 Montpelhier(19vet)
Niça (7vet) 3-1 Roazhon (12vet)

An Oriant (7vet) 2-1 Istres (1añ)

Reims (1añ) 1-0 Brest (3vet)

29vet devezh

Tolosa (18vet) - Gwengamp (15vet)
Lyon (2vet) - Naoned (6vet)
Roazhon (12vet) - Marseille (8vet)

Besançon (18vet) - An Oriant (5vet)

Brest (3vet) - Cherbourg (13vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Big Fish

 

 

Stadoù-Unanet (2004)
Seveniñ : Tim Burton

A-viskoazh eo plijet Edward Bloom (Albert Finney/Ewan McGregor) o kontañ e vuhez. Boas eo da ginnig e eñvorennoù dindan stumm marvailhoù zoken... "Koñchennoù" a lavarfe e vab (Billy Crudup) kentoc'h ken skuizh eo aet na gallout diveskañ ar gwir diouzh ar gaou e komzoù e dad. Met emañ bremañ an den kozh o nezañ e neudenn ziwezhañ hag ar mab war-nes bezañ tad d'e dro, setu eo erru poent bras d'an traoù bezañ plaenaet. Goude bezañ kinniget deomp ur Planet of the Apes mezhus a-walc'h e tistro Tim Burton d'ur bed marzhus. Daoust d'an aergelc'h bezañ disheñvel diouzh hini Edward Scissorhands e vez adkavet amañ an doare en deus graet brud ar sevener ampart-se. Prantadoù trelatus a zo er film-mañ hag a vo dalc'het soñj anezho.

Kement ha gouzout hiroc'h : www.sonypictures.com/movies/bigfish/

 

 

 

 

 

 

 

 

Kontadennoù an Ankou

 

 

Ul levr bannoù-treset gouestlet d'an Ankou ? Na petra 'ta ! Ha pevar istor war ar marc'had ! Un oberenn a feson lec'hiet e Breizh a ginnig deomp amañ c'hoazh Jean-Luc Istin, kenurzhier ar vandenn-dreset. Sikouret eo bet evit ar steuñvenn gant Ronan Le Breton, hag evit an tresadennoù gant Guillaume Sorel, Franck Poua ha Gwendal. An istor pennañ a gont enklask foll un den war-lerc'h

an Ankoù dibaoe marv e wreg. Un enklask douaroniel, dre Vreizh, ha speredel, dre ar romantoù a skriv, gouestlet da tem ar marv. Tri zesteni pe istor disheñvel a resev pe a zeu da soñj dezhañ, abeg da gement istor disheñvel e-barzh an istor, pep hini anezho kemeret e karg gant un treser nevez. Un aergelc'h kreñv ha kañvaouus a vez krouet gant an hollad, sikouret gant tresadennoù donezonet. Un doare a feson evit splujañ en aergelc'h skeudennaouet mojennoù ar marv.

Jean-Luc Istin h.a., Les contes de l'Ankou, embannadurioù Soleil.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwastell ar plac'h mall warni

 

 

Danvez : 5 aval, 4 c'hiwienn, 3 vi, ½ pakad goell, 130 g. a vleud, 170 g. a sukr, 100 g. a amann.

Lakait ar frouezh troc'het a drañchennoù fin en ur plad bet amanennet : 1 gwiskad avaloù, 1 gwiskad kiwi, betek ne chomfe ket a frouezh ken. Basit ar sukr hag ar vioù en o fezh en ur besel. Ouzhpennit an amann teuzet, met erru yen un tammig. Ouzhpennit ar bleud hag ar goell. Lakait an toaz war ar frouezh. Lakait da boazhañ er forn (tommder 7-8) e-pad 45 mn.